bre-37
bre-37
View options
Tags:
Javascript seems to be turned off, or there was a communication error. Turn on Javascript for more display options.
Adembann a reomp e chomomp prest da genlabourat muioc ' h gant strolladoù , kevredigezhioù , sindikadoù evit taliñ ouzh ar ouennelouriezh hag an tu - dehoù pellañ .
From $ 29 . 17 : Cíosanna Geilleagar gluaisteán i Morristown
• Ar c ' hentañ festoù - noz e salioù , festoù aozet diouzh noz evit dañsal dansoù hengounel .
Ober un evezhiadenn | tags : breizh , brezhoneg , divyezhegezh , hent , karaez , normalaat , ofis ar brezhoneg , panelloù , tro frañs , ya d ' ar brezhoneg | posted in Uncategorized
Dre se e lavaran amañ tamm pe damm eo an embanner a zivizh ma ' z oc ' h ur skrivagner pe get . Ma ne vezit ket embannet ne vo ket kalz tud da lenn ho skridoù , hag e bed ar brezhoneg nebeutoc ' h c ' hoazh . Koulskoude e c ' hell skridoù paour - razh tremen , ha bezañ embann , dre ziouer marteze . War an tu all eo aes bremañ skignañ e destennoù war an Etrerouedad , kalz aesoc ' h eget na oa an emembann ( sic ) , postañ arc ' hant en ho skridoù , hep gouzout re vat ma vezint gwerzet . War Internet d ' an nebeutañ n ' hoc ' h ues ket da baeañ . Gant ar berzh a ra an e - levrioù ( pe Levrel , pe ebook , pe lennerezh - tredan pe me - oar - me ) e vo aesoc ' h aesañ kinnig testennoù a vezo lennet evel forzh pe levr all . N ' eo ket anat an difoc ' h neuze , bremañ ma c ' hell skrivagner ha skriver tizhout an dud . Met gouest e vo ar skrivagner d ' o derc ' hel , d ' o lakaat da zont da glask skridoù all .
Saozneg , galleg ha dreist - holl kreoleg eo ar yezhoù a vez graet gant an dud . Er velestradurezh e vez graet gant ar saozneg .
Holloueziadurioù gant ur framm ennañ rummoù urzhiet hervez ur poell savet a - ratozh ez int . Dre vras e vez bodet an deskamant dindan anvioù ar c ' helennoù bras evit ma reas Aristoteles ( Poellouriezh , Politikouriezh , Barzhegezh , Aritmetik , Oablouriezh , Fizik hag ar pezh a zo " goude " ar Fizik , ar Metafizik ( Trabedoniezh e brezhoneg ) . Ar patrom koshañ eo an holloueziadur hentennek evel ma weler gant ar Speculum Majus savet e latin gant Vincent de Beauvais , un oberenn a ziskouez sammad ar ouiziegezh a c ' helle dastum en XIIvet kantved e Europa . Er XVIIvet kantved e teuas e soñj al lederien deskamant implij al lizherenneg evit dispakañ pennadoù ha ne oant ket urzhiet dre o zemoù , met liammet etrezo gant adkasoù . Sellet ouzh skouerioù roet er rannbennad istorel izeloc ' h .
Neuze Jezuz a lavaras dezho : Heuilhit ac ' hanon , ha me ho raio pesketaerien dud . Kerkent , o lezel o rouedoù , e heuilhjont anezhañ . Hag ac ' hano , o vont un tamm a - raokoc ' h , e welas en ur vag Jakez mab Zebedea , ha Yann e vreur , o fichañ o rouedoù . Raktal e c ' halvas anezho ; hag int , o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien , a heulias anezhañ . Goude - se ez ejont e Kafarnaoum ; Jezuz , o vezañ da gentañ aet er sinagogenn deiz ar Sabad , a gelenne enni . Hag e oant souezhet eus e gelenn ; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud , ha neket evel ar skribed . Neuze , en em gavas er sinagogenn un den dalc ' het gant ur spered hudur hag a grias , o lavarout :
Betek hiziv an deiz , tremen 800 vloaz goude e varv , e chom Zhu Xi un dave evit kement prederour sinaat a zo bet war e lerc ' h .
A - raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar - benn an anvioù - rieion kembraek , " da c ' hortoz " un c ' henemlev a zegouezho , ' m eus aon , e bloavezh an erc ' h du , kement - se diwar zigarez stultennoù ur penn - leue dizesk ne c ' hall ket diforc ' hañ anvioù - gwan boutin ( ar c ' hembraeg da > dda da skouer ) gant lodennoù eus un anv - den a vefe ; n ' eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz , hag a venn lavarout e c ' her diwar e benn ( distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs ) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned . . . Breizh ! ? ! ? .
- « Ar savadur hag ar c ' houskva »
- 4 - Kannadig Montroulez - Miz Ebrel 2006 E penn all Ru an Itron Varia , ur wech tremenet ar pont , en em gaved war ur blasenn dirak an Ti - Kêr kozh , er - maez eus ar gêr gloz . E miz Even 1610 e voe diazezet ar maen kentañ anezhañ . Ker ez oa bet koustet hennezh da gêr Vontroulez daoust na voe ket peursavet biskoazh . A - benn ar fin e voe lakaet an Ti - Kêr kozh da ober magajenn , stal - labour , marchosi hag ostaleri zoken . En XVIIIved kantved , el lodenn eus ar blasenn a sko war Hent ar Gar bremañ , ez edo marc ' had ar pesked hag al legumaj , hag , en e gichen , stok - ouzh - stok gant an Ti - Kêr , ur velin : ' Melin an Duk ' . Rag - enep , er penn all eus ar blasenn , ez edo Plas al Louzoù . E 1831 ez oa prest an Ti - Kêr kozh da gouezhañ en e boull . Setu ma prenas Kuzul ar Barrez , e 1835 , stal ar pesked , ar velin ha kement a yoa stag outi ha diskar peb tra , Ti - Kêr , melin hag all . E 1843 ez oa peursavet an Ti - Kêr nevez . Gwechall , pa c ' halled gwelet c ' hoazh mur Vontroulez , e weled ivez ar C ' hevleud o redek a - zindan Pont Bourret . Hennezh a yoa ur pont maen etre Ru ar Pave e - barzh ar gêr gloz ha Ru Bourret er - maez anezhi . E plas abri ar busoù bremañ , e forc ' h Ru Bourret ha Rue de l ' Observatoire n ' emañ - hi ket mui bremañ , ez oa un ti bras gant un tour eizhkognek , e anv Otel St Prix . E Rue de l ' Observatoire ez edo ar c ' hoariva kozh a voe fontet gant an Aotroù Cadeville . Gwerzhet e voe c ' hoariva kozh e 1888 pa voe digoret an hini nevez e Ru Vrest . Er bloaz - se eo ivez e voe diskaret Otel St Prix ha Pont Bourret , ha goloet ar C ' hevleud evit ober ur blasenn nevez : Plasenn an Tri Letern pe An Tri Letern da gomz berroc ' h . Place Emile Souvestre eo bet lakaet e Galleg avat , en enor d ' an eskrivagner Breton brudet a vevas etre 1806 ha 1854 .
Diwar - benn bloavezh 1467 an deiziadur juluan eo ar bajenn - mañ .
Bep bloaz e teu bugale da gKEAV gant o zud . Er bloavezh - mañ , en eil sizhunvezh ez eus bet degemeret 9 bugel etre 6 ha 11 vloaz , met er sizhun gentañ e oa deuet 24 bugel , eus Breizh dreist - holl met eus Bro C ' hall ivez .
Met an hini a oa bet yac ' haet ne ouie ket piv e oa ; rak Jezuz a oa en em dennet e - kuzh abalamour ma oa kalz a dud eno . Goude - se , Jezuz a gavas anezhañ en templ , hag a lavaras dezhañ : Setu , te a zo bet yac ' haet ; na bec ' h ken , gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc ' h . An den - mañ a yeas hag a lavaras d ' ar Yuzevien e oa Jezuz en devoa e yac ' haet . Abalamour da gement - se , ar Yuzevien a heskine Jezuz , [ hag a glaske e lakaat d ' ar marv , ] dre m ' en devoa graet - se deiz ar sabad . Met Jezuz a lavaras dezho : Va Zad a labour betek vremañ , ha me a labour ivez . Abalamour da - se , ar Yuzevien a glaske c ' hoazh muioc ' h e lakaat d ' ar marv , neket hepken dre ma torre ar sabad , met c ' hoazh abalamour ma c ' halve Doue e Dad , oc ' h en em ober e - unan kevatal da Zoue . Jezuz , o kemer ar gomz , a lavaras dezho : E gwirionez , e gwirionez , me a lavar deoc ' h : ar Mab ne c ' hell netra anezhañ e - unan , nemet en defe gwelet an Tad ouzh e ober ; rak kement a ra an Tad , ar Mab ivez en gra eveltañ .
Me ouie mat - tre eo latin ar stumm ( te a welo ar perag ) , met ne ouien ket pehini a zo bet implijet gant tud Walarn , setu perak em eus kemeret an hini nemetañ a anavezan sachet diwar ur c ' han ha diskan kanet e Poullaouen , Apollo , Merkurius , Venus ha Jupiter . Ur wech ouzhpenn e resisan n ' on ket evit ijinañ , nemet e degouezhioù rouez - tre . Pa kavin un destenn diwar zorn un den desket mat e rin ganti . A - hent - all ne dalvez ket ar boan kemmañ en aon ma vo kemmet en - dro ( gant ar stumm Apolo , piv oar ? ) . Ne gomprenan ket ar c ' hoari gant Benoni hag eñ o c ' houlenn ma ne vo chañchet traoù a - bouez hep lakaat un notenn war ar bajenn gaozeadenn evit ar re o deus boulc ' het gant ar pennadoù . N ' eo ket ur sujed evit tabutal , un afer sevended eo . Koulskoude ne ' m eus ket graet brezel skridaozañ ( brezel embannerezh a zo saoznek ha direizh ) morse , rak tud all a zeuio evit adkempenn an traoù ( n ' eus pennad echu ebet ) . - - Ch . Rogel 26 Kzu 2006 da 18 : 02 ( UTC )
Two numbers are equal if and except if their difference is equal to zero .
Diskenn a ra ar sporennoù e logigoù ar skevent . Ar makrodebrerien a glask fagokitañ anezhe a darzh hag ar sporennoù dieubet a vez kaset gant ar reizhiad limfatek betek ar gwerblennoù trakeobrankek . Diwar ar sporennoù e tiwan stummoù darnvevus eus ar serk a baota hag a laosk toksinoù betek tri - ugent devezh diwezhatoc ' h .
P ' emañ heñvel pouez pep mouezh en dilennadegoù - seveniñ , n ' eo ket an degouezh evit a sell ar re lezennel . Eus un tu , bez ' ez eus tri Senedour evit dileuriañ pep UF ( unvez eus ar c ' hevread - 27 a zo anezho hiziv an deiz ) . Eus an tu all , ma seller ouzh ar patrom kevreadel klasel , e rank dileuriadur ar Gannaded bezañ diouzh poblañs peb UF ; an niver - se a zo , evelato , bevenet etre 8 da nebeutañ ha 70 d ' ar muiañ . A hend all , lakaet eo e pleustr ar reizhad muianiverek evit dilennadeg ar Senedourien hag hini kenfeurel evit ar Gannaded .
bevet hon eus ur prantadig dudius war lein ar Mene Bre hirio d ' an abardaez erru tost da vare kuzh heol hon eus kavet goudor e porched ar chapel serret oa an nor giz vez kustum d ' ober dre ar vro hiriv aze edomp ar pevar ac ' hanomp va gwreg , me ha va bugaligoù avel yen o c ' hwezañ eus ar viz graet un azez war ar skaon an daou lampouniged o tevel a greiz toud hep ma vije dav deomp sevel hor mouezioù hag an deñvalijenn o kouezhañ war ar c ' hornog du - se , du - mañ ivez . . . joa hag habaskter ennomp hag er vro
Porzh - Loeiz | Memorioù olifanted Betek ar 26 a viz Gwengolo 2011
Moran wrote 1 year ago : Moran Dipode live eus aerborzh Shannon ! ^ ^ Plijus eo an deknologiezh memestra , gellout kaout ar wif … muioc ' h
N ' eo ket c ' hwi hoc ' h eus va choazet , met me eo am eus ho choazet , hag am eus ho lakaet , evit ma ' z eot , ha ma tougot frouezh , ha ma vo ho frouezh kendalc ' hus , ha ma roio va Zad deoc ' h ar pezh a c ' houlennot outañ em anv . Ar pezh a c ' hourc ' hemennan deoc ' h eo ma en em garot an eil egile . Mar kasa ar bed ac ' hanoc ' h , gouezit penaos en deus va c ' hasaet a - raok deoc ' h . Mar bijec ' h eus ar bed , ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ ; met abalamour ma n ' oc ' h ket eus ar bed , met ma em eus ho choazet er bed , abalamour da - se eo e kasa ar bed ac ' hanoc ' h . Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc ' h : Ar mevel n ' eo ket brasoc ' h eget e vestr . Mar o deus va gwallgaset , e wallgasint ivez ac ' hanoc ' h ; mar o deus miret va ger , e virint ivez hoc ' h hini . Met ober a raint deoc ' h kement - se holl abalamour da ' m anv , rak n ' anavezont ket an hini en deus va c ' haset . Ma ne vijen ket deuet , ha ma ne ' m bije ket komzet outo , n ' o dije ket a bec ' hed ; met bremañ n ' o deus ket a zigarez evit o fec ' hed .
