Text view
bre-24
View options
Tags:
Javascript seems to be turned off, or there was a communication error. Turn on Javascript for more display options.
Donemat ! ♦ Porched ar gumuniezh ♦ Ar Wikiakademiezh , evit kaozeal ♦ Goulennoù / Respontoù diwar - benn ar gerioù ♦ Pennbajenn ar skoazell
Pa welan an doare distagañ evel ' c ' h eo skrivet ganit e kav din eo ar memes tra evel Yeun . Er c ' horn - se eus Kerne ( hini Jakez Riou ha Yeun ar Gov ) e vez distaget heñvel lun , run , puñs , sizhun , ma ' m eus soñj mat . Bianchi - Bihan 14 Kzu 2007 da 07 : 58 ( UTC )
Roud eus ar mojennoù - se a gaver ivez er yezhoù keltiek all , en danevelloù iwerzhonek dreist - holl , en anvioù galianek ivez .
Lun 20 a viz Gwengolo 2010 Poltriji tennet gant Anne - Sophie ZIKA Kontet zo bet din . . . Met daoust hag eo ranker reiñ kred da bep tra ? Kontet zo bet din e oa erruet tremenidi kentañ Eden Bouilhabes deus tu ar c ' hreizteiz , war gein o azened ! ( Met . . . d ' am soñj din - me e oa kañvaled ' ni oa . . . ) , d ' ur mare kalet a amzer walarn krizh deus ar re a vrod dantelaj mic ' hi sall ouzh ar mourroù . Laret zo bet din oa bet treuzet ganto ar menezioù hag an traoniennoù , kuzhet gant ur Simoun flaerius . Gwisket gant o flaergenn , didrouz ha disgwel , o doa treuzet ar c ' herioù hag ar c ' hontreoù ( . . . )
Me en lavar deoc ' h adalek bremañ , a - raok ma ' c ' h erruo an dra , abalamour , pa vo erruet , e kredot ar pezh emaon . E gwirionez , e gwirionez , me a lavar deoc ' h : an hini a zegemer an hini am bo kaset , a zegemer ac ' hanon ; hag an hini a zegemer ac ' hanon , a zegemer an hini en deus va c ' haset . P ' en devoe Jezuz lavaret kement - se , e voe poaniet en e spered , hag e roas an testeni - mañ : E gwirionez , e gwirionez , me a lavar deoc ' h , unan ac ' hanoc ' h am gwerzho . Hag an diskibien a selle an eil ouzh egile , o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze . Met , unan anezho , an hini a oa karet gant Jezuz , a oa kousket ouzh taol war - zu askre Jezuz . Simon - Pêr a reas sin dezhañ da c ' houlenn eus piv e komze . Eñ , o vezañ pleget a - us kerc ' henn Jezuz , a lavaras dezhañ : Aotrou ! Piv eo ?
Graet en deus kalz war - dro skridoù relijiel . Troidigezhioù relijiel e - leizh en deus kaset , moulet en deus levrioù liderezh , evel Pediñ an amzer a - vremañ , embannet gant an aotrou Joseph Lec ' hvien , person Kergrist - Moeloù ha rener an Tour - tan .
Kudennoù arc ' hant a zo amañ er mare - mañ evel ma ouzit … Ar pezh a ra e vez serret postoù , hag e vez kevezerezh bep bloaz evit ar postoù a chom ( ! ) , un abeg ouzhpenn evito da vezañ mat . N ' eo ket aes bepred , er gevrenn geltiek n ' eus nemet 2 gelenner evit an aotreegezh hag ar master a - bezh , da skouer !
Ganet eo bet Paol ar Flemm d an 18 a viz Meurzh 1991 e Radon ( Normandi ) . Emzivad eo abred , ha mont a ra da vevañ en e familh a - berzh - tad e Lezardrev ( Treger ) , en un endro vrezhonegerien . Gouestlet e oa da vont da ofiser war vor , ha mont a ra da Skol - verdeiñ Brest e 1895 . Ret eo dezhañ cheñch pal d e vuhez avat , dre m ' eo gwall wan e weled . Deskiñ a ra ar sonerezh e Brest , ha divizout a ra ober e vicher eus se . Kentelioù a ya da heuliañ e Moskov , deskiñ a ra rusianeg hag ober a ra anaoudegezh gant bed sonerezh ar vro - hont . Mont a ra er Schola Cantorum ha neuze heuliañ kentelioù Vincent d ' Indy hag Albert Roussel . D e dro e ra kentelioù eno hag Erik Satie a vo skoliad dezhañ . Penn - kor Kanerien Saint - Gervais eo da gentañ , a - raok bezañ ar rener betek 1939 . Klask a ra " divuriañ " ar sonerezh . Evit - se e kas da benn ur bern abadennoù radio . Etre 1906 ha 1960 e vo barner sonerezh ivez . Adalek an oad a 15 vloaz en em daol da sonaozañ . Ledan eo e dachenn , eus ar siñfoniennoù ( peder en holl ) betek ar sonatennoù , ha sonerezh - kambr ivez . Goude ar brezel - bed kentañ e ra muioc ' h war - dro e obererezhioù all . Er bloavezhioù 1930 e sonaoz adarre a - zevri - bev . Aet eo da anaon d ' an 31 a viz Gouhere 1984 , e Landreger .
E kêr du - mañ emañ sez an embregerezh Decaux , brudet anezhañ dre an " abribusoù " . An deiz all , en ur dremen e - bioù toull ar stal , em oa merzet ar pezh skrivet war ar banell c ' houlaouüs - mañ :
Evit gwir , gant m ' eo ur blog o vezañ skrivet atav , dav eo d ' ar bajenn zegemer reiñ un tañva eus ar c ' hemmoù neveshañ ; prederiet eo an aozer gant gweladennerien a zeufe ingal da heuliañ emdroadur al lec ' hienn . Dre ma c ' hinniger pennadoù sonnet en amzer , an aozer n ' o c ' hemm peurvuiañ ken nemet en ur embann un addendum « hizivadenn » e ditl .
Da ' m soñj , n ' eus ket da " zigalonekaat " pe da vezañ " trist " . . . Er c ' hontrol ! Un dra vat eo ! Reizh eo . Peogwir n ' eus ket a gevredigezh vrezhon . N ' eus nemet un tamm egin anezhi en dro d ' an Emsav dizurzh a zo ur greunenn a Stad vrezhon . Holl dud a ra war - dro " Diwan " zo , dre ret , daoust dezho alies , tud a zo eus ar gevredigezh c ' hall , eus ar « Bretagne » . C ' hoari a reont e - barzh , ar « Bretagne » , " evel pa vije " eus Breizh ! . . . Evelse ne gemm netra hag ar galloud gall zo laouen , kreñvoc ' h ! Atoret em gav , lakaet neptu a remziad da remziad , nerzhoù dispac ' hel an Emsav er gevredigezh c ' hall . Evel - se , yezh " Gwalarn " , a oa difennet er skolioù gall gwezhall , zo degemeret tamm - ha - tamm er skolioù - se dindan levezon « Diwan » . Ar « gwenn - ha - du » oa danjerus ha difennet da vare ar brezel - bed diwezhañ … Neptuekaet eo bet o vezañ bremañ e - pep lec ' h , zoken war an tiez - ker hag e chiotoù ar c ' hafedioù ! . . . ' Diwan ' a ra ul labour enep - dispac ' hel brezhon . Klask a ra lakaat ar brezhoneg nevez , kentañ arm an Emsav er frammoù gall . Lakaat a ra , ouzhpenn - se , ar brezhoneg e live skol ar mammmoù , evel pa vije ur Stad vrezhon war sav ! . . . Met n ' eus ket eus ar Stad Vrezhon , d ' an ampoent ! Nemet un egin anezhi ez eus en Emsav ! N ' hon eus ket ezhomm eus bugale a gomz brezhoneg er gevredigezh c ' hall evel da vare hon tudoù kozh . Prouet eo bet a - walc ' h ganto , ne gase da netra ent politikel , evit adlakaat Breizh en istor broadoù ar bed ! Ezhomm hon eus a sternioù politikel nevez . Evito da labourat er Stad vrezhon ar buanañ ar gwellañ ! Ur stern politikel nevez en Emsav a zo dre ret un dispac ' her ! Evel just , peogwir en deus da bal eilec ' hiañ ur galloud kozh a zo dija er plas a fell dezhañ kemer ! Un dispac ' her zo , dre ret , un den en deus graet an dibab d ' her bezañ , o vezañ war an oad gour ! Tud n ' int ket stummet o - unan , ouzhpenn - se , evit ar Stad vrezhon n ' o deus ket da rediañ bugale bihan d ' ober an dibab - se en o flas ! . . . Se zo furlukinerezh dañjerus ! An Emsaver zo dre ret , evit abegoù armerzhel , micherel , ER gevredigezh c ' hall , hag ER Stad c ' hall eus ar " Bretagne " . N ' emañ ket EUS ar gevredigezh hag EUS ar Stad c ' hall - se . An Emsaver a glask deskiñ ar vicher evit dont da vezañ un den stummet eus an Emsav a zo egin ar Stad vrezhon . N ' hon eus ket da c ' hoari rol ar « Breton » fentus ha plijus a gomz brezhoneg evit borodiñ an douristed . . . . N ' omp ket dremmourion en ur c ' hoariva gall , evel pa vije dija eus Breizh gant ur gevredigezh vrezhon e - lec ' h ar gevredigezh c ' hall er " Bretagne " ! Bezañ Emsaver zo ur vicher . An Emsaver a rank bezañ arbennigour war ar bolitikouriezh , elese ar brederouriezh bolitikel , evit diorren ur Stad nevez gant prederourion . Rak , ar pal n ' eo ket marmouzañ furlukined ar Stad c ' hall a - vreman evit o eilec ' hiañ ! . . . An Emsaver en deus da vezañ ur stern eus ar Stad vrezhon . N ' eo ket en dazont , met diouzhtu evit lakaat da greskiñ an Emsav frammet ! Evel - se emañ eñ , en istor ar bed , o vezañ en istor ar Stad vrezhon dre vezañ en istor an Emsav . N ' emañ ket en istor ar " Bretagne " , a zo war lost , istor Frañs o vezañ war stlej ar stad c ' hall ! Ar gevredigezh vrezhon gozh , eus Breizh dremenet , zo aet da vezañ « bretonne » , gall , peogwir eo aet da vezañ gall he Stad . Dont da raio da vezañ brezhon en dro pa vo kreñv a - walc ' h an Emsav da vezañ ur Stad evit eilec ' hiañ ar Stad c ' hall . An Emsaver zo ur prederour . Un « uhelvennad » en deus : Ar Stad vrezhon . Setu perak ez eo un dispac ' her . E uhelvennad n ' eo ket sevel ur familh bihan a vourc ' hiz vihan treuzplaket diouzh skouer bihan familh ar gevredigezh c ' hall . An Emsaver zo dimezet gant « Breizh » . E familh zo an Emsav ! E vugale zo e ziskibion , e studierion da stummañ . Ar re - se zo emsaverion yaouankoc ' h o devo da genderc ' hel e labour en istor , pa vo maro ! . . . An emsaver n ' en deus ket da glask adeilañ , drevezañ ar gevredigezh c ' hall evel ur marmouz ! Bez en deus da glask dont da vezañ , un « haroz » , eus an Emsav . Elese , ur stern kiriek eus ar Stad vrezhon a gemero plas ar stad c ' hall . Pebezh pouez ar bihan familh gall gant gwreg ha bugale evitañ , eñ , un dispac ' her ? . . . O vezañ Emsaver , dieub , en devo holl verc ' hed , mestrezed a blijo dezhañ ! Ar merc ' hed a heul ar sternioù , pared pennañ ha mestronius ! Pep tra zo pennhaelet en hollved . Paotred zo + , merched zo - . En ur vro yac ' h , ar Stad , an « aotrouniezh » , zo + elese « gourel » . Ar gevredigezh , ar « frankiz » zo - , elese « benel » . Setu perak e heul hag e tegemer ar gevredigezh , ( tu benel ur vro ) , yezh hag aotrouniezh ar Stad , an tu " gourel " . Pa ' z eo bet brezhon ar Stad , adal ar 5 ed kantved , eo deut Arvorigiz da vezañ brezhonegerion . Pa ' z eo bet gall ar Stad , evel en 19 ed kantved , eo deut Brezhoned da vezañ " Bretoned " ha gallegerion . Pa vo brezhon ar Stad en dro , bennozh d ' an Emsav , e teuy Bretoned da vezañ Brezhoned en dro . Ha mat pell ' zo ! . . . Ar peurrest zo koniriachoù proviñsel ! . . .
