Text view
bre-16
View options
Tags:
Javascript seems to be turned off, or there was a communication error. Turn on Javascript for more display options.
Kingfisher Dabīga zobu pasta ar sodu BEZ fluorīda
Ac ẏna ẏ kẏmerth e hutlath ac ẏ tre ﬓs gﬓluath ẏ ẏnẏ uẏ aran e ﬓc . c achub ẏ llall a naeth ẏn gẏflẏm kẏt mẏnheﬓ ﬓanc nẏs galleﬓ . aẏ tara ar un hutlath ẏnẏ uẏ ẏn gar . Canẏs ẏ ch ẏn r ẏme ﬓgaeth mﬓ a naf ẏ ch ger et ẏ gẏt . ch bot ẏn gẏmare ﬓc . ac ẏn un anẏan ar g ẏ uﬓlot ẏ ẏ ch ẏn eu rﬓth . Ac ẏn ẏ amſer ẏ bo etﬓue u unt ẏ ẏ uot ẏ ch ﬓtheu . A bl ẏ ẏn ẏ he ﬓ o ch ẏma ataf ﬓ .
18 : 26 Ar servijer , oc ' h en em strinkañ d ' e dreid , a bede anezhañ , o lavarout : Aotrou , ro amzer din hag e paein dit va holl zle .
Savet e 1947 da vare krouidigezh Stad Israel e oa he fal dezhi lakaat deskiñ an hebraeg ar buanañ ar gwellañ gant an dud nevez - deuet er vro . Berzh a reas . En un nebeud mizioù e oa gouest an dud da gomz ar yezh . Yezhoniourien ha pedagogourien eus Kembre a zivizas degas an hentenn - se er c ' helenn war ar c ' hembraeg .
Ar stad ( Stad da lod ) zo unan eus stummoù aozadur politikel ur vro .
Ar spinetez a zo bet implijet kalz e - kerzh ar XVIIvet hag ar XVIIIvet kantved , e amzer Bach ha Mozart . Dont a ra e anv ag ar ger latin spina , a dalvez draen , dre ma ' z eo he beg hañval doc ' h un draen . Ar benveg - mañ a veze implijet pa veze un nebeut a dud kentoc ' h evit ar sonadegoù bras dre ma ' z eo gwan he soneiz . Piñset eo ar c ' herdin get pezhioù koad o deus ur beg e bluenn anvet : sauteraux . Pa vez pouezet àr un douchenn e sav ar sautereau hag e piñs ar gordenn .
1 : 21 Hag e c ' houlennjont outañ : Piv out eta ? Bez ' out Elia ? Eñ a lavaras : N ' on ket . Bez ' out ar profed ? Eñ a respontas : Nann .
Ar genstrivadeg vras Un diskouezadeg a vo evit klozañ pevare kenstrivadeg vras ar Chasse - Marée , " Martoloded aodoù ha stêrioù Frañs " War an tem : Saveteiñ glad ar voraerien , fetis ha difetis , eus an XXvet kantved Dindan un deltenn vras e vo diskouezet al labourioù gwellañ , aozet eskemmoù ha selaouet ar re zo bet er Verdeadurezh kenwerzh - hag er peder merdeadurezh all - o kontañ istorioù ar mor hag ar stêrioù . N ' eo ket re ziwezhat evit lakaat e anv er genstrivadeg ha bezañ ganimp dindan teltenn vras BREST 2008 ! N ' hoc ' h eus nemet kas d ' ar Chasse - Marée un teuliad diwar - benn un arvez eus buhez ur porzh - mor , oc ' h enrollañ eñvorennoù un den eus ho familh , un amezeg pe ur mignon deoc ' h , un den a bouez eus ar c ' hornad . . . E dibenn ar gouel e vo roet prizioù ar genstrivadeg , e meur a rummad .
Ar bloavezhioù da heul e chomas gant e familh : evel kantreerien e vevent . Un deiz e voe skrapet gant ur meuriad all met en em zieubiñ a reas a - drugarez da sikour unan eus e skrapourien . E - pad a bloavezhioù reuzeudik - se e voe lazhet o hanter - vreur Bekter gant eñ hag e vreur Kassar . Tamm - ha - tamm e voe adperc ' hennet o madoù ganto .
Obér ou devér ! Ret é ou hleuet a tro en dé é klem hag é seùel énep de beb bili , de beb lézen .
Alala , distro er vro ^ ^ Plijus eo bet , met pegen hiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiir ar veaj ! Gant ar c ' harr e vez hir dija , met 15 eurvezh karr - boutin … Oh ma faour - kaezh pennadreñv !
Setu aze ur romantig sichant , e brezhoneg flour , hag a vir al lenner e krog betek ar fin . Ne oan ket engortoz eus an dro ma kemerfe an traoù diouzh lenn ar penn kentañ , intello un tamm , o tiskouez skrivagnerien o kejout an eil ouzh egile hag o kaozeal eus o labour skrivañ … Nann , suspens ' zo , a - benn ar fin , ha kemm a ra an ton penn - da - benn pa cheñch ar savboentoù , asambles gant an dezrevellerien . Traoù ' zo ' m eus kavet un tammig re anat , evel istor ar bladenn gollet hag adkavet , pe c ' hoazh afer ar viñsaskell : gwirheñvel eo e tegasfe donedigezh ar viñsaskell an disoc ' h a zegas , met domaj eo e vije bet peuzlavaret er pennad a - raok . Er c ' hontrol , n ' eus ket a wir zisplegadenn evit darvoud souezhus ar penn kentañ , al levr heñvel a oa an daou zen o skrivañ pep hini diouzh e du . Ne ouezan ket hag - eñ ' mije ket spiet ur fin evurusoc ' h , evit an Ao . Poder , d ' an nebeutañ ! met marteze ' vije bet kement - se ur seurt kliched ? Lennet e vez buan , didrabas ha gant plijadur , arabat kaout aon d ' en em goll en deñvalijenn
Ne oa ket ar sklêrijenn , met kaset e oa da reiñ testeni d ' ar sklêrijenn . Ar sklêrijenn wirion , an hini a sklaera pep den , a oa o tont er bed . Er bed e oa , hag ar bed a zo bet graet gantañ ; met ar bed n ' en deus ket e anavezet . Deuet eo da gavout e re , hag e re n ' o eus ket e zegemeret . Met d ' an holl re o deus e zegemeret , en deus roet an droed da vezañ graet bugale da Zoue , da c ' houzout eo , d ' an holl re a gred en e anv , ar re n ' int ket bet ganet eus ar gwad , nag eus bolontez ar c ' hig , nag eus bolontez an den , met eus Doue . Hag ar Ger a zo bet graet kig , hag en deus chomet en hon touez , leun a c ' hras hag a wirionez , ha gwelet hon eus e c ' hloar , ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad .
Ur verc ' h a vez graet ivez eus ur plac ' h . Komzet e vez eus ur verc ' h vrav , pe ur vrav a verc ' h .
E - keit - se e kroge niver an dud a ouie ar yezh da greskiñ , betek tizhout un nebeud kantadoù . E niveridigezh 1991 e voe kavet 634 den a gomze manaveg evel eil yezh , diwar 72 000 a enezidi . Lod eus an dud - se zo krog da zesevel o bugale e manaveg . Hervez niveridigezh 2001 e oa 27 den a oa ar manaveg o yezh kentañ ha 1689 o eil yezh , ar pezh a zo 2 , 2 % eus ar boblañs .
Arabat eo o c ' hemmeskañ gant an anuzed - dall , spesadoù glazarded dibav .
Labourien - douar a vicher int e Botcol . Savet o deus ur strollad kanerien hengounel e 1958 , gant degouezhadenn ar c ' hentañ sonos . Kroget e oant da ganañ en « noziadoù » a veze war - lerc ' h an devezhioù bras ar maez , tennadeg patatez , dornañ …
arabat heuliañ un hent peurgompezet ; nemet d ' ul lec ' h bet darempredet c ' hoazh gant ar re all ne gaso
Pa glevas Jezuz kement - se , ez eas kuit ac ' hano en ur vag evit en em dennañ a - du en ul lec ' h distro . Ar bobl o vezañ klevet - se en heulias war droad adalek ar gêrioù . Neuze Jezuz , o vezañ aet er - maez , a welas ul lod bras a dud ; truez en devoe outo , hag e yac ' haas o c ' hlañvourien . An abardaez o vezañ deuet , e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras : Al lec ' h - mañ a zo distro , ha diwezhat eo ; kas kuit ar bobl , evit ma ' z aint er bourc ' hioù , da brenañ boued . Jezuz a lavaras dezho : N ' o deus ket ezhomm da vont kuit , roit hoc ' h - unan da zebriñ dezho . Lavarout a rejont dezhañ : N ' hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk . Eñ a lavaras : Degasit int din . Ober a reas d ' ar bobl azezañ war ar geot , kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk , hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv , e rentas grasoù . Neuze e torras ar baraoù , hag e roas anezho d ' e ziskibien , evit m ' o rojent d ' ar bobl .
Hag e tistroas neuze gant ar briñsez , n ' he devoa bet poan ebet . Met deut e - maez ar c ' hoad , e lâras dezhi mont he - unan d ' ar ger , hag hen kavje an dewarlerc ' h arre . Hag ec ' h ejont pep hini en e du .
Meur a savboent zo diwar - benn natur ha sustañs an Den .
Abaoe m ' eo bet krouet e 2001 e kinnig al Leurenn Glenmor ur programm a - feson da annezidi Kreiz - Breizh . Troet eo gant muzikoù ar bed , ar c ' hanaouennoù hag ar c ' hoariva , ha digor eo da sevenadur Breizh . E 2005 eo bet pinvidikaet gant kevelerezh tud eus ar vro a bled gant ar sevenadur .
Goude e oan bet é selaou doc ' h Meriadeg Gouriou , soner akordeoñs ag ar vro , hag a son traoù dezhañ e unan , ha gwelet e vez emañ a - barzh e sonennoù " penn - kil - ha - troad " , ar pezh a blij din ur bochad hag estroc ' h din - me e plij . E stil a c ' houlenn un tamm sport getoñ hag e zivrec ' h a ziskouez bout kigennek a - walc ' h . Spered an trañs , get tonioù hir ha boukloù , kaniñ a ra ivez ( e yezh ebet ) . Ma lakaat a ra da soñjal en ur soner ag ar Limouzin hag a blij din horrol ivez , me ' gomzo deoc ' h anezhañ p ' em bo un digarez bennak .
Me a lavar deoc ' h e gwirionez , penaos el lec ' hioù ma vo an aviel - mañ prezeget dre ar bed holl , ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi . Neuze unan eus an daouzek , anvet Judaz Iskariod , a yeas da gavout ar veleien vras , hag a lavaras : Petra a roit din , ha me en lakaio etre ho taouarn ? Int a reas marc ' had gantañ eus tregont pezh arc ' hant . Diwar neuze e klaskas an tu dereat d ' e lakaat etre o daouarn . Ar c ' hentañ deiz eus ar bara hep goell , an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ : Pelec ' h e c ' hoantaez e kempennfemp dit evit debriñ ar Pask ? Eñ a lavaras : It e kêr da gavout an den - mañ - ' n den , ha lavarit dezhañ : Ar Mestr a lavar : Va amzer a zo tost ; ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien . An diskibien a reas evel m ' en devoa Jezuz gourc ' hemennet dezho , hag e fichjont ar Pask .
Dav eo deoc ' h bezañ emezelet a - raok klask bezañ anavezet . Ne gemer ket an emezelañ kalz a amzer , met reiñ a ra tro d ' ober ur bern traoù ouzhpenn . Posupl eo ivez d ' ar Merour reiñ aotreoù ouzhpenn d ' an izili enrollet . A - raok emezelañ , bezit sur da vezañ lennet ar reolennoù , ha da vezañ a - du ganto ha gant ar mont en - dro .
Ne c ' hoarvezas netra ken betek an eil loar nevez . En noz - se e c ' hoarvezas an hevelep tra hag e - kerz kentañ nozvezh al loar nevez . Hag an hevelep reuz e voe evit an trede , pevare , pempvet ha c ' hwec ' hvet loar nevez .
Tamm - ha - tamm e teuin a - benn da welet an holl filmoù bet savet gant strolladig Judd Apatow and Co . Kalzig rakvarnioù am boa war emañ peogwir e seblante lu ha groz an tem memestra . Hag ez eo , un tamm , dre ret , met fentus - tre eo memestra . A - benn ar fin e vez kaoz muioc ' h eus darempredoù koublad eget darempredoù revel ( zoken m ' int liammet ) , ha pep tudenn a zo ken kollet hag an " haroz " a - benn ar fin . An holl tudennoù - se , lieusseurt , a zo nerzh ar film . Kazi an holl a zo dedennus en ur stumm bennak . Prantadoù plijus - tre a zo gant ar c ' henseurt a ra un dic ' hwezadenn abaoe 2 vloaz pe c ' hoazh renerez ar stal . Ur souezhadenn blijus eo neuze . N ' ouzon ket m ' eo ar film en deus plijet din ar muiañ e - touez reoù ar " bagad " met kavout a ran eo unan a c ' hallo tizhout muioc ' h a dud marteze .
12 : 44 neuze e lavar : Distreiñ a rin da ' m zi a - belec ' h on deuet ; pa zeu , e kav anezhañ goullo , skubet ha kempennet .