Hag oc ' h en em lakaat war e zaoulin , stouet e dal betek an douar , e lavar teir gwech dioustu :
42 « Ro d ' an neb a houlenn . Na dro ket kein d ' an hini a houlenn diganit presta dezañ .
E Brazil e voe savet an trevadennoù kentañ er bloavezhioù 1530 ( krouidigezh São Paulo e 1530 da skouer ) . Rio de Janeiro a voe savet e 1567 . Ur wech savet kêrioù war an arvor e teuas Portugaliz d ' ober o annez eno , c ' hoant ganto da c ' hounit arc ' hant diwar ar c ' horz - sukr , ar c ' hafe pe an aour . Evit gounit korz - sukr e voe ezhomm tud da labourat er parkeier ha kroget e voe da zegas sklaved d ' ar vro . Tamm - ha - tamm ez eas tud an arvor war - zu diabarzh an douaroù . Kreskiñ a reas poblañs ar vro ha tamm - ha - tamm e teuas da vezañ brasoc ' h eget hini Bortugal .
Tremenet e oa dregantad an dud a gomz yezhoù hengounel ( an dezverk nemetañ gant INEGI evit merkañ an henvroidi ) eus 17 % e 1895 da 7 % hepken e 2000 . E - keñver an niver anezho avat , e oa bet ur c ' hresk eus 1 milion e 1895 da 7 milion e 2000 . A - unan emañ an arbennigourien [ 7 ] evit lavaret ez eus kentoc ' h 12 , 7 milion a henvroidi e Mec ' hiko , ganto ur yezh hengounel pe get . Betek 1980 e tivroe an henvroidi war - du ar c ' hêrioù bras tost d ' al lec ' h ma oant bet ganet , met adalek ar bloavezhioù 1990 ez aent a - zruilh war - du ar Stadoù - Unanet .
Gourc ' hemennoù evit bezañ peget e - barzh ar ( G ) wikeriadur . Talvoudus - kenañ eo al labour az peus graet . Tammoù traoù am boa graet e 2005 zo met n ' em boa ket kemeret ar boan morse da gompren da vat penaos e oa frammet ar wikigeriadurioù all . Laouen - kenañ on o welet eo loc ' het hor wikeriadur da vat bremañ . Kalon dit da genderc ' hel ganti . Dalc ' h mat ! Fulup 3 Gen 2007 da 09 : 48 ( UTC )
Eric Marchand zo ur c ' haner hag ur soner brudet eus Breizh , ganet e Pariz e 1957 en ur familh a orin eus Quelneuc e Breizh - Uhel . Dizoleiñ a reas ar sonerezh en e vugaleaj gant un tad - kozh a gane ha gant e dad a sone ar gitar . Plijout a ra dezhañ sonerezhioù ar bed . Dizoleiñ a reas , pa oa krennard , un enrolladenn fest - noz a oa e dalc ' h e dad . Dedennet eo neuze gant ar sonerezh - se .
- « Ha te a zo roue ar Juzevien ? » Respont a reas Jezuz :
Ar c ' hoarierien Puerto Rico , ur c ' hoari strategiezh diwar diorri kenverz ar sklaved ( pe merañ ar re hag a gutuilh ar sukr e 1784 ) . Ur c ' hoari farsus tre , michañs e adkavimp anezhañ ar bloazh a zeu .
Plijet on bet gant ar veaj peogwir ' m eus gweladennet ha dizoloet traoù nevez . Plijet on muioc ' h gant ar gweladenniñ kêrioù eget ar mirdioù met ar pezh a oa displijus a oa ar follennoù hor beze da leuniañ . Jentil ha degemerus - tre e oa an dud du - hont . Plijet on bet ivez gant ar boued , debret e veze mat bepred . Plijus - tre ' oa ar veaj ! Ne oa ket re a virdioù hag ouzhpenn e oa kalz a amzer vak . Berlin , Praha , Dresden hag all . . . a zo kêrioù brav ha dedennus . Desket ' veze gant hor c ' henskriverien ar sorabeg , neuze o doa bet un deskadurezh divyezhek eveldomp . Sorabiz a zo jentil ha degemerus . Pouezus eo ar relijion gristen evito . Tu ' oa krediñ e vefe paouroc ' h an dud peogwir e oant er Reter ( DDR ) , met bez oa kalz a diez brav ha bras . E Bro - Alamagn eo kalz marc ' hadmatoc ' h an traoù . Trugarez Marine evit ar veaj plijus - se !
Lezit o - daou da greskiñ betek an eost ; ha da amzer an eost , e lavarin d ' ar vederien : Tennit da gentañ an dreog hag en endrammit evit e zeviñ , met dastumit an ed em solier . Kinnig a reas dezho ur barabolenn all , hag e lavaras : Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c ' hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark ; ar bihanañ eus an holl hadoù eo , met pa ' z eo kresket , ez eo brasoc ' h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn , en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù . Lavarout a reas dezho ar barabolenn all - mañ : Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg , hag a laka e tri muzuliad bleud , betek ma vo an toaz goet holl . Jezuz a lavaras an holl draoù - se d ' ar bobl e parabolennoù , ha ne gomze ket outo hep parabolenn , evit ma vije peurc ' hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed : Digeriñ a rin va genou gant parabolennoù , disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed . Neuze Jezuz , o vezañ kaset kuit ar bobl , a zeuas en ti . E ziskibien a dostaas outañ , o lavarout : Displeg deomp parabolenn dreog ar park .
« Mond a ree dre Vro - Halilea a - béz , en eur gelenn er zinagogou , en eur embann Kelou Mad Rouantèlèz Doue , en eur barea pep kleñved ha pep langiz e - touez ar bobl . » ( 4 , 23 ) .
Dilun e oa ar Ramoneurs de Menhirs , atav ker bervidant ; en o raok e oa bet ur strollad indianed Navajo é tiskouez d ' an dud ar pezh a zañsont eno hervez ar vodel gozh , ar c ' hredennoù pe an oberioù a zo stag doc ' h pep dañs . Lakaet o deus an dud da zañsal ivez . Goude ar Ramoneurs neuze eh eus bet ar strollad Blackfire , ur strollad savet get indianed Navajo ivez . Gitar , gitar - boud , taboulinoù . Ar re - se a gase a - barzh ! Sonerezh rock gete , skrivet e oa " punk " àr ar paper , ar pezh a oa gwir a - fed ar pezh a veze lâret gete , pal o sonerezh ( sachiñ evezh àr o c ' hoantoù don , o diaezamantoù , o doñjer . . . . ) met a - fed sonerezh e oa teknik - pasapl , da skouer an taboulinoù , ha ne oa ket d ' am soñj punk 100 % . ( Evit bout punk 100 % e vehe ret tapout un den hag en deus traoù da lâret , a zo heuget get tra pe dra er gevredigezh , ha lakaat etre e zaouarn ur gitar - tredan , na bout n ' en deus ket james touchet gitar ebet en e vuhez . . . ) . Fiskal , ha fiskal ar c ' hejaj en achuamant get lod ag ar Ramoneurs .
Heb . kishshurim ) , properly girdles or belts for the waist ( ) .
Ur gelaouenn vrezhonek trimiziek diwar - benn ar brezhoneg , ar yezhoù keltiek hag o yezhoniezh eo Hor Yezh . Krouet eo bet e 1954 gant Arzel Even , kelenner e Skol - Veur Aberystwyth . Pa varvas an diazezer e 1971 e kemeras Per Denez ar renerezh hag hemañ en deus treuzkaset ar garg da Herve ar Bihan e 1998 . E 2005 e kemer perzh er bodad - lenn kelennerien Rann ar brezhoneg Skol - Veur Roazhon 2 hag un nebeud tud ouiziek , kelennerien skol - veur war o leve en o zouez . Embann a ra Hor Yezh levrioù brezhonek ivez , met distag eo diouzh Mouladurioù Hor Yezh . Kevredet int o - daou e Kuzul ar Brezhoneg .
N ' eo ket bet dav din skrivañ amañ abaoe re bell … met setu , deuet on en - dro ! Un bail que je n ' écris rien ici , je ne pouvais pas accéder à mon blog , un comble ! Merci au service technique qui a fait un … Continuer la lecture →
Perak e Landerne hag e Kemper ? An daou di - Post mañ zo o vezañ renevezet . Ar c ' hoant ganeomp neuze da brofitañ eus al labourioù evit goulenn staliañ ur panellerezh divyezhek en tier Post . Etre 10eur mintin ha kreisteiz oa tu mouezhiañ , ha 207 den o deus kemeret perzh er votadeg - se .
- « Na gemerit netra ganeoh evid an hent , na baz , na sah , na bara , nag arhant . N ' it ket da gaoud diou zae pep hini . 4 E ti pe di ma ' z it ennañ , chomit eno . Ahano eo ez eoh pelloh . 5 « Ma ne vez ket greet digemer deoh , en eur guitaad ar gêr - ze , c ' hwi a hejo ar boultren diwar ho treid : Eun testeni a - eneb dezo e vo kement - se » .
Rak den ne ra netra e - kuzh , pa glask bezañ anavezet . Mar rez an traoù - se , en em ziskouez da - unan d ' ar bed . Rak e vreudeur memes ne gredent ket ennañ . Jezuz a lavaras dezho : Va amzer n ' eo ket c ' hoazh deuet ; met hoc ' h amzer - hu a zo atav deuet . Ar bed ne c ' hell ket ho kasaat ; met kasaat a ra ac ' hanon , abalamour ma roan testeni anezhañ , penaos eo fall e oberoù . Evidoc ' h - c ' hwi , pignit d ' ar gouel - mañ ; evidon - me , ne bignin ket c ' hoazh dezhañ , rak va amzer n ' eo ket c ' hoazh deuet . Hag o vezañ lavaret kement - se dezho , e chomas e Galilea . Met , pa voe aet e vreudeur , e pignas ivez d ' ar gouel , neket a - wel d ' an holl , met evel e - kuzh .
спасиба , падрачил expr [ spassib a padratch i l ] ( \ o / ) : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : спасиба , падрачил .
27 « Med deoh - c ' hwi a zo ouz va zelaou e lavaran : karit hoh enebourien , grit vad d ' ar re o - deus kasoni ouzoh .
Antarktika & Oseania : Kaledonia - Nevez · Hebridez Nevez ( Vanuatu hiziv ) · Frañs Antartika
. . . 39 ; h ober war dro ar c ' hamp , daou - warn ugent bugel . Brav e oa an amzer evit chench eus warlene . Pemp gant kentelioù " klasel " evel kustum , ha obererezhioù arbenn . . .
Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ : Aotrou , ha ne ' c ' h eus ket hadet had mat ez park ? Penaos eta ez eus dreog ennañ ? Eñ a respontas dezho : Un enebour din en deus graet kement - se . Ar vevelien a lavaras dezhañ : Fellout a ra dit ec ' h afemp d ' e dennañ ? Nann , emezañ dezho , gant aon o tennañ an dreog , na ziwriziennfec ' h ivez an ed . Lezit o - daou da greskiñ betek an eost ; ha da amzer an eost , e lavarin d ' ar vederien : Tennit da gentañ an dreog hag en endrammit evit e zeviñ , met dastumit an ed em solier . Kinnig a reas dezho ur barabolenn all , hag e lavaras : Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c ' hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark ; ar bihanañ eus an holl hadoù eo , met pa ' z eo kresket , ez eo brasoc ' h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn , en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù . Lavarout a reas dezho ar barabolenn all - mañ : Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg , hag a laka e tri muzuliad bleud , betek ma vo an toaz goet holl .