' ouian ket ma d an da benn àrni
- « Piou e - neus touchet ouzin ? » O veza ma nahe an oll , e lavaras Pèr : - « Mestr , an dud eo a zo ouz da voustra ha da enka » .
diouzh ar Rouantelezh - Unanet 29 a viz Mezheven , 1976
PELEC ' H E VO KEAV ER - MAÑ ? Kamp - hañv KEAV a oa bet dalc ' het en Nivod e 2008 : soñj hoc ' h eus ne c ' helle ket Ti - Kêr Skaer degemer
Ar pezh a gavan dedennus , ouzhpenn d ' an tu ' arzel ' ( hey , ya , memestra , kit da livañ boulommigoù 28mm gant aked ! ) , rak ur sapre daouarn - yod on gant barroù - livañ , a zo ar bed savet tro - dro d ' ar c ' hoari . Rak n ' eo ket ur c ' hoari a zo bet savet diwar ur bed met ar c ' hontrol , ur bed skiant - faltazi ijinet da dreuskas c ' hoari emgannoù moliac ' h Warhammer en egor . Hiziv an deiz eo brudetoc ' h Warhammer 40 , 000 ( W40k , 40k WH40k … ) eget ar c ' hoari fantasy , Warhammer ( Warhammer Fantasy Battle , WHFB , WFB … ) . Boñ , n ' emaon ket o vont da zisplegañ pep tra amañ d ' ar re n ' anavezfent ket , un dro a c ' hellit ober war wikipedia , e brezhoneg mar - plij , da gaout un nebeud titouroù . Boulc ' het e oa bet ar pennad gant ul lisead ha kroget am eus d ' e glokaat Kentoc ' h eget skrivañ se div wech e c ' hellit mont du - hont neuze . Met ur bed eus ar pinvidikañ eo , kredit ac ' hanon , a live gant Star Wars / Trek . N ' eus nemet Dune , d ' am soñj , a zo ken pinvidik ( ar pezh a zo souezhus , dre m ' eo labour un den dreist holl oO ) . Savet eo bet gant degadoù a dud a hed muioc ' h eget 20 vloaz bremañ . Levrioù , bannoù treset , ur film o vezañ graet , ha tout - se ouzhpenn da reolennoù diazez ar c ' hoari . Evit lavar gwir n ' am eus ket c ' hoariet un droiad c ' hoazh , ha koulskoude on arbennik a - walc ' h war ar bed - se , ha kalz boulommigoù a zo o c ' hortoz an droiad gentañ - se war ma zaol - labour Rak plijus eo livañ , memestra , evit an disoc ' h tra - ken :
Stumm red eus an 19 Du 2007 da 12 : 27 ( gwelet ar vammenn )
Philippe Djian eo an hini en doa skrivet ar romant 37 ° 2 le matin . An daou levr - mañ a ginnigan asambles peogwir int kentañ ha trede hini un deiroberenn ; hag a - benn ar fin n ' eus nemet al liammoù etrezo on dedennet ganto . Istor " Assassins " on bet plijetoc ' h ganti eget gant an hini all peogwir ez eus kalzig a suspens , da vareoù ' zo d ' an nebeutañ . N ' eo ket gwall wirheñvel an darvoudoù a vez kontet deomp met lennet e vez buan hag hep displijadur , hep leuskel ur roud don en eñvor kennebeut . Perak em eus bet c ' hoant da gaozeal diwar o fenn neuze ? Peogwir e weler haroz Sainte - Bob , skrivagner anezhañ , o sevel an daou romant kent , en ur vevañ ur vuhez n ' he deus ket kalz tra da welet gant an istorioù a gont , er fedoù , met oc ' h adimplijout en e zoare dezhañ an dud a zo tro - dro dezhañ evit e levrioù , en ur cheñch anezho pe get hervez ar pezh en deus c ' hoant da lakaat anezho da ober pe da skeudenniñ , hervez he c ' harantezioù hag e c ' hoantoù dial . Kavet em eus farsus diskoachañ al liammoù etre an tudennoù eus an eil levr d ' egile . Dreist - holl p ' eo anat emañ pell buhez haroz " Sainte - Bob " diouzh buhez ar skrivagner c ' hoazh . Ur seurt " mise en abyme " ' zo , graet gant ar skrivagner hep terriñ e benn , diwar c ' hoari kentoc ' h ! Dedennus .
E 1192 , Yoritomo a resevas an titl a Seii Taishogun roet gant an impalaer . Ha dioreniñ a reas ar sistem politikel diazezet war rennerezh herezel ar vro gant ar shoguned , anavezet gant an anv bakufu , pe shogunerezh . Adalek ar mare - mañ , dre an hengoun , pep shogun oa ur Minamoto , hag an titl a veze roet d ' ar mab pe d ' an hini dibabet en herez ( ar c ' hosañ an aliesañ ) .
Er yezhoniezh e vez implijet an termenoù ni endalc ' hus ( saoz . : inclusive we ) ha ni ezdalc ' hus ( saoz . : exclusive we ) evit komz eus un diforc ' h graet gant yezhoù zo etre daou stumm raganv - gour ar c ' hentañ gour liester " ni " hervez ma vez dalc ' het kont eus an hini m ' emeur o kaozeal gantañ / i ( stumm endalc ' hus ) pe get ( stumm endalc ' hus ) , evel - hen :
Hag Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg - meur . Simon - Pêr a oa eno , hag en em domme ; lavarout a rejont dezhañ : Ha n ' out ket te ivez eus e ziskibien ? Eñ en nac ' has hag a lavaras : N ' on ket . Unan eus mevelien ar beleg - meur , a oa kar d ' an hini en devoa Pêr troc ' het e skouarn , a lavaras dezhañ : Ha ne ' m eus ket da welet el liorzh gantañ ? Pêr en nac ' has adarre ; ha kerkent ar c ' hilhog a ganas . Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d ' ar pretordi ; ar mintin e oa , ha n ' ejont ket e - barzh ar pretordi o - unan , gant aon d ' en em saotrañ , evit ma c ' helljent debriñ ar Pask . Pilat , o vezañ aet d ' o c ' havout , a lavaras dezho : Pet tamall a rit a - enep an den - se ? Respont a rejont dezhañ : Ma ne vije ket un torfedour , n ' hor bije ket e lakaet etre da zaouarn .
Salud doc ' h Reskontet hoh eus fonnaploc ' h ' idiñ , Quevenois . Memestra a soñjan diàr pezh a sinifi tailh . James ne ' m eus klewed ar ger - se mes me ' m eus eñv lenned mar a wezh ( e skridoù L . Herrieu , me ' greda ) Joe doc ' h
Eñ a respontas dezho : An holl ne gomprenont ket ar gomz - se , met hepken ar re a zo bet roet dezho . Rak bez ' ez eus eunuked a zo bet ganet evel - se a gof o mamm , reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud , hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc ' h - unan eunuked , abalamour da rouantelezh an neñvoù . Ra gompreno kement - mañ , an neb a c ' hell kompren . Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan , evit ma lakaje e zaouarn warno , ha ma pedje evito . Met an diskibien o fellae . Ha Jezuz a lavaras : Lezit ar vugale vihan , ha na zifennit ket outo dont davedon ; rak rouantelezh an neñvoù a zo d ' an nep a zo heñvel outo . Lakaat a reas e zaouarn warno , hag ez eas kuit ac ' hano . Ha setu , un den a dostaas hag a lavaras da Jezuz : Mestr , peseurt mad a dlean d ' ober evit kaout ar vuhez peurbadus ? Eñ a respontas dezhañ : Perak e c ' houlennez ouzhin diwar - benn ar mad ? Unan hepken a zo mat , [ Doue ] . Mar fell dit mont er vuhez , mir ar gourc ' hemennoù . Pere ? emezañ .
Ma empenn = flastrenn ^ ^ Plijout a ra an doare video - où - se din , doare samploù eus ur film , pe ur brezegenn , traoù a - seurt - se . Evit ober goap e vez peurliesañ ( gwelet afer ' meuporg ' da skouer ) , met a - wechoù a e c ' hell bezañ dispar a - walc ' h , evel the symphony of science , am boa komzet diwar e benn dija , un nebeud mizvezhioù ' zo …
N ' ouzon ket pelec ' h eo skrivet splann . . . goulenn gant Llydawr . Met mat eo dastum ar skouerioù . Skouerioù kontrol a c ' haller kavout ivez moarvat . Met ' m eus aon eo sklaer e skridoù Leoniz . . . ha Plougastelliz . Bianchi - Bihan 20 Gen 2008 da 17 : 45 ( UTC ) Yezhadur Kervella , p 234 , anvioù broiz . Bianchi - Bihan 22 Gen 2008 da 23 : 35 ( UTC )
An davarn vorn - se ( The Hog ' s Head e saosneg ha La Tête de Sanglier e galleg ) zo enni ur salig ratous ha strouilh , dezhi c ' hwezh ar givri . . . .
C ' hoariomp gant ar gerioù un tammig , da c ' hortoz . Plijus e kavan peurliesañ ijinañ reolennoù a glaskin doujañ outo pa skrivan ur varzhoneg , tra ken evit lakaat er pleustr ar pezh a vez desket deomp pa zielfenner barzhonegoù . Ma vez - piv ' oar - tud o tielfennañ ma re e vo boued ouzhpenn evito marteze , hag ur boelladenn blijus eo , am laka da zizoloiñ gerioù gloev a - wechoù ^ ^ Hag un dra ouzhpenn , pa vez bihan an dibab gerioù e kav ar varzhoneg he ster drezhi he - unan a - wechoù , an hini da - heul , da skouer , a oa kroget gant ur soñj n ' en deus ket kalz a dra da welet ken gant an disoc ' h . Ha plijout a ra din evel - se ^ ^
Ur Golden Globe Award en doa bet evit " Rachel , Rachel " e 1969 hag Oscar an aktour gwellañ e 1986 evit ar roll c ' hoariet gantañ e " The Color of Money , sevenet gant Martin Scorsese .
URL an troer : [ Voir le site ] ■
Italia zo ezel eus an S8 ( S8 : an eizh bro c ' hreantelaetoc ' h er bed ) hag ar c ' hwec ' hvet Stad armerzhel eus ar bed ivez . Rannvroioù an norzh , Lombardia en o zouez , o deus unan eus PDKoù ( produadur diabarzh kriz ) dre annezad an uhelañ eus Unaniezh Europa ( 29 140 dolar / annezad e 2004 ) . Ken uhel pe dost ouzh PDK Île de France pe hini rannvro Londrez . En enep ez eus dale gant rannvroioù ar c ' hreisteiz evit a sell diorren an armerzh e - keñver rannvroioù an norzh .
Abaoe dec ' h ha betek an dibenn - sizhun a - zeu emaon e ' maner ' ar Bagad ' kostez Sant - Evarzeg a - benn pleustriñ da brientiñ kenstrivadeg an Oriant … Piping non - stop Evel bep bloaz e vez cheñchet ur bern traouigoù war an tonioù , un notenn amañ , ur rikimant aze , ha plijout a ra deomp gellout kaout partochoù prop evit ar rummadoù war - lerc ' h ( ha plijusoc ' h eo labourat gant traoù propik , ket leun a skrivadennigoù ruz ! ) Ma moullerezh ha ma urzhiataer a gasan neuze , peadra da reizhañ ( pegen arnevez , sonerezh hengouel skrivet war un uzhiataer ) ha kaout lod nevez pa fell deomp ( lod a zo gouest da goll o follennoù en ur pezh 20m ² > _ < )
Degas a ran amañ un tamm eus ar gaozadenn a oa er bajenn Kaozeal : dant - Genver . - - Yun ( kaozeal ) 3 Gen 2008 da 18 : 14 ( UTC )
Alabama | Alaska | Arizona | Arkansas | Colorado | Connecticut | Delaware | Florida | Georgia | Hawaii | Idaho | Illinois | Indiana | Iowa | Kalifornia | Kansas | Kentucky | Louisiana | Maine | Maryland | Massachusetts | Michigan | Minnesota | Mississippi | Missouri | Montana | Nebraska | Nevada | New Hampshire | New Jersey | New Mexico | New York | North Carolina | North Dakota | Ohio | Oklahoma | Oregon | Pennsylvania | Rhode Island | South Carolina | South Dakota | Tennessee | Texas | Utah | Vermont | Virginia | Washington | West Virginia | Wisconsin | Wyoming
Pa voe krouet Dael Skos , Bodadenn Kembre ha Bodadenn Iwerzhon an Norzh gant Gouarnamant Tony Blair erru er galloud e 1997 e voe " digreizennet " ar galloud e Bro - Saoz etre nav Bodadenn rannbarzhel . Kement - se a loc ' has ur stourmadeg evit krouidigezh un Dael saoz ha zoken , evit broadelourion saoz zo , dizalc ' hidigezh Bro - Saoz ha freuz ar Rouantelezh - Unanet .
13 : 34 Reiñ a ran deoc ' h ur gourc ' hemenn nevez : Ma en em garot an eil egile ; evel ma em eus ho karet , ma en em garot ivez an eil egile .
Hag e vo lavaret deoc ' h : Setu emañ amañ , pe : Setu emañ aze . N ' it ket , ha na heuilhit ket anezho . Rak evel ma teu ul luc ' hedenn da lugerniñ eus ur penn d ' an oabl betek ur penn all , evel - se e teuio Mab an den en e zeiz . Met ret eo dezhañ kent - se gouzañv kalz a draoù , ha bezañ taolet kuit gant ar rummad - mañ . Ar pezh a erruas en amzer Noe , a erruo en hevelep doare en amzer Mab an den . An dud a zebre , a eve , a zimeze hag a roe e dimeziñ , betek an deiz ma ' z eas Noe en arc ' h , hag an dour - beuz a zeuas hag o distrujas holl . Kement - se a erruas c ' hoazh en amzer Lot ; an dud a zebre , a eve , a brene , a werzhe , a blante hag a save tiez ; met en deiz ma ' z eas Lot kuit eus Sodom , e teuas glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl .
Ha ne dresan ket re fall . Gwelloc ' h eget tud zo , kalz falloc ' h eget lod all ( bah , goulennit digant forzh peseut treser , ne vezo morse laouen gant e dresadennoù , dreist - holl ma seblantont disi deoc ' h … Argh ! ) . Gwelet a reot a - benn ur mare forzh penaos . Hogen ar pezh a zo dedennus a zo pegen fall e tresen n ' eus ket pell zo , ha pegen falloc ' h c ' hoazh a - raok . Bez zo tud a zo donezonet , a dres mat diouzhtu pe dost , a gompren penaos e ya en - dro , penaos ober . Hogen gellout a ra forzh piv deskiñ . Ha pa lavaran deskiñ , biskoazh n ' em eus bet kentelioù , damsellet ' m eus bet ouzh levrioù ' deskiñ tresañ ' , kavet anezho borrodus as hell .
evel - se ivez , pa welot kement - se o c ' hoarvezout , gouezit eo tost Rouantelezh Doue . Me a lavar deoc ' h e gwirionez , penaos ar rummad - mañ ne dremeno ket , ken na vo c ' hoarvezet an holl draoù - se . An neñv hag an douar a dremeno , met va gerioù ne dremenint ket . Lakait eta evezh ouzhoc ' h , gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh , ar vezventi , ha gant prederioù ar vuhez - mañ , ha na zeufe an deiz - se warnoc ' h a - daol - trumm . Rak dont a raio evel ur roued , da soupren an holl re a chom war gorre an douar . Beilhit eta ha pedit e pep amzer , evit ma viot kavet din da dec ' hout diouzh an holl draoù a dle c ' hoarvezout , ha da chom dirak Mab an den . Jezuz a gelenne en templ e - pad an deiz , hag en noz ez ae hag en em zalc ' he war ar menez galvet Menez an Olived .
Staliet e kember an Il hag ar Gwilun , Roazhon en deus savet en trede kantvet ar voger kreñv kentañ . Er XVvet kantvet , gant ar gêr o kreskiñ , eo bet ret sevel mogerioù all , e biz ha su ar Gwilun .
Digorit K - Meleon ha pouezit war ar bouton Klask evit klask dre Wikipedia . Evit distreiñ da c ' hGoogle pe implijout ul lusker enklask all , diverkit al linenn
- Evit ober ar mor hon eus lakaet livaj gant dour .
Setu ar sifroù implijet evit skrivañ an niverennoù en oriyeg :
Pa voe deuet an abardaez , e ziskibien a ziskennas betek ar mor , hag o vezañ aet er vag , e fellas dezho mont en tu all d ' ar mor , da Gafarnaoum ; dija e oa teñval , ha Jezuz ne oa ket c ' hoazh deuet d ' o c ' havout . Dre ma oa kreñv an avel , koummoù ar mor a save . Ha , p ' o devoa roeñvet war - dro pemp war - n - ugent pe tregont stadenn , e weljont Jezuz a valee war ar mor hag a dostae ouzh ar vag ; hag o devoe aon . Met eñ a lavaras dezho : Me eo , n ' ho pet ket aon . Degemer a rejont anezhañ eta gant joa er vag , ha kerkent ar vag en em gavas el lec ' h ma ' z aent . An deiz war - lerc ' h , ar bobl , hag a oa chomet en tu all d ' ar mor , a welas ne oa bet eno bag ebet , nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni , ha penaos Jezuz ne oa ket aet e - barzh ganto , met penaos e ziskibien a oa aet kuit o - unan ;
Faos eo ivez peogwir n ' on ket me an hini nemetañ hag en dije divizet stumm an anvioù da vezañ implijet : kinniget ez eus bet stummoù disheñvel diouzh ma re ha degemeret eo bet lod anezhe ( en o zouez lod bet kinniget ganit - te da - unan ) , degemeret ez eus bet stummoù implijet gant TES pe Ofis ar Brezhoneg , lod all a zo bet kinniget gant tud all ( Benoni , da skouer ) , ha kinnigoù bet graet gant tud all a glote gant kinnigoù bet graet ganin ivez . Lakaet am eus e pleustr ar politikerzh bet votet , setu tout . Goût mat a oûn ne blij ket dit , met evel - se emañ an traoù . Pep hini a c ' hell difenn e sav - poent , evel - just , met arabat livañ gevier . - - Neal 21 Du 2006 da 17 : 13 ( UTC )
18 : 25 Dre ma n ' en devoa ket peadra da baeañ , e vestr a roas urzh d ' e werzhañ , eñ , e wreg , e vugale , ha kement en devoa , evit paeañ e zle .
Enebet e vez ar marv hag ar ganedigezh , met p ' eo ar marv diankadenn ar vuhez evel pa seblantout a ra pa ne lamm ket mui ar c ' halon er bruched . Diaes eo termeniñ an harz etre ar vuhez hag ar marv p ' eo posubl lakaat ur c ' halon da dalmañ en dro .
Ul levr marzhus eo , leun a varzhoniezh , kontet gant frazennoù berr - kenañ ha gerioù o - unan a lak ac ' hanon da soñjal , a - fed stil , en " Ar follez yaouank " gant Meavenn . Souezhet on gant an implij skoaz - ouzh - skoaz eus " me " pe " ni " hag " int " , marteze eo evit diskouez muioc ' h a gerentiezh etre ar skrivagnerez hag he zudennoù gwezhioù ' zo . Bommoù eñvorennoù e seblantont bezañ , un nebeut tachoù lugernus o lufrañ muioc ' h eget ar re all en ur vuhez . N ' em eus ket kavet ken lipet ar fin eget ar penn kentañ ; boutinoc ' h e teu da vezañ adal m ' emañ ar plac ' h el lise . Marvet eo unan bennak , se a ouezer abaoe an titl , met piv an diaoul ez eo ? N ' on ket avañsetoc ' h goude bezañ lennet al levr . " Hi " o vezañ pe ar vamm , pe ar c ' hoar . Gant an elipsoù e chom direspont ar goulenn . Moarvat eo dispis a - ratozh , evel un hunvre just a - walc ' h . Tachennoù kevrinus a vez atav en hunvreoù , kregiñ a reont gant tud zo hag a cheñch penn pe oad pe reizh a - vuzul ma ya an noz war - raok . Unan a vank , setu tout , da bep lenner da leuniañ an toull evel ma kar . N ' eus forzh , lakaet on diaes oc ' h adserriñ al levr hep bezañ diluziet ar gudenn , un dra bennak a vank , din ivez . Diroudet on un tammig . A - fed yezh eo aes da lenn , a - boan ma kaver un dornadig gerioù amsklêr : souezhus diouzh perzh an hini he deus lakaet " Ar Priñs bihan " e brezhoneg gant gerioù ken begek . Ur souezhadenn vrav , ul levr da adlenn .
Embannet eo bet an notenn - mañ da Du 10 , 2010 da 10 : 50 am ha renket eo dindan Levrioù . Gellout a rit heuliañ ar respontoù d ' an notenn - mañ dre ar wazh RSS 2 . 0 You can leave a response , or trackback from your own site .
Adkregiñ a raimp gant ar sonadegoù e miz Here gant Brieg Guerveno ha Daonet er Ferailleur e Naoned ( hag a zo e Breizh daoust da soñjoù Breizhiz ' zo strizh o spered ha Petainourien gozh . . . ) d ' an 18 a viz Here . Setu evit hiziv . Ken ar wezh all
Gourc ' hemennoù evit bezañ peget e - barzh ar ( G ) wikeriadur . Talvoudus - kenañ eo al labour az peus graet . Tammoù traoù am boa graet e 2005 zo met n ' em boa ket kemeret ar boan morse da gompren da vat penaos e oa frammet ar wikigeriadurioù all . Laouen - kenañ on o welet eo loc ' het hor wikeriadur da vat bremañ . Kalon dit da genderc ' hel ganti . Dalc ' h mat ! Fulup 3 Gen 2007 da 09 : 48 ( UTC )
19 : 45 Neuze , o vezañ aet en templ , en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [ hag a brene ] e - barzh ,
" O , geo ' vat ! a lâras ar vestrez e - giz - se . O ya , tres tri baotr bihan ' vel faot zo war ac ' hanoc ' h ho - tri avat . O ya , me a roio ur gambr deoc ' h da gousket evit an noz ! "
: : # N ' eo ket heñvel sistem fonologel ar brezhoneg ouzh hini ar saozneg . E brezhoneg e kaver ar son [ ã ] en un tu , hag en un tu all ne gaver ket an heuliad sonioù [ ans ] nag an heuliad [ ãns ] . Graet em eus un tamm enklask e geriadur Favereau : kavet em eus 382 c ' her gant an heuliad sonioù [ ãs ] met hini ebet gant an heuliad [ ans ] pe [ ãns ] . Setu ne glot ket an distagadur a ginnigez gant sistem fonologel ar brezhoneg .
Respont a reas Jezuz dezho : " E gwirionez , e gwirionez , me a lavar deoc ' h , a - raok da Abraham bezout , me zo " . "
Menel a reas klanv an 8 a viz meurz 1702 . D ' an 22 , e oe roët d ' ezan e zakramanchou divezan . Goulenn a reas ma vije kanet dirakan ar Stabat mater ; neuze , e zaoulagad troët warzu ar c ' hrusifi . , e varvas en peuc ' h , d ' an 23 a viz meurz 1702 .
Ar gargidi sinad deuz ar oarnasion , heb o boued , a arruas d ' an harzou sinad nemed e padoud kriz an naon hag ar yenijenn .
Ha kregiñ a ra al lid … e latin ! Eh ya , n ' eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc ' h . Evel ul lid sakr eo , ur ritual mar fell deoc ' h , ha kinniget e vez ar studierien d ' ar prezidant , a respont d ' ar c ' hinnig , e latin bepred . Div yezh , dreist - holl , a zo bet implijet e - kerzh an abadenn e gwirionez , latin ha gouezeleg : p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d ' an eur se d ' an devezh - se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg ( a - hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù , peder pe pemp gwezh bembez ) , anat a - walc ' h e oa an dibab yezhoù neuze , hehehe . Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp , ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh - se ( e - barzh emaon , youh ! ) . Moan - moan eo ma latinum , edo ma fri en droidigezh neuze ( e gouezeleg oa troet , ivez : p ) . Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus , ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn , tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn , da vont da gerc ' hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant ( James Browne , ooh yeah baby , ' felt good : p ) . Stardañ gant an dorn dehou , kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz , treiñ war - du al luc ' hskeudenner ha mousc ' hoarzhin , tamm pe damm , hag hop ! D ' an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc ' h eget ul lizher er voest , memestra . En drederenn gentañ e oan , ha kalz tud a chome war ma lec ' h neuze ^ ^ Poanius e vez an daouarn er fin , dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c ' halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv , souezhet ma oa moarvat o welet un anv - familh ( en Iwerzhon ) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma , aet on , n ' on ket kouezhet , na netra , sur on em eus ur penn euzhus war al luc ' hskeudenn , met boñ , ' vel e gwirionez kwa ( skaniñ a rin anezhi deoc ' h pa vint erru er gêr ) , ha diskennet didrabas . Heh , plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc ' h , memestra , reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d ' an diplom Fifteen seconds of fame , evel ma farse ar prezidant en e brezegenn .
Hag - e ñ e vo dieubet ar plant ? Setu " Kan ar maiz " tennet e levr " Semences de Kokopelli " . Kokopelli n ' eo ket harpet gant ar pennoù bras . ( Ema ñ ar pobloù arab oc ' h emgann evit o dieubidigezh . N ' int harpet . . . )
OpenOffice . org zo bet troet e 36 yezh , ar brezhoneg en o zouez , ha muioc ' h c ' hoazh a zo da zont . Barrek eo da vont en - dro gant Windows , Linux , Solaris , Mac OS X ( X11 ) ha meur a savenn all . Gant OpenOffice . org eo echu gant an diforc ' hidigezh etre ar meziantoù hag an digenvezder ; ha ledanaat a ra , en un doare digredus , an dachenn labour . Ouzhpenn - se , dre ma skor ar mentrezh OpenDocument , savet gant an aozadur skoueriekaat OASIS , n ' eus ket da gaout aon , gant OpenOffice . org , rak bezañ bac ' het gant ar werzhourien pe rak an diamzeriñ mentrezh . Gallout a ra ar mentrezh OpenDocument bezañ implijet gant ne vern pe arload burev , ha reiñ a ra tu da welout , da embann ha da voullañ teulioù evit ar remziadoù da zont .
" Nous te ferons Bretagne ! " est une liste plurielle réunissant des mouvements et des personnalités politiques bretons ayant pour objectif de donner à la Bretagne un nouvel élan . . . à savoir la capacité à la Bretagne de prendre les décisions qui la concerne , de permettre de créer un lien social plus affirmé , prenant en compte les préoccupations des Bretons dans leur ensemble , de travailler à un programme alliant écologie et économie , sans mettre dos à dos les acteurs qui font la Bretagne .
vendredi 13 mai 2011 par Rouedad Div Yezh
Moran wrote 1 year ago : Aet on da gousket abred dec ' h evit kousket kalzig , ha skuizh marv on bremañ da 10e noz , petra … muioc ' h
Met ar re a vo kavet din da gaout lod er c ' hantved da zont en adsavidigezh a - douez ar re varv , ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ . Rak ne c ' hellint ket kennebeut mervel , abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled , ha ma vint bugale Doue , o vezañ bugale an adsavidigezh a varv . Met , penaos ar re varv a adsav da vev , kement - se eo a ziskouez Moizez pa c ' halv er vodenn loskus an Aotrou , Doue Abraham , Doue Izaak ha Doue Jakob . Doue n ' eo ket Doue ar re varv , met Doue ar re vev ; rak an holl a vev evitañ . Hag hiniennoù eus ar skribed , o kemer ar gomz , a lavaras : Mestr , komzet mat ec ' h eus . Ha ne gredent ken goulenn netra outañ . Neuze e lavaras dezho : Perak e lavarer eo ar C ' hrist Mab David ?
