Text view
bre-13
View options
Tags:
Javascript seems to be turned off, or there was a communication error. Turn on Javascript for more display options.
Palaidotam gyvam , būti kapinėse - Tapefobija or Tapofobija .
Gouzout a ra hi perak eo distroet . Lavaret en deus dezhi ar pezh a ra , a belec ' h en doa kement a arc ' hant da zispign evit ar c ' hast truezus ma oa . Lavaret en doa kalz traoù da spontañ anezhi tra ma skoe ganti , ar munudoù . Hag - hi , paour - kaezh sodez , a oa aet da flatrañ d ' ar polis , dre zial moarvat , kentoc ' h eget bezañ eürus da vezañ chomet bev . Sodez . C ' hoarioù hemañ ne vint ket c ' hoarioù plijus . Ha n ' eo ket egile a c ' hello ober tra pe dra , pistolenn pe get , p ' eo diaes dezhañ chom poellek dirak div feskenn .
An islandeg eo ar yezh skandinavek emdroet an nebeutañ e - keñver an henyezh . Furmoù disheñvel o devez an anvioù evit ezteurel o c ' harg yezhadur : gant morfemoù e vez merket an troadoù , ar reizh hag an niver , evel ma veze graet en henskandinaveg .
met eñ a lezas ganto e wiskamant , hag a dec ' has en noazh deus etre o daouarn . Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg - meur , e - lec ' h ma oa en em zastumet an holl veleien vras , an henaourien hag ar skribed . Pêr a heulias anezhañ a - bell betek porzh ar beleg - meur . Hag o vezañ azezet gant ar vevelien , en em domme e - tal an tan . Ar veleien vras hag an holl sanedrin a glaske un testeni a - enep Jezuz , evit e lakaat d ' ar marv , hogen ne gavent ket . Rak kalz a roe testeni fals en e enep , met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo . Hiniennoù a savas neuze , hag a zougas ur fals testeni a - enep dezhañ o lavarout : Ni hon eus e glevet o lavarout : Me a ziskaro an templ - mañ , graet gant dorn an den , hag a - benn tri deiz ec ' h adsavin unan all , ha ne vo ket graet gant dorn an den .
Jezuz a lavaras : Lamit ar maen . Marta , c ' hoar an hini marv , a lavaras dezhañ : Aotrou , c ' hwez fall a zo dija gantañ , rak aze emañ abaoe pevar deiz zo . Jezuz a lavaras dezhi : Ne ' m eus ket lavaret dit penaos , mar kredez , e weli gloar Doue ? Lemel a rejont eta ar maen [ eus al lec ' h ma oa gourvezet an hini marv ] . Ha Jezuz , o sevel e zaoulagad war - zu an neñv , a lavaras : Tad , da drugarekaat a ran eus ma ec ' h eus va selaouet . Gouzout a raen e selaouez ac ' hanon atav , met e lavaret em eus abalamour d ' ar bobl - mañ a zo en - dro din , evit ma kredo ec ' h eus va degaset . P ' en devoe lavaret kement - se , e krias a vouezh uhel : Lazar , deus er - maez ! Hag an hini marv a zeuas er - maez , e zaouarn hag e dreid ereet gant bandennoù , hag e zremm goloet gant ul lienenn . Jezuz a lavaras dezho : Diereit anezhañ , ha lezit eñ da vont . Kalz eta a - douez ar Yuzevien a oa deuet da welout Mari , hag o devoa gwelet ar pezh en devoa Jezuz graet , a gredas ennañ .
Met al labour kinniget dezhan get e vistri , Fantasio da gentañ , ha Prunelle war lerc ' h a vez , d ' ar peurliesan , torr penn : skrivañ reskontoù d ' ur bern lizhiri , rankiñ paperioù ha levrioù , ha c ' hoazh . Gaston n ' en deus ket amzer da goll get traoù sort - se : kousk a ra e - pad e amzer labour , ha labour a ra e - pad e amzer vak , met berped barzh e burev a zo ur sort ti evitan , benn ar fin ( ne vez ket james gwelet e di dezhan ) .
En amzer - se , Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras : Da veuliñ a ran , o Tad , Aotrou an neñv hag an douar , ma ec ' h eus kuzhet an traoù - mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek , ha ma ec ' h eus o diskuliet d ' ar vugale ! Ya , o Tad , da veuliñ a ran dre ma ec ' h eus c ' hoantaet evel - se . Pep tra a zo bet roet din gant va Zad , ha den ne oar piv eo ar Mab , nemet an Tad , na piv eo an Tad kennebeut , nemet ar Mab , hag an hini e fell d ' ar Mab e ziskuliañ dezhañ . Deuit da ' m c ' havout , c ' hwi holl a zo skuizh ha bec ' hiet , ha me ho tiboanio . Kemerit va yev warnoc ' h ha deskit diganin , rak me a zo dous hag izelek a galon , hag e kavot diskuizh d ' hoc ' h eneoù ; rak va yev a zo dous , ha va bec ' h a zo skañv . En amzer - se , Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad ; e ziskibien , naon ganto , en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d ' o zebriñ .
« Un istor ! Un istor ! Ale , tad - kozh , mar plij , kont un istor deomp ! » e oamp holl o huchal , ken brav e kont - eñ e istorioù . Evel boaz en doa pleget ha setu eñ krog da gontañ , gant e daol - mouezh a zalc ' he evezh an holl en - dro dezhañ .
Er bla 1857 , Hon Tad Santel ar Pab Pi IX , evit kreski an devosion en kenver Patronez ar Vreuriez wenn , a gasas diou gurunen aour da berson Gwengamp : unan evit ar Werc ' hez , eben evit he Mabig , ha d ' an 8 a viz gwengolo , er mêmes blavez , an ôtrou Le Mée , eskob Sant - Brieg , en hano ar pab , a gurunas an Itron - Varia Wir - Zikour .
Stumm eus an 13 Gwe 2008 da 15 : 20 gant Bianchi - Bihan
Ba ' Laruen . Met kanet em boa a - raok ba ' ur pezh - c ' hoari , ba ' r bloavezh 57 , ur pezh - c ' hoari e oa sañset bezañ kanet ur dañs ba ' ennañ , un dañs plinn . Setu me ' oa bet choazet , gant un ' all , da ganañ ' nezhi . Met ar fest - noz kentañ e oa ba ' Laruen , ba ' r bloavezh 58 . Aze ' oa kroget an traoù hag ar bloaz goude , ' soñj din , ' moa graet ba ' Tremargad , ba ' Mael , . . . O , marteze pas dek fest - noz ba ' r bloaz met tost . Hag an traoù ' oa bet aet war greskiñ goude .
vitire am sitoriis wakitvisas martlac did siyvarulze da didi megobrobazea
Eur paotrig koant a oa anezañ gant e bennad bleo melen hag e zaoulagad gell - kistin , eur sellig garantezus d ' ezo . Digor e oa e spered ha berz en defe bet graet ma vije bet kaset a - walc ' h d ' ar skol . Kalz e karie al laboused hag alies e ranne ganto e dammouigoù bara . C ' houitellat ha disjkana outo a oa e blijadur ; ha morse n ' en defe lezet difoupa o neizioù . Eun dervez , e welas eur paotrig paket gantañ eur pabaourig . Evit pevar gwenneg - e holl beadra - e prenas al labousig hag e lezas da nijal .