Daoust ha pehini eo er yezhoù all ? N ' eus liamm etrewiki ebet ha n ' az teus ket skrivet penaos e kroge . . . Diaes eo goût . Ha liammet e vefe ouzh an Digoradenn Napoleon ? A galon - - Kadwalan 13 Mae 2008 da 11 : 58 ( UTC )
var comment2 = " | 1 . Merkit war al linenn a - is perak e kinnigit a rpennad - mañ . N ' eo ket dav sinañ , deiziatañ pe votiñ : Ho kinnig a dalvez e votit ' a - du ' . | " ;
( Hag ur wech e soñj deoc ' h n ' oc ' h ket re fall e c ' hellit mont aze ha leñvañ : cghub )
Ma ne chom ket unan bennak ennon , taolet eo er - maez evel ar brank , hag e sec ' h ; neuze e tastumer ar brankoù , o zaoler en tan hag e tevont . Mar chomit ennon , ha mar chom va gerioù ennoc ' h , c ' hwi a c ' houlenno ar pezh a fello deoc ' h , hag ho po anezhañ . Roet e vo gloar da ' m Zad , mar dougit kalz a frouezh , ha c ' hwi a vo va diskibien . Evel m ' en deus an Tad va c ' haret , me am eus ivez ho karet ; chomit em c ' harantez . Mar mirit va gourc ' hemennoù , e chomot em c ' harantez , evel ma em eus miret gourc ' hemennoù va Zad , hag e choman en e garantez . Lavaret em eus deoc ' h an traoù - mañ , evit ma chomo va levenez ennoc ' h , ha ma vo ho levenez peurleuniet . Va gourc ' hemenn eo , ma en em garot an eil egile , evel ma em eus ho karet .
Moran wrote 1 year ago : Hop , hop , hop , ur bloavezh ouzhpenn o terriñ revr ar bed ^ ^ Evel bep bloaz n ' en em santan ket … muioc ' h
Ar brezelour Pandita C ' houtouktou a lavaras eur bedenn àr ar rivinou e - menn e tremene skeudennou an dud ou - doe renet àr eun hanter ag ar bed . Hoant e - noa gober ar mem taolou - kaer ha pigna betag gloèr Djengis C ' han ha Tamerlan .
N ' ouzon ket ar pezh a soñj deoc ' h , met gouzout a ran e vo poanius ar miz a - zeu evidon , dre ma n ' on ket evit gouzañv ar foutchbol . Hegasus a - walc ' h e kavan e vefe lonket hanter amzer ar c ' heleier gant disoc ' hoù ar sport peurliesañ dija , ha mezhus e kavan e vefe embannet disoc ' h ur c ' hrogad a - raok keleier ar bed , a - raok an dud , ar re a zo marvet , ar politikerezh , an armerzh , ar brezelioù , ar gwir keleier . N ' eo ket ar mell - droad ( perak an diaoul e vefe benel ? Gourel hollek eo an holl sportoù … Ar vell end - eeun ne lavaran ket , met ar sport ? ) hepken , hañ , ne gavan ket gwelloc ' h pa vez disoc ' hoù Roland - Garros , pe an F1 , pe forzh pe sport e gwirionez .
d ' ar sadorn 23 a viz Here 2010 gant Div Yezh Breizh
Setu amañ ar c ' hoshañ skrid savet e brezhoneg . Er blez 590 eo bet savet , pell - pell zo ' hat !
Kavet e vez alies - tre e yezhoù ar bed lieskensonneadoù enne div elfenn kensonennel , da skouer e brezhoneg " staon " , met daoust ha ma reont gant seurt lieskensonennadoù divelfennek a - wezhoù ez eus harzoù ivez o virout d ' o implijout e lec ' hioù resis ' zo , da skouer en arabeg unvan n ' hallont ket bezañ implijet e penn ur silabenn .
Plijus e tle bezañ al levr ha gant un troer ken ampart … Romantoù polis Tonino Benaquista zo eus ar c ' hentañ ivez .
En em astenn a ra an ekosistemoù douarel e - pad an devonian . Tra ma kreske plantennoù dibenn ar siluriann en endroioù glebek hepken , e trevadennas re an devonian diabarzh ar c ' hevandirioù . Hag e chomont eeun e deroù ar marevezh e liesekaont buan a - walc ' h hag eo e penn an devonian ez eas war well ar wezenn gentañ : Archaeopteris . Ar plantennoù - se a grouas an douar kentañ ha herberc ' hañ a rae ur faon ag artropodoù .
Unnek - ugent eus e venec ' h a oe diskaret en e rôk gant klenvejou tapet endro d ' ar beorien .
Kinnig a raio an EUSGeK ( ISFEC Brest ) evit ar bloavezh - skol 2011 - 2012 un hentad stummañ d ' ar studierien pe d ' ar supleanted o defe c ' hoant dont da vezañ kelenner ar skolioù divyezhek dindan stern ar master . Kenglotañ a ra an hentad - se gant ar genstrivadeg kelenner ar skolioù divyezhek .
Hag ar re se o devez mammoù na ouezont ket mat ar galleg :
Evel ma komze evel - se , e holl enebourien a voe mezhek , hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae . Lavarout a reas c ' hoazh : Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue , pe ouzh petra e hañvalin anezhi ? Heñvel eo ouzh ur c ' hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh ; hag e kresk , hag e teu da vezañ ur wezenn [ vras ] , en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù . Lavarout a reas c ' hoazh : Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue ? Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg , hag a laka e tri muzuliad bleud , betek ma vo an toaz goet holl . Jezuz a yae dre ar c ' hêrioù ha dre ar bourc ' hioù , o kelenn hag o terc ' hel hent Jeruzalem . Unan bennak a lavaras dezhañ : Aotrou , ha ne vo salvet nemet nebeud a dud ? Eñ a lavaras dezho :
On 16 mar , 19 : 50 , Hocine < need . . . @ xxxxxxxx > wrote : Deiz mat , da genta , reuz am eus da ober kalz faziou met c ' hoant am eus deskin brezoneg hag n ' é ket posibl scriv pe komz hep ober faziou evit an den evidon . Me zo ethnoulouger ha yezher , labour a ran war tachenn Breiz hag Broiou keltieg all met labouret am eus ivez kalz war sevenadur mab den dre ar bed . Evit tud a zo c ' hoant dezho lenn an tammig leoriou war tachenn étnnoulougiez bez ez eus kalz leoriou scrivet gant tud dishenvel evel : Anatole ar Braz , Marcel Mauss , Emile Durkeim , hag all . Petra eo dalvez an ethnoulougiez ? ? Studia buhez mab den , e sevenadur , e yez , e seurt buhez . . . Derc ' hel a ran gant ar komzou diwar benn al lizer " C " , sonjet am eus dec ' h da noz rei deoc ' h skoueriou all : scrivet am eus araog ar formulenn - se brudet kalz : E = mc ² hag sell a ran breman hepken am eus graet ur fazi braz araog pa am eus scrivet ar formulenn - se , digarezit ac ' hanoun mar plij ganeoc ' h , n ' é ket " M = mc ² met E = mc ² " E = ar simbol - man " E " a zo evit an energiez evel just , hag " M " a zo evit ar " matter " e saozneg , sonj a ra din posibl da trein e brezoneg ar " matter " gant ar ger " dalvez " : petra sonj dit ? ? hag , benn ar fin ar " C " evit ar " C ' horf " . Skouerou all lec ' h ma zo implijet al lizer " C " evel ur simbol matematikel , physikel pe chimikel : Ar symbol " C " evit scriva ar " C ' harbon " , pe ivez war tachenn internet ez eus ul langage anvet " Langage C + + " ar yez - se pe al langage se a zo brudet kalz . Met bez ez eus miliadou ha miliadou skouerou all war dachenn ekonomikel ha skiant kaled lec ' h ma zo implijet al lizer " C " ha n ' é ket posibl ober hep hi . Droug braz eo da scriva levroueg skiant ken sot e vez ma eo ober . An usaj a zo trein leoriou skiant e brezoneg eus ar galeg ar peurliesan an amzer hag an doare fall kennan , al leoriou a zo troet ger evit ger , ur ger e brezoneg hag ur ger e galeg , an dra se a oa implijet gwechall gant ar velein evit laka e brezoneg traou a oa scrivet e galeg pe e latined evel an aviel , kanticou , buhez ar sent . . . gwechall an dud ne scrivan tamm ebet e brezoneg met trein hepken deus yezhou all . Hag breman a zo memestra an tud a zo chanjet met ar spered a zo memes spered amzer gwechall hag posibl eo deoc ' h da sell ar spered - se pep lec ' h : war lec ' hienn " Kervarker , an office ar yez brezoneg , skol huel Roazon . . . " an doare implijet da ober war ar yez a zo memes doare implijet gant ar veleien abaoe an 15 kantved beteg an derou an 20 kantved met marteze ar spered a zo chanjet eun tammig breman a zo eur spered , evel ma vez lavaret , eur spered " Laiked " , evel skol Roazon , eur medisinerez he deus lavaret din en he buhez medisinerez he deus gwellet an niverou braza eus an tud klanv gant c ' hanser barz ospital Roazon . Kement gwech am eus lennet articlou diwar benn skolidi Roazon daou o tremen o amzer eva boeson kren war blasenn public pep diryaou ? ? Hag ur skolidi a oa lazet gant ar re - all epad eun abadenn boeson krenv ? ? hag suur on eun dra se a zo ar frouez deskadurez skol uhel e breiz . Lennet am eus leoriou " anvet " skiant , scrivet war o c ' horenn sciant met e gwirionez n ' e ket sciant mat awalc ' h evit ar saout hepken . Fall eo scrivan leoriou evel eur repertoir anaiou hepken . Red eo scrivan geriougou e brezoneg da benn ha benn . Evit laka an dud da sonj barz ur yez red eo scriva e brezoneg da benn a benn ha n ' e ket scriva evel tud aliened pe resot . Ne blij ket din tamm ebet ano " Office ar yez brezoneg " santet am eus an anv se a zo evit ar re goz a zo laket barz ti ar re goz " Office evel an ospice . Ur skouer " Kavout e vez barz geriaoug se : ( e galeg ) Système solaire : ( troet e brezoneg tost se ) Sistem heol , Carbon : Karbon ; . . . . Evel - se a hed kantadou ar pajenn . Me zo sur evel - se e vo lazet ar sciant e breiz evit pell . An doare mat da scriva eo da gentan e brezoneg da benn ha benn ha goude eun daore da laka an dud a sonj ar sciant e memes amzer : Sistem an heol : ar sistem an heol a zo graet gand pladennou a zo liamet gant an heol ha n ' eo ket posibl dezho da vevan hep energiez an heol . An heol a zo e kreiz ar sistem se hag an dro dezan ez eus planedennou all evel an douar , al loar , neptun . . . . an heol a ro he energiez evito . . . . " setu , evidon an doare mat da ober ar sciant e brezoneg ha da sacha skolidi o deskin sciantou an amzer breman ha n ' eo ket ar sciant Loana pe Skoliou uhel Breiz . Beteg breman ar sciant e breiz a zo gwelet evel ur moien da kaout arc ' hant public evit netra . met siwaz al leoriou , an office , brezoneg , pe skolliou uhel ober a reont kalz droug n ' eo ket evit ar yez brezoneg hepken met evit ar sciant ivez . Pa am eus scriv leoriou an office ar yez . . . Komz a ran eus an doare da scriv atao en diouyez . Evel n ' eo ket posibl da unan bennak sonj e brezoneg da benn ha benn . Sonj a ra din , an amzer a zo deuet da ober ul labour sirius war tachennou ar yez e Breiz ha da gentan gant implij adarrre al lizer " C " barz al lizeriou brezoneg . Sonj ' ta ma vefe ur skolidi brezoneg e physik barz ur c ' holog international ha scriv e formulenn physik gant ar " K " evel : E = mk ² " petra o vont sonj ar re all ? ? Int o vont sonj : gwir eo ar pez hon eus klevet ken re sot eo ar vretoned evit scriva ur formulenn ken pouezus evel - se . Hag pa em eus lavar an dra se , kalz tud respont din , n ' e ra forz , ni ar vretoned karout a reomp dansal , kanan hag an tammig arc ' hant evit sevel eun ti , ar sciant n ' eo ket pousuz evit an den hag an americaned int oc ' h ober al labour . .
8 : 38 An den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ , en pedas d ' e lezel da vont gantañ . Met Jezuz a gasas anezhañ kuit , o lavarout :
Deuet eo ar blogoù war wel abred a - walc ' h met n ' o deus graet berzh ken nemet nevez zo gant emled fonnus an dud kevreet ouzh ar Genrouedad dre ar bed a - bezh hag an dispriz o tont war mediaoù nebeutoc ' h implijet evel Usenet hag ivez al lec ' hiennoù personel a zo kavet re gemplezh .
XVII AR WERC ' HEZ VARI HA SAKRAMANT AN AOTER
Pa ' z eas Jezuz ac ' hane , e welas un den anvet Mazhev , azezet e ti ar gwirioù , hag e lavaras dezhañ : Deus war va lerc ' h . Eñ , o vezañ savet , en heulias . Jezuz o vezañ ouzh taol en ti , kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien . Ar farizianed , o welout kement - se , a lavaras d ' e ziskibien : Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall ? Jezuz o vezañ klevet - se a lavaras dezho : N ' eo ket ar re a zo yac ' h o deus ezhomm a vedisin , met ar re a zo klañv . Met it , ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c ' homzoù - mañ : Trugarez a fell din , ha neket aberzhoù , rak n ' on ket deuet evit gervel ar re reizh [ d ' ar geuzidigezh ] , met ar bec ' herien . Neuze diskibien Yann a zeuas d ' e gavout , o lavarout : A - belec ' h e teu , ma yun alies ar farizianed ha ni , ha da ziskibien - te ne yunont ket ? Jezuz a lavaras dezho : Mignoned ar pried , ha gallout a reont en em c ' hlac ' hariñ e - pad ma ' z emañ ar pried ganto ? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto , ha neuze e yunint .