E 1947 eo bet digoret ar skol kentañ - derez kentañ e kembraeg , diwar atiz ar gerent e Llanelli . Digoret eo bet ar skolaj divyezhek kentañ e Rhyl e 1957 . Deskiñ kembraeg a ranker ober en holl skolioù Bro Gembre abaoe 1988 .
Kelennet e vez ar skolidi e galleg hag e brezhoneg par - ouzh - par ; desket e vez an div yezh ganto dre an danvezioù - skol hag oberoù liesseurt ar c ' hlas .
Mestr Etrebroadel e voe graet gant Kevre Bedel An Echedoù ( FIDE ) e 1962 .
14 : 46 Publié dans Etrebroadel / International , Levrioù / Livres / BT / BD | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note | Tags : bd , langue française
Kalz a c ' hourdrouze anezhañ , evit ober dezhañ tevel ; met eñ a grie c ' hoazh kreñvoc ' h : Mab David , az pez truez ouzhin ! Jezuz o chom en e sav , a lavaras e c ' hervel . Gervel a rejont eta an dall , hag e lavarjont dezhañ : Sav , bez kalonek , da c ' hervel a ra . O teurel e vantell , e savas hag e teuas da gavout Jezuz . Neuze Jezuz , o kemer ar gomz , a lavaras dezhañ : Petra a fell dit e rafen evidout ? An dall a respontas : Mestr , ma kavin ar gweled . Ha Jezuz a lavaras dezhañ : Kae , da feiz he deus da yac ' haet . Ha kerkent e kavas ar gweled , hag e heulias Jezuz en hent . Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem , ouzh Betfage , hag ouzh Betania , tost da Venez an Olived , Jezuz a gasas daou eus e ziskibien , o lavarout dezho : It d ' ar vourc ' h a zo dirazoc ' h ; ha kerkent ha ma viot aet enni , e kavot un azen yaouank stag , ma n ' eus bet c ' hoazh pignet den warnañ ; distagit eñ , ha degasit eñ din .
Eil romant - polis Yann - Fañch Jacq zo ur seurt polar klasel , doare heuliadoù tele : ur gêriadenn sioul , ur skol eo tremenet holl dud ar biojoù enni , maouezed kozh o ranellat , paotr al lizhiri o lizherat , mamm o poaniat , bugel o klask un tad … Mont a reer eus an eil tudenn d ' egile a - hed al levr . Savet mat eo an itrik , nemet e tiviner un tammig re vuan piv eo an drougoberer : n ' eus ket ur mor a dudennoù alato ! Ha m ' eo diaes kompren e abegoù eo moarvat peogwir n ' int ket gwirheñvel - gwirheñvel … Evel istor ar faktour a ra fazioù - skrivañ euzhus ; n ' ouzon ket e peseurt bro e tremen an traoù met e frañs , atav , vije diaes bezañ bet ar c ' hoñkour en ur ober kement - se a fazioù ! N ' eo ket fall , n ' eo ket peurvat ivez : ne vezer ket paket penn - da - benn gant an istor , o c ' hedal m ' emaer skoilh pe skoilh da zont war - wel er frammadur … Skoulmet ha diskoulmet eo mat a - benn ar fin met santout a reer n ' eo ket Yann - Fañch Jacq ur skrivagner romantoù - polis a vicher , daoust ma teufe a - benn da lakaat suspens en e istor . Dipitus em eus kavet ar fin ivez e - keñver an istor karantez etre ar paotr hag ar plac ' h . Diverrañ a ra an amzer memestra , evel un telefilm , rik !
Klañvidik , e - unan , ha techet d ' en em santout fall e oa Lovecraft , ha peurliesañ e veze berr an argant gantañ . Daoust da se e kendalc ' has da skrivañ pe da reiñ alioù da skrivagnerien all . Dizehan e labouras , hag e lakaas embann e destennoù e kazetennoù anvet pulps , en o zouez ar gelaouenn Weird Tales . Enni e skrivas a bep seurt testennoù . Dre ma oa diaes dezhañ mont e darempred gant an dud , ha dre ma seblante bevañ e diavaez ar bed e voe nac ' het lod brasañ e destennoù , gant an abeg ne glotent gant ar pezh a oa o c ' hortoz lennerien ar mare - se .
Me gav din emañ ar wirionez ganit . Emañ eilenn un embannadur kozh ganin ( 1867 ) . Setu amañ an titl a lennan : BARZAZ BREIZ , chants populaires de la BRETAGNE , recueillis , traduits et annotés pr le vicomte HERSART DE LA VILLEMARQUE , 6ème édition , PARIS , Librairie académique , Didider et Cie , Libraires éditeurs 1867 . Mat e vefe menegiñ an titl gallek en un notenn . - - Kadwalan 25 Mae 2007 da 16 : 22 ( UTC )
" Diwar ur pezh - c ' hoari bet savet e galleg gant ar vugale a 10 - 11 vloaz eus skol Jean - Monnet Kemper ( bloawezh - skol 1991 - 1992 ) " , e teu ivez " Mojenn Konomor " . Hag ar pezh - c ' hoari - se savet diwar al levr Gildas de Rhuys , moine celtique , gant Y . Mauffret . Ur mac ' htiern eus an VII ° ed kantved e oa Konomor anavet e Bro - Gernew dindan an anw a Roue Marc ' h . " Tro dimp d ' ober anaoudegezh gant unan eus hor mojennoù - diazezañ ! ( mythes fondateurs )
Ur gwir plijadur e oa gwelet ar strolladoù o veskañ hag ar vugale o . . . Displeget e oa bet dezho petra a oa ar c ' hoc ' hu pesked , da betra e servije ha penaos ez ae en dro
An enklaskoù hentadoù hag eurioù a c ' haller ober e rannvro Breizh a - bezh , ha war hollad ar rouedad SNCF . Ar rouedadoù zo bet lakaet e BreizhGo eo ar re - mañ : • THR Breizh • Linennoù - hent ar rannvro • Penn - ar - Bed : - Rouedad - departamant Penn - ar - Bed - Linennoù bagoù war - du an inizi - Bibus ( Brest meurgêr ar mor ) - QUB ( Kemper Kumuniezh ) - TIM ha rouedad etre kêrioù ( Montroulez Kumuniezh ) - Ar Bus ( Landerne ) - Busco ( Konk - Kerne - Mêlwenn ) - Tud ' Bus ( Douarnenez ) • Mor - Bihan : - Rouedad - departamant TIM - Linennoù bagoù war - du an inizi - CTRL ( Kab an Oriant ) - TPV ( Bro Gwened ) • Il - ha - Gwilen : - Rouedad - departamant illenoo - STAR ( Roazhon Meurgêr ) - KSMA ( Sant - Maloù ) • Aodoù - an - Arvor : - TUB ( Sant - Brieg Tolpad - kêrioù ) - TILT ( Lannuon Treger Tolpad - kêrioù ) • Rouedad vroadel an SNCF Bez ' ez eus roudedadoù treuzdougen foran all a Breizh . Lakaet e vint e - barzh al lec ' hienn diwezhatoc ' h . Er - maez eus rannvro Breizh ne c ' haller ober nemet enklaskoù dre c ' harioù .
21 : 53 Publié dans Sonerezh | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note | Tags : ton ar blev , sonerezh , gitar , guitare
Aha , Tout ce qui brille ! Pebezh bruderezh a zo bet tro - dro d ' ar film - se ! Ar bomm - bruderezh em . . .
Ne vez ket brao d ' an den pa vez war var a arhant , Pa ' n - eus eun den sort ' med evid e wenneg , Lezet e vezont da glask an aluzenn o veza ma ' z int paour , Beza tost pe veza paour - kollet Petra a ra an dud fur ? - An arhant bihan . - Paour eo an traou amañ , Amañ eo paour ar stal , Hennez a zo paour ken emañ ar beorien all o klask anezañ da laza ! yann armerzhour
Ha me da vousc ' hoarzhin , kollet un nebeudig Gerioù o vankout din a - benn kompren pep tra Aesaet gant ar gwin e teu ar minc ' hoarzhig Ul lodenn eus ar fent deuet din memestra
[ 1 commentaire | Cliquez ici pour visionner / écouter ]
dalc ' hmat ez eus un doare mat hag ivez un doare fall . Bep gwech ez eo hini fall a hañval bezañ ar poellekañ
Ar sevenadur indian , an hironiñ , tremen an oadoù ( an oad krenn ) , ar c ' heñver diouzh an natur .
Rak lakaet oa bet barzh o fennoù e oa gwelloc ' h evit dazont o bugale dilezel o yezh - vamm ha deskiñ galleg . Setu perak tud ma zad a gomze breton etreze , met galleg d ' o bugale . . . Dre fors bout lakaet ar brezhoneg er maez ag ar vuhez pemdeziek , ekonomikel , sokial , ha c ' hoazh , ar brezhoneg a zo bet dilezet da - vat . N ' eo ket ur yezh falloc ' h evit ar re all . Tamm ebet . Ur yezh eo evel ar re all , met dindan gwask ur galloud a faote he distruj . . .
- Akordeoñsour ar strollad a zo Nathanaël , kroget en deus da c ' hoari pa en doa 11 vlez . 30 vlez en deus , skerver a vicher ha dizemez . Komz a ra Brezhoneg ( an hini gwelañ er strollad ) .
Stignet eo ar peder c ' hordenn war - bouez ar stegnelloù . Tremen a reont dre ar gennig hag a - us d ' ar pontig . Dalc ' het int e sol ar violin dre ar lostenn , anezhi ur pezh du en ebena siket ouzh ar c ' hef gant un nozelenn .
Emañ aotrounezhioù an Euro o kinnig " bailouts " a - zarn da vroioù zo , pounner o dle evel Bro Graes ha Bro Iwerzhon . Dre se e fell dezho prenañ amzer . Amzer da betra ?
p . s . : kit da welet Soubenn ar Geek , blog ur c ' heekezig e brezhoneg penn - da - benn C ' hoarioù video , filmoù , levrioù , hop hop hop ! Kit da welet ! ( kiiiiiit ! ) p . p . s . : distro eo an deiziadur dija , dre m ' eo bet lakaaet ur bochad troidigezioù nevez war doare brezhoneg al lec ' hienn . A - benn nebeut e vo echu treiñ ar melestradur diazez , hag e vo graet muioc ' h war - dro a traoù luzietoc ' h ( fazioù 404 hag all , merañ media ha skeudennoù , h . a . ) . Mont a ra war - raok
7 : 3 E vreudeur a lavaras dezhañ : Kae ac ' han , ha kae e Judea , evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez .
an neb a oar re a gav diaes chom hep kontañ gevier
N ' eo ket kanatennoù hag a oa taolet gant unan dioute met kraoñ hag ar c ' hoari - se , anvet ar « gloukig » , a oa c ' hoariet nemet da vare ar pardonioù goude an oferenn hag ar brosesion .
Eürus eo ho taoulagad , abalamour ma welont , hag ho tivskouarn , abalamour ma klevont . Rak , me a lavar deoc ' h e gwirionez , kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c ' hoantaet gwelout ar pezh a welit , ha n ' o deus ket e welet , ha klevout ar pezh a glevit , ha n ' o deus ket e glevet . Selaouit eta ar pezh a dalv parabolenn an hader . Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ , an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon : hennezh eo an hini en deus degemeret an had a - hed an hent . An hini en deus degemeret an had el lec ' hioù meinek , eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant joa ; met n ' en deus ket a wrizienn ennañ e - unan , ha ne bad nemet ur pennad ; dre - se , pa zeu ar glac ' har pe an heskinerezh abalamour d ' ar ger , e kav kerkent skouer fall . An hini en deus degemeret an had e - touez an drein , eo an hini a glev ar ger ; met prederioù ar bed - mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù , a voug ar ger , hag e laka difrouezh .
- « Buan , it da gerhad kaerra dillad a zo da lakaad dezañ , gand eur walenn war e viz ha boutou en e dreid . 23 Digasit al leue lard ha lazit anezañ . Debrom ha greom fést a joa . 24 Rag va mab amañ a oa maro hag a zo deuet beo en - dro . Kollet e oa ha setu m ' eo kavet » .
19 : 1 P ' en devoe Jezuz peurlavaret ar c ' homzoù - se , ez eas kuit eus Galilea , hag e teuas e kostezioù Judea , en tu all d ' ar Jordan .