Pa ne vez ket a - walc ' h a dud ne vezer ket laouen , ha pezh vez re kennebeut , pebezh torr revr mab - den ! Hogen ouzhpenn d ' am c ' harantez evit ar saozneg hag he gwenvded , he lennegezh hag all e plij din gellout keñveriañ ar yezhoù , ha gouzout unan ken ledet ma c ' hellan bezañ komprenet e pep lec ' h ganti kement hag unan ken bihan ma n ' hec ' h implijan nemet gant un nebeud degadoù a dud a zo dedennus . Gwelet o endroadur ha penaos e c ' hell ur yezh cheñch hervez an darvoudoù hag an ijinadennoù a zo dedennus ivez , kement hag an implij a ra an dud anezho … Kement a draoù da zizoloiñ ha da studiañ ! Pa vin bras e vin yezhoniour .
D ' am soñj vezo lakaet an holl releases war ar rouedad asambles . Aesoc ' h ' vo vidomp rak hir d ' ober . Velse vez kavet en tu ganeomp da gas da benn muioc ' h a labour !
a neusañ vwéy larèy d ër vwés sañ indvwé diviz oun tamëtch
Setu c ' hoazh un dra evit 20 vlez an Erer Kozh : amañ e komz ar vreudeur Guichen ( an ton a glever a zo " From Kerry we did sail " tennet ag o zeirvet pladenn ) . http : / / www . youtube . com / watch ? v = 42CQGqAeM4k
Richieste simili a " vendo tapis roulant elettrico usato " : caffe
" C ' hoariva " est une association qui regroupe presque toutes les troupes de théâtre en breton . Elles sont au nombre de 21 actuellement ! On sent une énergie nouvelle dans le théâtre en breton avec la création de nouvelles troupes , l ' arrivée de plus en plus de jeunes et un renouvellement dans l ' expression et les thèmes abordés . " C ' hoariva " relie , forme , communique , publie , professionnalise , aide les troupes dans leurs dossiers administratifs et organise tous les deux ans un festival .
21 : 24 Kouezhañ a raint dindan dremm ar c ' hleze , kaset e vint da sklaved e - touez an holl bobloù , ha Jeruzalem a vo mac ' het gant ar bobloù , betek ma vo peurleuniet amzerioù ar bobloù .
- Gra eveldon , kemer ur gontell ha gra un tamm plas e - barzh da gof . A - boan on - me kroget da zebriñ .
Kavout a rae din e oa re verr padelezh ar stankadenn bet lakaet gant Benoni dreist - holl pa soñjer er fed ma n ' eo ket homañ ar wezh kentañ m ' eo bet lakaet an implijer - mañ war evezh ha stanket e gont implijer outañ zoken abalamour d ' e emzalc ' h hiniennel ha d ' e dagadennoù personel . Goude bezañ gwelet penaos e klask livañ gevier adarre em eus divizet hiraat ar stankadenn . Hiroc ' h - hirañ e vo ar stankadennoù mar kendalc ' h gant an hevelep emzalc ' h ur wezh bet distanket e gont betek ur stankadenn didermen da vat mar bez ezhomm . Mat e vefe d ' an implijer - mañ disklêriañ emañ a - du evit labourat a - stroll hervez ar reolennoù hag ar c ' hendivizoù boutin ha chom a - sav da bismigañ ha da dagañ an dud dizehan evit an abeg - mañ ' n - abeg . Merour ( Neal ) ( Kaozeal ) 1 Gwe 2007 da 13 : 59 ( UTC )
Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz , e lakajont o dilhad warno , hag e rejont dezhañ azezañ warno . An darn vuiañ eus an dud a astennas o dilhad war an hent , ha re all a droc ' he brankoù gwez , hag a c ' holoas ganto an hent . Ar re a valee a - raok , hag ar re a heulie Jezuz , a grie : Hozanna da Vab David ! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou ! Hozanna el lec ' hioù uhel meurbet ! Pa voe aet e Jeruzalem , holl gêr a voe mantret , hag e lavarent : Piv eo hemañ ? Ar bobl a respontas : Jezuz eo , ar profed eus Nazared e Galilea . Jezuz , o vezañ aet e templ Doue , a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ ; hag e tiskaras taolioù an drokerien - arc ' hant , ha kadorioù ar varc ' hadourien goulmed . Lavarout a reas dezho : Skrivet eo : Va zi a vo galvet un ti a bedenn . Met c ' hwi hoc ' h eus graet anezhañ ur c ' havarn laeron .
19 : 23 Jezuz a lavaras d ' e ziskibien : Me a lavar deoc ' h e gwirionez , diaes eo d ' un den pinvidik mont e - barzh rouantelezh an neñvoù .
Eñ eta , o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d ' e vadeziant , a lavaras dezho : Lignez a naered - gwiber , piv en deus desket deoc ' h tec ' hel diouzh ar gounnar da zont ? Dougit eta frouezh dereat d ' ar geuzidigezh , ha na lavarit ket ennoc ' h hoc ' h - unan : Ni hon eus evit tad Abraham ; rak me a lavar deoc ' h , e c ' hell Doue ober genel eus ar vein - se bugale da Abraham . Ar vouc ' hal a zo a - vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez . Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc ' het ha taolet en tan . Me ho padez en dour , evit ar geuzidigezh ; met unan all a zeu , galloudusoc ' h egedon , ha n ' on ket dellezek da zougen e votoù . Eñ ho padezo er Spered - Santel hag en tan . E grouer a zo en e zaouarn , naetaat a raio mat e leur , hag e tastumo ar gwinizh en e solier , met ar pell a zevo en tan na varv ket . Neuze , Jezuz a zeuas eus Galilea d ' ar Jordan , da gavout Yann , evit bezañ badezet gantañ .
Kollet on , ne gavan ket hent an davarn . Ma ! kollet on ivet gant an adverboù a zo Adverboù er rummadoù . N ' eo ket fenoz e klaskin kompren . Bianchi - Bihan 5 Gen 2008 da 00 : 23 ( UTC )
Pa soñjan e vezemp lakaet da studiañ Asimov kement ha Dickens e saozneg er Skol - Veur e soñj din ez eus spi da gaout memestra . Ar fed e vefemp o komz diwar - benn se a zo sin vat , forzh penaos ^ ^
Océane , Emeline , Brieg , Emma ha Maëlle o deus graet « Chouquettes » .
Ne oar ket an holl dud peseurt oberennoù a zo kuzhet a - dreñv ar berradurioù TBP , EK , KAB , EZM , GBI , SBI , ha me oar - me . Mat e vefe reiñ o anvioù klok . - - Yun ( kaozeal ) 18 Kzu 2007 da 03 : 41 ( UTC )
• Meur a dra a ziskouez dimp e veze implijet doareoù bannieloù pe arouezioù en o fenn un aerouant ruz da vare ar grennamzer uhel , evel ma veze graet gant Brezhoned Enez - Vreizh ( pe Predeniz ) . War vanniel Kembre e weler c ' hoazh un aerouant ruz hiziv an deiz . • Tud ' zo a lavar ez eus bet graet gant ur banniel gwenn e groaz du gant ar groazidi vreton da vare ar c ' hroaziadegoù . N ' eus prouenn ebet eus kement - se , prouennoù kontrol a zo avat ! Bannieloù gant kroazioù a livioù disheñvel a groger da welet da geñver Brezel ar C ' hant vloaz . Ne weler bannieloù gwenn o c ' hroazioù du nemet war zielloù eus ar XVvet pe ar XVIvet kantved , war gartennoù - mor ( portulanoù ) eus an amzer - hont . Koulz lavaret bep tro ez eus erminigoù ivez war ar bannieloù - se . • An erminigoù - se a oa deuet gant Pêr Dreux ( 1180 - 1243 ) , lesanvet " Brizhkloareg " . Deuet e oa da vezañ merour Breizh dre e zimeziñ Aliz , gant Dugez Breizh , er bloaz 1212 . Betek 1316 pe evel - se , e oa bet implijet skoed Dreux gant pennoù Breizh , betek Yann III a gemeras nemet an erminigoù . Diwar neuze e teujont da vezañ arouez an dugelezh , hag ar broviñs da c ' houde . • War ar Gwenn ha Du e kaver eta al livioù gwenn ha du eus mare frankiz Breizh ha banniel he Duged .
Implijet e vez bannoù ionoù a energiezh uhel e fizik atomek , fizik nukleel ha fizik ar partikulennoù ( gwelet buanaer partikulennoù ) . Implijet e vez bannoù a energiezh izel e dielfennadur ar gorreennoù . ( gwelet SIMS ) .
Mestr ar winieg a lavaras neuze : Petra a rin ? Kas a rin va mab karet - mat ; marteze , [ pa en gwelint , ] e toujint anezhañ . Met ar winierien , o vezañ e welet , a soñjas enno o - unan , o lavarout : Setu an heritour ; [ deuit , ] lazhomp - eñ , evit ma vo an heritaj deomp . Hag o vezañ e daolet er - maez eus ar winieg , e lazhjont anezhañ . Petra eta a raio mestr ar winieg ? Dont a raio , hag e tistrujo ar winierien - se , hag e roio ar winieg da re all . O vezañ klevet kement - se , e lavarjont : Ra ne c ' hoarvezo ket - se ! Neuze , Jezuz , o sellout outo , a lavaras dezho : Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel - hen : Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone , a zo deuet da vezañ penn ar c ' horn ? An hini a gouezho war ar maen - se a vo brevet , ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ . Neuze ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ d ' an eur - se memes , rak anavezet o devoa mat penaos en devoa lavaret ar barabolenn - se a - enep dezho ; met aon o devoa rak ar bobl .
a savas diouzh koan , a lamas e vantell , hag o vezañ kemeret ul lienenn , en em c ' hourizas ganti . Goude - se e lakaas dour en ur billig , hag en em lakaas da walc ' hiñ treid e ziskibien , ha d ' o zorchañ gant al lienenn a oa en - dro dezhañ . Dont a reas eta da Simon - Pêr , hag hemañ a lavaras dezhañ : Te , Aotrou , te a walc ' hfe din va zreid ! Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ : Te n ' ouzout ket bremañ ar pezh a ran ; met e c ' houzout a ri diwezhatoc ' h . Pêr a lavaras dezhañ : Biken ne walc ' hi din va zreid . Jezuz a respontas dezhañ : Ma ne walc ' han ket ac ' hanout , ne ' z po ket a lod ganin . Neuze Simon - Pêr a lavaras dezhañ : Aotrou , nann hepken va zreid , met ivez va daouarn ha va fenn . Jezuz a lavaras dezhañ : An hini a zo bet gwalc ' het en deus ezhomm e vefe gwalc ' het dezhañ e zreid hepken , hag emañ glan penn - da - benn . Ha c ' hwi a zo glan , met n ' oc ' h ket holl .
- - Kalon , loen paour , gwelet a ran ar sklêrijenn , n ' hon eus ket pell da ober ken .
09 : 16 Publié dans Pier ar Go | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note | Tags : Pier er Go , Pierre Le Goff , Fast Noise Trade , proverbes , krennlavarioù , labour , travail
Da vare Zhu Xi e veze sellet ouzh e brederouriezh evel direizh e - keñver kelennadurezh ar Gonfusianegezh peogwir e tiazeze e gentelioù war ar Pevar Levr ( en ur bouezañ war imbourc ' h an troù an Dà Xué bepred ) e - lec ' h ober gant Levr ar C ' hemmoù ( Yi Jing ) , anezhañ unan eus ar Pemp Klaselour . Ar Yi Jing avat a voe e penn kentañ prederouriezh Zhu Xi .
meur a zoare zo da c ' hwitañ , unan hepken da zont a - benn
Proviñs Caserte , ur fazi a oa e roll ar proviñsoù . Trugarez . A galon . Klaod Kadbzh 3 Gwe 2009 da 17 : 36 ( UTC )
. . . zhe da c ' haloupat . En Oaled al liseidi hon eus gallet staliañ hon zavarn hep re a soursi ( war - dour d ' ober ar skaotaj ) . Evit ar sal - debriñ e stumm ur self , kavet ez e . . .
Kanet en deus gant ar strollad Cuarteto Patria , hag ivez gant e c ' hoar Maria Ochoa ha Compay Segundo .
Tro em boa bet da lenn traoù zo war ar blog - se ha mat am boa kavet , dreist - holl an istorioù tasmantoù ! Hag an arc ' houere ( spered a vez oc ' h ambroug familhoù ) . Emaon o vont da lakaat ul liamm war - du da zaou vlog .
Bremañ ez eus 33 lizherenn e lizherenneg al latveg :
Lec ' hienn ar Broadoù hep Stad , ar minorelezhioù broadel ha sevenadurel , ar strolladoù kenedel , an tiriegezhioù spesadek , ar rannvroioù ur bersonelezh kreñv dezho .
Naoned : ar re yaouank e - kreiz ar stourm ?
p . s : OMD adarre ( pe IMD ? Iche ma Doue ! ^ ^ ) , ouzhpennet he deus ur gwiskad chokolad war - c ' horre !
Enklask Gerioù daou Disoc ' hou : 33 pennad kavet . Enklask [ daou ] graet gant
Galloud a reer implijout hentenn Karrick , ijintet er Stadoù - Unanet Amerika a ra gant ur wrez uhel tre da dreuzfurmiñ glaou da eoul - maen .
24 : 13 An deiz - se memes , daou anezho a yae d ' ur vourc ' h anvet Emmaüz , war hed tri - ugent stadenn diouzh Jeruzalem ;
Ar c ' hwezhadur a c ' hell bezañ ur perzh liammet ouzh alofonennoù resis , evel e saozneg ma vez distaget dre c ' hwezhañ atav an holl kensonennoù dre serriñ divouezh e penn - kentañ ur ger , pe gallout a ra talvezout da diforc ' hañ fonemennoù evel e meur a yezh indezek , da skouer an hindeg .