Kinniget d ' e gerent . WAR DON : Mab - den , soñjit . Dreist ar mor braz , du - ze er gwagennou , Me ' glev hirio son klemmuz ar glazou … Petra , Euzaiz , petra ra deoh gouela ? Perag ken trist ar halonou brema ' ? Me ' wel e kañv iliz - veur ar barrez , Gwisket e du eo oll dud an enez ; Tristidigez a weler warnezo … Livirit din : Piou eta zo maro ? Daoust ar person , pastor hoh eneou , Pe ar mêr mad , difennour ho kwiriou , ' Zo bet skoet , diskaret didruez , Evel ma vez kalz a re all bemdez ? … . Hag e klevan , a - dreuz kalz a zaelou , Oll dud Eusa , unanet o moueziou , Oh hirvoudi war - zu tud an douar , O lavared gand ar vrasa hlahar : « Kemerit perz en on zristidigez , Rag ar breur Yann , den leun a garantez , Eiz vloaz ' zo bet o ren skol ar baotred , Siwaz ! deom - ni , ar breur Yann ' zo marvet ! D ' or bugale , ar breur Yann ' oa eun tad , Kalon dener , gand se eur mestr - skol mad ; Dezo ' teske êz an oll skiantchou , Ha dreist pep tra mired feiz o zadou . Bez ' oa pell ' zo mignon pep tiegez D ' an dud behiet gwir frealzidigez , Nikun biskoaz ne dehas dioutañ Heb lavared : " E lod en - deus em foan ! " Ya , eneziz , leh hoh - eus da geuzia D ' ho Preur Rener , an den kaloneka ; Hogen eun dra ' jom c ' hoaz deoh da ober : Pedit ' vitañ bemdez ' harz an aoter .
03 : 23 Publié dans Buhé Germénen | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note | Tags : buhé germénen
kaout abeg a zo un abeg all evit chom hep ober berzh
Dre ma n ' en devoa ket peadra da baeañ , e vestr a roas urzh d ' e werzhañ , eñ , e wreg , e vugale , ha kement en devoa , evit paeañ e zle . Ar servijer , oc ' h en em strinkañ d ' e dreid , a bede anezhañ , o lavarout : Aotrou , ro amzer din hag e paein dit va holl zle . O kaout truez outañ , mestr ar servijer - se , en lezas da vont , hag a bardonas dezhañ e zle . Goude ma voe aet kuit , ar servijer - mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner ; hag , o kregiñ ennañ , e waske e c ' houzoug en ur lavarout : pae ar pezh a dleez din . E genvreur , oc ' h en em deurel d ' e dreid , a bede anezhañ en ur lavarout : Ro amzer din hag e paein dit . Met hemañ ne fellas ket dezhañ ; mont a reas d ' e deurel er prizon , betek m ' en devoa paeet ar pezh a dlee . E genvreudeur , o welout ar pezh en devoa graet , a voe glac ' haret bras ; mont a rejont da gontañ d ' e aotrou kement a oa c ' hoarvezet .
3 « Daoust ha te eo an hini a dle dond ? pe unan all eo deom gortoz ? »
Ar sent a zo bet disklêriet evel sant gant ar bibien pa ' z eus bet staliet ar reoladur evit ar santelezhadur e penn an 12vet kantved . Ar sent o deus bevet a - raok a zo bet miret e anv an hengoun kristen .
10 : 44 Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c ' hentañ en ho touez , a vo mevel an holl .
0 vezan klevet e oa bet laket Valanz d ' ar maro evit ar le , eun eiz leo bennak diouz Ancyr , ec ' h eas d ' e glask hag e teuas a benn da dennan e gorf eus ar stêr Halys , elec ' h m ' oa bet tôlet gant e vourrevien .
This article is licensed under the GNU Free Documentation License . It uses material from the " Relijion " .
Felix a oa ganet , an 9 a viz ebrel 1127 , en kêr Sanl Kentin , evit brasan gloar Doue hag evit silvidigez eleiz a dud .
Trugarez vras da Fulup Bonnet evit bezañ respontet d ' am c ' houlennoù ha degaset resisadurioù dedennus .
Mont a reas er - maez war - dro an deirvet eur , hag e welas re all a oa war ar blasenn , hep ober netra . Lavarout a reas dezho : It ivez da ' m gwinieg , hag e roin deoc ' h ar pezh a zo reizh . Hag ez ejont . Mont a reas adarre er - maez war - dro ar c ' hwec ' hvet ha war - dro an navet eur , hag e reas ar memes tra . O vezañ aet er - maez war - dro an unnekvet eur , e kavas re all a oa dilabour war ar blasenn , hag e lavaras dezho : Perak en em zalc ' hit amañ a - hed an deiz hep ober netra ? Respont a rejont dezhañ : Dre n ' en deus den ebet gopret ac ' hanomp . It ivez da ' m gwinieg , emezañ , hag e roin deoc ' h ar pezh a zo reizh . Pa voe deuet an abardaez , mestr ar winieg a lavaras d ' e verour : Galv al labourerien ha ro dezho o gopr , en ur vont eus ar re ziwezhañ d ' ar re gentañ . Re an unnekvet eur , o vezañ deuet , o devoe pep a ziner .
Petra ' zo ispisial gant brezhoneg ar vro - se ? N ' eo ket ar memes tra ha brezhoneg Treger ? N ' eo ket koef Treger a vije gant merc ' hed Pempoull ha tro - war - dro ? Gwir eo e veze douget koef Treger gant merc ' hed Pempoull ha tro - war - dro met ne lakaent ket ' nezhañ memes mod evel an Tregeriadezed . Hag ar brezhoneg , neuze , ' zo disheñvel etre an div vro , daoust ma zo ivez ur bern traoù kumun . Peseurt zo kumun ? Ne vez ket graet ar c ' hemmadurioù D / Z , da skouer . E Treger koulz hag e Goueloù ' vez lâret : « da dilhad » , ' keit hag e lec ' h all ' vo lâret « da zilhad » . Petra zo disheñvel eus Treger ? Ur bern traoù . Darn a vez adkavet e Leon : ar " v " etre div vogalenn a vez distaget « v » ; lâret ' vez « avel » e Leon hag e Goueloù ' keit hag e vez lâret « awel » e Treger . Darn a vez adkavet e Kernev - Uhel : ar pouez - mouezh doubl e penn kentañ hag e fin ar gerioù . Ar ger « kemener » a vez distaget « kem ' ner » e Goueloù hag e Kernev - Uhel ha « kemener » ( gant an taol mouezh war me ) e Treger . Darn all a vez kavet e Gwened , evel an « eu » a vez distaget « a » . E Gwened hag e Goueloù e lârer « lan » evit « leun » . Ha neuze , darn eus an traoù na vezont ket kavet e lec ' h all . Da skouer , distagadur ar « v » e fin ar gerioù . Ar frazenn « Piv zo marv a - dreñv d ' an derv » ' vo distaget « piw zo maro dréoñ d ' an dèro ? » e kalz a blasoù met e Goueloù e vo distaget : « piv zou marf dréñf d ' eun dèrf ? »
Hag e voe el lec ' h distro daou - ugent devezh , o vezañ temptet gant Satan ; eno e oa gant al loened gouez , hag an aeled a servije anezhañ . Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon , Jezuz a yeas e Galilea , o prezeg Aviel rouantelezh Doue , hag o lavarout : An amzer a zo peurc ' hraet , ha rouantelezh Doue a zo tost . Ho pet keuz ha kredit en Aviel . Hag , evel ma valee a - hed mor Galilea , e welas Simon hag Andrev e vreur , o teurel o roued er mor , rak pesketaerien e oant . Neuze Jezuz a lavaras dezho : Heuilhit ac ' hanon , ha me ho raio pesketaerien dud . Kerkent , o lezel o rouedoù , e heuilhjont anezhañ . Hag ac ' hano , o vont un tamm a - raokoc ' h , e welas en ur vag Jakez mab Zebedea , ha Yann e vreur , o fichañ o rouedoù .