Petra eo Quatre Poires ? Un dastumad divyezhek eo eus barzhonegoù Anjela Duval troet e galleg gant Paol Keineg . Pevar barzhoneg ha tri - ugent zo e - barzh , buhezskrid Anjela Duval , ul levrlennadur ha daou veneger . Abalamour da betra embann Anjela Duval e galleg ? Evit reiñ an tu d ar c hallegerien da dañva oberenn ur varzhez brudet ha karet e Breizh . Hag ivez evit sikour ar vrezhonegerien na ouzont ket mat lenn o yezh da gompren ur varzhoniezh a zedenn anezhe met a gavont start da lenn a - wechoù . Bloavezhioù oa e veze goulennet diganeomp embann ur seurt levr . Perak bezañ gortozet keit - se , neuze ? Da zigentañ abalamour ma n heller ket ober tout ! N eus nemet c hwec h vloaz ez eus eus Mignoned Anjela , ur gevredigezh vihan eo ha memestra eo an drivet levr a vez embannet ganeomp * . Ar pezh a gave deomp a oa ar c hentañ tra d ober oa embann oberenn glok Anjela Duval e brezhoneg . War - lerc h , neuze , hon eus en em lakaet da labourat war an dastumad divyezhek - mañ . Met c hoazh e rankemp kavout an troour mat . Start ha skoemp eo treiñ barzhonegoù . Abalamour da betra ho peus goulennet digant Paol Keineg ober an droidigezh ? Digantañ e felle deomp goulenn pell oa . Ur barzh meur eo Paol Keineg . Ouzhpenn - se e oar mat brezhoneg hag eo bet mignon gant Anjela Duval . Evidomp , neuze , e oa ar gwellañ troour hon dije gallet kavout Daoust hag Anjela Duval ne oa ket a - enep ma vefe embannet he skridoù e galleg ? An dra - se n eo nemet ur vojenn . Hec h - unan he doa troet darn eus he barzhonegoù e galleg ; adkavet hon eus anezhe en he faperioù . Ar pezh zo gwir , memestra , eo e vage santimantoù mesket evit ar galleg . Eus un tu e kare ar yezh - se evit he soutilded ha hi oa barrek - hardî d ober ganti , eus an tu all e oa kounnaret gant ar mod ma oa bet sanket e penn ar Vretoned e - plas ar brezhoneg . Kavout a ra deomp eo mat deomp bezañ bet embannet hec h oberenn glok e brezhoneg a - raok al levr divyezhek - mañ . Emichañs e roio c hoant d un toullad gallegerien unyezhek da zeskiñ brezhoneg evit lenn ar varzhez war - eeun en he yezh . Penaos eo bet dibabet ar barzhonegoù ? Gant Paol Keineg int bet dibabet tout , hervez e c hoant . N hon eus goulennet nemet daou dra digantañ : treiñ war - dro tri - ugent barzhoneg ha choaz meur a seurt dioute . Penaos eo al levr ? Klasket hon eus ober ul levr brav , diginkl met cheuc h . Ar vent ( 16 x 19 cm ) hag ar golo gwevn a lak anezhañ da vezañ aezet da zerc hel en dorn . Kant pevar - ugent pajennad ac h a d ober anezhañ , moullet war baper Centaure naturel 120 g / m2 . Pegement eo lakaet e - gwerzh ? Daou euro warn - ugent . Eus pelec h emañ an titl - se o tont , Quatre Poires ? Dav vo deoc h lenn al levr benn gouzout ! Evit prenañ al levr , kasit ur chekenn 22 euro ( war anv Mignoned Anjela ) da Jean - Pierre Ar Foll , 4 ar Genkiz , 22340 Plevin . Ma kavit gwelloc ' h prenañ al levr war ar Web , digant Amazon , klikit amañ . ' Mod all , ar stalioù a c ' hell gourc ' hemenn levrioù digant Coop Breizh : 02 98 93 83 14 .
Ouzh e baeañ ez eus peurvuiañ ur gopr , hag ivez un doare deuriekadur , alies dindan stumm stock - optionoù pe bonuzoù kellidel menegeret war berzh an embregerezh .
Dalc ' het e oa bet kendalc ' h kentañ ar Strollad e miz Genver 1972 ha dilennet Sikder Siraj da Gadoriad anezhañ .
Levezonet - kreñv e oa relijion ha mitologiezh an Hitited gant mitologiezh Mezopotamia , ha kement - se muioc ' h - mui a vuzul ma tremene an amzer . En deroù e c ' haller spurmantiñ elfennoù eus ar vitologiezh Indezeuropat en un doare sklaer , da skouer Tarhunt doue ar c ' hurun , hag e stourm gant an naer Illuyanka .
E Luzet e oa Anne Guillou , ar sokiologourez brudet , a zegemere an dud en ur greizenn sevenadurel nevez - flamm , ennañ gweleoù , ur gegin , hag ur sal vras evit an dud o dije c ' hoant da zistreiñ d ' ar vro .
Anavezet e vez ar spoue dre o spikuloù dreist holl . Ar genadoù pouezusañ a a zo Cotyliscus ha Girtycoelia . Paotiñ a ra ar c ' houral . Ar furmoù pennañ a zo rugosa ( Canina , Corwenia , Neozaphrentis ) ha Tabulata . Ar Bryozoa a zo fonnus e rannvroioù ' zo . Ar c ' herentiad fonnusañ a zo ar fenestellidae hag a endalc ' h ar Fenestellae , Polypora , hag an Archimedesed .
abaoe pell ez eus eus keal an onestiz , met pelloc ' h eo deuet da vezañ pouezusañ ha mallusañ keal ar politikerezh , rak dioutañ emañ adneveziñ feiz en ensavadurioù , e gallout ren ar vro hag e nerzh an demokratelezh
An asant evit ar statud a vot ho po goude ur sizhunvezh ma teuit a - benn da gaout 75 % a vouezhioù a - du da vihanañ , pe ma n ' eus bet mouezh enep ebet . A - hend - all e vo d ' ur merour da zivizout petra eo disoc ' h ar votadeg . Ur wezh aotreet gant ar wiki lec ' hel e c ' helloc ' h goulenn ar statud a robot digant ar bureviad Neal .
Meur a graf pouezus - meurbet he deus an Unaniezh da dalañ outo er mare - mañ , en o zouez divizout ha degemeret , distaolet pe adreizhet e vo ar feur - emglev bonreizhel nevez , ober war - dro emled an UE war - du ar gevred ( sellet a - is ) , nevesaat reolennoù an Emglev war ar Stabilder hag ar C ' hresk , sevel ar budjed da zont ha plediñ gant ar Politikerezh Boutin war al Labour - douar ( POBOL ) .
E 1901 en akademiezh ar morlu e Etajima ( ul lodenn eus Hiroshima ) hag e vez diplomet e 1904 . E 1905 , e pad ar brezel Russed - Japaniz e kemer perzh en emgann Tsouhima evel martolod er Nisshin . D ' ar 27 a viz Mae 1905 , goude tarzhadenn ar c ' hanolioù e koll Yamamoto dav viz war e zorn dehou hag un tamm eus e gar dehou hag e vo tizhet gant 120 tamm houarnek . Goude ar brezel , e servijo war meur a vag all . Etre 1907 ha 1908 e heulio kentelioù e skol an torpilherezh .
Ynteu lleu lla gẏffes a o eſkẏnn ẏs eﬓl eﬓth ẏ lat . ac ẏ g le ẏch ẏs ẏn ll ẏ anhus . a her ẏ ẏ ẏ eﬓt ẏ kẏuar ẏ ẏt ef a uu argl ẏ e ẏ hẏnnẏ ar ẏne .
Gant sugawara e voe divizet paouez gant kannaderezh an Impalaer da Sina e 894 , dre ma soñje dezhañ ne oa ket ken skedus an dierniezh Tang ken .
Penaos oc ' h deuet da vezañ animatour e RKB ?
Ya , beñ , dav vefe dit klask donoc ' h c ' hoazh e - barzh an traoù kozh , kalz koshoc ' h evit - se a - benn tennañ ar wirionez diwar ar gudenn - mañ , gwall luziet . . . ya gwir eo ( Ankowes an hini eo ' n deus bet choazet an droienn - mañ , ( ( anavezet da vat gant ar vrezhonegerien a - vihanik hep douetañs ebet ) ) ) . Me oa aze e penn kentañ memes ma n ' em eus skrivet c ' hoazh betek - henn , peogwir n ' am boa ket choant en em dagañ gant an dud a oa amañ d ' ar mare - se . Gwell oa ganin skrivañ war an hini e galleg . Hag evit lâret ar wirionez , n ' em eus ket kalz c ' hoant d ' henn ober c ' hoazh . Ur bilbern traoù a vefe da cheñch war ar paourkaezh wiki - mañ evit na vefe ket ul lec ' h nemet evit tud e - maes ar realded ( a - fed ar brezhoneg dreist - holl ) . Ha peursur on e vefen chetet e - maes ar wiki ken buan ha tra , sañset na sentjen ket deus ar STUR ( hag ouzh ar garreg e rafen sur ! ) . Kenavo 89 . 86 . 191 . 147 2 Kzu 2006 da 22 : 08 ( UTC )
> Tud a Vro - Arvern a gomz e yez Oc , ar langedokiz deuz ar hornog a gaoz > e galleg diwar an " occitan " , langach artifisiel kroueet ged ar > farmasian kenlabourer gand an nazied Adrien Louis Alibert , ha komzet > ged den erbed .
Surcouf ar reder - mor Robert Surcoufa zo ganet d ' an 12 a viz Kerzu 1773 hag aet da anaon d ' an 8 a viz Gouere 1827 e Sant - Malo . E dad a oa Karl - Ange hag e vamm Rose - Julienne . Da 13 vlez eh aas war . . .
7 « Hag int - i a respont dezañ :
d ' ar merc ' her 26 a viz Kerzu 2007 par Dewi
War ribl ar stêr Hai emañ hag he forzh a zo war vord pleg - mor Bohai er Meurvor Habask .
16 - Met an Iliz n ' eo ket da grediñ , mar ne vev ket , mar ne bleustr ket pezh a gemenn : " Kredet e vezimp ouzh daoulagad ar re all mar hon eus desket hepken pe addesket hon - unan e peseurt Doue e kredomp hag ar pezh a ra evidomp " [ 1 ] .
Ar memes brezel met gwellet kostez an tiranides . Tu zo gwellet un eldar marv war ar ur goulou straet a zehou .
Torfed ar Frer Juniper Herri Gheon , tr . Jakez Riou C ' hoariva 14 , 8 x 21 cm - 27 p . - 3 euro
E 1000 e voe diazezet rouantelezh Hungaria , Stefan Iañ e penn anezhañ , Slovakia a - vremañ lodek ennañ . D ' ar mare - hont en e lede rouantelezh Hungaria war tiriadoù Hungaria , Slovakia , Kroatia , Slovenia , ul lodenn eus Roumania hag eus Ukraina .
Ya , oh ya , n ' ouzon ket ma vin aze warc ' hoazh , emañ Nadine , Miss Cheesecake , o prientiñ un cheesecake Maltesers ha Toblerone . OMD ! N ' ouzon ket ma zo bet cheesecake ganeoc ' h dija , met n ' eo ket eus ar skañvañ ( he rekipe dreist - holl , leeeeeeuuuun a fourmaj - dienn ) , hag aze e vo pounner , ' m eus aon , met ken maaaaaaaat ! Argl , n ' eus etra gwelloc ' h eget gwastilli . Ha petra rin me e - keit - se ? Ober ur brownie , evit bezañ sur e varvfemp holl , tarzhet hor c ' halonoù ! Yiiiiiiiiic ' ha !
Ur gouennlazh zo an diouennadur fetis , c ' hoantaet , reizhiadek hag aozet eus ur strollad pe eus ul lodenn eus ur strollad etnek , broadel , relijius pe gouennel .
Didrouz eo ar porzh houarn . An tren diwezhañ eo moarvat . N ' eus koulz lâret den ebet ennañ . Un den kozh tamolodet war e gador , ouzh an domerezh , o krenañ . Petra ' maout oc ' h ober amañ , tad - kozh ? N ' eo ket ul lec ' h evidout . Ur vaouez a zo azezet pelloc ' h . N ' eo ket ur goantenn , skuizh e seblant bezañ . N ' eus forzh , ne oa ket e soñj merc ' heta fenoz . Piv c ' hoazh ? Ur studier gant e urzhiataer hezoug . Gwelloc ' h dezhañ chom hep lakaat e sonerezh re greñv , mod all en devo da brenañ unan nevez . Den all ebet .
16 « An hini kenta a zeuas hag a lavaras :
" Soñjoù Du " ( Idées Noires ) zo embannet gant Le Trombonne Illustré e 1977 da gentañ ha gant Fluide Glacial da c ' houde .
… erré e hellé larèt guet sermant ha devis dehou ur miracl benag . Ean ou cheleuas ean - memb én ou disclérationeu , groeit perpet guet sermant a larèt er huirioné . Ean e scrihuas ean - memb é péh fæçon en en devoé cavet er horv , hag er fæçon m ' en devoé ean cavet e oé aquerh en hani ma oé bet cavet , ér blai 1661 dré en eutru dom Yahan Dufour ean - memb , revé m ' en devoé ean ehué el lausquet dré scrihue .
Ar gennad kentañ a ya d ' ober 4 % eus ar PDK hag a implij 18 % eus an dud oberiant .