Chom a reoc ' h perc ' henner war ar pezh a skivoc ' h e - barzh Wikipedia . Met dre genober war al lec ' hienn - mañ ec ' h embannoc ' h testennoù dindan termenoù ar GFDL ( hep kevrenn digemm pe destennoù pajenn c ' holo ) .
Krouet eo bet ar gevredigezh SETU a - benn mont dreist d ' ur gentel - skol en ur c ' hinnig hor raktresoù d ' ar vrasañ niver a vrezhonegerien ha gwellaat neuze hon doare da labourat a raktres da raktres . Hiziv an deiz e ouzomp e vank traoù evit ar re yaouank e Breizh , ha n ' eo ket en ur c ' hortoz ez aio war wellaat an traoù . Merzet hon eus eo d ' ar re yaouank da ziskouez e fell dezho kaout ur vuhez pemdeziek e brezhoneg dre ar filmoù , ar sonerezh , al lennegezh , … Krouet eo bet SETU gant youl ur strollad mignoned evit gwellaat , sikour , skignañ ha lakaat da vont war - raok ar c ' hleweled e brezhoneg . SETU a respont neuze d ' hor c ' hoantoù : strollañ , krouiñ , frammañ ha dreist - holl skignañ raktresoù kleweled e brezhoneg evit ar re yaouank kement hag ar re koshoc ' h . Kavet vo a bep seurt traoù war ar blog - mañ : titouroù diwar - benn raktresoù ar gevredigezh , skeudennoù , filmouigoù hag all . Skrivit deomp hep termal ! Ken ar c ' hentañ ! Skipailh Setu
Fiziet eo aozadur kentañ Kib ar Bed da Uruguay d ' an 18 a viz Mae 1929 da geñver kendalc ' h KEME 1929 e Barcelona . Dre ma koust kaer - ruz mont da Uruguay , n ' eus ken nemet pevar skipailh evit mont di 1930 [ 2 ] : hini Frañs , hini Belgia , hini Yougoslavia hag hini Roumania . Dav eo da Jules Rimet ober tro Frañs memes , evit kendrec ' hiñ pennoù - bras ar melestradurezh , ar c ' hoarierien hag an implijerien evit ma vo loc ' het gant ar skipailh e koulz . Dont a ra a - benn un toullad a c ' hoarierien da ziskrog eus o labour evit daou viz , ar pezh n ' hall ket ober ar gourdoner Gaston Barreau . Evit enoriñ stourm prezidant KEME eo " Kib Jules Rimet " anv an trofe a vez da c ' hounid etre 1930 ha 1970 .
Emezelañ e reas da Strollad Komunour Kambodja ha sekretour - meur e voe e 1962 .
Soñj ' m eus c ' hoazh eus an doare dipit em boa bet gant film 30 jours de nuit . Ur mennozh dispar , met laosket a - gostez ar pezh a gaven me dedennus : ar fed e ranke an dud bevañ e - pad 30 devezh en deñvalijenn gant preizerien tro - dro dezho . Er film e tremen buan - tre an amzer , dont a ra ar sunerien - wad ha 5 munut warlerc ' h e kavont un diskoulm . Pelec ' h emañ an dud o treiñ sod ? Ar fed ne gavfent ket boued ken ? Ma , kendrec ' het e oan e kavfen ar pezh a vanke din el levr bannoù - treset . Ul levr iskis , gant tresadennoù ispisial . Un aergelc ' h dedennus kenañ a zo met an tudennoù zo vil euzhus . Heñvel int eus an tête à claques un tamm , pennoù distummet gante . ( A - wechoù eo start ober an diforc ' h etre un dudenn paotr ha plac ' h zoken ! ) Ha mod all , an istor … a zo rik evel hini ar film ! Dres ar memes tra ! Setu bremañ on dipitet gant al levr bannoù - treset hag e krogan da gaout ur sell un tammig teneroc ' h war ar film ^ ^ Gouzout a ran ez eus pemp levrenn eus ar bannoù - treset - mañ . Koulskoude al levrenn gentañ a gont dres ar pezh a c ' hoarvez er film betek ar fin tout . Neuze n ' ouzon ket mat petra c ' hall bezañ warlerc ' h ! Klask a rin gouzout …
Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras : Mestr , ni hor befe c ' hoant da welout ur mirakl graet ganit . Eñ a respontas dezho : Ur rummad fall hag avoultr a c ' houlenn ur mirakl ; ne vo roet mirakl ebet dezhañ , nemet hini ar profed Jona . Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras , evel - se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar . Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad - mañ , hag a gondaono anezho , abalamour m ' o deus keuz dre brezegenn Jona , ha setu ez eus amañ brasoc ' h eget Jona . Rouanez ar C ' hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad - mañ , hag a gondaono anezho , abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon , ha setu ez eus amañ brasoc ' h eget Salomon . Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den , ez a dre lec ' hioù sec ' h da glask diskuizh , ha ne gav ket ; neuze e lavar : Distreiñ a rin da ' m zi a - belec ' h on deuet ; pa zeu , e kav anezhañ goullo , skubet ha kempennet .
Respont a reas : N ' eo ket mat kemer bara ar vugale , hag e deurel d ' ar chas bihan . Gwir eo Aotrou , emezi , met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù . Neuze Jezuz a lavaras dezhi : Gwreg , da feiz a zo bras . Ra vo graet dit evel ma c ' hoantaez . Hag en eur - se memes , he merc ' h a voe yac ' haet . Jezuz , o vezañ aet ac ' hano , a zeuas tost da vor Galilea . O vezañ pignet war ur menez , ec ' h azezas eno . Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ , ha ganto re gamm , re dall , re vut , re vac ' hagnet , ha kalz a re glañv , hag e lakajont anezho ouzh e dreid ; eñ o yac ' haas , en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz , ar re gamm o kerzhout , ar re dall o welout , ar re vac ' hagnet yac ' haet ; hag e roent gloar da Zoue Israel . Jezuz , o vezañ galvet e ziskibien , a lavaras : Truez am eus ouzh ar bobl - mañ ; rak tri deiz a zo emaint em c ' hichen , ha n ' o deus netra da zebriñ . Ne fell ket din o c ' has war yun , gant aon na vankfe o nerzh en hent .
Neuze e lavaras da Domaz : Laka amañ da viz , ha sell ouzh va daouarn ; astenn ivez da zorn , ha laka anezhañ em c ' hostez , ha na vez ket diskredik , met kred . Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ : Va Aotrou ha va Doue ! Jezuz a lavaras dezhañ : Abalamour ma ec ' h eus va gwelet , [ Tomaz , ] ec ' h eus kredet . Eürus ar re n ' o deus ket gwelet hag o deus kredet ! Jezuz a reas c ' hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all , met n ' int ket skrivet el levr - mañ . Hag an traoù - mañ a zo bet skrivet , evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C ' hrist , Mab Doue , hag evit , o krediñ , m ' ho po ar vuhez dre e anv . Goude - se , Jezuz en em ziskouezas adarre d ' e ziskibien tost ouzh Mor Tiberiaz . En em ziskouez a reas en doare - mañ . Simon - Pêr , Tomaz anvet Didim , Natanael eus Kana e Galilea , mibien Zebedea , ha daou all eus e ziskibien , a oa asambles .
Demat deoc ' h tudoù ker , Nevez ' zo ' m eus bet ur gudenn vrav gant ma urzhiataer , ha ret e vo din prenañ unan nevez a benn nebeut , c ' honvat . Implijout a ran ur c ' hlavier c ' hwerty abaoe pell dija , ha laouen kenañ gantañ . Ar pezh em bije c ' hoant gouzout eo hag eñ e c ' hell bezañ implijet ar c ' hwerty gant ur Mac ivez , pe gant windows nemetken ? Mersi bras deoc ' h , A wir galon ganeoc ' h , Goulven
Evit broudañ ar c ' henweturiñ , ar c ' henbeloioù , ar pedibus evez savet ur gartenn bep bloaz lec ' h m ' eo diskouezet pelec ' h … Lenn pelloc ' h
Disadorn e oa Kan Ar Bobl . Kanet hon eus hag an trede plas hon eus bet . Anv ar ganaouenn a oa " Prenestroù " . Goude e oamp bet o tebriñ ur grampouezhenn ha c ' hoariet hon eus war ar geot . Ar skol he deus gounezet ar priz kentañ a oa skol Douarnenez .
Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d ' ar pretordi ; ar mintin e oa , ha n ' ejont ket e - barzh ar pretordi o - unan , gant aon d ' en em saotrañ , evit ma c ' helljent debriñ ar Pask . Pilat , o vezañ aet d ' o c ' havout , a lavaras dezho : Pet tamall a rit a - enep an den - se ? Respont a rejont dezhañ : Ma ne vije ket un torfedour , n ' hor bije ket e lakaet etre da zaouarn . Pilat a lavaras dezho : Kemerit anezhañ hoc ' h - unan , ha barnit eñ hervez ho lezenn . Ar Yuzevien a lavaras dezhañ : N ' hon eus ket ar galloud da lazhañ den . Kement - mañ a c ' hoarvezas evit ma vije peurc ' hraet ar pezh en devoa Jezuz lavaret , o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel . Neuze Pilat a zistroas d ' ar pretordi hag o vezañ lakaet Jezuz da zont , e lavaras dezhañ : Bez ' out - te roue ar Yuzevien ? Jezuz a respontas dezhañ : Ac ' hanout da - unan eo e lavarez kement - se , pe reoù all o deus e lavaret dit ?
Lavarout a reas dezho a - nevez : Ar peoc ' h ra vo ganeoc ' h ! Evel m ' en deus an Tad kaset ac ' hanon , me ho kas ivez . P ' en devoe lavaret kement - se , e c ' hwezas warno hag e lavaras dezho : Degemerit ar Spered - Santel . D ' ar re e pardonot o fec ' hedoù , e vint pardonet dezho , ha d ' ar re o dalc ' hot , e vint dalc ' het dezho . Met Tomaz , unan eus an daouzek , galvet Didim , ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz . An diskibien all a lavaras dezhañ eta : Ni hon eus gwelet an Aotrou . Met eñ a lavaras dezho : Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn , ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez , ne gredin ket . Eizh deiz goude , e ziskibien a oa a - nevez en ti , ha Tomaz ganto . Jezuz a zeuas , an dorioù o vezañ serret , en em zalc ' has en o c ' hreiz hag a lavaras : Ar peoc ' h ra vo ganeoc ' h ! Neuze e lavaras da Domaz : Laka amañ da viz , ha sell ouzh va daouarn ; astenn ivez da zorn , ha laka anezhañ em c ' hostez , ha na vez ket diskredik , met kred .
En un amzer ma ne veze ket degemeret aes ar merc ' hed e kumuniezh an arzourien eo bet ar vaouez kentañ o tont da vezañ ezel da ' n Accademia dell ' Arte del Disegno e Firenze , hag al livourez kentañ anavezet graet ganti taolennoù istorel ha relijiel pa ne grede den e c ' halle ur vaouez livañ traoù a ' r seurt - se .
Evel - just , bremañ hag abaoe deroù ar bloavezhioù 1980 , ez eus tu da vihanaat ha da vrasaat ur pezh orin o tremen da skouer deus ur vent A4 da A3 , pe ar c ' hontrol . Posupl eo kement - mañ dre lakaat ur werenn a - ziavaez ( objektiv ) o fiñval hedek ouzh ar skinoù . E - giz - se e vez bihanaet pe brasaet ar skeudenn war ar melezour ' zo dres a - dreñv .
' Vel un aval e beg ar wênn Emañ kalon ar femelenn ; Kaer vez an aval da welet , Hag ur preñv e - kreiz zo kuzhet .
Skrivet eo er brofeded : Kelennet e vint holl gant Doue . Piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ , a zeu da ' m c ' havout . N ' eo ket en defe un den gwelet an Tad ; nemet an hini a zeu eus Doue , hennezh nemetken en deus gwelet an Tad . E gwirionez , e gwirionez , ma a lavar deoc ' h : An hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus . Me eo ar bara a vuhez . Ho tadoù o deus debret ar mann el lec ' h distro , hag int a zo marv . Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv , evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ . Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv ; mar debr unan bennak eus ar bara - mañ , e vevo da viken ; hag ar bara a roin eo va c ' hig . Reiñ a rin anezhañ evit buhez ar bed .