Implijet e vez ar ger evel kunujenn ha sakreadenn evel amañ :
v Kenderc ' hel a rin da sikour ar politikerezh kaset da benn gant ar c ' huzul - meur renet gant an tu - kleiz war an dachenn - se en hor departamant .
Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar , en em lakaas en hent , c ' hoantek da vont da Jeruzalem . Kas a reas tud a - raok dezhañ ; o vezañ aet , ec ' h antrejont en ur vourc ' h eus Samaria , evit kempenn ul lojeiz dezhañ . Met ar re - mañ n ' en degemerjont ket , abalamour ma ' z ae war - zu Jeruzalem . Jakez ha Yann , e ziskibien , o welout - se , a lavaras dezhañ : Aotrou , fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ [ evel ma reas Elia ] . Hogen Jezuz , o tistreiñ , a c ' hourdrouzas anezho [ hag a lavaras : N ' ouzoc ' h ket eus peseurt spered oc ' h buhezet ; rak Mab an den n ' eo ket deuet evit koll an dud , met evit o saveteiñ ] . Hag ez ejont da ur vourc ' h all . Evel ma oant en hent , un den a lavaras dezhañ : Me a heulio ac ' hanout , Aotrou , e kement lec ' h ma ' z i .
Un teulfilm eo Inside Job ( disheñvel diouzh Fear X gant Nicolas Winding Refn en deus ar memes titl e " galleg " ) . Un teulfilm diwar - benn krizenn ekonomikel 2008 eo . Displeget e vez un tamm penaos ha perak eo c ' hoarvezet ha klevet a bep seurt tud ( ekonomisted hag all ) . Spontus awalc ' h eo merzout n ' eus netra d ' ober peogwir e vez ordin memes tud e penn tiez - bank hag ensavadurioù ekonomikel ar Stadoù - Unanet ha dreist - holl o deus ul levezon bras divent war forzh peseurt politikour a zo . A - benn ar fin , dre ma felle da bep hini kaout un tamm muioc ' h arc ' hant evitañ e - unan e veze laosket d ' ober traoù a ranke dre ret tarzhañ d ' ur mare bennak . Nec ' het bras on bet ivez gant an doare ma seblant dic ' halloud an FMI … Ur film dedennus , savet mat met nec ' hus - tre hag a lak da soñjal ne cheñcho ket re an traoù siwazh .
Embannet eo bet an notenn - mañ da Ebrel 19 , 2011 da 11 : 59 am ha renket eo dindan Filmoù . Gellout a rit heuliañ ar respontoù d ' an notenn - mañ dre ar wazh RSS 2 . 0 You can leave a response , or trackback from your own site .
E 1931 e oa bet aozet ar redadeg kentañ . Goude an Eil Brezel - bed e oa deuet da vezañ ur c ' hriteriom . Ur redadeg eo adarre abaoe 1999 . Cheñchet eo bet anv ar redadeg e Boucles de l ' Aulne e 2002 goude bezañ bet anvet Grand - Prix du Télégramme de Brest etre 1935 ha 1938 ha Circuit de l ' Aulne ( Troiad ar Stêr Aon ) betek 2002 .
An diouer a frankiz a lakaas muioc ' h - mui a dud da dec ' hout kuit evit mont war - du ar C ' hornôg . E 1953 ez eas kuit 330 000 den , en o zouez kalz tud yaouank ha desket , ar pezh a lakaas armerzh DDR da vezañ gwanaet . Kement a dud a felle dezho mont kuit ken e voe toullet fozoù ha staliet orjal dreinek etre div lodenn Berlin e - pad nozvezh an 13 a viz Eost 1961 . Kement - se a voe graet gant asant broioù Feur - Emglev Varsovia . Tri devezh war - lerc ' h e krogas labourioù sevel ar Voger . Manifestadegoù bras a voe aozet e Berlin ar C ' hornôg , met re ziwezhat e oa . Stegnoc ' h e voe an traoù c ' hoazh d ' ar 25 a viz Here 1961 , pa nac ' has re ar Reter leuskel ofiserien amerikan da dremen : tankoù amerikan ha rusian en em gavas neuze tal ouzh tal e Checkpoint Charlie . Da c ' houde e klaskas kalz tud tec ' hout kuit eus DDR , kement - se a c ' haller gwelout er mirdi bet savet e Checkpoint Charlie ( Haus am Checkpoint Charlie ) . Etre 1961 ha diskar ar Voger d ' an 9 a viz Du 1989 e varvas 200 den en ur glask tremen anezhi . E 1963 e teuas ar prezidant amerikan John F . Kennedy da vBerlin , hag e tistagas e frazenn hollvrudet : « Ich bin ein Berliner » ( Ur berlinad a zo ac ' hanon ) .
Neuze e lavarot : Ni hon eus debret hag evet dirazout , ha te ac ' h eus kelennet en hor straedoù . Hag eñ a responto : Me a lavar deoc ' h , n ' ouzon ket a - belec ' h oc ' h ; en em dennit diouzhin , c ' hwi holl a ra micher a fallentez . Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù - dent , pa welot Abraham , Izaak ha Jakob , hag an holl brofeded , e rouantelezh Doue , ha c ' hwi taolet er - maez . Hag e teuio tud eus ar sav - heol hag eus ar c ' huzh - heol , eus an hanternoz hag eus ar c ' hreisteiz , a vo ouzh taol e rouantelezh Doue . Ha setu ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ , hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ . En deiz - se , e teuas d ' e gavout hiniennoù eus ar farizianed , o lavarout dezhañ : Kae kuit , ha kerzh ac ' han , rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ . Eñ a lavaras dezho : It , ha lavarit d ' al louarn - se : Setu , e kasan kuit an diaoulien hag ec ' h echuan da reiñ ar yec ' hed d ' ar re glañv , hiziv ha warc ' hoazh , ha d ' an trede deiz e vo peurc ' hraet ganin .