Ne vo ket hiniv e skrivin an Tamm Papir niverenn 13 , nag ar frazennoù 100 - 120 , nag ur pennad nevez evit an Dramsell , pas muioc ' h ur pennad diàr - benn gwezenn pe kogusenn … ne m ' eus ket bet amzer … ha monet a rin betak skriv : la fuite du temps existe , je l ' ai rencontrée . Ne skrivin ket buhez ar strollad death - metal Breizh strangulation , ne ouian ket trawalc ' h a draoù a - ziàr o fenn ; ken en em c ' houlennan hag eh eus anezhe e gwirionez , pe pas . Skriv a rin diàr benn daou levr barzhoniezh , unan get Rimbaud hag an all get Verlaine , dastumadeg « Grands écrivains » ( ul levr da 15 lur ) , prenet un deiz bennak er supermarc ' had . Kontet o deus e mam buhezig , marse peogwir e oa al levrioù barzhoniezh nemete am eus lennet e ma amzer krennard ( pe ma c ' hrenn - amzer ? ) , en diavaez ag ar barzhonegoù er skol . Ne rin ket ur pennad àr an daou zen - se dre vras , nag àr o oberoù dre vras . Ne rin ket sulemañ ( èl ma lâr tud ar vro ) ur pennad àr ar frazennoù a gavan brav a - barzh . Re a zo anezhe , bout ma ne gavan ket tout an traoù fiskal . Komz a rin ken ' met ag ar frazennoù - se am eus dalc ' het soñj anezhe en ispisial , evit an abeg - mañ hag an abeg . C ' hwi a welo . Verlaine da gentañ : Au calme clair de lune triste et beau Qui fait rêver les oiseaux dans les arbres Et sangloter d ' extase les jets d ' eau Les grands jets d ' eau sveltes parmi les marbres Ar strofenn - mañ a zo tennet a varzhoneg ar bajenn gentañ , en deus ma lakaet da huñvreal hardizh , ken en em lakais da lenn ar barzhonegoù arall . … … … … … … … … … … … … … … … … . . Les belles , se pendant rêveuses à nos bras , Dirent alors des mots si spécieux , tout bas , Que notre âme , depuis ce temps , tremble et s ' étonne . Kavout a ran ar frazenn - mañ dreist ar re arall , marse peogwir ne ouier ket tamm erbet petra eo ar gerioù - se , ha ne vo ket james gouiet ; pep unan en em c ' houlenn , ha n ' eo ket falloc ' h . C ' est l ' instant , Messieurs , ou jamais D ' être audacieux , et je mets Mes deux mains partout désormais ! N ' am boa ket remerket ar frazenn - mañ a gentañ , nemet e oa un tammig druz ; met deuet eo en - dro e ma fenn un deiz m ' am boa divizet en em lakaat d ' ober un dra n ' am behe ket kredet gober e - raok ; soñjet am eus er frazenn - mañ neuze , èl en ur ger - stur , evit an amzer da zonet . Un nebeudig mizioù àrlerc ' h : n ' em eus ket mui amzer d ' ober netra ! ! La lune blanche Luit dans les bois ; De chaque branche Part une voix Sous la ramée … O bien aimée . ( etc . ) Pet gwezh am eus me soñjet er varzhoneg - mañ da vitin , el lise , pa vezen é vale e - dan ar gwez hag al loar . Estroc ' h evit ur wezh e veze peogwir e soñjen e daoulagad glas ur goantenn ag al lise ( evit gouiet muioc ' h diàr he fenn , n ' ho po ken ' met lenn ma eñvorennoù e 2050 , ma vezan c ' hoazh bev ! ) . Kredit pe ne gredit ket , Verlaine a gomze aze ag ar memes loar fasipl a welen - me an deizioù - se ! Je me souviens , je me souviens Des heures et des entretiens Et c ' est le meilleur de mes biens . Dansons la gigue ! Ur strofenn hag a seblant simpl a - walc ' h , met hag a zo chomet plantet e ma fenn , un deiz bennak ma oan é soñjal ar memes tra a - ziàr n ' em eus ket soñj piv . Hag evit achuiñ evit henoazh … met pas get Verlaine - ha ne gomzan ket a Rimbaud - un dra iskis , ma zud vat . Setu ar frazennoù a droe e ma fenn an deiz ma oan é tremen ma Mat - da - gas - karr evit ar pedervet gwezh . Mennet mat oan , me a lâr deoc ' h ! C ' est le spectre , le spectre impérieux ! Sa main Montre un but et son œil éclaire et son pied tonne , Hélas ! et nul moyen de remettre à demain ! ( tapet ar follenn roz an deiz - se , ma faot deoc ' h gouiet ) . Drol eo ur seurt e c ' hellit derc ' hel soñj a draoùigoù seurt - se e seurt degouezhioù . Dalc ' homp c ' hoazh get Verlaine … Fuis du plus loin la Pointe assassine L ' Esprit cruel et le rire impur Qui font pleurer les yeux de l ' Azur Et tout cet ail de basse cuisine ! An traoù - se a za d ' am spered dre bep div wezh pa glaskan gober ur farsadenn bennak dre skrid . Met perak e c ' heller lenn genin traoù flemmus gwezh - a - vez ur seurt ? Peogwir e ta soñj din lies goude bout kliket àr " Envoyer " ! ! Un dra da remerkiñ , ha n ' eo ket a - bouez tamm erbet : ne gavan netra spontusoc ' h evit santout un tamm kignen bout flastret e - dan man dent pa ne vezan ket engortoz ! Gwazh - a - se evidin - me ma klaskan gober un tamm tro dre al Larzac da skouer ! Murs blancs , toit rouge , c ' est l ' Auberge fraîche au bord Du grand chemin poudreux où le pied brûle et saigne … Ag ar frazenn - se e talc ' han - me soñj bep gwezh ma kerzhan àr un hent seurt - se . Kerzhit da ouiet perak . Marse peogwir am eus studiet ar barzhoneg - se evit ar bacho . Avec les yeux d ' une tête de mort Que la lune encore décharne Tout mon passé , disons tout mon remords Ricane à travers la lucarne . Hama , n ' eo ket fall ! Hag an traoù - se a c ' hell servij bep gwezh ma taoler ur sell c ' hwerv àr e amzer dremenet . Da betra , lârit c ' hwi ? Met n ' eo ket ag ar frazenn - se e talc ' han soñj ar muiañ , met kentoc ' h a honnezh : Avec la voix d ' un vieillard très cassé Comme l ' on n ' en voit qu ' au théâtre Tout mon remords disons tout mon passé Fredonne un tralala folâtre . Du an traoù aze ! un tralala folâtre , ha marse un tralala léno evit lod ac ' hanomp ! Ha setu tout evit Verlaine ! Ne oa ket hir … met soñj m ' eus bremañ eh eus tammigoù traoù skrivet get Verlaine hag am eus soñj anezhe ivez , met ar re - se n ' int ket el levr - mañ , neuze … amañ e faote din komz a levezon daou levr bihan àrnin - me . Tro Rimbaud bremañ . . . Tranquille . Il a deux trous rouges au côté droit . Ar frazenn diwezhañ - se am eus soñj dre bep div wezh , pa vez re sioul an traoù . Ha pa vez lâret a vouezh uhel e ra drol , e degouezhioù zo . … . je contemplai les sujets très naïfs De la tapisserie . - Et ce fut adorable Quand la fille aux tétons énormes , aux yeux vifs , - Celle - là , ce n ' est pas un baiser qui l ' épeure ! - Rieuse , m ' apporta des tartines de beurre . Amañ , n ' eo ket frazennoù am eus soñj anezhe dre - bep - diw - wezh . Kentoc ' h emañ ag wezh kentañ m ' am boa o c ' hlevet am eus soñj . Paour - kaezh kelennourez yaouank ! E oa ar baotred kreñv ag ar c ' hlas é sellet unan d ' an all get mousc ' hoarzhoù fin pa oa hi é lenn an traoù - se … Ha oa ret dezhi derc ' hel da labourat ha dielfenniñ an destenn geneomp … A noir , E blanc , I rouge , U vert , O bleu : voyelles ( etc … ) Evel Rimbaud em boa em spered bep a liv d ' ar lizherennoù ( A du , E glas , I du , U ruz hag O gwenn ) ; lañsiñ a ran ur sontadeg ofisiel hiniv evit gouiet petra a welit c ' hwi , ma welit un dra bennak . Si je désire une eau d ' Europe , c ' est la flache Noire et humide où vers le crépuscule embaumé Un enfant accroupi plein de tristesse , lâche Un bateau fragile comme un papillon de mai . Me eo ar c ' hrouadur - se , èl rezon , pa lennan an dra - se , bout n ' am eus ket graet kalz a vagoù - paper , hani marse . Ha setu ur ger am eus desket e - mod - se : la flache , a vez lâret e reter ar Frañs evit « ar poullad - dour » . Ha dre bep div wezh e tegas ur poullad - dour bennak soñj din ag ar gerioù - se . Ne ouian ket kalz a varzhonegoù dre vemoer , nemet ha sonennoù e vehent , met aze , ar barzhoneg hir - mañ am eus « peusdesket » ! Kerzhit da ouiet perak aze ivez , d ' am soñj e oa ur seurt koustele . Au bois il y a un oiseau , son chant vous arrête et vous fait rougir … … … … … … … … … … … … … … … … … … … . Il y a une troupe de petits comédiens en costumes , aperçus sur la route à travers la lisière du bois . Ar frazenn gentañ a zo ken just … Ar frazenn arall he deus skoet ma spered , perak ? Un dra a zo degouezhet din an nevez - amzer - mañ , am eus kavet iskis bras : ar frazenn a zo deuet da wir e Pleuwigner , pa oan é sellet an hent evit kempenn ur valeadenn . Arruet oan en ur c ' hroashent , ha gwelet m ' eus roñsed é tremen , àrne bugale get gwiskamantoù a bep liv , èl un hune ! Kredet m ' eus bout huneet betek ma o gwelis àr an hent - bras en - dro . Neuze on chomet àr - dreñv dezhe e - pad un herrad da sellet , ha souezhet oant un tammig . Pourquoi une apparence de soupirail blêmirait - elle au coin de la voûte ? Frazenn iskis a gaver e achumant ur barzhoneg . Soñj am eus anezhi lies , e degouezhioù liesseurt . Dreist - holl pa seblant du rac ' h an traoù . Hag ivez pa vez just ar c ' hontrel , ha ne ouier ket ag e - menn e ta ar gouloù . Hag ivez pa ran un hune bennak . La première entreprise fut , dans le sentier déjà empli de frais et blêmes éclats , une fleur qui me dit son nom . Ar frazenn - mañ zo tennet ag ur barzhoneg a blij din ur bochad . Ennañ e kavan ar pezh a santen el lise pa yaen da vale el liorzh , e - dan ar gwez , e - raok ma vehe kroget ar skol , e ma unan èl rezon . C ' hwi a lâro ar pezh a faoto deoc ' h , met a - drugarez d ' al lise am eus gellet gwelet tarzh - an - deiz ker lies , get kement a blijadur ( nag ar skolaj ? Beñ pas , ne oa ket tamm erbet ar memp traoù ) . Eno ivez e tizoloen gouennoù boketoù n ' anaven ket c ' hoazh . Bremañ e vehe ret din monet da vale liesoc ' h da vitin , sur ! Setu evit an nebeudig gerioù diàr an daou levrig marc ' hadmat - se . A - c ' houde em eus lennet levrioù barzhoniezh arall ( pas kement - se neoazh ! ) . Soñj am eus da skouer a hennezh a oa bet profet din , unan skrivet get Armand Robin , traoù ken tost doc ' h ar vuhez a - barzh . James a - c ' houde an amzer - se n ' em eus goarnet bommoù barzhoniezh em spered èl ma raen d ' ar poent - se . Ur prantad arall a ma buhez ? Marse a - walc ' h , marse on beuzet muioc ' h er bed gwir a - c ' houde ? Nag e brezhoneg ? A ma fed - me , klask a ran ma vo ur yezh hag a gaso ar memes from àr he c ' hein èl ma ra , din - me , ar galleg a anaven pa oan bihan ( yezh - vamm mand eo , stag doc ' h ma bouzelloù ) . Ma istor get an div yezh zo disheñvel , n ' em eus ket klevet brezhoneg a vihan ( keneve en iliz ) , mes an hani am eus klevet pe lennet a - c ' houde a glaskan diazeziñ , lakaat da vout ennin ivez , da vout yezh - vamm din en ur mod arall . Ha teurel ar from en - dro evit an holl . Nepas kopiiñ stil Rimbaud na Verlaine , mes klask gober barzhoniezh get ma c ' hig ivez , lakaat ar brezhoneg da dridal er feson - se . Evit tapout an destenn e feson Word , amañ emañ : Verlaine Rimbaud . doc
Bilbo ( Bilbao e spagnoleg ) eo anv kêrbenn Bizkaia , unan eus seizh proviñs Euskal Herria . Treuzet eo kêr gant ar stêr Nerbioi , a ya hec ' h aber war ledanaat betek ar Meurvor Atlantel .
Mat e vije en em soñjal un tamm diwar - benn ar pezh zo hañval enne hag ar c ' hemmoù etreze , en ur zerc ' hel soñj eo graet ar geriadurioù evit kavout pezh a glasker , ha n ' eo ket pezh ne glaskor biken .