Ouzhpenn al lizherennoù boas el lizherenneg latin e kaver ivez al lizherennoù - mañ e roumaneg : Ă ( A gant breve ) , Â , Î ( A , I , gant un tired kognek ) , Ș ( lizherenn ) ( S virgulenn ) , Ț ( lizherenn ) ( T virgulenn ) .
Ha war - dro an navet eur , Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv : Eli , Eli , lama sabaktani ? Da lavarout eo : Va Doue , va Doue , perak ec ' h eus va dilezet ? Hiniennoù eus ar re a oa eno , o vezañ e glevet , a lavare : Setu e c ' halv Elia . Ha raktal , unan anezho a redas , a gemeras ur spoueenn , hag o vezañ he leuniet a winegr , he lakaas e penn ur gorzenn , hag he roas dezhañ da evañ . Met ar re all a lavare : Lez ; gwelomp hag - eñ e teuio Elia d ' e saveteiñ . Neuze Jezuz , o vezañ taolet adarre ur griadenn vras , a rentas e spered . Ha setu , gouel an templ a rogas e div , adalek krec ' h betek traoñ , an douar a grenas , ar reier a frailhas , ar bezioù a zigoras , ha meur a gorf ar sent a oa marv , a adsavas a varv ;
Merci de lire Wikipedia : An ti - chopin et de donner ton avis . R 01 : 35 , 19 Oct 2004 ( UTC )
17 : 20 Publié dans Notennoù natur | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note | Tags : garrulus glandarius , erodium cicutarium
2 . - ar yezhadur klasel a lavar : b + a = ba & r + a = ra , ac ' hane bara ( 2 silabenn )
Stumm eus an 29 Du 2005 da 00 : 32 ( gwelet ar vammenn )
Memes tra o deus aon kalz ekologourien rak an diviz - mañ : ober a reont anv eus ar riskloù stag ouzh al lec ' h , ar c ' hudennoù lies a zo bet savet nevez ' zo , hag eus lodennoù gwan eus ar greizenn ma savfe ur gudenn .
Shetu ar pezh vez kaved pajenn 27 ba " Grammaire Bretonne du dialecte de Vannes Guillevic et Le Goff Lafolye 1942 " 120 - huéh - uigent * hwec ' h - ugent 130 - dek ha huéh - uigent * deg ha hwec ' h - ugent 140 - seih - uigent * seizh - ugent 160 - eih - uigent * eizh - ugent 180 - naù - uigent * naw - ugent 200 - deu gant * dow gant Ha hoazh : 120ieme - huéh - uigentvet * hwec ' h - ugentved 130ième - dekvet ha huéh - uigent * degved ha hwec ' h - ugent 140ième - seih - uigentvet * seizh - ugentved 160ième - eih - uigentvet * eizh - ugentved 180ième - naù - uigentvet * naw - ugentved Kado .
pevarlagad wrote 2 years ago : Graet eo ar c ' hontadennoù evit bezañ selaouet . Plijet on bet kalz o lenn ar re - se avat . Skañv … muioc ' h
Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet , ha piv bennak en em izela a vo uhelaet . Gwalleur deoc ' h , skribed ha farizianed , pilpouzed ! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud , n ' oc ' h ket hoc ' h - unan aet e - barzh , hag hoc ' h eus c ' hoazh harzet da vont e - barzh ar re a garje bezañ aet . Gwalleur deoc ' h , skribed ha farizianed , pilpouzed ! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed , hag e rit evit ar gweled pedennoù hir ; abalamour da - se , e viot barnet garvoc ' h . Gwalleur deoc ' h , skribed ha farizianed , pilpouzed ! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit , ha , pa hoc ' h eus e c ' hounezet , e rit anezhañ ur mab - ifern div wech gwashoc ' h egedoc ' h . Gwalleur deoc ' h , renerien dall ! Lavarout a rit : Mar tou unan bennak dre an templ , se n ' eo netra ; met mar tou unan bennak dre aour an templ , hennezh a dle derc ' hel e gomz . Tud diskiant ha dall ! Pehini eo ar brasañ , an aour , pe an templ a santela an aour - se ? Lavarout a rit c ' hoazh : Mar tou unan bennak dre an aoter , se n ' eo netra ; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter , hennezh a dle derc ' hel e gomz .
Dont a reas eta da Simon - Pêr , hag hemañ a lavaras dezhañ : Te , Aotrou , te a walc ' hfe din va zreid ! Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ : Te n ' ouzout ket bremañ ar pezh a ran ; met e c ' houzout a ri diwezhatoc ' h . Pêr a lavaras dezhañ : Biken ne walc ' hi din va zreid . Jezuz a respontas dezhañ : Ma ne walc ' han ket ac ' hanout , ne ' z po ket a lod ganin . Neuze Simon - Pêr a lavaras dezhañ : Aotrou , nann hepken va zreid , met ivez va daouarn ha va fenn . Jezuz a lavaras dezhañ : An hini a zo bet gwalc ' het en deus ezhomm e vefe gwalc ' het dezhañ e zreid hepken , hag emañ glan penn - da - benn . Ha c ' hwi a zo glan , met n ' oc ' h ket holl . Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ ; abalamour da - se e lavaras : C ' hwi n ' oc ' h ket glan holl . Goude eta m ' en devoa gwalc ' het dezho o zreid , ha m ' en devoa adkemeret e vantell , o vezañ en em lakaet ouzh taol , e lavaras dezho : Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc ' h ? .
- « Sko d ' an donvor ha taol da rouejou da besketa » .
Meur a seurt kartennoù - bilhed ( kartenn Korrigo ) : ordinal pe gant roadennoù lakaet dizanv
Hehe , gwelet ho peus ? 36 notenn e miz Meurzh ^ ^ War a seblant em eus dalc ' het ganti pelloc ' h eget na soñje din … Ma , trugarez deoc ' h da vezañ deuet d ' am lenn , ha da vezañ lezet evezhiadennoù a - bep seurt . Plijus eo bet evidon ha spi am eus eo bet plijus evidoc ' h ivez . Desket am eus traoù , diwar - benn un aridennad dodennoù ha diwar ma fenn , ha gwir eo eo aesoc ' h soñjal pa lakaer e soñjoù war baber a - wechoù .
« Ezhomm a zo da lavaret nann a - wechoù . Ma n ' omp ket gouest da lavarout nann e vo trist an traoù ! Met start e vefe bremañ . An dud a zo muioc ' h " individualistes " . A - raok e veze an dud asambles e - pad an deiz hag e - pad an noz . Bremañ e vez an dud dirak an tele . Ar familh n ' eo ket mui asambles . N ' eo ket ar mêmes buhez . Aon o deus an dud da goll o labour . Unan yaouank , goude bezañ gwelet ar film , en doa lavaret deomp : " gwechall e oa devet otoioù ivez ? " . Marteze a - walc ' h . Met ne oa ket dres evel er " banlieues " . Tud Plougoñ a oa fier eus ar vro , tost ha tomm ouzh o bro . Ha fiziañs o doa en dud all . N ' eo ket evel er bannlevioù . Ar re gozh , pa welont ar film , o deus truez eus ar re yaouank . Diaesoc ' h e vo d ' ar re yaouank , a soñj dezho » .
Neuze , amzer Elizabed o vezañ deuet , e c ' hanas ur mab . He amezeien hag he c ' herent , o vezañ anavezet penaos en devoa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c ' heñver , en em laouenajont ganti . O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc ' hañ ar bugel , e c ' halvjont anezhañ Zakaria , eus anv e dad . Met e vamm , o kemer ar gomz , a lavaras : Nann , met Yann e vo galvet . Hag e lavarjont dezhi : N ' eus den ez kerentiezh hag a zo galvet eus an anv - se . Neuze e c ' houlennjont dre sin ouzh e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet . Zakaria , o vezañ goulennet taolennoùigoù , a skrivas ar gerioù - mañ : Yann eo e anv . Hag an holl a voe souezhet .
In order to proceed with the namespace , there should be some kind of voting in the " Porched ar gumuniezh " . I tried starting that voting and Bianchi - Bihan was the only reply it got , but on the other way ( saying he would prefer something else ) . Maybe you could discuss it and then we could post a real voting there for developers to confirm the community desire . Best , Malafaya 4 Du 2009 da 00 : 09 ( UTC )
Republik Kevreadel Brazil zo ur vro dizalc ' h , ar stad vrasañ ha pobletañ a zo en Amerika Latin , ha Brasília eo he c ' hêrbenn . En em astenn a ra adalek arvor biz Amerika ar Su betek ar c ' hreiz anezhi . Bevennoù he deus en hanternoz gant Venezuela , Guyana , Surinam ha gant Gwiana , a zo un departamant e dalc ' h Bro - C ' hall ; an Arvor Atlantel a zo er reter . Er su he deus bevennoù gant Uruguay , Arc ' hantina ha Paraguay ; er c ' hornôg gant Bolivia , Perou , hag er gwalarn gant Kolombia . Setu emañ stok ouzh holl vroioù Suamerika war - bouez Chile hag Ecuador . Ouzhpenn an tiriadoù kevandirel - se eo lodek ivez eus Brazil enezennoù tost d ' an aod , ha tammoù enezegoù ha inizigoù e kreiz ar Meurvor Atlantel .
E - pad ar bloavezhioù 30 en doa kelennet e Lise Kemper . Unan eus krouerion Kleub Echedoù Kemper e oa .
» Skol Dihun Pont ' n Abad Traou a vez graet e skol Itron Varia Garmez - St Gabriel Pont ' n Abad .
- " Va gwaz n ' eo ket eur farser , dokteur . Forz penaoz , evid beza sur ne ree ket an neuz , am - eus piket anezañ gand eur spillenn ha dioustu e - neus lavaret traou digomprenuz gand eur pouez - mouez spontuz hag en eur yez ne gomprenan ket . " - " Dond a ran dioustu . " - " Diêz eo da gredi , mez gwir eo : an aotrou Dumezil ne gomz ket galleg ken . Ho pried a gomz brezoneg , itron ger . " - " Brezoneg ? N ' eo ket posubl ! Sur oh ? " - " Genidig on euz Santeg e - kichen Kastell - Paol , itron . " - " Mez penaoz e - nije desket ar patwa - se ? " - " Ar yez - se . Ne ouie ket eun tamm a - raog ? " - " Ah nann ' vad ! Eüruzamant . Tamm ebed . Va fried a zo euz Chalons - sur - Marne , hag emaom amañ abaoe daou viz nemetken . " - " Drol eo . Komz a ra evel unan e - neuz desket ez - vihan , ha brao e teu gantañ memez . " - " Mez penaoz e raio evid kenderhel gand e vicher ? E galleg e labour , ha me lavarfe memez , evid ar galleg e labour . " - " Gwir eo , eur rener braz evel ho pried a dle beza sammet gand al labour er mare - mañ . Dreist - oll gand afer ar chomlehiou e Breiz - Izel . . . " - " Oh , tud ' zo a zo striz o spered . Ha war ar marhad , pedet eo bet da gemer perz e Gouel Meur ar Frankofoni . Ne vo ket gouest zoken da lenn ar prezegennou e - neus savet . Petra a hoarvez gantañ , dokteur ? " - " Ne gomprenan seurd ebed . Gwall - goñpliket eo ar memor . Tud ' zo a - wechou a zisoñj o yez - vamm . Mez an dra - ze ne hoarvez ket en en eun taol . Pez a a zo drol ivez , ho pried a gomz eur yez n ' e - neus ket desket . " - " Posubl eo , dokteur ? " - " Evid ar burzudou e vefe mad mond da weloud e leh all . Evid ar skiant e hellan telefoni d ' eur mignon din a ra war - dro kudennou ar memor . " - " Egzaminet on eus an aotrou Dumezil , itron . " - " Grevuz eo ? " - " Ne hellom ket beza sur evid ar mare . Skoet - braz eo bet evel just p ' on - eus lavaret dezañ ne gomze nemed brezoneg hiviziken . Ken skoet m ' on - eus ranket rei louzeier , " antidépresseurs " dezañ . " - " Mez moaien a vo dezañ addeski galleg sur a - walh ? " - " N ' ouzom ket re . Klasket on - eus deski dezañ eun toullad geriou : " je vous en prie " , " bonsoir " , " mes hommages " , mez e spered ne zeu ket a - benn da zerhel soñj anezo . Drol eo peogwir an doktor Abeguile a zo deut a - benn da zeski dezañ frazennou euz e vro henidig . " - " Mez galleg eo a ranker deski dezañ ! N ' emaon ket o vond da zeski brezoneg evid kaozeal gand va gwaz , memestra . . . " - " Digarezit ahanon , itron Dumezil , an aotrou prefed ne hell ket kaozeal evid ar mare . Amañ Jules Guindé , e karg evid ar mare . . . Ya . . . Kompren a ran . . . O va Doue , itron ger , eur bern tud estreged ho pried o - deus paket ar hleñved - se . Eur gwir gleñved - red . . . Ya , e - touez an dud e karg a renk uhel , ar re dindan ar stad nemetken . Tamm galleg ebed ken ganto , nemed trefoedachou Landrevarzeg , Kernaskleden , Logivi - Plougraz . . . A , va zekretourez a lavar din eo krog ar hleñved en aotrou prefed ivez , war a zeblant . Klask a reom ober pez a hellom , mez honnez n ' eo ket eur gudenn êz . Kenta tra on - eus greet eo lakaad e " détention provisoire " skipaill Ofis ar Brezhoneg evel just , eun toullad sonerien daou ha daou , daou pe dri varz breizad , kelennerien euz Diwan , mez beteg - henn n ' eus bet cheñchamant ebed . . . "
10 : 13 ha , mar deo din an ti a gement - se , ra zeuio ho peoc ' h warnañ ; met , ma n ' eo ket din , ra zistroio ho peoc ' h deoc ' h .