OK , n ' em boa ket gwelet al liamm . Ez an da lenn … Just lavarout e oa ul liamm . Ha ma vefen daltonian ? Ha ma vefen dall ? Ok … ez an da lenn ar pennad ha toutou goude ^ ^
Mar lavaran em eus dizoloet ar skingomz hag e blijadurioù adarre e talvez ivez ne selaouan ket kalz eus ar post , o pezo komprenet . N ' eo ket e kavfen displijus , hogen sonerezh a vez em diskouarn peurliesañ , pe dik - tik an douchennaoueg , diaes din selaou un dra bennak aketus hag ober un dra all war an dro ( un empenn paotr , neketa ^ ^ ) . Anat neuze e vefe e - kerzh beajoù e selaoufen , p ' am beus netra all da ober . Ret eo lavar ivez ne gavan ket gwall zedennus an abadennoù a vez kinniget peurliesañ . Ne lavaran ket n ' int ket mat , met ne zedennont ket ac ' hanon . Ma vefe tabutoù dedennus , diwar benn ar gevredigezh a - vremañ , teknologiezh , an estrenvro , ma ne vefe ket ken kreizennet pep tra war Breizh e vefen dedennetoc ' h ( Me AbMyselfson , hañ , ma ali , netra all ) . Bed ar brezhoneg troet war - du e doull bepred ? ( ha peseurt toull ! ) Marteze , met n ' eo ket ur rebech da vat amañ , kit ' ta da gavout brezhonegerien gouest da dabutal war seurt dodennoù … Pe … Kit da gavout brezhonegerien gouest da gomz brezhoneg … C ' hem …
Neuze e lavaras d ' e ziskibien : An eost a zo bras , met nebeut a zo al labourerien . Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost . Neuze e c ' halvas e zaouzek diskibl , hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur , ha da yac ' haat pep kleñved ha pep mac ' hagn . Setu anvioù an daouzek abostol : An hini kentañ , Simon anvet Pêr , hag Andrev e vreur ; Jakez mab Zebedea , ha Yann e vreur ; Filip ha Bartolome ; Tomaz ha Mazhev ar publikan ; Jakez mab Alfe , ha Lebbe lesanvet Tadde ; Simon ar C ' hananead , ha Judaz Iskariod , a oa an hini en gwerzhas . Jezuz a gasas an daouzek den - se , goude bezañ roet dezho ar gourc ' hemennoù war - lerc ' h : N ' it ket etrezek ar baganed , ha n ' it ket e kêrioù ar Samaritaned ;
N ' em eus ket james implijet ez + kemmadur dre galetaat ( c ' hoant moa deskin gwenedeg ha sur oan ne veze ket laret e bro Gwened ) , ha rebechet eo bet din kant mil gwezh me gred . Iskis . . .
Pinvidig - groz , pinvidig - mor , O damen , ar re - ze a zo kreñv o chouk ! Honnez a zo kreñv an traou ganti , Ar sort - se ne vez ket ar zifern retolz nag ar waskenn barpagn ganto , Eno ez eus foenn er rastell , N ' onn ket hag - eñ e - nevoa bet eun dra bennag euz ar gêr , med amañ e oa deut war draou , Honnez he - deus arhant d ' ober teil , Amañ n ' emañ ket ar vammenn , ( n ' omp ket pinvidig )
Dihue hoér léannés en devoé er garg a hobér peb puemved dé er bara e oé requis cavouet eit rein de zaibrein de ol erré oé ér houvant ; impléein e hrent sèl gùéh eid en dra - zé pedær pannèrad ar n ' uiguent a vled , peré e hré deu - uiguent torh hag e bouisé uiguent livr peb - unan . Er supériorés , carguet ma oé a gonfiance , e zihuennas doh en nihue hoér - men a laquat , eid er fourniadeu e zelié bout pobet a brest arlerh , nameit huézec pannérad bled hemb - quin , é léh pedær ar n ' uiguent e oé requis cavouet , hag hi e bedas er verh inourabl Germénen de bourvéein er péh e vehé bet rinquet a du - ral .
Ur porzh a - steud eo ar porzh USB ( Universal Serial Bus ) . Ur c ' hetal enankañ / ec ' hankañ herrekoc ' h eo evelkent eget ar porzhioù a - steud skouer . Un adeiladezh a - steud a oa bet dibabet evit ar porzhioù - se dre - benn da :
38 Souezet e oa ar Farizian o weled n ' e - noa ket en em walhet a - raog ar préd . 39 An Aotrou a lavaras dezañ :
Ar vilin ( liester : milinoù : stumm Bro - Gerne : meilh , - où ; stumm gwenedeg : melin ) a zo peurvuiañ ur savadurioù enno ur wikefre evit malañ greun an edeier da ober bleud . Talvezout a ra ivez ar ger milin evit ur mekanik heloc ' h evit malañ , ar vilin - gafe da skouer .
Geot ( evel e Wimbledon ) , douar ( evel e Roland - Garroz ) pe galet ( simant , sintetek evel Decoturf an US Open , quick hag a zo un danvez plastik , . . . ) eo danvez al leur - c ' hoari peurliesañ , ar pezh a cheñch perzhioù an eskemmoù . Leur - c ' hoari gorrek a reer eus an hini douar ha prim eus ul leur - c ' hoari geot abalamour ma vez berroc ' h an eskemmoù war ar geot alies . Al leur - c ' hoari douar zo anezhañ ur gwiskad poultr hepken e gwirionez ( brik pe maen pilet ) , lakaet war ur simantenn maen - raz . Ar gwiskad - mañ an hini a aotre ar c ' hoarierien da ruzañ betek ar bolotenn pa vefent re verr war ul leur geot . Adlammat a ra nebeutoc ' h ar bolotenn war ar geot ha gant se ivez e vez berroc ' h an eskemmoù hag e kemer e greñv war an eneber ar c ' hoarier a gustum argadiñ ( o vont d ' ar roued kerkent ha servijet da skouer ) .
Rak an Tad a gar ar Mab , hag a ziskouez dezhañ kement a ra . Ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc ' h eget ar re - mañ , evit ma viot sabatuet . Rak , evel ma ro an Tad ar vuhez d ' ar re varv , evel - se ivez ar Mab a ro ar vuhez d ' ar re a fell dezhañ . An Tad ne varn den , met roet en deus pep barn d ' ar Mab , evit ma ' c ' h enoro an holl ar Mab , evel ma ' c ' h enoront an Tad . An hini na enor ket ar Mab , n ' enor ket an Tad en deus e gaset . E gwirionez , e gwirionez , me a lavar deoc ' h , an hini a selaou va c ' homz , hag a gred en hini en deus va c ' haset , en deus ar vuhez peurbadus , ha ne zeu ket e barnedigezh , met tremenet eo eus ar marv d ' ar vuhez . E gwirionez , e gwirionez , me a lavar deoc ' h , an amzer a zeu , ha deuet eo dija , ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue ; hag ar re he c ' hlevo , a vevo . Rak , evel m ' en deus an Tad ar vuhez ennañ e - unan , roet en deus ivez d ' ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e - unan ,
Al Loar eo adplanedenn nemeti an Douar . Anvet e vez loar , ivez , kement korf - oabl naturel a dro en - dro d ' ur blanedenn . Met en degouezh - se e kaver gwelloc ' h ober gant an deveradur loarenn . Skrivet gant ur bennlizherenn e vez kaoz atav eus adplanedenn an Douar .
Diazezet e oa tiegezh amorrit Babilon war - dro 1894 kent J . - K . gant Sumu - abum ( 1894 - 1881 kent J . - K . ) [ 1 ] . E warlec ' hiad Sumu - la - El ( 1880 - 1845 kent J . - K . ) eo diazezer gwirion rouantelezh Babilon , a zeuas da vezañ pouezusoc ' h e - pad e ren . Brasaet e oa e rouantelezh gant e warlerc ' hidi , ha dindan Sîn - Muballit ( 1812 - 1793 kent J . - K . ) e teuas Babilon da gaout nerzh a - walc ' h evit kevezañ ouzh ar rouantelezhioù bras amorrit amezek evel Larsa , Eshnounna , Isin hag Uruk . E vab Hammurabi ( 1793 - 1750 kent J . - K . ) a ouias c ' hoari e roll gant finesa e darempredoù etrebroadel e amzer hag ar c ' hentañ tierniezh babilonat - se ne zeuas da vezañ galloudusoc ' h nemet adalek e ren . Goude ur c ' hentañ lodenn ren na oa ket bet gwall frouezhus e teuas a - benn da drec ' hiñ ar rouantelezhioù amezek : Larsa , Eshnunna , ha goude se Mari . Achap a ra ivez da aotrouniezh Bro - Elam . Babilon a zeuas neuz da vezañ an nerzh politikel brasañ e Mezopotamia . D ' ar c ' houlz - se e teu ar gêr da vezañ ur greizenn relijius ha sevenadurel a - bouez bras .
Dezhañ bout aet da Anaon e kendalc ' has an dud da vevañ er lok .
Va bugale vihan , me a zo c ' hoazh ganeoc ' h evit un nebeut amzer . C ' hwi am c ' hlasko , hag , evel ma em eus lavaret d ' ar Yuzevien , me en lavar deoc ' h - hu ivez bremañ : E - lec ' h ma ' z an , ne c ' hellit ket dont . Reiñ a ran deoc ' h ur gourc ' hemenn nevez : Ma en em garot an eil egile ; evel ma em eus ho karet , ma en em garot ivez an eil egile . Eus kement - mañ ec ' h anavezo an holl penaos oc ' h va diskibien , ma hoc ' h eus karantez an eil evit egile . Simon - Pêr a lavaras dezhañ : Aotrou , da belec ' h ez ez - te ? Jezuz a lavaras dezhañ : E - lec ' h ma ' z an , ne c ' hellez ket va heuliañ bremañ ; met te am heulio diwezhatoc ' h . Pêr a lavaras dezhañ : Aotrou , perak ne c ' hellan ket da heuliañ bremañ ? Me a rofe va buhez evidout - te . Jezuz a respontas dezhañ : Te a rofe da vuhez evidon - me ! E gwirionez , e gwirionez , me a lavar dit , ne gano ket ar c ' hilhog , na ' z po va dinac ' het teir gwech . Na vezent ket trubuilhet ho kalonoù . Kredit e Doue , kredit ivez ennon .
An troll a oa o fumiñ . Grrrr . . . !
Diwezhatoc ' h e oa bet kaoz eus Boreas evel tad Butes ha Lycurgus ( diwar mammoù disheñvel ) , hag evel serc ' h d ' an nimfenn Pitys .
Degouezhout a ra an apoherezenn a - hed istor ur yezh tra m ' ac ' h ac ' h oc ' h en em diorren a - hed ar wezh , da skouer :
D ' an 19 a viz Ebrel 1941 , e Vichy , e sinas ar Marichal Pétain ul lezenn evit strollañ an departamantoù e rannvroioù . Daoust ma talvezas an anv « Breizh » da sevel anv ar rannvro nevez - se e tivizas kabined ar Marichal Pétain dispartiañ al Liger - Izelañ diouzh rannvro Breizh . Ar jeneral de Gaulle a sinas un devredad damheñvel d ' an 10 a viz Genver 1944 .
1 ) goulennoù diwar - benn ar film " Hunger " , savet gant Steve McQueen , diwar - benn toull - bac ' h Maze ha marv Bobby Sands , e Iwerzhon an Hanternoz , 1981 .
Staget int ouzh ar Gurunenn saoz , met n ' int ket lod eus ar Rouantelezh Unanet nag eus Unvaniezh Europa . Dre vras e vezont renet dindan pennaennoù ar gladdalc ' helezh evel ma vezed kustum d ' ober e derou ar Grennamzer . Teir stad emren int , div gant ur gouarnamant hag ur parlamant ( an " États " ) : Beliezh Gwernenez kevredet gant Aldernez ha Beliezh Jerzenez ivez p ' eo Sark un aotrouniezh hep dael gant galloud lezenniñ . E Sark koulz hag en Aldernez e aparchant kazi an holl zouaroù d ' an aotrounez . An Emzifenn Broadel hag an Diplomaterezh zo barregezhioù ar Rouantelezh - Unanet . An div enezenn vras , Gwernenez ha Jerzenez a zo rannet e parrezioù . Ar c ' housezadelezh eo ar reolenn , da lâret eo al lezennoù breizhveuriat na c ' hellont bezañ lakaet nemet ma vezont c ' hoantaet gant ar gouarnamant .
Farsus eo pegen aes eo gwelet ar c ' hallaoued a - bell er vro - mañ . Un doare da vezañ , d ' en em wiskañ ( ha koulskoude n ' eus ke tu da lavar e vefe gwisket kran an iwerzhoniz , ar c ' hontrol kentoc ' h ) , un doare da vale , da fiñval . Digredus a - walc ' h eo . Pennoù ' gall ' a zo ganto , blev troc ' het gall , betek dilhad gall zoken ( ha prenet en Iwerzhon koulskoude ! Penaos e c ' hallont gallaouiñ pezhioù dilhad ? xD ) . Ha gwir eo 90 % eus an amzer . Pa dostaer diouto e klever galleg kerkent ^ ^ . Marteze em gweler o tont a - bell ivez .