Dre ma labouran war - dro ma danvez kozh e kavan traoù mat dit marteze , lakaat a ran tammoù amañ hag ahont . Ma n ' eo ket mat , lar din . Bianchi - Bihan 11 Du 2007 da 17 : 04 ( UTC )
Well , I mean , there ' s an enormous amount of French influence both in vocabulary and pronunciation . Surely you don ' t think that French has had no influence on modern Breton ?
Er yezh voutin e vez anv eus ar " Relijion gatolik " , hogen , e gwirionez e vefe ret komz kentoc ' h eus ar gredenn gatolik , a zo resisoc ' h , rak eus ar relijion gristen eo ez eus anv e gwirionez .
Ul levr bannoù - treset iskis , gant un tresañ , pas goulo , met un tammig re a wenn ennañ . ( Start eo displegañ ^ ^ ) N ' eo ket dres evel ul levr bannoù - treset klasel , n ' eus ket kazennoù resis … Kentoc ' h tresadennoù hag a grou un istor . Un istor fromus diwar - benn ur geriadennig levezonet gant hec ' h istor , pa oa soudarded amerikan goude an eil brezel bed . Ur bern bugale gant un tad dianav , ur bern tud dilabour , hag ur paotr sorc ' henet gant New York . Un istor soutil , plijus - tre . Ul labour dedennus , na blijo ket d ' an holl avat .
Desket m - eus pez a skrive Domojiroff diarnon , med am - eus divizet neoah derhel gand ma hent devad Ourga heb ober eun dro evel m ' e - noa greet Poletika pa oa bet kavet gand Bezrodnoff . Boazet e oan selled an danjer en e zaoulagad , hag on eet war - zu kêr ar « baron gwaduz » . Den erbed a hell divizoud deuz e donkadur . En em zanten kabluz a nitra hag ar santimand aon e - noa dilezet ma soñjou .
31 « Hag e kaso e êlez gand an drompill vraz , da zastum euz ar pevar - avel , euz eur penn d ' egile d ' an neñvou ar , re zibabet gantañ .
« E ti Marie Carval , e Kerstrad , e oa bet roet bod deomp . Noz ha deiz e oa labour . Noz ha deiz e oa traoù da filmañ . E - pad an noz e veze lakaet tan en otoioù kozh war an hentoù . » Ha mein . Ha lastez . Ha gwez . Ha kement tra da stankañ an hentoù .
Marteze n ' eo ket dedennus evit an holl ar sujed em eus lakaet . N ' eo ket en arvar ar forum ! Dav eo kavout sujedoù nevez ! !
krisañ veñjañs ur plac ' h eo chom feal d ' ur gwaz
Hiziu an deiz , ken 300 Palestienied a zo marvet dindan c ' hac ' hnij brezel F - 16 an arme Tsahal . E - pad an amzer se ar bed a zo o lidan nedeleg hag ar bloa nevez 2009 . An tud dre ar bed a zo laouenn gand ar Prezident nevez Obama , nevez president Stadou unanet . C ' haza a zo dindan ar bombou , bugale , maouezed , gwazed a zo maru evit netra . Int o veavn dindan bombou hag aon o deus atav . Ar Balestienied o veva aloubet gant an Israel . An istor trist eo an afer se . Daou pobl evit an douar ken striz . Daou pobl ken dishenvel ma n ' eo ket posibl evito da vevan an eil gant egile . Distrujet eo ar palestined , ranned ha kaset dreist o douar , e Syria , e Lebanon . . e pep lec ' h war dremm an douar . Ni o well dre an tele pe dre internet , daouzek ha daouzek korf dud lazet gant armeou Tsahal hag ni zo aloubet gant prena profou evit ho kerent , ho vugale . Kolet eo galon mab den .
/ / indexNavigationBar : the index of navigation bar to be toggled
stefancarpentier wrote 6 months ago : Er mare - mañ e tarempredan straedoù Kadath . Sed a voe degaset din gant Tad - kozh an Nedeleg , pe gant u … muioc ' h
Demat . Un ali pouezus : arabat disoñjal rummadiñ pa savez ur pennad . Gw . da skouer : Burton Constable , Renk Elo . Gw . : amañ . Trugarez , Benoni 9 Ebr 2007 da 11 : 38 ( UTC )
War e riblennoù hanternoz e kaver Ledenez Arabia , Iran , Pakistan , India , Bangladesh , Tailand , Malaysia , Indonezia hag Aostralia . Er c ' hornôg e kaver aodoù Afrika ( Djibouti , Kenya , Tanzania , Madagaskar , Mozambik , Moris ) hag er Su emañ Meurvor Antarktika ( pe Meurvor ar Su hervez lod ) . Dre un emglev etrebroadel emañ e harz gant ar Meurvor atlantel war led Kab ar Pikernigoù ( 20 ° E ) , gant ar Meurvor Habask war hed enez Tasmania ha gant Meurvor Antarktika war an 60vet hed Su . Gant Meurvor Indez ez eus ur gorread 75 milion a km ² .
Entan pe a - hend - all disfiz a sav alies pa vez kaoz da grouiñ astennoù nevez . Darn a vez nec ' het dre ma c ' hallfed " tapout krog " en anvioù merkoù . Darn all , er c ' hontrol , a gav dezho eo un doare da werzhañ bepred muioc ' h a anvioù domani .
Sevel a ra an niver a du a zo o vevañ e Norvegia da 4 , 6 milion ( e Gouere 2004 ) . Goustadik e kresk an niver - se ( 0 , 4 % bep bloaz ) . Diskennidi d ' ar Vikinged eo ar braz eus an dud , met en hanternoz e kaver ur bobl all , ar bobl Sami , hag ivez un nebeud tud deuet eus Finland ( Kven ) . Henvroidi eo ar Samied hag a - gozh e vezont kavet el lodenn - se eus Norvegia , hag er broioù amezek ( Sveden , Finland ha Rusia ) . Ar brasañ niver anezho koulskoude a zo breman o chom en Oslo .
2 Mab a vez graet eus diskennad un den a - wechoù .
D ' an Henamzer e sav ar soñj da vodañ en ul lec ' h hepken hollad gouiziegezhioù an denelezh , gant levraoueg Aleksandria ha Pergam . Ar c ' heal modern - eñ , zo bet diorroet gant an holloueziadurioù , gant Denis Diderot hag an holloueziadurourien all en XVIIIvet kantved .
634 collégiens et lycéens ( 12 collèges et lycées )
Degemer mat da Luc Pouteau en deus kemeret plas Hervé Bonniec en hor … Lenn pelloc ' h
* Atav e vo kavet arguzennoù skiantel gant den pe zen da gemm skritur ger pe c ' her ( Sant Jili pe Jañjli ) . N ' eus nemet degemer daou skritur neuze : hini ar sañskritegourien , etrezo , hag hini ar yezherien all . [ [ Implijer : Bianchi - Bihan | Bianchi - Bihan ] ] 1 Meu 2008 da 12 : 57 ( UTC )
- - Ha deoc ' h ivez , priñsez kaer : c ' hwi ma anavez ivez eta ?
Deskiñ a reer seniñ an holl vinvioù hag ur stummadur diazez a vez roet war ar sonerezh klasel pe hengounel .
E 1870 e tisklêrias an Impalaer gall ar brezel da Brus . Trec ' het e voe gant an armeoù prusian hag armeoù german ar su . Embannet e voe an Impalaeriezh C ' herman ( Deutsches Kaiserreich ) e Palez Versailhez d ' an 18 a viz Genver 1871 . Gant ar rummad - roueed Hohenzollern a Brus e oa renet an impalaeriezh nevez , a oa Berlin he c ' hêr - benn . Strollañ a rae an holl barzhioù eus Alamagn a oa distag a - raok nemet Aostria , ur meizad anavezet evel Kleindeutschland , pe " Alamagn Vihan " . Er Gründerzeit ( Mare Diazezañ ) a voe da - heul unvaniezh Alamagn e voe suraet saviad Alamagn evel ur galloud bras gant politikerezh estren Bismarck , dre skoulmañ emglevioù , lakaat Frañs en distro ent diplomatel hag en em virout diouzh ar brezel . Koulskoude e krogas Alamagn ivez gant ur programm impalaerouriezh evel ar broioù all eus Europa , hag e 1884 e stagas da ziazezañ trevadennoù er - maez eus Europa . Jeu a savas diwar an oberoù - se gant gant ar broioù amezek , ken ne voe ket adnevezet an darn vrasañ eus an emglevioù he doa kemeret Alamagn perzh enno a - raok , hag e voe lezet ar vro a - gostez en emglevioù nevez . Er c ' hontrol e tiazezas Frañs darempredoù nevez dre sinañ an Entente Cordiale gant ar Rouantelezh Unanet hag e skoulmas liammoù startoc ' h gant an Impalaeriezh rusian . Estreget he darempredoù gant Aostria - Hungaria e teuas Alamagn da vezañ digenvesoc ' h - digenvez .
Dont a ra ar ger diwar anv enez Lesbos ( gresianeg : Λέσβος ) e Gres ma oa genidik anezhi ar varzhez Sappho hag a skrive barzhonegoù - karantez da vaouezed all . Gwechall e veze implijet kentoc ' h an termen safelezh evit ober dave d ' ur vaouez hag a gare maouezed all diwar anv ar varzhez brudet - se .
En holl ez eus 69 mouezh er Bundesrat : al Länder enno 7 milion a annezidi o deus 6 mouezh , ar re enno etre 6 ha 7 milion a annezidi o deus 5 mouezh , ar re enno etre 2 ha 6 milion hag ar re enno nebeutoc ' h evit 2 vilion a annezidi o deus 3 mouezh . a annezidi o deus 4 mouezh .
Salud deoc ' h Drouizig ! Ha posubl e vefe lakaat un arlun gant ul liv disheñvel dirak ar foromoù ez eus bet postet kemennadennoù nevez enno , adal pajenn degemer ar forom ? Bez ez eus anezho , met e diabarzh ar foromoù hepken . Kalz plijusoc ' h e vefe an implij neuze . Trugarez bras ! GIulia
Patromoù raktermenet zo evit krouiñ un daolenn « war - neuñv » a - zehou d ' ar bajenn ma vezont lakaet . Diouzh an niver a yezhoù komzet gant ar Wikipedour eo ar patrom da staliañ . Da skouer { { Babel - 1 } } evit un implijer unyezhek , { { Babel - 2 } } evit un implijer divyezhek , betek { { Babel - 11 } } evit un implijer a gomz 11 yezh ( ha c ' hoazh tu zo da grouiñ patromoù ouzhpenn mar bez ret ) .
P ' eo ar blanedenn Douar ur voul vras e komzer eus ar voul - douar . Anavezet e oa he stumm gant ar skiantour , matematikour ha steredoniour Eratostenes , un Egiptad gresianeger , en deus jedet tro ur c ' helc ' h Douar gant ur resisted digredus pa weler teknikoù a c ' helle implijout . Kollet eo bet an anaoudegezhioù - se ken e krede Europiz ar Grennamzer e oa plat an Douar , e troe an Heol en - dro dezhañ eus ar Reter d ' ar C ' hornôg , hag e tremene dindani diouzh an noz . Koulskoude e voe adkavet testennoù Erastotenes , met hemañ en doa bet rediet kinnig martezeadennoù kemplezh evit displegañ kelc ' htro al Loar pa ne gave diaes lavaret e oa an Heol oc ' h ober tro ar blanedenn hervez e gerzhed seblantus .
Kement ha bezañ distroet e c ' hellfen mont da welet ur gêr bennak hag am eus lennet hec ' h ( pe o ? ? ? ) anv war pannelloù zo war vord ar gourhent .
E Pariz e taremprede de Gaulle tud a - bouez liammet gant ar c ' horonal Emil Mayer , war e leve ha digor - kenañ e spered , a - du gant un adreizhadenn eus ar strategiezh . Arabat e oa chom d ' en em zifenn a - dreñv al linenn Maginot . Koulskoude ne oa selaouet nag an eil nag egile .
Louc ' h - où ak . g . ar roudoù lezet er pri gant al loened .
The ferry - boat " Kreiz er mor " - i - e , " in the midle of the sea " , after a famous poem from local writer Yann - Bêr Kalloc ' h who died in World War I - entering the little harbour of Groix island ( Brittany , Morbihan ) .
Anat eo din n ' eus nemet un doare da ziskar an drougoù grevus - se , da lavaret eo staliadur un ekonomiezh sokialour , ha d ' he heul ur reizhiad deskadurezh troet war - du palioù sokial . E - barzh seurt ekonomiezh e vefe an araezioù produiñ dindan kerzh ar gevredigezh he - unan hag implijet e vefent hervez ur steuñv . Un ekonomiezh steuñviet , a lak ar produerezh da glotañ gant ezhommoù ar gevredigezh , a rofe bep a damm labour ret d ' an holl re zo gouest da labourat hag a warantfe an araezioù bevañ da bep gwaz , da bep maouez , da bep bugel . Dleout a rafe mont a - du deskadurezh an hinienn gant diorroadur he galloudegezhioù enganet ha dleout a rafed kelenn dezhi skiant ar giriegezh e - keñver he c ' henseurted , e - lec ' h azeulerezh ar galloud hag ar pennvad , evel ma reer er gevredigezh a - vremañ .
Met eñ a lavaras dezho : Me a lavar deoc ' h e gwirionez penaos profed ebet n ' eo degemeret mat en e vro . Me a lavar deoc ' h e gwirionez : bez ' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia , pa voe serret an neñv e - pad tri bloaz ha c ' hwec ' h miz , kement ken e voe un naonegezh vras dre an holl vro . Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho , nemet da di un intañvez eus Sarepta , e Sidon . Bez ' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer Elizea ar profed ; koulskoude hini anezho ne oa glanaet , nemet Naaman ar Siriad . An holl re a oa er sinagogenn , o klevout kement - se , a yeas droug enno . Hag o vezañ savet , e kasjont anezhañ kuit eus o c ' hêr , hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c ' hêr warnañ , evit e deurel d ' an traoñ . Met eñ , o tremen dre o c ' hreiz , a yeas kuit .