P ' he devoe lavaret kement - se , ez eas hag e c ' halvas Mari , he c ' hoar , e - kuzh , hag e lavaras dezhi : Ar Mestr a zo amañ , hag e c ' halv ac ' hanout . Houmañ , o vezañ klevet anezhi , a savas buan , hag a zeuas d ' e gavout . Jezuz ne oa ket c ' hoazh aet er bourc ' h , bez ' e oa el lec ' h ma oa deuet Marta a - raok dezhañ . Yuzevien a oa gant Mari en ti , ouzh he frealziñ ; pa weljont e oa savet ken buan , hag e oa aet er - maez , e heuilhjont anezhi , o lavarout : Mont a ra da ouelañ d ' ar bez . Pa voe deuet Mari el lec ' h ma oa Jezuz , ha pa welas anezhañ , en em daolas d ' e dreid , hag e lavaras dezhañ : Aotrou , ma vijes bet amañ , va breur ne vije ket marvet . Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ , ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti , e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet ; neuze e lavaras : Pelec ' h hoc ' h eus e lakaet ? Int a lavaras dezhañ : Aotrou , deus ha gwel .
E mod arall , kleùet em boé konz brehoneg pe oen bihan é bro en Oriant .
- - Ba ! Mamm - gozh , me n ' on ket ur paotr spontik ; pelec ' h emañ ho mab ? Rak mall am eus d ' hen gwelet .
Pouezmouezhiet e vez war an eil silabenn diwezhañ , evel e brezhoneg Leon , hogen kreñvoc ' h eo an taol - mouezh . Abalamour da se e vez neutralizet ar vogalennoù dibouezmouezh : dont a reont da vezañ " chwa " pe mont a reont da get zoken . Da skouer e vez distaget / ba : r / evit " bara " , / ne : / evit " nevez " . Ar gerioù implijet alies , evel " anezhañ " , " anezhi " , a vez distaget en ur silabenn nemetken .
Erwan ar Moal , pe Dir - na - Dor ( Dir na Dorr en hon doare - skrivañ ) hervez e anv - barzh , zo bet ur skrivagner brezhonek kristen . Ganet e oa d ' an 9 a viz C ' hwevrer 1874 e Koadoud ( Treger ) ha marvet eno d ' ar 14 a viz C ' hwevrer 1957 .
pevarlagad wrote 2 years ago : En ur mod eo un dastumadeg testennoù , evel n ' eus forzh peseurt hentenn evit labourat war ar ga … muioc ' h
Da goulz Nedeleg ne veze ket mui debret merenn - enderv a - c ' houde gwerso . Du - mañ neoazh e veze graet kafe fresk an deiz - se , tro peder eur , ha debret peb unan e vriochenn . Goude e yae an dud d ' ober àr - dro al loened hag e kroge ma zad - kozh Juluan a - zevri - kaer get e labour . Distlabet e oa bet an oaled d ' ar maouezed goude bout graet ar c ' hafe , diskennet ar poferioù hag an trebezioù bras en toull - keuneud . Chom a rae dezhañ da skarzhiñ razh al ludu , da skubat , da naetaat èl ma faot da zegemer an tan nevez .
подсердечник m [ podserd e tchnik ] ( блат ) : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : подсердечник .
Ne gomprenan ket kennebeut a c ' hallfe c ' hoazh bezañ eus paotred aheurtet , kozh c ' hizioù leizh o speredoù hag a soñj dezhe n ' eo ket par ar merc ' hed , tennet eus ur gostezenn ne lâran ket … ha petore kostezenn ' ta … hini ur pemoc ' h emichañs !
Kaero , ( القاهرة āl - Qāhirah en arabeg ) eo kêr - benn Ejipt . Tremen 16 milion a dud zo o chom en tolpad - kêrioù ( 2006 ) , ar pezh a ra da Gaero bezañ ar gêr vrasañ en Afrika hag an hini vrasañ ivez er Reter nesañ .
Adaleg ma teu ar gouarnamant renet gand Emile Combes d ' ober brezel d ' an urziou frered ha leanezed , ha pa deu da zivenn ouz ar veleien ober implij deuz ar brezoneg en o ilizou , neuze avad e teu " Kroaz ar Vretoned " da gounnari : " al liberte a zo gwasket ! " . War beb niverenn pe dost , e pako Combes e begement : Combes , " ar hakouz vil " , " an torfetour " , " an amprevan louz , an touseg fall hag hudur " , mestr ar Frañmasoned ha mevel an diaoul , " an den milliget " , " ar renead " , " enebour on bro " … Tamall a reer outañ kaoud c ' hoant da laha " hag on yez hag on feiz " dre berz eul " lezenn fallakr " , beza eun " hader a varo " , an hini a daol " eur vantell a vez war ar Republik " …
Ar bloavezh 2004 a zo bet sioulik a - walc ' h evit Coldplay dre ma ' z int chomet pell ouzh ar gazetennoù , dre ma tiskuizhent goude bezañ graet o troiadoù sonadegoù ha dre ma labourent war un trede pladenn . Evit an trede bladenn - se eo bet levezonet ar strollad gant David Bowie , Eno , Pink Floyd , Depeche Mode , Kate Bush , Kraftwerk . . . ha meur a strolladoù all c ' hoazh hervez ar gitarour - boud Guy Berryman ( lavaret en doa : " We were listening to lots of different stuff during the early stages [ of X & Y ] , from . And U2 as we usually do . " ) E miz Mae e lako Coldplay ur ganaouenn nevez war o lec ' hienn ofisiel a - benn enoriñ ganedigezh Apple , merc ' h Chris Martin hag an aktourez Gwyneth Paltrow .
Ret eo kendoniañ ar c ' horn - boud hervez an ton sonet , evit - se eo ret gouzout e peseurt tonegezh eo an ton , er sonerezh hengounel vreizhat ( gant ar c ' houplad binioù - bombard ) e vez implijet muioc ' h an tonegezhioù sib majeur , sib mineur ha do mineur . Ma vez sonet un ton e do mineur , da lâret eo ( dre vras ) un ton e - lec ' h ma vez troet tro - dro d ' an notenn do hag a echu gant an notenn - se , e vo ret lakaat ar c ' horn - boud d ' ober an notenn do . Ma vez sonet un ton e sib majeur pe mineur e vo ret lakaat ar c ' horn - boud d ' ober an notenn sib .
Savet eo bet touchennaouegoù arabek an urzhiataerioù war skouer touchennaouegoù ar skriverezioù , evel - henn e c ' hallont bezañ :
hag ivez : un tamm bruderezh evit Gouel Broadel ar Brezhoneg a vo dalc ' het ' benn tuchant , un atersadenn gant Fransez Favereau . . .
Ar pez a dremen er c ' horf , en despet d ' an den , ne vir ket outan da vezan divastar ; evelse , ar pez a dremen er spered , en despet d ' an den , ne vir ket outan , kennebeut , da vezan glan .