Gwelet am eus , ha me ganet , ha me krouet Gwelet am eus levenez drant hag anken yen Gwelet am eus , ha me kresket ha me desket Gwelet am eus n ' a ket an traoù ' vel a fell din
Pas trop pour le documentaire . Par contre , j ' ai eu cette impression que c ' était lourd , très lourd .
Mervel a reas war vor d ' ar 1añ a viz Genver 2008 .
Met Jezuz o sellout outo , a lavaras : Dibosupl eo - se d ' an dud , met n ' eo ket da Zoue ; rak Doue a c ' hell pep tra . Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ : Setu , ni hon eus dilezet pep tra , hag hon eus da heuliet . Ha Jezuz a respontas : Me a lavar deoc ' h e gwirionez : N ' eus den en defe kuitaet , ti , pe vreudeur , pe c ' hoarezed , pe dad , pe vamm , pe vugale , pe zouaroù , abalamour din ha d ' an Aviel , ha ne resevo adalek ar c ' hantved - mañ , kant kement all , a diez , a vreudeur , a c ' hoarezed , a vammoù , a vugale , hag a zouaroù , gant heskinerezhioù , hag , er c ' hantved da zont , ar vuhez peurbadus . Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ , ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ . Bez ' e oant en hent , o pignat da Jeruzalem , Jezuz a valee a - raok dezho ; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ . Jezuz , o kemer adarre a - du an daouzek diskibl , en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c ' hoarvezout gantañ : Setu , e pignomp da Jeruzalem , ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed , hag e kondaonint anezhañ d ' ar marv , hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed .
Renket eo al latin e - touez ar yezhoù aet da get ha koulskoude e chom unan eus an teir yezh ofisiel ma ra ar Sez Santel ganto goude bezañ bet yezh ret al liderezh katolik er C ' hornôg ( hag e chom implijet evit - se el liderezh tridentek ) . Ne vez ket mui desket d ' an danvez - kloareged er c ' hloerdioù , met e skolioù - meur pabel e Roma , e Breuriezh Sant Pius V hag e Breuriezh Sant Pius X ivez .
En - dro da Wambiaiz e vev ur bobl indian all an Nasaed ( pe Paesed ) a gomz nasaeg ( pe Nasa yuwe ) . Kalz niverusoc ' h eo ar re - mañ ( e - tro 100 . 000 a dud ) . Totoroeg a gomzer ivez e kumun amezek Totoró . Daoust ma oa bet soñjet e penn kentañ e oa ur yezh distag eus an totoroeg , tennañ a ra muioc ' h d ' ur rannyezh wambiaek .
o lavarout : Ar re ziwezhañ - se n ' o deus labouret nemet un eurvezh , hag ec ' h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder . Eñ a respontas da unan anezho : Va mignon , ne ran gaou ebet ouzhit ; ne ' c ' h eus ket graet marc ' had ganin evit un diner ? Kemer eta ar pezh a zo dit , ha kae kuit ; c ' hoantaat a ran reiñ d ' an hini diwezhañ - mañ kement ha dit . Ha ne c ' hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù ? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma ' z on mat ? Evel - se , ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ , hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ . [ Rak kalz a zo galvet , met nebeud a zo dibabet . ] E - pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem , e kemeras a - du an daouzek diskibl , hag e lavaras dezho en hent : Setu , e pignomp da Jeruzalem , ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed , hag e kondaonint anezhañ d ' ar marv ,
war - dro foer santez Katelin ( 25 / 11 ) a peu pre
Evel ma oar an darn vrasañ ac ' hanoc ' h emichañs ez eus ur pezh - c ' hoari eus ar skrid . N ' eo ket ur pezh - c ' hoari boutin avat evel ma vez studiet er skol , rannet mat an ober , an amzer hag al lec ' hioù anezhe . Bommoù buhezioù eo kentoc ' h , bommoù soñjoù , prederiadennoù war stad ar merc ' hed en hor sevenadurioù gwelet dre ul lukan , mar gallan lâret ; anvioù all a vez roet d ' ar forzh el levr , gwelet a reot .
Émile MASSON , hag e zo klañv ha dihuiget ged er stourmeu , e skriù é lévreu devéhañ : Le livre des Hommes et leurs paroles inouïes , L ' Utopie des lles bienheureuses dans le Pacifique . . . Merùel e hra é ospital Picpus é Pariz , e 1923 . Elsie e chom é Poñdi betag en achimant ag hé buhé , é 1953 . Doned e hrey o eil mab de voud mêr sokialour Poñdi étré 1971 ha 1983 .
Brav eo kavout ho plog . Plijadur e - leizh gant ar yezhoù . !
Un hinad gevandirel c ' houdomm he - deus Moldova gant hañvioù tomm met goañvioù klouar .
Trugarekaad a reas ar pandita hag a ma houvias doned en e di . Pa m ' eus santet gwelloh deuz ma bles , ez oun eit en e di . Aozet e oa e mod europad , gand ar golaou gand tredan , klehierigou gand tredan hag ar pellgomz . Kinniga a reas d ' in gwin ha konfizeriou , hag a ziskoa d ' in daou bersoun dedennuz . Unan anehe a oa eur surjian koz tibetan , gand e zremm market gand ar verereh , eur fri teo ha e zaoulagad a vlinge . Eur surjian iskiz e oa , brudet en Tibet . E labour a ao gwellaad ar c ' houtouktou - ed pa oent klañv , ha ou hontammein pa zeuent da voud er dizalh pe re iskiz , pe pa ne oa ket o folitik a - du gand Kuzul ar lamaed a alïe ar Bouddha beo pe an Dalai Lama . Pa maon o skriva , e ma sigur Pandita C ' houtouktou er peuh peurbadel àr gribenn eur mane sakret , da venn a vo bet kaset gand e vedesinour .
хер с ним ( ней ) expr [ c ' h e r s n i m ( s ny e ilh ) ] ( \ o / ) : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : хер с ним ( ней ) .
Meurc ' hoarier echedoù tchek , kentañ kampion ofisiel ar bed adalek 1866 betek 1894 .
Demat deoc ' h Chomet on a sav ur wech c ' hoazh gant va urzhiater , setu goude bezañ bet " restoret " eo dav lakaat " an difazier " e - barzh . . . met kudennoù gant " Word 2002 " peogwir ne wellan " onglet " ebet ken neblec ' h war ar pajennoù ! Tu a zo da zifaziañ met penaos ober evit kemmañ ? Bennozh deoc ' h Denez
Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Riou ( Jacques Yves Marie ) . Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh ( Kervoas ) e - barzh kumun Lotei d ' ar 1añ a viz Mae 1899 . Marvet e oa hag eñ yaouank c ' hoazh d ' an 14vet a viz Genver 1938 e Kastell - Briant ( Bro - Naoned ) .
Sachet gant Sina e vez an embregerezhioù dre ma c ' hallont enfredañ tud hesent na vezont ket gopret uhel ha n ' int ket izili eus sindikadoù . Ur micherour n ' eo ket perzhek a vez gopret war - dro 1 $ US an eurvezh labour , ar pezh zo izel a - walc ' h e - keñver goproù ar vicherourien er broioù greantelaet . N ' eus unvaniezh micherourien ebet e Sina . Evit ar vicherourien ez eo un dra vat eo rak tennañ korvo eus gwevnded al labour e c ' hallont ober , ar pezh ne vefe ket posupl dezho ober e demokratelezhioù frankizour n ' int ket ken sokial ha Sina koulskoude .
Hag evel boaz e c ' heller cheñch al livioù aes - tre : p Planedennoù mouk , melen fluo , roz , limestra , ' pezh a fell deoc ' h ^ ^ Met brav e oa e glas , ar boaz gwelet hon hini marteze Hag un dra c ' hoazh : ul livadenn eus koskoriad an Heol , brav - tre ( haha , ha laouenn on - me gant ma flanedenn … > _ < ) , bras - tre ivez . Dilennus eo an testennoù peogwir e vefe RE vras ar skeudenn , met gellout a rit he c ' havout en he ment gwirion amañ , ul liamm a zo er pennadig - kinnig war DA an arzour ( ez ? ) , Licoti .
11 : 32 Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad - mañ , hag a gondaono anezho , abalamour m ' o deus bet keuz dre brezegenn Jona , ha setu ez eus amañ brasoc ' h eget Jona .
Pelec ' h eman hon skol , Labourioù ar vugale , Petra eo Diwan , Liammou ha traoù all . Lannuon , Aodo
Ha setu Tangi , Fañch , Nantev ( Ronan e anv ) ha Tin ( Kaourintin , evel anv sant kêr - benn e vro ) o vont betek al lenn nepell diouzh o zi . Kroget e oant da farsal , ha da gontañ a bep seurt istorioù an eil d ' egile dija , ha da chikaniñ ivez emichañs , ar pezh a lakae un tamm buhez da sevel . Ar pevar - se a vefe tu ober « le troa mousketaer » anezho , pe un dra a seurt - se , ken rouez e oa gwelet unan anezho hep an tri all oc ' h ebatiñ pe o pourmen . Atav e vezent asambles p ' o deveze amzer dieub pe pa n ' o deveze ket skol , hag evel - se e oa abaoe ma oant bihan tout . Troioù - kamm e - leizh a c ' hoarient d ' an dud , met dre vras e kemerent muioc ' h a blijadur oc ' h ebatiñ hag o sevel kabanennoù war ar maez pe er c ' hoad .
Den ne gredas koulskoude e oa prizius al levr - se , digoret e oa ha glebiet ivez ar pajenno gant ar glav ma kouezh a - wecho
Ouzhpenn e garg a vaodiern , Mazarin , paeron Loeiz XIV , a resevas digant ar rouanez , e miz Meurzh 1646 , ar garg da gelenn an daofin hag e vreur . Dont a reas da vezañ eta : « surintendant au gouvernement et à la conduite de la personne du roi et de celle de M . le duc d ' Anjou » . En desped da strivoù an digelennerienn disheñvel a oa tutet evit reiñ kentelioù latin , istor , matematikoù , italian ha tresañ , Loeiz ne oa ket ur marc ' h labour . Met , diouzh skouer Mazarin , an dastumer bras oberennoù arz , Loeiz XIV a blij dezhañ al liverezh , an tisaverezh , ar sonerezh ha dreis - holl an dañs a oa ul lodenn a - bouez bras e deskadurezh un denjentil yaouank d ' ar c ' houlz - se : Lavaret e vez e veze Loeiz o pleustriñ an dañs war - dro div eurvezh bemdez adalek 7 betek 27 vloaz ! Plijout a rae kalz dezhañ jiboesat ha c ' hoari tripod ivez .
aes eo ober berzh ; ar pezh a zo diaes eo e zellezout
Er sal gentañ e oa trist , an dresadenn a oa evel ur mor trist : AUBE , an derou - deiz .
Roet e vez an anv - badez - se en Iwerzhon dreist - holl hag met e Breizh ivez .
3 : 7 Lavarout a rae eta d ' ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ : Lignez a naered - wiber , piv en deus desket deoc ' h tec ' hout diouzh ar gounnar da zont ?
Raktal he diwadañ a baouezas , hag e santas , en he c ' horf , e oa yac ' haet eus he foan . Kerkent , Jezuz , oc ' h anavezout ennañ e - unan ar galloud a oa aet er - maez anezhañ , en em droas e - kreiz ar bobl , o lavarout : Piv en deus stoket ouzh va dilhad ? E ziskibien a lavaras dezhañ : Te a wel e wask ar bobl ac ' hanout hag e lavarez : Piv en deus stoket ouzhin ? Hag e selle en - dro , evit gwelout piv en devoa graet - se . Neuze ar wreg , spontet hag en ur grenañ , o c ' houzout ar pezh a oa bet graet enni , a zeuas hag en em daolas d ' e dreid , hag e lavaras dezhañ an holl wirionez . Jezuz a lavaras dezhi : Va merc ' h , da feiz he deus da yac ' haet ; kae e peoc ' h , ha bez dizereet eus da gleñved . Evel ma komze c ' hoazh , tud penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ : Da verc ' h a zo marv ; na ro ket ken muioc ' h a boan d ' ar Mestr .