. . . e oa patatez bio , ha bremañ zo boued ar Macdo
An timbr 1d embannet e 1888 gant postoù Kembre ar Su zo hep mar an timbr - lidañ kentañ en Istor , savet evit derc ' hel da soñj e kant vloaz ar Stad aostralian . Ur rummad c ' hwec ' h timbr zo moulet gant ar meneg " ONE HUNDRED YEARS " ( kant vloaz ) . Heuliet e vo skouer Kembre ar Su gant Roumania ha Hong Kong e 1891 . Da vare 400vet deiz - ha - bloaz dizoloadenn Amerika gant Kristol Goulm e teuy er - maez kalzig timbroù - lidañ e Stadoù ar c ' hevandir .
« Levrioù en Brezhoneg war eBay | Accueil | Div eñvorenn bugaleaj »
- ar c ' hav evit lakaat tout an traoù da zebriñ ha da werzhañ .
Reuz zo bet war - lerc ' h , e Tallinn gant Rused ar vro , hag e Moskov en - dro da gannati Estonia , aozet gant an aozadur Nachi , ar yaouankizoù a - du gant Vladimir Poutin .
- Hag ankouaet ' m eus , a soñj - hi en ur skrabañ he fenn . Ankouaet ' m eus petra ' m eus graet goude , ha pesort mod on arriet amañ .
III . - Evit dastum meritou , e renker bezan en gras Doue .
[ troll ] setu perak e vezont stanket kalz nebeutoc ' h [ / troll ]
C ' hoant en dije bet da vezañ skrivagner pe sonaozer . N ' eo ket bet sonaozer peogwir n ' en doa ket gellet ober studioù war an danvez - se . Desket en deus seniñ ar piano hag an ograoù memestra . Seniñ a ra gant an ograoù evit ar barrez , evit heuliañ kantikoù . Plijout a ra ar sonerezh klasel dezhañ . Un diplom en deus bet , ar Brevet Élémentaire evit bezañ skolaer . Setu eo bet skolaer e Roazhon e - pad pemp bloaz ha goude - se kelenner cours complémentaire e Sizun ha war ar saozneg hag ar brezhoneg e Plougastell .
- Tapout penn - da - benn live B1 Framm Dave Boutin Europa evit ar Yezhoù . - Bezañ gouest da vont gant ar yezh evit darvoudoù ar vuhez pemdez . - Mont pelloc ' h gant ar yezh . - Kregiñ da studiañ ar rannyezhoù .
E 1301 e oa bet graet priñs Bro - Gembre danvez - roue Bor - Saoz Edouard II . En amzer dazont eo roet an titl - se da hêr tron Bro - Saoz .
Sophie Taeuber a studias an arzoù pleustrek e München hag e Hamburg . Gant he mignonez Mary Wigman e tizoloas an dañs , ha kentelioù he doe gant ar c ' horollour Rudolf van Laban . E 1915 en em stalias e Zurich , ha dre ma oa barrek war an dañs e voe degemeret e Cabaret Voltaire . Dindan un anv faos ha gwisket gant maskloù e tañsas , peogwir ne vefe ket bet degemeret he dañsoù gant pennoù skol arzoù pleustrek Zurich ( eno e kelennas Sophie Taeuber etre 1916 ha 1929 ) . Er memes bloavezh e kejas ivez gant Jean Arp , e diskouezva Tanner . Dimeziña rejont d ' an 20 a viz Here 1922 . An daou anezho a gemeras perzh e dada . E dibenn ar bloavezhioù 1920 en em stalias e Pariz . Eno e kendalc ' has da bleustriñ war an design , met chom a reas a - sav gant an dañs . En he livadurioù ( levezonet a galz gant he stummadur en arzoù pleustrek ) e c ' haller gwelout penn - kentañ al livañ diheverz diazezet war ar ventoniezh ( anvet ivez arz fetis ) . Etre 1926 ha 1928 e kemeras perzh Sophie Taeuber - Arp , Jean Arp ha Theo van Doesburg e raktres L ' Aubette Strasbourg : ober a rejont war - dro ar sevel hag ar c ' hinklañ . Dedennet e voe Sophie Taeuber gant ar raktres , dre ma klote gant mennozhioù ar Werkbund ( lakaat an arzoù hag ar vuhez pemdez da gejañ ) , ul luskad he doa dedennet anezhi pa oa yaouankoc ' h . Er bloavezhioù 1930 e tostaas ouzh luskad ar sevelouriezh . Ur gazetenn sevelour a savas hec ' h - unan , anvet e oa Plastique . Sophie Taeuber ha Jean Arp az eas da repuiñ e Dordogne e 1940 . E 1941 e krouas ur greizenn arzoù e Grasse , asambles gant Sonia Delaunay hag arzourien all . Mont a reas ar greizenn en - dro betek ma varvfe e 1943 . Mervel a reas e Zurich d ' an 13 a viz Genver 1943 : pistriet e voe gant unoksidenn garbon ur fornigell .
Setu neuze an eil tamm ; an ton a glever àr - dreñv a zo " Evelkent evelkent " get Ar Re Yaouank . Proverbes Er Labour 17 - 33 . mp3
arabat soñjal , na pegen ret pe na pegen reizhabeget e ve , n ' eo ket torfed ar brezel
Dre ma oant aet skuizh o welout degadoù a miliadoù a gamionoù o paseal bep bloaz war o douaroù , o deus ar Suised divizet lakaat toullañ ur pezh - mell riboul a 57 km dindan an Alpoù , evit an trenioù .
13 : 24 En deizioù - se , goude ar glac ' har - mañ , an heol a vo teñvalaet , al loar ne roio ket he sklêrijenn ,
E deroù 1982 e tiviz Pierre Mauroy aotren EDF da sontañ an douar a - benn klokaat an teuliad . Mizioù kentañ 1982 a wel an eneberien kroug - ouzh - krog gant ar CRS - ed bep Sul a - benn klask diskar an dafar sontañ . Tud zo gloazet , deviñ a ra un c ' harr - boutin o tont eus Plougoñ .
Mintin - mat e kreiz - kêr . . . ne c ' houlennit ket perak e oan e kreiz - kêr ar mintin - mañ . . . krapout a ran get ar ru a - blom aze , àr ar paver ; doc ' h ma ambrougiñ eh eus ur vandennad . . . lostigoù - paelon c ' hoazh ! Ar wezh - mañ e welan mat o livoù , tostik - tra din int , hag àr - un - dro gete daou bennig - glaou glas . Sellit doc ' h notenn dec ' h evit gwelet penn ur lostig - paelon - - gwelet em eus int anvet ivez " binoter lostek " . Lostek , komprenapl eo . Na binoter ? Da glask . . . an dielloù zo genin met n ' on ket Shiva ha n ' hellan ket gober kant tra àr - un - dro ! Dec ' h e oan bet é welet ur film brav , " Ar blanedenn wenn " , a c ' heller gwelet e brezhoneg àr brezhoweb ( http : / / www . brezhoweb . com / ? mode = accueil ) , mes betek henoazh hepken allas ! An hani e galleg a zo moaien deoc ' h gwelet met ne ouian ket hag er salioù emañ er prantad - mañ pe pas . Brav eo atav , sur , ha dizoleiñ a rit boudoù bev n ' anavec ' h ket e - raok evel an ael - mor ( mechal petra eo ? estroc ' h evit ur loen zo anvet " ael - mor " , rinkined en o mesk ; hennañ n ' on ket daet da benn a gavout un anv skiantel dezhañ àr ar Web )
1 . En Europa evit un darn . 2 . En Azia e - keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel . 3 . En Afrika evit ar braz . 4 . Lakaet a - wechoù en Oseania . 5 . En Oseania evit un darn .
Ha rak n ' eo ket aes chom war an hent kristen , goulennet eo ivez skoazell d ' ar sant :
9 : 25 Eñ a respontas : N ' ouzon ket hag - eñ eo ur pec ' her ; un dra a ouzon eo penaos e oan dall , ha penaos e welan bremañ .
Salud dit ! Ur rummad " Aragoneg " a vo talvoudus kaout un deiz , pa vo pennadoù e - barzh . Pa ne oa ket eus ar rummad c ' hoazh , em eus kavet talvoudus renkañ ar pennad aragoneg e - barzh rummadoù a oa dija . Ur rummad " Istor Pers " zo talvoudus a - dra - sur , evit pennadoù a denn d ' an dra - se . Evit ur bajenn disheñvelout avat , n ' eo ket ( sell ouzh ar pajennoù disheñvelout zo er yezhoù all : en : Stateira , fa : استاتیرا ( ابهامزدایی ) , fr : Stateira , hr : Stateira , sh : Stateira , fi : Statira . " Asorez " pe " Azorez " : n ' ouzon ket , graet em eus gant ar stumm am eus kavet ( geriadur galleg - brezhoneg Roparz Hemon , embannadur 1974 , roll anvioù - lec ' h ) . Diouzh a lennan er pennad saoznek n ' eo ket sklaer orin an anv . Ma ' z eus abegoù da cheñch , displeg anezho din .
Ouzhpenn o strivoù evit kavout hentoù kenwerzh hag a dremene hebiou d ' an tiriad otoman e veze broudet ar galloudoù europat war atiz ar Stadoù morel italiat , ( Venezia e penn anezho ) da lakaat galloud an impalaeriezh da zigreskiñ pa voent trec ' h warnañ en emgann war vor Lepanto , e 1571 . Ne c ' hellas ket Suleyman I kemer Enez Valta e 1535 kennebeut . Adalek fin ar XVIvet kantved ne c ' hounezas ket mui an Durked otoman tiriadoù nevez hag ez eas war wanaat o levezon en Europa . An harz gant tiriadoù an Hasbourged a chomas en e lec ' h daoust d ' un nebeud emgannoù evit kemer un nebeud kreñvlec ' hioù . Ne c ' helle ket mui al lu otoman astenn e linennoù pourvezerezh pa veze ret dezhañ bezañ prest d ' ober brezel war div dalbenn , hini Aostria hag hini Persia . Dre forzh bezañ re virour e chomas a - dreñv d ' al luioù all e - keñver modernaat an armadurioù tra ma kolle marc ' hegiezh ar Sipahi hec ' h efedusted . Izeloc ' h e teuas da vezañ live an tutañ soudarded pa greske korf ar " Yeni Djeri " ( Bagad nevez ) , hemañ eus ar barrekañ , met techet d ' en em sevel alies ha da zibab ar sultan nevez e - doug ar XVIIvet kantved .
Relijiusted ar bobl a voe lakaet tamm - ha - tamm da cheñch gant ar relijion gristen , ha pa chomfe roud anezhi e mitoù , e lidoù hag e arouezioù fonnus - tre . Er IVvet kantved e voe savet an eskoptioù kentañ ha kredenn Priscillian a rae berzh - kaer war ar maez . Tamallet e voe Priscillian da vezañ achantour ha da aozañ dirolladegoù revel hag e - se e voe lakaet d ' ar marv . Lakaet e voe da verzher e Gallaecia , ken e nac ' has eskibien Galiza da lakaat diskibled Priscillian heñvel ouzh merzherien , e - kerzh sened Toledo e 396 .
War ar pemdez ne ra an arabeg skrivet gant arouezenn diforc ' hiñ ebet koulz lavaret , paneve ar pik usskrivet pe isskrivet evit digejañ lizherennoù amjestr ( sellet ouzh Istor al lizherenneg arabek da gaout muioc ' h a ditouroù ) . En ur framm kenteliourel pe relijiel avat e lakaer adarouezennoù niverus da aesaat al lenn . Dre ma ne vez ket notennet gant an arabeg nag ar vogalennoù , da skouer , nag hirder ar c ' hensonennoù pe c ' hoazh an hevelebekadurioù , n ' hall ket un danvez lenner lenn un destenn a vouezh uhel hep bezañ skoazellet gant an arouezennoù - se pe hep gouzout ar yezh ervat .
Ar stourm a - enep d ' an nukleel e Breizh en deus kavet e arouez gant afer Plougoñ , diwar anv ar gumun ma oa sañset bezañ staliet ur greizenn . Hogen ar plas o devez darvoudoù Plougoñ er vemor stroll a ra deomp disoñjal ken kaer all ne oa ar mare - mañ nemet barr ur stourm a oa anezhañ abaoe tri bloaz e lec ' hioù all eus Breizh . Distro war afer an nukleel sivil e bro Naoned er bloavezhioù 70 ha goude …
breizhoccitania wrote 3 months ago : Donemat war breizhoccitània , ur blog nevez - flamm ! Evit gwir e oan o soñj ober gant ar savenn blogoù … muioc ' h
1998 : 10 a viz Meurzh : lakaet e vez e plas ar C ' huzul bioevezhiañs .
Gairės : atsigauti po ligos , kaip atgauti jėgas po ligos , ligos , maudynės , peršalimo ligų profilaktika , Sveikata , vonios procedūros
7 : 4 Pe , penaos e c ' hellez lavarout da ' z preur : Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e - barzh da lagad , pa ' z ac ' h eus un treust ez hini ?