Zoken en arabeg , el lizherenneg anvet « kornôgel » , e veze skrivet al lizherenn fāʾ ڢ ( e - lec ' h ف al lizherenneg reterel ) , tra ma skrived qāf gant ڧ ( kentoc ' h eget gant ق ) . Hiziv an deiz e ra an embannadurioù maghrebek diouzh boazioù ar reter .
Yaouank int da vad toare . Ha yaouankoh c ' hoaz ar brezoneg ganto . . . ( pe " breuoneek " kentoh giz ma vez distaged ganto ) .
Diwar an 11 914 393 a annezad e 2001 , deduet e deus ar World Gazetteer e vefe 13 662 885 annezad e 2008 en ur vezañ spis a - walc ' h hag evit ur goread 603 , 4 km . Neuze ar poblañs a vefe war - dro 22 000 annezad / Km , ar pez a ro ur polbañs stank - kenañ e koñdisionoù fall evit an hanter eus anezho . Padal ar c ' hoñdisinoù bevañ a zo uhel e keñver reste India , ar pez a digas kalz a dud eus ran - vrioù all e India da zont e kêr . Ar pez a c ' hell lakaat da skouer pennañ eus ul live brav a vuhez a zo al live eus 86 % a dud a war skrivañ a lenn , uheloc ' h eget ar c ' heidenn broadell . Diwar ar sifroù roet e vez 50 % eus ar c ' hesk demografel diwar ar red poblañs deus ar ran - vrioù / muioc ' h eget ur million a zud etre 1991 ha 2001 . Lod eus ar statistikourien a lavar e vo Tokyo elec ' hiet gant Bombay evel ar gêr ar muiañ poblet eus ar bed a - benn 2020 . Ar red poblañs - se a digas kudennoù lojañ dre ma vez ket kavet kalz a plas evit krouiñ lojamantoù digas a ra e vez keroc ' h al lojamantoù a chom . An disoc ' h a vez ez eus un hanter poblañs Bombay a za da vevañ e lochenaouegoù memes ma c ' hounezont arc ' hant dre o labour , ul labour a vez peurliesañ pell eus o lec ' h bevañ neuze implijout a reont an transportoù e kumun hag a ro ur red transportoù fall iskis . Meur a relijion hag a sevenadur a vez e Bombay diwar ar meskaj a poblañs deus ranvroioù disheñvel ha neuze e vez gwelet religionoù a bep seurt evel an Hindouegezh ( 80 % eus ar polblañs ) , an Islam ( 14 % ) , ar gristeniezh hag ar relijionoù Jain ha Sikh ( 2 , 5 % ) . En ur ouzhpennañ dre vras 100 000 Parsi , hag 500 000 Boudeienn , yudev hag ar re hep religion . War ar yezhoù eo ar memes - tra . Ne z ' eus ket a megalopolennoù all e India e lec ' h ma vez liesyezhell e Bombay . Ar yezh komzetañ e Bombay a zo ar Marathi , yezh officiel ar Maharashtra , evel an Indi , ar Gujartati hag ar Saozneg . Bez ' ez eus memes ur ranyezh , ar Bambaiya hag a zo ur meskaj etre ar Marathi , an Indi hag ar Saoznek Indouiz , implijet alies war ar straedoù . Met memestra ar Saozneg a chom ar yezh pennañ ebarz ar vuhez economikel hag a vez implijet tost en holl burevioù .
Kensonennoù gante daou lec ' h distagañ pennañ ( both plosive , or both nasal , etc . ) ha kensonennoù gante ul lec ' h distagañ a - eil renk ouzhpenn o lec ' h distagañ pennañ .
> An Iliz , sakramant ar silvidigezh hag an dieubidigezh
En em c ' holoet he doa Gwerc ' hez ur presbital dilezet gant un dilhad - sport , seurt mantell - c ' hlav oranjez , he blev fin , melenet - sklaer , bet fichet warni e stumm un torkadig - blev savet war an taol , ma taole kement a bled outan .
Ernst Mach a zo ganet d ' an 18 a viz C ' hwevrer e Chirlitz - Turas e 1838 ha marvet eo d ' an 19 a viz C ' hwevrer 1916 e Haar e kostez München . Ur fizisian aostrian e oa .
Ur skol Diwan a zo ivez e Naoned , unan eus ar re vrasañ e Breizh , 167 bugel a zo er skol . Ur skolaj Diwan a zo o paouez digeriñ e Sant - Ervlan , sko ouzh Naoned , evit bugale al Liger - Atlantel met ivez evit re all ho tont eus Skol Diwan Pariz .
E gwirionez eo 1789 derou ur maread distabilded evit politikerezh Bro - C ' hall , ur c ' houlz a vo enna pemzek gwirioù ar rannvroioù evel Breizh , hag he doa ur statud ispisial . . . .
" War roudou sent Breiz e Keme - Veur " eus ar 5 a viz gouere da 9el5 mintin , d ' al lun 13 da 8e mintin e Rosko . Ar pelerinaj a gousto war - dro 500 € en holl ( Bag , lojeiz , boued hag all )
Un abadenn nevez a zo ganet war RKB . Savet e vez gant skolidi ha skolajidi ar vro asambles gant o skolaerien Vincent Dubois ( skol divyezhek publik Louergad ) , Sabine Kergoët ( skol divyezhek publik Pabu ) , Virginie Le Boulbin ( skol divyezhek prevez Ploubêr ) , Stefan Alliot ( skol divyezhek publik Pempoull ) , Gildas Moal ( skol divyezhek publik Kawan ) , Nathalie ( skol divyezhek publik Plistin ) ha Gwenola Coïc ( skolaj Diwan Plijidi ) .
Arzhur ac ' h eas er porzh hag a welas eno ur briñsez all , koant ha kaer evel an heol , hag a deuas ivez etrezek heñ , o vousc ' hoarzhin outañ , hag a lâras dezhañ :
Ur bern tud gotek a gar ar c ' hemmedennoù war ar c ' horf evel an dremm livaj pe ar piercing . Kavet ' vez a bep seurt er piercing gotek met kreizet eo dreist - holl war an dremm evit ma vefe gwelet , evit bout atahinus . Ar piercing nemetañ na vez kavet nemet gant ar c ' hotegezh a zo an hini staget gant ur seurt gordenn d ' ur piercing all war an dremm ivez , alies etre ar fri pe ar muzelloù d ' ar skouarn .
Degemer | Kinnig | Abadennoù | Pladennoù | Poltriji | Video | Kazetennoù
Re eo diwall neuze gant ar pezh a vez embannet war ar Wikipedia peogwir ne vez morse diverket da vat e gwirionez .
E - pad chanter Kanol Mor an Hanternoz ( echuet e 1867 ) e voe chaoseriet lodennoù bras eus bae an IJ ha lakaet e voent da bolderioù , neuze e voe kresket a - galz gorread ar gêr . Met tachennoù bras all a voe lakaet e - barzh tachad Haarlem ha hini Amsterdam e 1927 , 1963 hag e 1970 .
Digor eo ar gevredigezh Diwan d ' an holl familhoù a fell dezho reiñ un …
2 : 47 Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù .
11 : 48 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note | Tags : gwez , arbres , san francisco , ben hur , asinus , cosinus , kyoto , sérendipicité , divaskell , corruption
Lounis en deus degaset ur pladenn rock e Breizh .
Ur soñj fall a zo deuet da ' m spered . Soñjet em eus ez pije gellet sevet ar pennad en - yen hep skouer ebet ken nemet evit enebiñ ouzh ar pennad ent yen . Soñjet em eus ivez ez pije gellet ijinañ ar skouer roet Debriñ boued en - yen hag ar c ' hrennlavar Doue a sell ouzh an den Pa laka e grezenn en - yen . ar pezh a vije dizonest a - fet labour skiantel . Mar plij , lavar din emañ ar gaou ganin . - - Yun ( kaozeal ) 22 Kzu 2007 da 07 : 15 ( UTC )
Labourit , neket evit ar boued a ya da goll , met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus , hag a vo roet deoc ' h gant Mab an den ; rak Doue , an Tad , en deus e verket gant e siell . Lavarout a rejont eta dezhañ : Petra a raimp evit labourat da oberoù Doue ? Jezuz a respontas dezho : Hemañ eo ober Doue , ma kredot en hini en deus kaset . Neuze e lavarjont dezhañ : Peseurt mirakl a rez eta , evit m ' en gwelimp ha ma kredimp ennout ? Peseurt labour a rez ? Hon tadoù o deus debret ar mann el lec ' h distro , hervez ma ' z eo skrivet : Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv . Ha Jezuz a lavaras dezho : E gwirionez , e gwirionez , me a lavar deoc ' h , Moizez n ' en deus ket roet deoc ' h bara an neñv , met va Zad a ro deoc ' h gwir vara an neñv . Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv , hag a ro ar vuhez d ' ar bed .
Neuze e lavaras dezho : Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni ; rak un den n ' en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù . Hag e lavaras dezho ar barabolenn - mañ : Douaroù un den pinvidik o devoa roet kalz a frouezh , hag e soñje ennañ e - unan , o lavarout : Petra a rin ? Rak ne ' m eus ket lec ' h a - walc ' h evit dastum va eost . Setu ar pezh a rin , emezañ , diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc ' h , hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù ; neuze e lavarin da ' m ene : Va ene , kalz a vadoù ac ' h eus a - du evit meur a vloavezh ; en em ziskuizh , debr , ev , ha bez laouen . Met Doue a lavaras dezhañ : Den diskiant , en noz - mañ memes , da ene a vo goulennet diganit ; hag ar pezh ac ' h eus dastumet , da biv e viot ? Evel - se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e - unan , ha n ' eo ket pinvidik e Doue .
( Rei a reomp e traou ar pajennou 258 , 259 ha 260 hano an holl konsilou - meur )
E meur a yezh e voe krouet ar gerioù - mell , dreist - holl ar re strizh , diwar raganvioù pe anvioù - gwan , d . s . :
Lesanv : The Last Frontier , The Land of the Midnight Sun
cette expression " faire une croix à la cheminée " date du XVI ème s ; elle signifie noter comme extraordinaire . Elle correspond à " marquer d ' un caillou blanc " .
Anael ha Sterenn o kanañ " Diwanit Bugale " da geñver kentstrivadeg dibunadegoù e brezhoneg Kann al Loar . Dec ' h e Landerne .
Diwar - benn bloavezh 1485 an deiziadur juluan eo ar bajenn - mañ .
Kalz sonaozourien , ha n ' int ket holl ganet e Breiz , o deus kemeret danveziou an toniou - pobl breizek evit o sonerez . Re all ha na gemerent ket an toniou o - unan o deus implijet doareou - skeul ha mentaduriou ar sonerez - se . Evel - se , freskaet hag adnevezet eo bet ar sonerez gouiziek , n ' ouie ket ken , e diwez an 19 - vet ha derou an 20 - vet kantved , penaos kroui eun dra bennak nevez , hag a glaske re alies en em nevezi gant liessoniou dison - kenañ , pe gant pep seurt sotoniou hag istrogellou a liestoniez pe a zidoniez ( 18 ) . Eürus ar sonaozourien o deus lezet a - gostez an nevezintiou fall - se hag o deus kavet gwelloc ' h nevezintiou yac ' h an hesoniou , an doareou - skeul hag ar mentaduriou nevez . N ' eus ket a sonerez da veza roet kement a skoazell d ' ar sonaozourien a - vremañ hag ar sonerez keltiek , nemet ar sonerez rusian hag ar sonerez gresian . An tri sonerez - se a zo evel teir sterenn gaer o ren ar sonaozourien war moriou an amzer da zont .
Simon - Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d ' an douar , leun gant tri hag hanter - kant pesk bras ; ha petra bennak ma oa kement , ne dorre ket ar roued . Jezuz a lavaras dezho : Deuit da leinañ . Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ : Piv out - te ? o c ' houzout e oa an Aotrou . Jezuz eta a dostaas , a gemeras bara , hag a roas anezhañ dezho , kenkoulz hag eus ar pesked . An deirvet gwech a oa dija ma rae Jezuz en em ziskouez d ' e ziskibien , goude bezañ adsavet a - douez ar re varv . Goude m ' o devoa leinet , Jezuz a lavaras da Simon - Pêr : Simon , mab Jona , ha karout a rez ac ' hanon muioc ' h eget ar re - mañ ? Pêr a respontas : Ya , Aotrou , gouzout a rez penaos e karan ac ' hanout . Jezuz a lavaras dezhañ : Mesa va oaned . Lavarout a reas dezhañ un eil gwech : Simon , mab Jona , va c ' harout a rez ? Pêr a respontas dezhañ : Ya , Aotrou , te a oar penaos e karan ac ' hanout . Jezuz a lavaras dezhañ : Mesa va deñved . Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech : Simon , mab Jona , va c ' harout a rez ? Pêr a voe glac ' haret eus m ' en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech : Va c ' harout a rez ? Met eñ a lavaras dezhañ : Aotrou , anavezout a rez an holl draoù , gouzout a rez e karan ac ' hanout . Jezuz a lavaras dezhañ : Mesa va deñved .
6 : 62 Petra eta e vo , mar gwelfec ' h Mab an den o pignat el lec ' h ma oa kent ?
Eus 400 da 900 e kouezhas Malta dindan beli Impalaeriezh Bizantion , met drastet e voe gant ar Vandaled war a seblant . Aloubet e voe ivez gant an Arabed e 870 hag e weler an dra diwar ar malteg , dezhañ ur substrad arabeg gant gerioù italianek , gallek ha saoznek . An darn - vuiañ eus an anvioù - lec ' h a zo arab o orin : Dzira ( Djezair = enez ) , Mdina ( Medina = kêr ) , Marsa ( marsah = porzh ) , Rabat . Skarzhet e voe an Arabed e 1090 gant an Normaned ha ganto e teuas ar Gristeniezh en - dro . Rummadoù - roueed all a zeuas da ren ar vro : an Añjeviz , an Hohenstaufen hag an Aragoniz ( 1287 ) . Er mare - se e voe staliet noblañs Malta hag e chom implijet 32 ditl .