Search tags : Scann tec - Illuzzion mp3 download Illuzzion free mp3 Illuzzion
En em gavet e oa Paol en Antiokia Pisidia . 16 Mont a reas d ' ar sinagogenn , hag eno e savas en e sav ; ober a reas sin gant e zorn da devel , hag e lavaras : 17 " Tud Israel ! ha c ' hwi tud a zoujañs Doue , selaouit : Doue ar bobl - mañ , Doue Israel , en deus dibabet hon Tadoù hag a reas d ' ar bobl - mañ kreskiñ e - pad he harlu war zouar an Egipt . Hag o tispakañ nerzh e vrec ' h , e reas dezho donet ac ' hano . 22 Diwezhatoc ' h , Doue a lakas da sevel evito David evel roue . Da hemañ en deus douget an testeni - mañ : Kavet em eus David , mab Yese , un den hervez va c ' halon , hag a raio va holl volontezioù . " 23 Diwar lignez hemañ , hervez e bromesa , en deus Doue lakaet da sevel evit Israel Jezuz evel Salver . 24 Yann , an Diaraoger , en devoa prientet e zonedigezh en ur brezeg da holl Israel ur Vadeziant a Binijenn . 25 Ha pa oa erru tost da fin e redadenn , e lavare Yann : " Ne don ket ar pezh a soñj deoc ' h ez on . Nann ! Met war va lerc ' h ez eus unan o tont , ha ne don ket din da ziskoulmañ e sandalennoù . "
Ganet e miz Meurzh 2010 e Kemperle , kroget o doa da labourat un destenn skrivet asambles gant strollad Plougin ha Mikael Madeg " Danjerus tamm ebet " . C ' hoariet o deus e Lann ar stêr , Kemperle , Karaez , Gouesnac ' h ha Kerien . Braseet eo ar strollad gant dek den bremañ . Leurenniet gant Jean Kergrist , e oa bet savet e miz Genver ur pezhig c ' hoari ganto : " Opéra cochonnier / Fest ar pemoc ' h " . Emaint o kregiñ al labour gant ur pezh c ' hoari evit ar vugale " Kurunennoù ar roue " .
E 1968 , eo bet krouet , gant Bank Sveden ( Sveriges Riksbank ) , ur priz war tachenn an ekonomiezh , gant asant an diazezadenn Nobel . Ez ofisiel eo anvet Priz Bank Sveden ar skiantoù ekonomikel e koun Alfred Nobel , met alies e vez graet " Priz Nobel an Ekonomiezh " anezhañ , zoken ma n ' eo ket e gwir ur priz Nobel , roet gant Akademiezh roueel Sveden ar skiantoù .
- ar melladoù gouestlet da zileuridi ar c ' hoskor e Kod al Labour : Levrenn 3 , Titl 1añ - lenn pe bellgargañ Kod al Labour , lenn pe bellgargañ hoc ' h emglev - stroll : legifrance . gouv . fr
Aogust , hag eñ an advab , en doa lakaet anv Kezar a - raok e anv - familh dezhañ ha diwar ar skouer - mañ eo bet graet ar memes tra gant an impalaerien all . Un titl eo deuet da vezañ , kevatal da impalaer hag e kaver Tsar , pe Ksar , evel anv a enor roet d ' an impalaer rusian ha Kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian .
10 : 05 Publié dans levrioù | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note | Tags : leonard peltier
Neuze ar wreg , spontet hag en ur grenañ , o c ' houzout ar pezh a oa bet graet enni , a zeuas hag en em daolas d ' e dreid , hag e lavaras dezhañ an holl wirionez . Jezuz a lavaras dezhi : Va merc ' h , da feiz he deus da yac ' haet ; kae e peoc ' h , ha bez dizereet eus da gleñved . Evel ma komze c ' hoazh , tud penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ : Da verc ' h a zo marv ; na ro ket ken muioc ' h a boan d ' ar Mestr . Kerkent , evel ma klevas Jezuz kement - se , e lavaras da benn ar sinagogenn : Na ' z pez ket aon , kred hepken . Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ , nemet Pêr , Jakez , ha Yann , breur Jakez . O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn , e welas e raed ennañ un drouz vras , ha tud a ouele , hag a laoske kriadennoù kreñv . Hag o vezañ aet e - barzh , e lavaras dezho : Perak e rit an drouz - se , ha perak e ouelit ? Ar bugel n ' eo ket marv , met kousket a ra .
Mennet e oa an dimeziñ da aozañ urzh ar gevredigezh , dre reoliñ enni an darempredoù reizhel ha frouezhusted ar gwragez , ha kadarnaat an aotrouniezh ( hini an ezec ' h ) en tiegezh .
E turkeg e vez implijet meur a lostger met n ' he deus ar yezh rakger ebet , nemet e vije bet amprestet diwar ur yezh all .
Piv ' vo an trec ' h ? Ha adkavet eo bet an holl alc ' hwezioù ? Gourfenn ! Hag ar respontoù da heul …
6 : 42 Pe , penaos e c ' hellez lavarout da ' z preur : Va breur , va lez da zilemel ar blouzenn a zo e - barzh da lagad , te na welez ket an treust ez hini ? Pilpous , lam da gentañ an treust eus da lagad , ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur .
En abadennoù brezhoneg e teu war wel c ' hoazh un dachenn newez ec ' h en em gav ar brezhoneg warni : ar skol .
Pa skrivan em eus doareoù disheñvel , hervez ar pezh a zo da ober . Pa skrivan un danevell e krogan , hag e skrivan hep soñjal re en dibenn , pe er pezh a zo da c ' hoarvezhout zoken . Skrivañ a ran , ha gwelet tamm - ha - tamm ar pezh a gontan , hag e klaskan kavout un tu d ' e lakaat da vezañ dedennus . Aesat tra pa vezer o skrivañ gant un urzhiataer , ha ma c ' heller distreiñ , cheñch traoù , reizhañ diboan . Pa skrivan barzhonegoù e ran ar memetra , pe frazennoù amañ hag ahont , traoù a blij din ar son anezho . Alies a - walc ' h em eus ar frazenn pe ar frazennoù diwezhañ , hag e klaskan penaos erruout d ' ar fin se . Pe c ' hoazh klask soniadoù ral a - walc ' h , ha gwelet penaos e c ' hellan reiñ ur ster dezho . Evel - just ez eus lod all o do ur ster diouzhtu , ha din da gavout ar gerioù d ' e zisplegañ . Hiroc ' h a skrivin diwar - benn se un deiz all , ha ma soñjoù diwar - benn ar sevel barzhoniezh …
Kranjska Gora ( Słowenia ) / Slalom - Kobiety - Finał
" N ' eo ket un afer etre te ha me , paotr . N ' em eus netra da welet gant ar pezh a c ' houlenner diganin . Ha n ' em eus netra da welet ganit kennebeut - all . E - giz - se emañ ar vicher , hag e - giz - se ez a an denelezh war - raok , en ur lezel lod a - gostez , lod en a - dreñv , lod kouezhet war an hent , un hir a hent , un hent ne vo fin ebet dezhañ war - bouez fin an den e - unan . Ha setu me o treiñ da brederour . Forzh petra . Ul lazher prederour . Farsus , neketa paotr ? "
gant bolañjer Landelo bremañ . Kavet ' vez pep tra en ti : ispisiri evel - just , boeson , charkutiri , amann , laezh pe c ' hoazh ar pezh a vank da gempenn an ti pe d ' ober AR SKAOTAJ . Yenerezed zo er stal da zer - c ' hel yen ar varc ' hadourezh . Ur c ' hornig zo ivez d ' AR C ' HREGIN St JAKEZ a vez fardet ' ba ' n uzin " Youn " e - kichen ; dont a ra an dud deus pell ' vit prenañ ar c ' hregin - se , brudet int ha ne vez ket kavet deusoute er stalioù bihan all .
Meur a rummad merion a zo : ar merien rouz , brezelgar , hag ar merion du , oberiant bras , a vez ar stankañ en hor Bro .
Anat eo , diwar - neuze , eo dalc ' h ar gevredigezh war an hinienn ur fed naturel n ' hall ket bezañ dilamet - dres evel ma vez kont gant ar merien hag ar gwenan . Koulskoude , tra ma vez amzeret penn - da - benn argerzh bevañ ar merien hag ar gwenan , en he munudoù disterañ , dre anienoù hêrezhel reut , ar patrom sokial hag an darempredoù keveskemm etre ar boudoù denel zo kemmus ha fiñv - difiñv . Ar vemor , ar varregezh da sevel kenaozadurioù nevez , ar skiant da gehentiñ dre gomz o deus aotreet diorroadurioù evit ar boudoù denel ha n ' int ket diouzh ar redioù biologel . Seurt diorroadurioù a zeu war - wel en hengounioù , en ensavadurioù , en aozadurioù , el lennegezh , er skiant , e sevenadennoù an ijiner hag en oberennoù - arz . Kement - mañ a zispleg penaos e c ' hoarvez d ' an den , en ur mod , levezoniñ e vuhez dre e emzalc ' h dezhañ ha penaos , en argerzh - mañ , e c ' hell ar preder hag ar c ' hoantoù emskiant c ' hoari ur roll .
Kampus kreiz kêr Eno emañ kevrenn ar Gwir , ar Skiantoù Armerzhel hag ar Mererezh . Bout e oa 1 520 studier e 2006 ha staliet emañ e kreiz kêr , 1 straed al Lezenn . La faculté comporte un département Droit et un département Economie - Gestion et AES structuré en quatre secteurs : Economie - Gestion - AES , Gestion des Ressources humaines , Comptabilité - Finance , Commerce et Vente .
evit ma vo goulennet digant ar rummad - mañ gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed , adal gwad Abel betek gwad Zakaria , a voe lazhet etre an aoter hag an templ ; ya , a lavaran deoc ' h , goulennet e vo digant ar rummad - mañ . Gwalleur deoc ' h , doktored al lezenn ! Rak , o vezañ kemeret alc ' houez an anaoudegezh , n ' oc ' h ket hoc ' h - unan aet e - barzh , hag hoc ' h eus c ' hoazh harzet da vont e - barzh ar re a garje bezañ aet . Hag evel ma lavare an traoù - se dezho , ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d ' e waskañ start , ha d ' ober dezhañ komz war galz a draoù , o stignañ pechoù dezhañ , hag o klask pakañ un dra bennak eus e c ' henoù [ evit e damall ] . War gement - se , ar bobl o vezañ en em zastumet dre vilieroù , ken ma kerzhent an eil war egile , Jezuz en em lakaas da lavarout d ' e ziskibien : En em virit dreist - holl eus goell ar farizianed , da lavarout eo ar pilpouzerezh . N ' eus netra goloet na vo dizoloet , ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet .
Un deiz em boa lennet ur pennad diwar - benn ur C ' Hembread aet kozh hag eñ brudet - mat e - touez e genvroiz rak bleinet mat e oa ar re - mañ gantañ en aferioù o bro . Intereset e oan gant un dra a lavare hervez ar pennad : " He who wants to lead must be a bridge - An hini a fell dezhañ ren a rank bezañ ur pont " .
Un Douë hep qen , ur feiz hep qen , ur vadizyand hep qen ( Gregor Rostren )
En nevez - amzer 2003 ez istimed e oa bet mazaouet 30 % eus 7 000 skol Afghanistan e - pad an ugent vloaz bennak m ' o doa padet an alouberezh soviedel hag ar brezel diabarzh . An hanter eus ar skolioù hepken o deus lavaret e oa dour mat da evañ ganto , hag un tammig nebeutoc ' h eget 40 % a soñje dezho e oa mat o stad e - keñver ar yec ' hedoniezh . E - pad ren an Dalibaned ne roed ket nemeur a bouez da zeskadurezh ar baotred , ha berzet e veze d ' ar merc ' hed penn - da - benn .
an iskiz pandita rusegar - surjian an Dalai Lama - ar mane kevrinuz hag e zispleg skiantel - al lenn entanet - al louzou neùe .
Posted by : Cailín A Super ar 21 Aibreán , 2008
Sevel a rae ar Strollad a - du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania ha levezonet - don e oa ar Strollad gant Strollad Komunour Brazil .
Lakaat a reas ar roue an taboulinoù da zasseniñ , da reiñ da anavezout ar c ' heloù d ' an holl en draonienn . Lavarout a reas ar roue e c ' hellfe an hini a zegasfe an tri aval aour dimeziñ gant ar priñs , m ' he defe c ' hoant . E - kerz al loariadoù war - lerc ' h ez eas kalz merc ' hed yaouank kuit . An darn vrasañ ne zeujont morse en - dro . Ar re anezho a oa distroet a oa gloazet ha teñvalaet o spered .
Perzh pennañ ar maen - sklent eo bout faoutus da lâret eo e c ' hell bout distaget e follennoù moan diouzh ur plaen anvet plaen ar faoutuster a zo skouer d ' ar gwaskoù gouzañvet gant ar garregad pa oa bet stummet .
Diwar patrom ar ger " morfem " e reer ivez gant an termen " doublem " ( saoz . dupleme ) a - wezhoù evit komz eus un doare doubladur resis gantañ an hevelep karg ha / pe an hevelep ster atav .
10 : 7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm , hag en em unano d ' e wreg ,
Hag evel ma tostae he deiz - ha - bloaz , e oa deuet d ' e sonj profan dezhi un dresadenn anezhan engravet , pe ul levr mat diwar e benn , pe c ' hoazh unan eus e bennoberennoù eilskeudennet a blije dezhi ar muian .
a wa pa bë eu : n [ son eu ouvert ]
Pajennoù ar geriadur Flek ha flak , flekedeflak Gwiriekaat ar yezhadur Flep - flap , plik plok , tigidak
Poent eo din distreiñ d ' ar film , neuze ( lodennoù anezhañ a c ' hoarvez diouzh an noz ^ ^ ) , gant ar spi kavout enno fulennoù da entaniñ ma awen , ur wech ouzhpenn , pe da vagañ he zan , d ' an nebeutañ .