Bo , n ' eo ket ar wech kentañ e c ' hoarvez gant EB . Ne oa ket bet heñvel gant " Seks ha fars " ? Farserien tout en EB . Ha fals SF gant stomato - ketchup egile all … Daoust e pe lec ' h emañ an dalc ' h , gant an embannerien , pe gant ar skrivagnerien ? " Buhez labour Lola P . " a oa kavet mat , he labour aktourez a c ' hallfe bezañ bet aktourez X . Pezh zo avat , arabat feukiñ ( hep tamm c ' hoari gerioù ebet aze ) al lennerien . Un darn ac ' hanomp a zo prest da zegemer seurt skridoù , embannerien zo avat …
E 1991 e lavaras an Dalai Lama e oa lakaet war sav un " Apartheid sinaat , " gant an drevadennerien sinaat e Tibet . Disklêriañ a rae : " An drevadennerien sinaat nevez o deus krouet ur gevredigezh all : un apartheid sinaat a c ' hourdrouz flastrañ ha lonkañ Tibetiz en diwezh , pa nac ' h dezhe ur statud ekonomikel ha sokial en o bro dezhe o - unan . " [ 35 ] [ 36 ] . Ar melestradur tibetat kreiz a zisklêr ez eo tost niver ar re re zo marvet e - doug al Lamm Bras War - raok , diwar ar feulster , pe diwar abegoù dieeun all abaoe 1950 , da 1 , 2 milion a dud [ 37 ] . Hervez Patrick French , bet rener ar c ' houlzad " Free Tibet " diazezet e Londrez , hag un harper eus Kaoz Tibet , a oa bet gouest da sellet ouzh an titouroù hag ouzh ar jedadennoù , n ' hallfer ket fiziañ er vrasjedadenn - se abalamour ma ne vije ket bet gouest Tibetiz da implijout an titouroù mat a - walc ' h evit kaout un disoc ' h gwirheñvel . Diouzh French e oa diazezet an niver - se war atersadennoù repuidi , met miret e veze ouzh re an diavaez da welet an titouroù diazez . French , hag a zeuas a - benn da sellet oute , ne gavas anv ebet , met " lakaet e vije bet niveroù choazet dre zegouezh , war a seblant , e pep rann , hag e vije bet kopiet traoù hep o gwiriañ . " [ 38 ] . Ouzhpenn e kavas ne oa e - touez an 1 , 1 milion a dud varv enrollet , ken 23 364 maouez ( Ar pezh a dalvez e oa marvet 1 , 07 milion den diwar hollad ar boblañs val a oa eus 1 , 25 milion a dud ) . Skrivet en deus an tibetologour Tom Grunfeld ne oa prouenn asur ebet eus ar sifroù - se . " [ 39 ] . Bez e oa bet kalz marvioù koulskoude , marteze kement ha 400 000 den . Muchet eo an niver - se diwar jedadennoù graet gant Warren W . Smith diwar census Tibet a ziskouez e vank 200 000 den e Tibet . [ 40 ] [ 41 ] Memes Levr du ar gomunouriezh , a vez dizemglev diwar e benn , a ziskouez douetañs war ar an niver a 1 , 2 milion a re varv . Disklêriañ a ra e oa 2 , 8 milion a dud er boblañs tibetat e Republik Pobl Sina e 1953 , hervez ar census sinaat , met 2 , 5 milion hepken e 1964 ! Hervezañ e vefe marvet 800 000 den hag e vefe bet bac ' het kement ha 10 % eus Tibetiz , gant nebeut anezhe chomet bev war - lerc ' h [ 42 ] . Istimet o deus an demografourien sinaat e oa tec ' het 90 000 eus an 300 000 Tibetad " a vank " er - maez ar vro . [ 43 ]
n ' eus netra ken pleustrek evel un deorienn vat
Setu amañ da heul roll al levrioù nevez prenet ganeomp .
Setu ar gelionenn é tihun goude un nebeut deizioù ma oa morgousket . . . en un enezenn er Meurvor Habask ( ! ) , e yacht ur mignon dezhi ( ! ! ! ) . . . Met pas , ur farsadenn oa . . .
« Des morts il y en a plein le désert et plein la mer et arrivés ici il y a des problèmes avec les papiers : ça n ' est jamais terminé . »
Demat ! Magerez on o klask bugale evit ober war o zro du - hont . Ur c ' harr am eus ha tu zo din ober un tamm kempen ouzhpenn ! O chom emaon e Speiet Anne Mirail : 06 50 24 74 45 , annavreizh @ hotmail . fr > kenderc ' hel
Kudennoù arc ' hant a zo amañ er mare - mañ evel ma ouzit … Ar pezh a ra e vez serret postoù , hag e vez kevezerezh bep bloaz evit ar postoù a chom ( ! ) , un abeg ouzhpenn evito da vezañ mat . N ' eo ket aes bepred , er gevrenn geltiek n ' eus nemet 2 gelenner evit an aotreegezh hag ar master a - bezh , da skouer !
Klask a rae an izili heuliañ skouer Cymdeithas yr Iaith Gymraeg e Kembre .
Hervez Thomas Gold hag un nebeud a zouarourien soviedel evel Nikolai Kudryavtsev en em furm eoul - maen don tre dindan gorre an Douar . N ' eo ket degemeret gant ar darn vrasañ eus an douarourien an deorienn - mañ ha ne dalvoudeka anezhi an embregerehioù eoulmaenek
2 ° : dalc ' het eo ma mignoned prizonidi en ur vro dianav d ' an holl hag e skrivont din traoù didalvez penn - da - benn ;
er santelezh hag er reizhder dirazañ e - pad holl deizioù hor buhez . Ha te , bugel bihan , ta a vo galvet profed an Uhelañ - Meurbet ; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou , evit kempenn e hentoù , evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d ' e bobl dre pardon eus o fec ' hedoù , dre garantez trugarezus hon Doue ; drezi , ar sav - heol eus an nec ' h en deus hor gwelet , evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv , hag evit ren hor c ' hammedoù e hent ar peoc ' h . Ar bugel bihan a greske hag en em greñvae er spered ; hag e chomas el lec ' hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel . En amzer - se e voe embannet ul lezenn a - berzh Kezar - Aogust , evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl .
Atebion i Gwestiynau Ysgrifenedig y Cynulliad i ' w hateb ar 24 Mehefin 2011 ( PDF , 283KB )
Created by gireg konan on 28 / 8 / 2007 Viewed 2474 times Downloaded 1046 times
Pa ziviz Herri VIII er 16vet kantved d ' en em zistagañ eus Iliz Roma e tibab da stagañ bro Gembre ha bro Saoz , ar memes gwirioù d ' an holl . Kreñvoc ' h e vo diwallet an arvor da neuze . Gant an uhelidi e vez dilezet sevenadur ha yezh Kembre : gwirioù ha postoù uheloc ' h ganto e teuont da vezañ Saozon da vat . An dud vunut eo a zalc ' ho gant ar sevenadur kembraek hag a vo merk identelezh o renkad .
Ha pa ne vefe yezh ofisiel ebet hervez lezenn ez eo ar svedeg ar yezh nemeti a - berzh - Stad . Pemp yezh all , kaozeet gant minorelezhioù , a zo anavezet evel yezhoù minorel , abaoe ma voe degemeret , gant Sveden , Karta Kuzul Europa evit ar yezhoù minorel pe rannvroel , e 1999 . Div anezho a zo anavezet war pep a dachenn resis , hag an teir all a zo anavezet dre ar vro a - bezh :
Met ur wech aze e chom ledan an dibab . Klask a ran neuze ur skrivagner a anvezan , pe am eus klevet komz diwar e benn . E skiant - faltazi pe moliac ' h ez eus poan gant ar skrivagnerien da chom gant ul levrenn , ha kement hag ijinañ ur bed e plij dezho peurliesañ kenderc ' hel d ' e vrasaat ha d ' e spisaat dre levrioù nevez . Kavout a reer traoù e - giz - se neuze . Lod all a zo skrivagnerien lakaet da zave , setu ne soñjin ket re bell peurliesañ a - raok kemer ur P . K . Dick pe ur Gemell n ' am eus ket lennet c ' hoazh . Ma n ' anavezan ket mat an dachenn dija ez an da welet burutelladennoù ( war Blog Hoel evit al levrioù polis da skouer ) a - benn ober un dibab . Hogen e brezhoneg n ' eus ket kalz skridvarnerezh siwazh , ha diaes din ober ma soñj e - giz se . Ha gant an tech a zo e brezhoneg da ober gant anvioù - pluenn ( re dost an dud an eil re diouzh ar re all ? ) eo diaes a - wechoù gouzout piv en deus skrivet petra ( trugarez evit ar studierien o klask adsevel oberenn ur skrviagner > _ < ) . Ma n ' em eus tamm soñj ebet d ' ar mare - se pe m ' eo re vras an dibab e oberenn ur skrivagner ( penaos dibab ur Madeg e touez an holl , hañ ? ^ ^ ) e tremenan d ' ar bazenn war - lerc ' h :
12 ) Piv eo sekretour meur Kuzul Europa hiziv ? ( 1 )
The peaks of north Arran seen over the Isle of Bute from a farm in North Ayrshire .
bezet ur saverez gant ur buanadur a etrezek an nec ' h . un den a zo enni , a gred eman dindan efed ur gravitadur g , etrezek an traon . d ' ar mare t1 , ur skin goulou , skouer gant ar saverez , az a enni , hag ez a maez d ' ar mare t2 . evit un den e maez ar saverez eo eeun treug ar skin . met evit an den e barzh vat eo kromm an treug . klozadur : ur park gravitadur a laka treug ar skin goulou da vezan kromm . . .
Evit ober war - dro ul lec ' hienn evel Wikipedia ma c ' hall pep gweladenner mont da cheñch diouzh e c ' hoant kement pajenn zo koulz lavaret e ranker kaout ostilhoù kreñv evit , da skouer , ingalañ fazioù , diverkañ pajennoù didalvez pe er - maez ar jeu , prennañ pajennoù ( evit o gwareziñ ) pe mirout ouzh ar freuzerien ar gwir da cheñch pajennoù e - pad ur frapad amzer bennak .
Ethienne mestr ar boess . . . ar c ' hoari . Conf ' , Hybrid , DD , Cadwallon , Munchkin , vodka , aval kalon , kenskrivadeg kimiezh hag svd . Digarezit evit ar foto , n ' em eus ket galet treiñ .
Mar lakait en hoc ' h enklask gerioù re stank ( evel an , ar , ha , hag , holl , hag all ) , e vo kavet respontoù a - vil - vern . Kuit d ' en em gavout er par - se ne gemer ket ar c ' hlask e kont ar gerioù dindan peder lizherenn . Gallout a rit adlañsañ hoc ' h enklask en ur chom hep ober gant ar gerioù - se .
je - n ' ai pas plus plus à faire ( = il ne me reste plus qu ' à faire )
Meur a implij resis e c ' hell kaout an droad ablativel , da skouer
Historia Regum Britanniae , Istor Rouaned Breizh , eo al levr brudetañ , skrivet e latin , gant Jafrez Menoe , ur manac ' h eus kêr Menoe e Kembre , en XIvet kantved .
Ar Follet , fayes eus Cadwallon a degas ar chañs war ar re a eulh anezh . . . ( pe get . . . ) Livet gant Mathieu evit ar c ' hlub club . . .
E c ' hanedigezh a spizer en ur c ' hwec ' h vloaz bennak , etre - 6 ha - 1 . Hiziv an deiz , sañset , e konter ar bloavezhioù adal ganedigezh Jezuz . Padal , Denez ar Bihan , ar manac ' h en doa , e 525 , lakaet da glotañ ar bloaziad roman ha hoalad Jezuz Krist , a oa faziet moarvat war c ' hwec ' h vloaz .
Mall a zo warnon da vezañ distro d ' am yezhadurioù . N ' eo ket displijus lenn ar geriadur , met diouer a zo en istor un tammig , ha n ' eus ket suspense a - walc ' h a gav din
Un istor dre beder mouezh Skrivet ha skeudennet gant Anthony Browne Embannet gant " L ' école des loisirs " Un droiad bale en ul liorzh - kêr kontet gant pevar den eo an istor - mañ , ha netra ken . Padal , pa dreuzer al liorzh gant pep hini anezho d ' e dro , ec ' h en emgaver gant degouezhioù liesseurt ha [ … ]
Aoziñ : 45 mun Poazhiñ : 30 mun Live : aes a - walc ' h Koust : izel
ar politiker zo ur c ' hoarier - ouesk : derc ' hel a ra e gempouez dre lavaret ar c ' hontrol diouzh ar pezh a ra
Warno emañ an harzioù etre Bro - Leon ha Bro - Gerne .
114 Darn all a lavar eo marvet ar Werc ' hez e Jeruzalem wardro he zri - ugent vloaz . N ' eus forz e pe lec ' h e varvas , ar pez a zo sur eo e renas epad he deiziou diweza war an douar - mari eur vuhez santeloc ' h santela . Gras an Aotrou Doue a greske bemdez en hec ' h ene , koulz hag he c ' harantez evit he Mab hag he youl da blijout d ' ezañ e pep tra . « Gwelout ar Werc ' hez d ' ar mare - se eus he buhez , a lavar d ' eomp eur skrivagner santel , a oa gwelout ar baradoz war an douar . » Eur skrivagner koz a ra anezi ar skeudenn - mañ : « War he dremm e lenner pegen kaer ha pegen santel eo he ene . Komz a ra nebeut , pa vez ret hen ober hepken ; gwelloc ' h eo ganti selaou ar re all . Izel eo a galon , habask , leun a zousder hag a zoujans e keñver an holl . Euz he deus ouz an droug . He daoulagad a zo lemm , met diswalc ' het gant an daelou , ha lenn a c ' heller enno an holl boaniou he deus gouzañvet epad he buhez . »
An diskibl n ' eo ket uheloc ' h eget e vestr ; met pep diskibl mat a vo evel e vestr . Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur , ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da - unan ? Pe , penaos e c ' hellez lavarout da ' z preur : Va breur , va lez da zilemel ar blouzenn a zo e - barzh da lagad , te na welez ket an treust ez hini ? Pilpous , lam da gentañ an treust eus da lagad , ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur . N ' eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall , na wezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat . Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec ' h - unan . Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern , nag a rezin diwar an drez . An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon , hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon ; rak eus leunder ar galon eo e komz ar genou . Perak eta e c ' halvit ac ' hanon Aotrou , Aotrou , ha ne rit ket ar pezh a lavaran ?