Luziet a - walc ' h eo doare - skrivañ an tibeteg e - keñver distagadur ar yezh , rak er skritur e vez graet dave da kengerioù na vezont ket distaget . Abalamour da se e vez gwelet alies a - walc ' h doareoù disheñvel evit skrivañ an tibeteg gant al lizherennoù latin : un treuzlizherennadur rik a diskwel pep lizherenn er skritur tibetek ha mut e vefe pe get , d . s . " dbu - med " ; hag un treuskrivadur a diskwel penaos e vez distaget pep ger hep ober van d ' an doare ma vez skrivet hervez reolennoù ar skritur tibetek , d . s . " u - mey " .
Gwelet ' m eus un oan oc ' h ober gloan
57 Moselle 58 Nièvre 59 Nord 60 Oise 61 Orne 62 Pas - de - Calais 63 Puy - de - Dôme 64 Pireneoù atlantel 65 Pireneoù - Uhelañ 66 Pireneoù ar Reter 67 Roen - Izelañ 68 Roen - Uhelañ 69 Ron 70 Haute - Saône 71 Saône - et - Loire 72 Sarthe 73 Savoia 74 Savoia - Uhel 75 Pariz 76 Seine - Maritime 77 Seine - et - Marne 78 Yvelines 79 Deux - Sèvres 80 Somme 81 Tarn 82 Tarn - et - Garonne 83 Var 84 Vaucluse 85 Vañde
Jezuz , o vezañ anavezet raktal dre e spered e lavarent evel - se enno o - unan , a lavaras dezho : Perak hoc ' h eus ar soñjoù - se en ho kalonoù ? Petra eo an aesoc ' h , lavarout d ' an den seizet - mañ : Da bec ' hedoù a zo pardonet dit , pe lavarout : Sav , kemer da wele , ha bale ? Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec ' hedoù , - e lavaras d ' an den seizet - : Me a lavar dit , sav , kemer da wele , ha kae da ' z ti . Ha kerkent e savas , hag o vezañ kemeret e wele , ez eas er - maez , dirak an holl , en hevelep doare ma oant holl souezhet , ha ma roent gloar da Zoue , o lavarout : Biskoazh n ' hon eus gwelet kemend - all . Neuze Jezuz a zistroas war - zu ar mor ; an holl bobl a zeue d ' e gavout , hag eñ o c ' helenne . En ur dremen , e welas Levi , mab Alfe , azezet e ti ar gwirioù , hag e lavaras dezhañ : Deus war va lerc ' h . Eñ , o vezañ savet , en heulias .
Setu anv ur strolad a 13 liseidi . Deuet int dec ' h da noz da ginnig deomp o raktres . Savet o deus e 2007 ur pezh c ' hoari bihan evit ar skolioù divyezhek . Tro a bed hon eus graet dec ' h da noz ganto . . .
Gant Mozilla , Netscape 6 / 7 , Beonex Communicator , ha Phoenix ez eus adveziantoù anvet adveziantoù klask ( seach plugins ) a ro tu da dizhout ul lusker enklask war - eeun dre ar varrenn zo er marz . An adveziant - se a c ' hallit pellgargañ war - eeun war ar raktres Mycroft en ur glask " Wikipedia " eno .
3 : 27 mab Joanan , mab Resa , mab Zorobabel , mab Salatiel , mab Neri ,
Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1960 ez eus bet ijinet urzhiataerioù ha reizhiadoù a - benn ma c ' hallfent seveniñ meur a brogramm war un dro . Graet e vez " lies - trevell " eus ar barregezh - se . An degouezh eo gant an holl urzhiataerioù ha reizhiadoù a - vremañ .
ag gabha admin @ ar Aibreán 19 , 2011
Ac ' hanta , Kemeret ' poa perzh e deroù ar Wikimammenn brezhonek , alas buan e oa bet tardet gant ar raktres hag abaoe eo chomet difiñv . C ' hoant a zo gant un nebeut implijerien adlañsañ an traoù , setu emaomp oc ' h adurzhiañ , adframmañ hag adwelet ar pezh ' oa bet graet ganeoc ' h evit mestroniañ mat hollad ar raktres hag an danvez bet degaset . Ar pal kentañ hag a zo ganeomp a zo kaout un is - domani evit Wikimammenn brezhonek , ha goude e vo diorroet an traoù a - feur . A - benn aesaat deomp al labour hon defe ezhomm gouzout eus pelec ' h emañ o tont testennoù ' zo bet lakaet d ' ar mare - se er Wikimammenn , ha moarvat e c ' helli respont deomp . Mod all e vimp rediet diverkañ an holl testennoù dizanv - se , ar pezh a vefe dipitus - tre . Ha pediñ a reomp ac ' hanout d ' ober un tamm tro er Wikimammenn a - benn reiñ da ali ha respont d ' hor goulennoù , ha ma fellfe dit kemer perzh er raktres eo gant plijadur e vi degemeret . Setu ar Wikimammenn [ 11 ] . A galon - - Y - M D ( kaozeal ) 7 Gou 2010 da 21 : 27 ( UTC )
2 : 22 Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier - lêr kozh ; rak ar gwin [ nevez ] a dorrfe ar seier , ar gwin en em skuilhfe , hag ar seier - lêr a vefe kollet ; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez .
Poent eo dezhi hastañ ma ne fell ket dezhi erruout gant dale . Evezh a vez taolet outo gant ar vistri . Petra a c ' hellfe ober , he unan hag hep an disterañ gwenneg , forzh penaos ? Met ret bezañ d ' an eur , evel pa vefe o labourat en ur burev bennak . Yen eo an noz , met n ' heller ket gwiskañ re . N ' eo ket hi unan eus ar re a c ' hortoz ar pratik astennet en he gwele . Ret eo mont d ' e gerc ' hat , e zesachañ . Lakaat a ra he du - muzelloù , hiraat he abrantoù , gwiskañ un nebeud pezhioù dilhad lêr ruz , a ziskouez mat ar peadra hep e ziskouez re . Ur gwir treuzwiskamant . Kaz he deus ouzh an " dilhad " - se abaoe ar wech kentañ m ' e deus o gwisket . An nozvezh - se . Diverañ a ra al liv du dindan he daoulagad , kaset gant an daeroù . N ' eo ket ar mare . Un tamm fichañ a ra d ' he blev hir , adlakaat dremmlivaj un tammig . Mont er - maez a ra a - benn ar fin . Diwezhat emañ dija . Gwazh a - se , gwelet ' vo , n ' eus ket kement a dud d ' ar c ' houlz mañ eus ar bloaz . Aze emañ ar mestr ouzh he gortoz koulskoude . N ' int ket bet pell .