15 : 8 Ar bobl en em lakaas da c ' houlenn [ gant kriadennoù bras , ] ma vije graet dezho evel m ' en devoa atav graet .
Yann , o vezañ klevet en e brizon komz diwar - benn oberoù ar C ' hrist , a gasas [ daou eus ] e ziskibien da lavarout dezhañ : Bez ' out an hini a dle dont , pe e tleomp gortoz unan all ? Jezuz a respontas hag a lavaras dezho : It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit : ar re dall a wel , ar re gamm a gerzh , ar re lovr a zo glanaet , ar re vouzar a glev , ar re varv a adsav da vev , ar c ' heloù mat a zo prezeget d ' ar beorien . Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon . Evel ma ' z aent kuit , Jezuz en em lakaas da lavarout d ' ar bobl diwar - benn Yann : Petra oc ' h aet da welout el lec ' h distro ? Ur bennduenn hejet gant an avel ? Met petra oc ' h aet da welout ? Un den gwisket gant dilhad kaer ? Setu , ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned .
… bugalé , hag , èl ma tigouéh liés mad , é léh hi devout truhé nezé doh er gueih énévadés Germénen , hi hé heméras quentoh gronç é caz . Hui e hùel enta amen , ér bèr guirieu e scrihuan , er pen quetan a vuhé Germénen ; donnet e hras peur ér bed , gronnet déjà a zrougueu , ha laqueit open idan berh ha bili ur vamèg forh divergont ha divéh doh - t ' hi . Malhurus e oé revé er bed , mæs revé Doué ne oé quet . Caèr erhoalh é er baraouis aveit bout gouniet dré sacreficeu calet ha hùerhue ; admirabl erhoal , santel erhoalh é volanté Doué , aveit ma tei d ' emb hi hârein é peb - tra ha rein dehi hur bennoh . " Eurus erré e houil ! " e laré Jésus - Chrouist guéharal d ' ur bobl tud e oé tolpet én dro dehou . Germénen ehué e scuillas dareu én amzér memb ne oé hoah nameit croaidur : ô eurus Germénen ! en Eutru - Doué e sellou doh ol en anquin ag hou calon , hag e gontou ol er souffranceu e hoès d ' andur . Payet en dès , dré er bris ag é oaid précius , ol er batianted e hoès hag ol er garanté e zou requis t ' oh cavouet , aveit labourat guet santeleah , avèl ma hret , aveid é hloér prop hag hou salvedigueah hui - memb .
Hi Yun , the en : and fr : wiktis contradict each other on the gender of this Breton word . Is it masc ? 75 . 178 . 190 . 190 23 Gen 2008 da 01 : 29 ( UTC ) nl : Gebruiker : Jcwf
Digor eo ar vouezhiadeg d ' an holl re dezho 50 degasadenn da nebeutañ d ' ar Wikeriadur pa grog ar vouezhiadeg . Degas a reer da soñj d ' ar vouezhierien petra eo splet nemetañ ar statud a robot : ne vez ket gwelet kemmoù ar robotoù war ar bajenn Kemmoù diwezhañ . Ma vez 75 % a vouezhierien a - du pe ouzhpenn e vo degemeret ar reked hag e vo goulennet ar bot flag gant ar Meta - Wiki . 7 devezh e pad ar vouezhiadeg .
Mat , emaon o venel kousket dija neuze ne chomin ket re bell , kroget am eus da labourat war un dresadenn pe ziv , emaon o lenn ul levr a vurutellin marteze , emaon o skrivañ ha selaou eus sonerezh a vurutellin marteze ivez , traoù a vo amañ . Meeeeeet ( ! ) ket fenoz . N ' ouzon ket m ' eo an jetlag ( un eurvezh , youc ' hoù ! ) pe ar fed c ' hoarzhin a - hed an devezh ( mammig + c ' hoar = fentigelloù nullañ ar bed , hag an devezh kentañ eo hepken ^ ^ ) , hogen brevet on da vat ( ha n ' eo ket ar bak ) . Farsus eo memestra , gellout a rit chom pell eus ar gêr , pa zistroit e vez an traoù evel a - raok , zoken ma n ' int ket . Seblantout a ra pep tra mont aes hag anat , peogwir eo ho familh , ha peogwir n ' eus ket da zisplegañ . Emichañs emañ e - giz - se gant ar vignoned ivez . Piv ' oar , marteze en em gavin gant tud n ' am eus ket gwelet abaoe 15 vloaz un deiz bennak , hag e vo pep tra evel a - raok . Daoust ha sin ur gwir vignoniezh e vefe ? Ma , n ' on ket e soñj gortoz pemzek vloaz evit gouzout , met ma c ' hoarvez e lavarin deoc ' h ^ ^
N ' eus netra ken gwaz ha kouezan dindan galloud an drouk - spered , dre ar pec ' hed . Pec ' hed hon tud kentan eo a zigasas ar maro war an douar ; da bep pec ' hed a reomp hon un an , e lakomp ar maro da dostât primoc ' h ouzimp . Pep klenved ne deu ket dre ar pec ' hed , mes pep pec ' hed a zigor hent d ' ar c ' hlenved :
E ) Pladennoù ' zo n ' int ket dindan gelofan , perak ?
Gwir pep hini eo e vefe anavezet e bersonelezh lezennel e pep lec ' h .
E miz Here 2005 , izili ar strollad a ziviz da skarzhañ ho ganerez , Tarja Turunen hag a zo erlerc ' hiet ez ofisiel ar 24 a viz Mae 2007 gant ar ganerez Svedez eus Alyson Avenue , Annette Olzon . Albom diwezhañ ar strollad a zo deuet er - maez ar 28 a viz Gwengolo 2007 .
ебалом щёлкать v ipf [ yeb a lom chtch o lkat ' ] ( мат ) : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : ебалом щёлкать .
Er blavez war - lerc ' h , e reas e bempvet tro en Loretta . Daoust ma klaske bevan pell diouz an dud , an dud a oa deut d ' e anaout ha d ' e garet : « Beneat , emeze , n ' eo ket eun den eo , mes eun êl . »
Se zo kaoz e vez staget e anv ouzh titloù ar meurganoù ar C ' helc ' hiad Troian . Gant Homeros , gouez da Arc ' hilokos Paros , e oa bet skrivet ar Margites , ur skrid fentus .
Schagen ( distagañ : [ 1 ] ) a zo ur gumun e proviñs Noord - Holland , e rannvro West - Friesland , en Izelvroioù . Ur gêr eo abaoe 1415 . 19 , 35 km ² eo gorread Schagen , ha d ' an 31 a viz Mae 2009 e oa 18 738 annezad enni . Un ti - gar a zo ma c ' haller tapout un tren Intercity da vont da Den Helder pe Alkmaar , Amsterdam , Utrecht , Arnhem ha Nijmegen . Un eurvezh - hent a zo ezhomm da vont betek ti - gar kreiz Amsterdam ( Amsterdam Centraal ) .
AUBERIVE ( 7 ) An Tremeniad ( 3 ) ( heuliad " Kernevez " ) Kinniget da Carson McCullers " . . . Hogen , pa ' z eo eil hanterenn ar vuhez ur c ' herz hir evit en em zizober diouzh traoù ' zo , sur a - walc ' h ne oa ket pouezus perzh an taol - arnod - se . " Francis Scott Fitzgerald - " Three hours between Planes " ) - V - Prestik goude , tamolodet war e azezenn , m ' en doa sonj kaout goudor warni , e verzas e oa dianket unan eus ar bizied war e eurier . Alies , n ' eus ket ken a liv war an amzer , a lavaras etre e dog hag en . . . Tremen a ra evel ma ra ur skeud hepken , dindan dec ' h , etre noz ha deiz . . . Bez ' ez eus tud a garomp , re all a vennfemp gwelet o pellaat diouzhomp da viken . . . Piv a oufe lared , e gwirionez , da ven ez a hor c ' hammedoù ? Petra e oa bet hor c ' harantezioù , hor buhezioù ? Un tamm diwezhatoc ' h , pa voe distroet d ' al lec ' h m ' edo , hep ratozh ebet dezhi , en em silas a - nevez en e gichen . Kejet o doa o selloù . Edo c ' hoazh o magan sonjoù du gant e lennadenn . " . . . E vuhez a hanvale bout digenvez , dister a - walc ' h , un astez peulvan bresk na zouge mann ebet ken e - touez dismantr ar bloavezhioù kollet . . . " ( 1 ) Drouklivet e zremm , e savas e benn . Ha van a reas da vousc ' hoarzhin , avat . " C ' hwi ' ni eo ? C ' hwi ' ni eo ? , a lavaras trumm dezhi , en un doare diskredik . " Ha gwir eo ? " Sebezet , e chomas ar vaouez a - sav , evel m ' he dije gwelet , e - tal dezhi , ur spes difluket diouzh ur bed all ! " Keid - all ' zo . . . , a gendalc ' has ar beajour a vouez izel , goude ur pennadig . " Ugent vloaz ' zo , marteze ? " N ' he doa lavaret tra c ' hoazh . Evitan , ar pezh edo o paouez lenn a oa mesket gant skeudennoù dispis e amzer - dremenet war dec ' h . Mantret e galon , e plegas e benn dindan ar bec ' h . Faziet e oa bet hent , diarvar , ha goût a ouie e vefe talvezet dezhan . Ha padal , na kaerat plac ' h e wele dirazan , ha yaouank c ' hoazh ! Koulskoude , ereet e oa - hi , tamm - pe - damm , gant e istor dezhan e - unan , gant e zigenvez e - unan , deut war wel adarre , d ' an devezh resis ma oa bet dleet dezhi tec ' hel ? Ha petra sonjal eus ar gredenn - se e c ' hallfe dastum enni bouedenn diazez e holl voud , e endon mab - den , hag ober eus e ene un dresadenn dinoaz nemetken , diwar an trivliadoù liesseurt en deveze da santout abaoe marevezh e vugaleaj ? " E " Virjinia dezhan , evel ma veze graet anezhi gantan lies gwech , dre e hunvreoù , " e " Virjinia dezhan , e pe lec ' h ez afe breman d ' he zamolodin , nemet hag e don - donan eus e c ' houelec ' h e - unan , hini gloazioù e galon , marteze ? Ha ne gendalc ' hfe ket da vevan , c ' hoazh , skoachet - mat a - drenv e zic ' hoanag dreist - muzul , seurt aberzh meur daou garedig , ha sklaerded un uhelvennoz dreistdiraez ? Tra ma oa aet an holl draoù - se da goll . . . Daoust hag - en n ' en doa ket klasket e roudoù , en aner , e kement kêr he doa komzet anezho dezhan ? E kement levr , e kement bomm - sonerezh ? Met , " p ' emaomp kollet , peseurt skeudenn a vefe degaset war hon sonj ? " ( 2 ) Ha " penaos ober , pa ne fell ket dit e vefe dihunet va ene gant da hini ? " ( 3 ) Dizehan , e veze pistiget gant ar goulennoù - se graet outan , evit doare , gant mouezh diheverz ar Mor - bras , e - barzh ec ' honderioù tenval - mat o c ' hevrinoù didermen , en traon , hag adkregin evel - se , gant " Kanaouenn a Garantez " vrudet Rilke . ( 3 ) Er - maez , en amheol glas - gwer emledet war ar mor , er pelloù , e voe entanet e greiz gant skleurenn zisliv ar goulou - deiz , hag e vo ganet ennan , da c ' houde , flamm lent ha foll ur goanag espar . Evel ur respont hirgortozet e tarzhas , a - benn ar fin , a - dreuz an noz o vervel ! Hag ur werzenn gant Victor Hugo , e koun an deizioù skol dibreder , a zeuas en - dro krenn e spered trubuilhet : " A Oabl , eveldout ez eo ar galon , par d ' ur gwir islonk . " ( 4 ) Huanadin a reas , p ' en doa komprenet re ziwezhat ar pezh a dalveze evitan . Met , pa strivas , en diwezh , da valbouzat un nebeud gerioù - digarezin , e oa aet an dreizhadez diwar wel . . . ECHU ___ DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc ' h ) - 7 - An Tremeniad ( 3 ) - 1994 , 2001 / 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 340 ( Here 2003 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Auberive " , Copyright 2006 . ___ Notennoù 1 - " The Sojourner " , danevell Carson McCullers , e - barzh " Gwerz ar C ' hafedi Trist " , 1951 , Houghton Mifflin ( The Ballad of the Sad Café and Other Works ) . 2 - Barzhoneg Carson , in " War glask Carson McCullers " ( A la Recherche de Carson McCullers ) , gant Jacques Tournier , Calmann - Levy , 2001 . 3 - " Kanaouenn a Garantez " , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , meneget e - barzh levr Jacques Tournier aman a - us . 4 - " Le Tas de Pierres " ( Bern Mein ) - " Amour " ( Karantez ) , gant Victor Hugo ( 1802 - 1885 ) . Mammennoù 1 - Carson Mc Cullers ( 1917 - 1967 ) : - " Ur Wezenn , ur Roc ' hell , ur Goumoulenn " ( A Tree , a Rock , a Cloud ) , e - barzh " The Ballad of the Sad Café " . - " Clock without Hands " ( Un Horolaj hep e Vizied ) , 1961 , Houghton Mifflin , Boston . 2 - Virginia Spencer Carr : - " The Lonely Hunter " , New York , Doubleday and Company , 1975 , Carrol & Graf Publishers , 1985 , 1989 . - " Understanding Carson McCullers " , University of South Carolina Press , 1989 . 3 - Josyane Savigneau : - " Carson McCullers : un Coeur de Jeune Fille " ( Ur Galon a Blac ' h Yaouank ) , Stock , 1995 . 4 - Levr Jacques Tournier , aman a - us . 5 - Francis Scott Fitzgerald ( 1896 - 1940 ) : " Three Hours between Planes " ( Teir Eurvezh etre Daou Garr - Nij ) , tenet eus " The Lost Decade and Other Stories " ( An Degad - Bloavezhioù Kollet hag Istorioù all ) , Penguin Books .