Renket a c ' hell bezañ ar verboù neuze hervez o fiz :
Petra eo al levr - mañ ma n ' eo ket un dastumad eñvorennoù kreizennet war ar vicher ? En e blas e vije bet e - kichen d ' an hini ' meus lennet n ' eus ket pell ' zo e dastumad " Ar vicher ha Breizh " krouet gant Al Liamm . N ' eo ket bet skrivet war - eeun e brezhoneg , avat , daoust ma vije kaoz alies eus ar brezhoneg e - barzh , o vezañ m ' eo brezhoneger an aozer ha tomm ouzh ar yezh … komzet nemetken ? … bet eo Stefan Moal oc ' h en em silañ en e groc ' hen , hag e tisoñjer eo bet troet al levr gant an naturel ma teu e droidigezh . Labour brav tre . Skoet on bet gant taolenn al levr er penn kentañ anezhañ : aozet mat eo , gant titloù harmonizet etrezo , hag ur c ' hromm oc ' h heuliañ ur soñj resis , un diorren bennak : gant ar gwir labour a skrivagner - se ' oan engortoz ag un oberenn lennegeloc ' h . N ' eo ket skrivet fall met ne ra nemet heuliañ red an amzer evel n ' eus forzh peseurt dastumad eñvorennoù . Plijus kenañ eo da lenn daoust ma ne vije ket kalz traoù nevez da zeskiñ evit unan a anavez ar metoù - se tamm - pe - damm dija . Kavet ' n eus din e skrive kalzig war un ton diskouez , evel pa vije c ' hoazh war al leurenn : chom a ra a - ziavaez en ur ober van da vezañ " soñjet " : e gwirionez ne ra nemet implijout klichedoù diwar - benn an idantelezh ha gwiskañ ar groc ' hen - soner a ijiner e oar gwiskañ . N ' eus forzh , lennet vez aes , c ' hoarzhet ' vez , hag anavezet tud ' zo e - ser tremen . N ' eus ket ezhomm muioc ' h evit tremen ur prantad - lenn plijus .
- - Ac ' hanta , mestr , gret ' vel ma lârin deoc ' h , hag e em gavfet mat a gement - se : it d ' ar palez , goulennet ar votez dir ha lâret , hep aon ebet , ez oc ' h den da ober unan all hag a vo heñvel - mat outi .
ne lezit ket anezhañ d ' ober netra ken evit e dad pe e vamm , o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc ' h eus graet ; ha kalz a draoù all a rit evel - se . Neuze , o vezañ galvet an holl bobl , e lavaras dezho : Selaouit holl ac ' hanon , ha komprenit kement - mañ : Netra eus ar pezh a zo er - maez eus an den hag a ya ennañ , ne c ' hell e huduraat ; met ar pezh a zeu eus an den , ar re - se eo a hudura anezhañ . Ra selaouo , an neb en deus divskouarn da glevout . Pa voe aet en ti , goude bezañ kuitaet ar bobl , e ziskibien a c ' houlennas outañ petra oa ar barabolenn - se . Eñ a lavaras dezho : Bez ' oc ' h ivez hep skiant ? Ne gomprenit ket penaos netra eus ar pezh a ya eus er - maez an den , ne c ' hell e lousaat ?
Eur vez e oa gweled soudarded rusad a zouge mantellou , heuzeu ha montrou o - doa laeret d ' ar gargidi ha d ' ar zoudarded zinad . Peb unan e - noa e damm deuz an argant hag an aour sinad . Gwreg vongol Wang Tsao - tsoun hag he breur a zaas en - dro gand ar strollad hag a hirvoudas e oant bet laeret gand ar Rused .
En darn gentañ e tiskouezer nested ar brezhoneg hag ar yezhoù indezeuropek all ha da heul kerentiezh yezhoù ar skourr keltiek . Klokaet eo an trosell istorel hollek - se gant dezrann saviad pep yezh keltiek kempred . Eil darn an diskouezadeg - an hini bouezusañ - zo gouestlet da emdroadur ar brezhoneg abaoe ar Vt kantved . O vezañ m ' emañ ar yezh bepred oc ' h emdreiñ eo digor an darn diwezhañ war ziaweloù dazont ar brezhoneg . Pep tra zo skoueraet gant teulioù ha dielloù orin , kartennoù ha taolennoù .
Ne felle ket deomp mont kuit , kement a blijadur hor boa e prad Anicet .
An Aotrou - mañ a di ar roue a lavaras dezhañ : Aotrou , diskenn , a - raok ma varvo va bugel . Jezuz a lavaras dezhañ : Kae , da vab a vev . An den - mañ a gredas ar pezh en devoa Jezuz lavaret dezhañ , hag a yeas kuit . Evel ma tiskenne , e vevelien a zeuas a - raok dezhañ , hag a lavaras dezhañ : Da vab a vev . Eñ a c ' houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc ' h . Hag int a lavaras dezhañ : Dec ' h d ' ar seizhvet eur , an derzhienn a guitaas anezhañ . Hag an tad a anavezas e oa d ' an eur - se en devoa Jezuz lavaret dezhañ : Da vab a vev ; hag e kredas , eñ hag holl dud e di . Jezuz a reas an eil mirakl - se en e zistro eus Judea da C ' halilea . Goude - se , e teue ur gouel gant ar Yuzevien , ha Jezuz a bignas da Jeruzalem .
Brudet eo ar japaneg dre ar fed ma ' z eo kalz pouezusoc ' h e - keñver framm ar yezh ar moraoù evit ar silabennoù . Da skouer , pa vez savet ur haiku e reer e gwirionez hervez an niver a moraoù ( anvet 音字 onji e japaneg ) e pep ger ( 5 - 7 - 5 ) ha n ' eo ket diouzh an niver a silabennoù evel ma kreder alies .
C ' est parce que moi je suis pas breton , c ' est ! Mais c ' est gentil à vous de me corriger , toujours !
Evit a sell eus Okitania e teu da vezañ pouezus ken - ken staliadur ur framm e - giz an Ofis a - benn ma vefe astennet implij an okitaneg gant tiez - kêr ar vro hag evit na vefe ket argiloù ken war dachenn an divyezhegezh . N ' eus ket pell zo da skouer e oa bet ti - kêr Vilanòva - de - Magalona war - bouez dilemel e banelloù mont - tre divyezhek rak un diviz justis bet da heul klemm ur gevredigezh kilstourmerien c ' hall .
9 ) Pell zo e anavezez Breizh har ar vretoned ? / Depuis quand connais - tu la Bretagne et les bretons ? Abaoe atav ! Depuis toujours !
2 : 5 E vamm a lavaras d ' ar re a servije : Grit kement a lavaro deoc ' h .
8 : 9 Ar re o devoa debret a oa war - dro pevar mil ; goude - se o c ' hasas kuit .
djinërèt tou ën dut tou ën traùu wiyë mât
Ar vodadenn vroadel slovak a ginnigas ur c ' hounskrid eus ar vroad slovak , e kêr Martin e 1861 . Daou vloaz diwezhatoc ' h , e Martin ivez , e lakas en e sav ar « Matica slovenska » , kentañ ensavadur broadel da bal dezhañ kreñvaat deskadurezh ha sevenadur ar Slovaked .
Ar Gwener abardaez etre pemp eur ha pemp eur hanter ez eus prantad studi diwezhañ ar sizhun .
Sellomp da gentañ ouzh ar goulenn diouzh ar ouiziegezh skiantel . Gallout a rafed soñjal n ' eus ket a ziforc ' h metodologel pouezus etre an astronomiezh , da skouer , hag an ekonomiezh : ar skiantourien eus pep tachenn a glask dizoleiñ lezennoù a c ' hellfed o degemer evit ur strollad termenet a anadennoù , a - benn reiñ da gompren an darempredoù keveskemm etrezo en doare sklaerañ ma c ' heller . Met evit gwir ez eus eus seurt diforc ' hioù . Lakaet e vez diaes an dizoleiñ lezennoù nevez en ekonomiezh abalamour d ' an degouezh a ra d ' an anadennoù ekonomikel arsellet bezañ levezonet alies gant kalz a elfennoù a vez diaes da briziañ unan hag unan . Ouzhpenn - se eo bet levezonet ha bevennet kalz ar skiant prenet abaoe deroù prantad sevenaet istor mab - den - evel ma ouezer - gant abegoù n ' o deus ket ur perzh ekonomikel hepmuiken . Da skouer eo bet stummet an darn vrasañ eus ar Stadoù bras en istor diwar an aloubadegoù . Ar pobloù alouberien zo aet , hervez lezenn hag ekonomiezh , da renkad pennañ ar broioù aloubet . Kemeret o deus ar monopol war an douar ha krouet ur c ' horf beleien dibabet en o zouez . Ar veleien , ganto an dalc ' h war an deskadurezh , a lakjont rannadur ar gevredigezh e renkadoù da ensavadur pad hag a groujont ur reizhiad talvoudegezhioù a reas d ' ar bobl bezañ heñchet a - neuze , hep dezhi bezañ emskiant , gant he emzalc ' h sokial .
- Livia , ' deuez ket da drubuilhañ ma c ' houstiañs ha selaou ac ' hanon , kentoc ' h : c ' hwec ' h tamm kig zo , ha bremañ e welez penaos emaint goude eizhtez tremenet : o - c ' hwec ' h e flaeriont , da vat , roued pe diroued , lien pe dilien . War an tri a oa dizolo , gant ar roued , zo deuet uoù , ha goude larvennoù , hag ar preñved zo oc ' h en em lakaat d ' ober poupennoù bremañ , hag a - raok pell e roint kelien , moarvat . War an tri damm a oa e goudor lien lostenn Chiara , n ' eus deuet netra : Flaeriañ a reont , mes n ' eus ket kouron warne . Abaoe penn kentañ an hañv ne ran nemet adkomañs an taol - arnod - se , ha bep gwech e teu ar memes disoc ' h ganin .
: : : : : Te ne welez abeg ebet evit lemel , ha me ne welan abeg ebet evit mirout skouerioù a c ' haller lakaat el lec ' h klok . Soñjal a rae din e oa ret bezañ poellek , netra ken . N ' in ket da drelatiñ abalamour d ' un dizemglev . Na goulenn lemel ar pennadoù el liester war zigarez ne gaver ket o far er wikioù gallek pe alamanek .
A drugarez d ' ur gouel hollvrezhonek , gitonioù pep lec ' h er sal , d ' ar standoù , d ' ur brezegenn divyezheg ha d ' ur film ez eo bet diskouezet d ' ar arvesterien ouzhpenn strolladoù sonerezh met kalon ar stourm boulc ' het gant Ai ' ta ! dibaoe 5 bloaz bremañ .
Ar barzh italian Francesco Petrarca ( 1304 - 1374 ) eo an hini kentañ en deus meneget ur medium aevum . Evitañ hag evit an humanisted e oa ar prantad diaraok hini ar sevenadur gotek , da lavaret eo ur sevenadur na brizie ket kenedelezh an Henamzer . Ul lavarenn disprizañ e oa hag eo chomet e - pad pell .
26 : 53 Ha soñjal a rez na c ' hellfen ket pediñ va Zad , hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled ?
Harptabs . com is a continuing to grow community of harmonica players . We have over 13466 . . . klevet embann ar brezel , O klevet ar youc ' h , e yudont Gant c hwezh ar Challaoued e . . .
Jezuz a lavaras dezhañ : E lavaret ec ' h eus ; ouzhpenn , e lavaran deoc ' h , e welot hiviziken Mab an den azezet a - zehou da c ' halloud Doue , hag o tont war goabr an neñv . Neuze ar beleg - meur a rogas e zilhad , en ur lavarout : Touet en deus ! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù ? Klevet hoc ' h eus e ledoued ; petra a soñjit a - se ? Respont a rejont : Din eo da vervel . Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont dezhañ karvanadoù ha jodadoù , o lavarout : Diougan deomp , Krist , piv eo an hini en deus skoet ganit ? Koulskoude , Pêr a oa azezet en diavaez , er porzh ; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout : Te ivez , te a oa gant Jezuz ar Galilead . Met eñ a nac ' has dirak an holl , o lavarout : N ' ouzon ket petra a lavarez ;
Goustadik e skrivan al lizher - mañ , rak gouzout a ran n ' hallez ket lenn buan .
Bennozh Doue dezhañ evit an aotre - se a anavez dre - se al labour vat a oa bet deraouet gant beleion bro - Dreger , gant an Aotrou Klerg pergen evit testennoù an Tadoù eus an Iliz , hir hag uhel - mat o live , e latineg klasek ar mare - hont . Holl o deus troet an testennoù e brezhoneg , war - eeun diwar al latineg - se , ha n ' eo ket diwar ar galleg .