Fiziañs , atav ar memes ger - stur . Fiziañs e - barzh ar re all . Evel ma vez goulennet digant ar re all kaout fiziañs ennañ . « Ar giriegezh a blij din . Gouest on da vleniañ kirri - nij A320 . Betek 210 den a vez degemeret en o bourzh . Kiriek on eus an dud - se . Hag aon n ' am eus ket . Amzer fall pe arnev a zo a - wechoù . Met hor micher eo . Stummet on evit ober war - dro traoù e - giz se . » .
Sed ur werzenn tennet eus Sainte Tryphine et le roi Arthur , Presses Universitaires de Rennes . Terre de Brume .
Germénen e oé bet interret én ilis , avèl ma oé er gustum er gober én amzér - hont , dirac er gadoér - bredêg . Hé léh inou , neoah , n ' en devoé merche erbet eid en difforh doh erré - ral ; ha ne oé nitra scrihuet ar hé bé .
Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho ( hag ar Skritur ne c ' hell ket bezañ torret ) , lavarout a rit - hu e wallgomzan , me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed , abalamour ma em eus lavaret : Me eo Mab Doue ? Ma ne ran ket oberoù va Zad , na gredit ket ac ' hanon . Met mar o gran , ha pa ne gredfec ' h ket ac ' hanon , kredit da ' m oberoù , evit ma ' c ' h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon , hag ez on ennañ . Klask a raent eta c ' hoazh kregiñ ennañ , met en em dennañ a reas eus o daouarn . Mont a reas a - nevez en tu all d ' ar Jordan , e - lec ' h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ , hag e chomas eno . Kalz a dud a zeuas d ' e gavout , hag e lavarent : Yann , evit gwir , n ' en deus graet mirakl ebet ; met kement - holl en deus Yann lavaret eus an den - mañ a zo gwir .
Vous avez écrit " Petrol an Diaoul " , votre premier livre , et bien d ' autres après . Est - ce qu ' un nouveau livre sortira bientôt ?
Koulskoude , daoust pegen bourrevet oa bet , Nikolas Pik a zivatas adarre .
хуй показать v pf [ c ' h ou ilh pokaz a t ' ] ( мат ) : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : хуй показать .
E brezhoneg ez eus un hengoun treiñ diazezet war treiñ ar skridoù relijiel , a - raok kregiñ gant ar skridoù politikel gant an Dispac ' h gall .
Ar Gatoligiezh , pe relijion gatolik , a zo ur rann eus ar Gristeniezh roet da welet gant an Iliz katolik ha savadurioù anezhi . He dogmoù hag he fennsturiennoù a zo diazezet war An Testamant Kozh hag An Testamant Nevez . O vezañ ma ' z eo ar Gatoligiezh ur relijion gristen e vez diazezet war buhez ha kelennadurezh Jezuz - Krist . Un iliz eukaristik an hini eo ha krediñ a ra hec ' h izili e bezañs Jezuz - Krist e Sakramant an Aoter . Diwar kelennadurezh Tadoù an Iliz hag ar senedoù - Iliz evel hini Trento ( 1545 - 1563 ) , hini Vatikan I ( 1870 ) pe hini Vatikan II ( 1962 - 1965 ) e vez sturiet an Iliz - se . Evit ar Gatoliked , ar Skritur Santel hag an Hengoun a vez red kelenn ha kehelañ anezho .
Gwelet em eus , tuchant , un tañva d ' un abadenn hag a vo skignet a - benn arc ' hoazh ( sadorn 24 10 ) àr Arte da 7 eur d ' an noz ( Arte Reportages ) . Un tamm gwel d ' ar Ghana lec ' h ma arru un toullad urzhiataerioù , postoù - tele , pellgomzerioù hezoug daet ag an Europ , e - sigur sikour get an dud - hont da dapout int - ivez benvegoù niverel . E gwirionez e achuont er strewedeg hag e vezont dismantret d ' ar vugaligoù pe d ' ar grennarded eno , hag e - leizh a dud èl - se a dap kleñvedoù diàr efed ar metaloù a zo en traoù - se . Pa soñjer oc ' hpenn - se er re a labour a - lazh - korf hag evit blankigoù er C ' hongo evit tenniñ ag an douar ar memes metaloù - se ( hag argant ar werzh a brofit d ' ar vrezelourion a - zu - hont ; cf film YA Bertrand ar sizhun - mañ ( dimerc ' her d ' an noz me ' gred ) ) e lak un den da vout heuget . Ha Yann - blogour da vout dic ' houstet . N ' em boa ket afer ag an dra - se evit ma tihunehe ennin an c ' hoant da skriv nebeutoc ' h àr ur blog ha da zizoniñ ag ar sapre rouedad - se . Hag e rin ? Moarvat , met pegoulz ? Pa vimp rediet holl d ' er gober pe e - raok ? Ma . . . Skriv hag eskemm ha krouiñ ha klask a chom dalbezh a - bouez - ruz , met chom bev a zo ret evit gober an traoù - se ha leuskel bev ar spesadoù arall a zo mil a - bouez ivez . . . C ' hoant am behe da skriv " gwelet e vo " met pas , er gwelet a raomp dija , ar gast a vur - se é tostaat . . .
Setu me en - dro tost doc ' h ar mor ; ne ran ket ar memes fari èl dec ' h ( pe marse n ' on ket get ar memp tro - spered ) hag arrestiñ a ran ma oto ur wezh evit mat . A - fed evned eh eus nebeutoc ' h a draoù da welet : daou dadorn roueel ( tadorne de Belon ) . Ur plomerig rous a spluj èl mand eo kustumet e dour ur stang bihan . Goelaniged fas du . Ur vrigad evned un tamm tev a dremen a - dreist ma fenn d ' ur momant . Ha pa vehe " Coccothraustes coccothraustes " ? Nag un anv brav e latin ! N ' em eus ket c ' hoazh gwelet biskoazh ar spesad - se : gros - bec e galleg , Tarveg an hogin e brezhoneg ( hogin zo ur seurt frouezh me gav genin ) ; ar re - se o deus ur pigos kreñv a implijont evit torriñ askornoù ar frouezh . Met ne ouiin ket , moarvat ne oa ket int e oa ha n ' eo ket c ' hoazh hiniv e welin " Coccothraustes coccothraustes " ! Hiniv emañ deiz ar livoù kuzh : ruz - flamm un dervenn get raden en - dro dezhi , du - hont àr an dorgenn , ruz - poazh ar broñs agroaz ( églantier ) . . . hag orañjez ur liken kurius , brav - tre , a gaver dreist - holl àr ar gwez - frouezh : ar lagad aour ( Teloschistes chrysophthalmus ) . N ' eo ket ken dibaot - se dre amañ , rak soñjet em boa e - raok sellet a - dostoc ' h doc ' h ar gwez kerez noazh : " Marse eh eus ag ar lagad aour amañ " , hag e oa ! Met e lec ' hioù arall eo dibaot ha ma welit ar liken - se , soñjit un tamm er chañs ho peus ! N ' em eus ket studiet an traoù , met seblant a ra int stank a - walc ' h en - dro d ' ar mor kreizdouar : marse e toujont ar goañv hag ar skorn , setu petra zo kaoz en o c ' haver e - kostez ar mor e Breizh . Plijadur a ra din o gwelet , seul gwezh , memes e jardrin ma zud : na bout o gwelemp a - c ' houde pell er wezenn - kerez hor beze plijadur doc ' h o saludiñ hogozig bemdez . Profitiñ a ran evit sellet doc ' h ar broñs kerez , tolpet a strolladoù ; brav int get o liv un tamm ruz get bevennoù sklaeroc ' h ; soñjal a ran er goañv a dremenont get pasianted e - raok digor d ' an nevez - hañv ; bamet on get un dra ker simpl : seblant mat ! Ha pa lâran ker simpl , n ' eo ket , rak ret e vez dezhe stourm doc ' h ar skorn , ha sur a - walc ' h o deus un " truk " bennak . E - raok monet kuit e welan an heol ruz - tan er mervent , mesket get un nebeut kogus ; rezi ag amzer yen ha dizolo a zo !
D ' an 31 a viz Gouere 1968 e voe graet un taol - Stad adarre gant ar jeneral Ahmed Hassan al - Bakr . E 1979 e voe erlerc ' hiet gant Saddam Hussein .
Keginet e veze a - raok pep tra e ti an dud gwechall hag e - pad pell amzer e oa bet un obererezh prevez hepken . Sellout a rae , koulskoude , ouzh ar metoù sokial e meur a zoare .
6 : Ar Romaned a dreizhas an Danav ha kontrollañ a rejont e c ' hlannoù 400 bloavezh - pad .
saS u aleba m isc a T erT m et i saerT aS o riso n av T o bk o m p an iisag an S . . . m T av ari sabad o k asp iis zR v is azerbaijan u l seq t o rS i . . . .
12 : 58 Pa ' z ez gant da enebour dirak ar gouarner , evezhi en hent da ziskargañ digantañ , gant aon na lakafe ac ' hanout dirak ar barner , hag ar barner da ' z lakaat etre daouarn ar serjant , hag ar serjant da ' z lakaat er prizon .
Pezh a c ' heller lavaret dre beuzheñvelder eo an MTAoù evel an tier - post ( burev ha poster evit an treuzkas ) , an MDAoù evel ar boestoù lizhiri hag an arvaloù anvonerezh e c ' heller keñveriañ evel - just ouzh reseverien al lizhiri .
An tre goude al lanv E barr he nerzh e oa Stad Breizh en IXvet kantved . Ul lodenn eus Normandi hag eus Anjev zo aloubet gant ar Vretoned . Er reter e vo staliet kêr - benn ar rouantelezh , en un takad ma ne glever ket kalz a vrezhoneg . War romanekaat ez a an dud uhel . Tamm - ha - tamm e kil ar brezhoneg war - du ar c ' hornôg hag e teu teir zachenn war wel evit ar yezh . Er reter pellañ , Brittania Romana , ma n ' eus ket kalz a Vretoned ha ma ' z aio buan ar brezhoneg da get . En tu kornôg d ' ul linenn Sant - Brieg / Sant - Nazer , Brittania Celtica , ma vo trec ' h ar brezhoneg . E - kreiz , an takad kemmesk , ma kaver brezhoneg ha galleg mesk - ha - mesk ha ma teuio ar yezh romanek da vezañ trec ' h , a - benn ar fin .
Ha pa voe skarzhet gantan gwerennoù bennak c ' hoazh , e krogas d ' o fronal en aer ' vel ul loen . Trabidellan a rae , brizhvezv , gant an evajoù krenv , o horjellat war e zreid ouzh skleurioù blin al loargann .
Lire la suite " Bugaligoù dindan an amzer " »
Unan eus ar pevar avel eo ar Reter pe sav - heol . En tu enep d ' ar C ' hornôg emañ hag a - skouer d ' an Norzh ha d ' ar Su . An anv sav - heol a glot gant tu enep ar c ' huzh - heol .
Ar skiantoù stlennegel o deus ivez ul levezon diwar diorroadur ar matematikoù modern .
Slide : ur plankenn diazezet war ar slide eo , berr a - walc ' h ha ledan - kenañ gant ur kicktail hag un nose .
13 : 57 Hag e kavent tamall ennañ . Met Jezuz a lavaras dezho : Ur profed n ' eo disprizet nemet en e vro hag en e di e - unan .
Mont a ra en - dro Wikipedia gant ar meziant frank MediaWiki
13 : 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh , ur c ' hreunenn kant , unan all tri - ugent , hag unan all tregont .
Ul lodenn all a gouezhas war ul lec ' h meinek , e - lec ' h ma oa nebeut a zouar ; ha kerkent e savas , abalamour ne oa ket aet don en douar ; met pa zeuas an heol , e voe devet , ha dre ma ne oa ket a wrizienn , e sec ' has . Ul lodenn all a gouezhas e - touez ar spern ; hag ar spern a greskas hag he mougas , ha ne roas ket a frouezh . Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh , o sevel hag o kreskiñ , en hevelep doare ma roas ur c ' hreunenn tregont , unan all tri - ugent , hag unan all kant . Hag e lavaras dezho : ra selaouo , an neb en deus divskouarn da glevout . Met , pa voe e - unan , ar re a oa en - dro dezhañ , gant an daouzek , a c ' houlennas digantañ diwar - benn ar barabolenn - se . Eñ a lavaras dezho : Roet eo deoc ' h - hu [ da anavezout ] traoù kuzhet rouantelezh Doue ; met evit ar re a - ziavaez , pep tra a zo lavaret dre barabolennoù ,
Gwagenn TV en Erer - Kozh . . . N ' eo ket echu tudoù ! Goude bezañ sellet ouzh Rita Mitsouko dec ' h da noz omp bet da gousket abred evit distreiñ fresk hiziv war an dachenn . . . Estreget sonerezh zo e - pad gouel an Erer Kozh . . . Kavet e vez riboulerien , aktourien , kevredigezhioù . . . Hiziv meump dibabet lakaat war - wel labour Aides a glask kelaouiñ an dud a - zivout ar SIDA . . . Emaint o klask arc ' hant . . . Ma fell deoc ' h sikour anezhe : http : / / www . aides . org / . . . . N ' eo ket bet disoñjet ar stourm evit ar Brezhoneg ( doareo
Download XML • Download text