Divodet e voe an unvezhioù brezel ha lod brasañ o fennoù - bras a voe bac ' het . Ul lodenn anezho a voe jahinet pe drouklazhet peogwir n ' o doa ket heuliet politikerezh ar gouarnamant a oa dindan beli URSS Stalin . Andreu Nin az eas diwar wel e - pad meur a zevezh , hag adkavet e voe e gorf e - kostez Madrid : drouklazhet e oa bet gant izili spagnol ha rusian GPU [ 1 ] .
Mar bez eno ur bugel a beoc ' h , ho peoc ' h a chomo warnañ ; mar n ' eus ket , e tistroio deoc ' h . Chomit en ti - se , o tebriñ hag oc ' h evañ ar pezh a vo roet deoc ' h ; rak al labourer a zo din eus e c ' hopr . Na dremenit ket eus un ti da un ti all . E peseurt kêr bennak ma ' z eot , mar ho tegemerer enni , debrit ar pezh a vo kinniget deoc ' h , yac ' hait ar re glañv a vo eno , ha lavarit dezho : Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc ' h . Met e peseurt kêr bennak ma ' z eot , mar n ' ho tegemerer ket , it er straedoù , ha lavarit : Hejañ a reomp a - enep deoc ' h ar poultr a zo staget ouzhimp en ho kêr ; gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc ' h . Me a lavar deoc ' h , en deiz - se e vo dousoc ' h da Sodom eget d ' ar gêr - se .
Ma , etre an Internet ne ya en - dro nemet ur wezh diwar ziv ( eh ya , " ur wezh war ziv " a vefe iskis , ne welan ket penaos e pignfe ar wezh - se aze ) , ar redek a - gleiz hag a - zehou hag an dud pedet d ' ar gêr da bakout ur banne ha da gomz , ne zeuan ket mat a - benn da skrivañ ma zamm skrid pemdeziek ! N ' eo ket diouer a draoù a zo da lavar koulskoude , pe soñjoù da lakaat war baper ( pe stlennbaper pe me - oar - me ) . War a seblant ez eus bet graet berzh gant ar gaozeadennig diwar - benn al lennegezh un nebeud devezhioù ' zo ( d ' am soñj eo an notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù warni betek - henn ^ ^ ) , ar pezh a zo kalonekaus en ur mod , prest e vezomp da gomz etrezomp Hag an daou du a vez er gaoz un tammig , pe an tri : lennerein , embannerien , skrivagnerien ( lod ac ' hanomp o vezañ an tri war an dro ! ) . Oc ' h ober goap e oa Roparz o kinnig en em gavout e Karaez a - benn ober kaol - go mod Gutenberg , met hep dekoñiñ e c ' hellfe bezañ dedennus aozañ tabutoù pe divizoù war an dodenn . Da welet evit an dazont marteze , pa vo bet savet ur c ' hlub meizerien , " intelektualed " , ganeomp : p
Goude ma vize kroget ar brezel a - enep ar Stadoù - Unanet , kemer a ra perzh e tagadenn ar Filipina . E 1942 ez eo kaset e Tarakan , e Borneo , kemer a ra perzh en emgannioù an Indez Izelvroat . Dont a ra a - benn da dizhout 13 karr - nij enebour araok ma vize klañv . Goude tri miz ez eo adarre war an tachennoù emgann , e strollad - nij an is - letanant Junishi Sasai er Ginea Nevez .
Lakaet oa bet dezhi an anv a Ajañs evit ar C ' henlabour Sevenadurel ha Teknikel ( AC ' HST ) pa oa bet krouet e Niamey e 1970 . Adhenvel eo bet Ajañs Etregouarnamant ar Gallegerezh ( AEG ) e 1995 , un abeg politikel zo deuet dezhi tamm ha tamm goude penn - emvod Hanoï e 1997 .
Anavezet eo Brest evit gouelioù ar bigi aozet ganto bep pevar bloaz . Savet eo anv ar gouel diwar anv ar gêr muiñ ar bloavezh ( Brest 2008 , Brest 1992 . . . ) .
N ' am eus biskoazh butunet an disterañ tra , ha ne evan ket kalz kennebeut ( ma , ret eo din evañ kaaaaaaaaalz a - raok bezañ mezv , ha ne zegas ket efedoù gwall blijus da c ' houde , neuze ne c ' hoarvez ket alies ^ ^ ) , lakaomp emañ aze ma dramm , ma si ^ ^ " Moran eo ma anv , ha suj on d ' an evezhiadennoù " , an ED , Evezhiadennourien Dianv . Alala ! Arabat deoc ' h en em santout rediet da lezel tra pe dra ma ne fell ket deoc ' h ( met ma ' z eus nebeutoc ' h eget 5 evezhiadenn war an notenn - mañ e yelo fall - tre an traoù ! ^ ^ ) . D ' am soñj emañ an efed - se abeg da ziorren al lec ' hiennoù evel Facebook ha Twitter ( ha , gwashoc ' h c ' hoazh , Foursquare ) , an ezhomm bezañ merzet ha kaout ur respont digant ar re all , etre gasterezh ha sellerezh . N ' on ket d ' ar poent ma vin maleürus ma n ' eus evezhiadenn ebet , dre eurvat ( ! ) , ha n ' am eus ket ezhomm diouto per se , met plijus eo , anzav a ran .
Merkout a ra ar gweparded dre droazhañ war wez pe krugelloù laou - koad . Arnodiñ a raio izili ar c ' hengvredad da lazhañ an nostanted .
Cheñch lec ' h bep bloaz en doa graet ar c ' hamp e - pad pell , da - heul gouel ar Bleun - Brug er bloavezhioù kentañ , ha goude - se un tamm pep lec ' h e Breizh - Izel , pe e Breizh - Uhel a - wechoù , diouzh ma veze .
' Ouian ket , hi ' lâre , sklaset on c ' hoazh tout !
E - pad ar brezel e tec ' has kuit ur milion ag Albaniz eus ar vro hag meur a viliad a voe lazhet . Un diemglev ez eus a - zivout niver hag orin an dud lazhet . Krediñ a reer e voe lazhet 10 . 000 - 12 . 000 ag Albaniz ha 3 . 000 a serbiz . 3 . 000 a dud a vank . 2 . 500 anezho a zo albanat hag ar re arall a zo rom pe serbat dreist holl . 47 . 5 eus an albaniz ha 59 . 5 % eus ar Serbed a zo kuitaet ar vro e - pad ar brezel . Goude m ' en doa en em staliet AFNA ez eas en dro an Albaniz .
Merkad 5 : Ober a ra U . D . B . evit ma vo pourchaset da Vreizh ensavadurioù emren ha peadra d ' he diorren .
Gourc ' hemennoù evit bezañ peget e - barzh ar ( G ) wikeriadur . Talvoudus - kenañ eo al labour az peus graet . Tammoù traoù am boa graet e 2005 zo met n ' em boa ket kemeret ar boan morse da gompren da vat penaos e oa frammet ar wikigeriadurioù all . Laouen - kenañ on o welet eo loc ' het hor wikeriadur da vat bremañ . Kalon dit da genderc ' hel ganti . Dalc ' h mat ! Fulup 3 Gen 2007 da 09 : 48 ( UTC )
Goude ma voe bet kaset an dud - se er - maez , e kemeras dorn ar plac ' h yaouank , hag hi a savas . Ar vrud a gement - se a yeas dre an holl vro . Evel ma ' z ae Jezuz pelloc ' h , daou zen dall en heulias , o krial hag o lavarout : Az pez truez ouzhimp , Mab David ! Pa voe deuet en ti , an dud dall - mañ a zeuas d ' e gavout ; eñ a lavaras dezho : Ha c ' hwi a gred e c ' hellfen ober kement - se ? Ya , Aotrou ! emezo . Neuze e stokas ouzh o daoulagad , en ur lavarout : Ra vo graet deoc ' h hervez ho feiz . Hag o daoulagad a voe digoret ; Jezuz a reas dezho an difenn start - mañ : Diwallit na ouefe den an dra - se . Met int , o vezañ aet er - maez , a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro .
Dilennadegoù departamantoù , rannvro pe tier - kêr a zlefe bezañ aesoc ' h deomp , anat eo . Hogen dilennadegoù evit Dael Bro - C ' hall a ro tro deomp da embann hor soñjoù ha diskleriañ ar gwask a vez gant ar Stad - C ' hall war Vreizh . Kinnig a reomp pevar danvez kannad hepken . N ' eo ket un dra dister koulskoude . Gellout a reomp tizhout tost da 400 000 a dud e Bro - Redon , Roazhon , Gwitreg hag An Oriant . Koust a ra ker deomp met talvezout a ra ar boan rak fellout a ra deomp lakaat kudennoù Breizh war - wel . A - hent - all ne vefe komzet nemet diwar - benn traoù hollek , ar fransizien o vezañ sanset keodedourien heñvel - mik an eil ouzh ar re - all eus pelec ' h bennak e vefent . Klask a ra Strollad Breizh liammañ ekonomiezh , keodedouriezh hag identelezh war un dro . Un dra nevez ha rouez a - walc ' h eo evit ur strollad politikel breizhat .
- « Bugale ar béd - mañ a gemer gwrég pe waz . 35 Med ar re a vo bet kavet din da gaoud lod er béd da zond hag en adsao ar re varo da veo ne gemeront na gwrég na gwaz , 36 rag ne hellont mui mervel , par int d ' an Elez , mibien int da Zoue , pegwir int mibien an dasorh . 37 « Hag evid ar pez a zell ouz adsao ar re varo da veo , Moizez e - unan e - neus henn roet deom da houzoud er pez a lavar diwarbenn ar « Vodenn » pa anv an Aotrou : Doue Abraham , Doue Izaag ha Doue Jakob . 38 Doue n ' eo ket Doue re varo eo , med Doue re veo , rag evitañ an oll a zo beo » .
Gwelet em eus ar pennadoù Tintin Anna ha kavout a ran anezho mat a walc ' h .
Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall , hag e lavarjont dezhañ : Ro gloar da Zoue , ni a oar an den - se a zo ur pec ' her . Eñ a respontas : N ' ouzon ket hag - eñ eo ur pec ' her ; un dra a ouzon eo penaos e oan dall , ha penaos e welan bremañ . Int a lavaras c ' hoazh dezhañ : Petra en deus graet dit ? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit ? Eñ a respontas dezho : E lavaret em eus dija deoc ' h , ha n ' hoc ' h eus ket e selaouet ? Perak e fell deoc ' h e glevout a - nevez ? C ' hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien ? Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont : Te eo a zo e ziskibl , evidomp - ni , ni a zo diskibien Moizez . Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez , met evit hemañ , n ' ouzomp ket a - belec ' h eo . An den a respontas : Un dra souezhus eo , penaos n ' ouzoc ' h ket a - belec ' h eo ; ha koulskoude en deus digoret va daoulagad din !
Neuze ar mestr a reas gervel ar servijer - se hag a lavaras dezhañ : Servijer drouk , pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet ; ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur , evel ma em boa bet truez ouzhit ? Hag e vestr , o kaout droug ennañ , en roas d ' ar vourevien , betek m ' en devoa paeet kement a dlee . Evel - se e raio deoc ' h va Zad a zo en neñvoù , ma ne bardon ket pep hini ac ' hanoc ' h , a - greiz e galon , d ' e vreur . P ' en devoe Jezuz peurlavaret ar c ' homzoù - se , ez eas kuit eus Galilea , hag e teuas e kostezioù Judea , en tu all d ' ar Jordan . Ur bobl vras a heulias anezhañ , hag eno e yac ' haas ar re glañv . Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ : Hag e c ' hell un den kas e wreg kuit , n ' eus forzh evit peseurt abeg ?
Download XML • Download text