Setu emañ kerent bugale skol - vamm Merville , en Oriant , o stourm evit ma vo digoret ur c ' hlas divyezhek . Degaset en deus an darvoud - se soñj din eus ma bugaleaj er c ' harter - se . Eno on bet ganet ha desavet . Eno emañ ma mamm o chom .
Dre ma ouie an embregerezhioù bras e oant ar re nemete war ar marc ' had hag e oa ezhomm oute , e c ' hellent gwerzhañ o foelladoù da brizioù uhel - kenañ . Ar " brezel " etre an embregerezhioù ( Microsoft ha Netscape da skouer ) en deus graet ur pare reuz war Internet : balizennoù nevez a veze savet gant Internet Explorer , ha pa vezent implijet gant ur saver - lec ' hiennoù en e lec ' hienn , ne c ' helle ket implijer ur poellad all gwelet ar pezh a veze diskouezet . Evel - se eo bet rediet an dud tamm - ha - tamm da zilezel Netscape evit Internet Explorer .
evit an indian , aour an heol a zo muioc ' h eget a - walch
Savet e voe ur voudenn feodel gant ar Vretoned er Vvet kantved . Ken abred ha 1082 e vez graet meneg eus « Castrum Alrea » e kartennaoueg Kemperle . Diskaret e voe ar voudenn - se gant an Normaned . E 1201 e voe savet ur c ' hastell dezhañ ramparzhioù e he lec ' h gant Arzhur 1añ Breizh . Diskaret e voe e 1558 war urzh Herri IV Frañs .
Allelouia , allelouia Gloar da Zoue e lein an neñvoù , Ha peoc ' h war an douar d ' an dud a blij dezhañ . Allelouia !
Pal al lennegezh eo ar gened . Lamet eo al lizheradur hag an holl levrioù na vez ket o danvez krouiñ un oberenn eus ar gened evel levrioù war an istor , war ar brederouriezh , war ar politikerezh . E - maez emañ al levrioù dijapl ( Penaos deskiñ saozneg ? , Desevel ma bugale ) , daoust ma voe skrivet ul levr a sekredoù kegin gant Flaubert . Doareoù al lennegezh a veze a - hed an istor tost eus he skorioù . Pa voe krouet un dra anvet levr gant follennoù nij karrez staget e levrennoù ha bodet a - gevret dindan ur golo e voe cheñchet an doare da resev ar skriturioù , da lenn , da skrivañ . Levrioù moulet a voe un cheñchamant all eus an doare da resev al lenn ha da ober gant ar skrivañ . Traoù nevez a vezo ijinet e korf an oberennoù lennegel war - bouez implij ar Rouedad . Tammoù lies - media a vezo paket e - touez ar skriturioù . E - book , ger saozneg evit ul levr elektronek , a zo ur chañs bras evit an holl n ' o devez ket darempredoù gant hanterourien ar c ' hultur evel al levraouegoù , ar skolioù , ar skolioù - meur … en Trede Bed . Er C ' hornôg , avat , e vez divizoù war gwirioù an aozerien . Penaos d ' an dud kendelc ' her o micher a skrivagnerien , e - barzh strolladoù musik , evel treserien bannoù - treset … ma vez roet ar c ' hultur d ' an dud evit mann .
Ar maread nektareg eus istor douarouriel al Loar en em astenn eus 3850 milion bloaz ' zo betek 3800 milion bloaz ' zo , fin ar vombezadeg vras . E deroù ar maread - hont e c ' hoarvezas ar stokad bras a gleuzias Mor ar Glavioù pe Mare Imbrium a denn e anv anezhañ . Ar morioù bras arall eus an tu hewel eus al Loar a voe furmet d ' ar maread - hont , ivez , ha leuniet e voent gant bazalt er maread war - lerc ' h : an Imbrian Uhel .
28 : 7 it raktal , ha lavarit d ' e ziskibien penaos eo adsavet a - douez ar re varv ; ha setu , ho tiaraogo e Galilea , eno en gwelot ; setu , em eus e lavaret deoc ' h .
Petra eo an aesoc ' h , lavarout d ' an den seizet - mañ : Da bec ' hedoù a zo pardonet dit , pe lavarout : Sav , kemer da wele , ha bale ? Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec ' hedoù , - e lavaras d ' an den seizet - : Me a lavar dit , sav , kemer da wele , ha kae da ' z ti . Ha kerkent e savas , hag o vezañ kemeret e wele , ez eas er - maez , dirak an holl , en hevelep doare ma oant holl souezhet , ha ma roent gloar da Zoue , o lavarout : Biskoazh n ' hon eus gwelet kemend - all . Neuze Jezuz a zistroas war - zu ar mor ; an holl bobl a zeue d ' e gavout , hag eñ o c ' helenne . En ur dremen , e welas Levi , mab Alfe , azezet e ti ar gwirioù , hag e lavaras dezhañ : Deus war va lerc ' h . Eñ , o vezañ savet , en heulias . Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den - mañ , kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien ; rak kalz anezho o devoa heuliet anezhañ .
Daou - ugent vloazh zo , e veve e Maoritania 1 005 000 den . Lieskemented eo bet ar boblañs dre 3 . Abeg ar greskidigezh : ar spi bevañ a zo o greskiñ , met ar vaouezhed n ' o deus nebeutoc ' h a vugale : Keidenn niver ar vugale dre familh e Maoritania ' zo tost d ' eus 6 ( 40 , 99 ‰ hep kontañ ar marvelezh ar vugale : ur vugel maoritanian war 8 a varv a raok 5 bloaz ) . Setu 60 % eus ar boblañs a zo dindan 20 vloazh . : Merzhet e vez ur boblañs yaouank . Bez ez eus un tammig muioc ' h a merc ' hed eget ar paotred ( 0 . 98 paotr / plac ' h ) . An oad kreiz a zo d ' eus 17 vloaz . . Bez ez eus kement a vugale peogwir ar gerent o deus ezhomm dornioù labour evit an ti - feur ( labour pouezhusañ Maoritania ) . Met ivez peogwir ur vugel war eizh a varv a - raok pemp bloazh . Memestra , marvelezh Maoritania en deus digresket eus tost 5 ‰ . Bep bloazh , merzhet e vez ur greskidigezh d ' eus 2 , 88 % . Ouzhpenn ar spi bevañ ( izel a - walc ' h ) en deus memestra kresket ( 48 . 35 bloaz e 1999 ha 53 . 12 ) .
ken gaer . ken gaff west valley dodge . ken gaffney . ken gage . ken gage hypnotism . ken gagnon . . . ken garbowski camden county new jersey . ken garcia . ken garcia . . .
# : Ha kerkent setu ur feunteun , ha Pêronig hag ar marc ' h e - barzh evel daou ranig . KAB 3 / 47
Richieste simili a " vendita tapis roulant elettrico usato " : tapis roulant usato - tapis roulant in vendita per palestre
Neuze Jezuz a lavaras dezho : Me a vo evidoc ' h holl en noz - mañ un abeg da gouezhañ , rak skrivet eo : skeiñ a rin ar pastor , ha deñved ar bagad a vo stlabezet . Met goude ma vin adsavet a varv , ho tiaraogin e Galilea . Pêr , o kemer ar gomz , a lavaras dezhañ : Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl , evidon - me ne vi biken . Jezuz a lavaras dezhañ : Me a lavar dit e gwirionez , penaos en noz - mañ memes , a - raok ma kano ar c ' hilhog , te az po va dinac ' het teir gwech . Pêr a respontas dezhañ : Ha pa vefe ret din mervel ganit , ne zinac ' hin ket ac ' hanout . Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra . Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec ' h galvet Getsemane , hag e lavaras d ' e ziskibien : Azezit amañ e - pad ma ' z in da bediñ ahont . Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea , hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken .
. . . ur : kas al lenn brezhoneg war - raok e - touez ar vugale . Kinniget e vo en eil sizhun . Estreget ar c ' elioù , ne zilezimp ket an oberezhioù o doa graet berzh er bloavezhioù t . . .
Niverus eo ar stêrioù ( Awin ghlas , Awin Dhoo , Awin Neb , Awin Stondane … ) . Meur a borzh zo a - hed an aod . Ha meur a enezenn vihan zo ivez en - dro da Enez Vanav : war unan anezho , Yn Cholloo ( Calf of Man ) , ez eus tud o chom . N ' eus nemet en hanternoz , eus tu Skos , eo plaen a - walc ' h an douaroù , e - kichen ar beg - douar anvet Kione ny hAarey ( Point of Ayre ) .
Vincent van Gogh a voe e Hoogeveen en diskar - amzer 1883 . [ 1 ]
Gallout a rez enporzhiañ amañ geriaouegi an ofis ma karez . Ma lakez ur stern evel evit freelañg e vo mat , evel - se e ouio an dud pelec ' h eo bet kavet ar ger . Dispar eo al labour a rez amañ . - - Fulup 8 Kzu 2007 da 23 : 06 ( UTC )
* Ouzhpennañ un arc \ ' hwel nevez da seveniñ pa vez karget ur bajenn .
D ' an 22 / 03 / 11 e oa bet ar skolidi CE1 / CE2 o weladenniñ stal vras Valorys . Tro dezhe da reiñ ster d ' o c ' hentelioù skiantoù . E - pad ur miz o doa studiet al lastez : Penaos dispartiañ al lastez ? Penaos vez implijet an danvez evit krouiñ traoù nevez ? Setu ar pezh a oa bet displeget dezhe gant un implijadez eus Valorys . Plijet bras eo bet ar vugale o sellet ouzh ur film o tisplegañ an disparti , o pourmen e - touesk savadurioù bras ar stal . . . ha dreit - holl o wiskañ togoù - chanter ha jiletennoù melen ! !
Met eñ a zinac ' has Jezuz , o lavarout : Gwreg , n ' anavezan ket anezhañ . Un nebeut goude , unan all , o vezañ e welet , a lavaras : Te a zo ivez eus an dud - se . Met Pêr a lavaras : O den , ned on ket . War - dro un eur goude , unan all a destenias o lavarout : A dra sur , hemañ a oa ivez gantañ , rak Galileat eo ivez . Met Pêr a lavaras : O den , n ' ouzon ket petra a lavarez . Ha kerkent , evel ma komze c ' hoazh , ar c ' hilhog a ganas . An Aotrou , o vezañ distroet , a sellas ouzh Pêr ; ha Pêr en devoe soñj eus komz an Aotrou , ha penaos en devoa lavaret dezhañ : A - raok ma kano ar c ' hilhog , ez po va dinac ' het teir gwech . Hag o vezañ aet er - maez , e ouelas gant c ' hwervder . Neuze an dud a zalc ' he Jezuz , a rae goap anezhañ , hag a skoe warnañ .
- - Ya , a lâras ur vouezh all , nemet an Diaoul Kamm met hennezh a ve bepred war - lerc ' h .
Ar redele a vez lavaret eus ar wagenn greñvañ eus un heuliad gwagennoù .
Tailhoù dibar a zo bet krouet gant gouarnamant Sina evit broudañ ar c ' hreanterien da broduiñ er vro , pe e vefe evit enporzhiañ marc ' hadourezhioù pe evit produiñ marc ' hadourezhioù er vro evit bastañ da ezhommoù 1 , 3 miliard a dud . Klask a ra Republik Poblel Sina kempouezañ reizhiad an tailhoù hag ar reolennoù lakaet da dalvezout evit an embregerezhioù sinat pe an embregerezhioù estren . Neuze emañ ar gouarnamant oc ' h adwelet an tailhoù dibar da lakaat da baeañ d ' ar c ' hreanterien evit ezporzhiañ marc ' hadourezhioù er ZES hag er c ' hêrioù war an aod . Marc ' hadourezhioù a oa bet ezporzhiet eus Sina d ' ar Stadoù - Unanet evit 125 miliard a zolarioù e 2002 , tra ma ne oa bet enporzhiet marc ' hadourezhioù eus ar Stadoù - Unanet evit 19 miliard a zolarioù hepken . Dleet eo an digempouez - se d ' ar Stadoù - Unanet dre ma n ' eo ket gwall vat , a - hervez , ar feur eskemmañ lakaet da dalvezout etre ar yuan hag an dollar . D ' an 21 a viz Gouere 2005 en doa kemennet Bank Sina krouidigezh ur reizhiad ma c ' hall feur ar yuan kreskiñ hep mont en tu all da 0 , 3 % an deiz e - keñver feur an dolar , e - skoaz 3 % d ' ar muiañ e - keñver ur banerad moneizoù all , en o mesk ar yen hag an euro .
Ur film diwar - benn ar c ' heginer Roellinger eo Trois étoiles de mer . E - kerzh ar film e vo heuliet ar c ' heginer e beajoù a bep seurt ( Tailand , Brazil , Japan h . a . ) a - benn dizoloiñ boued all , spisoù dianav , blazioù ha c ' hwezhioù nevez met ivez tud all . Ur film hag a ro c ' hoant da veajiñ ha da zebriñ eo … Brav eo gwelet en deus ar c ' heginer miret darempred gant tud deuet da zeskiñ keginaat gantañ hag aet da labourat e broioù all warlec ' h . Sonerezh savet gant Yvan Cassar a zo ivez hag a ro ur santad film troioù - kaer ha beajoù meurdezus , un tamm pounner a - wechoù … Ul levr a zo bet savet ivez ( gant kalz skeudennoù ) ( golo al levr an hini ' m eus lakaet a - us , ' m eus ket kavet hini an DVD ) hag a rank bezañ brav ha dedennus . Setu , un teulfilm 1eurvezh evit ar re o deus c ' hoant gwelet skeudennoù brav ha deskiñ un tammig doareoù labourat Roellinger .
Download XML • Download text