On 24 avr , 18 : 15 , Broc < Broca . . . @ xxxxxxxx > wrote : Me sonj memes tra . Ar voger Verlin en deus kemeret amzer araog eo distrujet gant tud frankiz . Sonj a ra din se - zo memestra evit ar brezoneg kalz dud hoant laza ar vrezoneg gant o scridou . Al lizer " c " a zo implijet an oll yezhou keltieg evel ar brezoneg gwechall met int chom a raint mut ha ne hoant ket chenj o spered . Hag war an otoiou e vezo gwelet ar fazi braz se ar " BZH " gweloh da lakt war plakenou hartan al lizeriou " BR " evit Breiz , Bretagne , . . . Te , Broc , a scriv enep ar fazi hag e memes amzer scri a res hep ar " c " ? ? ha da ano , koulcoudé ar " c " a zo implijet ? ? .
Mozilla Firefox e brezhoneg , handelv 5 ! Bretagne / Breizh : Communique De Presse de An Drouizig : - le mardi 28 juin 2011 07h15 Aet oc ' h skuizh gant ho meziantoù e galleg ? Laouen eo Kevredigezh An Drouizig o kinnig deoc ' h handelv Firefox nevez e brezhoneg ! . . .
Me zo bet n ' eus ket pell zo e skolaj diwan ar Releg ha kalz goulennoù zo bet graet din . Me zo vont da respont dezho amañ . Perak peus ket komzet muioc ' h eus ar c ' hleze burzhudus ? Lakaet em eus ar c ' hleze burzhudus en istor evit komz outi goude . Eveljust en istor gwad ar granared n ' eo ket pouezus e vefe burzhudus peogwir ne implij anezhañ nemet evit en em gannañ evel gant ur c ' hleze normal . Setu e vo muioc ' h a - bouez e - barzh an istorioù da heul . Displeget e vo ivez penaos eo erruet e - barzh familh Aodren en ul levr all . Petra teuio ar babig Lena da vezañ ? An istor o tont a zo graet kentoc ' h evit bezañ bandennoù treset met evit ar poent ne kavan tresour ebet . Evit ar poent eo anvet " Emgannoù Erandren " . Diskrivet vo un tammig muioc ' h bed gwad ar granared . Gwelet vo neuze penaos eo kevredigezh Erandren lec ' h ma vev an dud . Gwelet vo ivez petra eo istor ar brezel etre an dud hag ar c ' helsed . Eveljust e vo a - bouez plas Lena en istor - se . Trugarez da skolidi ar Releg .
Pouezus eo an dilhad evel just rak an doare kentañ eo da stourm e enep an heñvelded , ar reolennoù . Lakaet oa bet anat gant ar bunked ha kavet ' vez roudoù punk en doare d ' en em wiskañ gotek . Diazez an dilhad gotek a zo evel just al liv du met gellet ar ra bout mesket gant ur bern livioù , alies mouk , ru pe gwenn . Met pep gotek a klask diskouez e sonjoù dre e fesoñ d ' en em wiskañ neuze e vo disheñvel pep gotek hag e vo dreist - holl orin en o dilhad memes pa ne vint ket du . Bremañ e vez ur bern merkoù dilhad gotek met ret e soñjal ne veze ket eus outo er penn kentañ hag e veze krouet o dilhad gant an dud gotek , alies gant dilhad du ha sizhailhoù .
Yann a respontas hag a lavaras dezho : Evidon - me , me a vadez en dour ; met unan bennak a zo en ho touez , ha n ' anavezit ket anezhañ . Hennezh eo an hini a zeu war va lerc ' h , [ hag a zo dreiston ] ; ha n ' on ket dellezek da zieren korreenn e votoù . Kement - mañ a c ' hoarvezas e Betania , en tu all d ' ar Jordan , e - lec ' h ma vadeze Yann . An deiz war - lerc ' h , Yann a welas Jezuz o tont d ' e gavout , hag a lavaras : Setu Oan Doue , an hini a lam pec ' hed ar bed . Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn : Dont a ra war va lerc ' h un den hag a zo dreiston , rak a - raok din e oa . Evidon - me , n ' anavezen ket anezhañ ; met deuet on da vadeziñ en dour , evit ma vo disklêriet da Israel . Yann a roas c ' hoazh an testeni - mañ , o lavarout : Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm , hag o tont warnañ .
Beskond : lâr rez da Blemo nompas mont war hent ar varnidigezh , padal e rez te memes tra pa savez a - enep ar re zo ur brezhoneg diwriziennet ganto . . . Hent all on a - du a - walc ' h eo arabat en em vevenniñ e - unan war digarez nompas gouzout brezhoneg mat a - walc ' h , re a familhoù a zo tremenet e - biou d ' ar yezh blam an dud a soñje oa ket mat a - walc ' h o brezhoneg . An deiz all moa bet tro da welet ur brezegenn gant ur c ' hlasker yaouank eus bro Brovañs ( brezhoneger anezhañ ivez ! ) hag a zo o kas da benn ul labour diwar - benn an okitanegerien hag o mod da zesevel o bugale gant ar yezh pe get . Hag eñ a lâre ivez e oa arabat en em waskiñ betek re gant ar yezh ha diskaralizañ anezhi benn aesaat an traoù .
Emgann kentañ Aleksandr eo hini eus Chrerone e 338 a - raok J . K . gant e dad .
N ' eo ket ur pennad - holloueziadur , " n ' eus forzh petra " ne lavaran ket , soñjezonoù hiniennel ha n ' o deus ket o flas war un holloueziadur .
An Doue ma ' z omp - ni , va Zad ha me , a ziskouezan deoc ' h da Nedeleg , pa ' z on ganet en ho touez . Dont a ran er bed evit ho taremprediñ evel ur bugel , neket evel un diktatour hollc ' halloudek .
Annick Lagadec ( ganet e 1950 e Blois ) a zo ur gazetennerez breizhat hag a labour e Breizh - Info hag EGIN , hag ur stourmerez breizhat .
en ur sevel e c ' hallomp atav chom a - sav , morse avat ne c ' hallomp en ur ziskenn
Created by krisbraz on 9 / 9 / 2008 Viewed 1371 times Downloaded 620 times
Met an hini a glev ar c ' homzoù - mañ a lavaran , ha ne sent ket outo , a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh . Kouezhet eo ar glav , deuet eo ar stêrioù , ha c ' hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a - enep an ti - se ; kouezhet eo , ha bras eo bet e ziskar . P ' en devoe Jezuz peurlavaret ar c ' homzoù - mañ , ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh , rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ , ha neket evel ar skribed . Pa voe diskennet eus ar menez , ul lod bras a dud a heulias anezhañ . Ha setu , un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ , en ur lavarout : Aotrou , mar fell dit , e c ' hellez va glanaat . Jezuz a astennas e zorn , en stokas , hag a lavaras dezhañ : Fellout a ra din , bez glanaet . Ha diouzhtu , e lorgnez a voe glanaet .
Dispak eo he bronnoù ganti bremañ , eus ar rontañ , bihan ar penn anezho , ruz flamm . O lakaat a ra da dremen war e zremm , war e vruched .
An doare analañ : Doareoù disheñvel a zo da lakaat an aer da redek betek ar genoù evit distagañ sonennoù . Dre vras e vez kaset an aer gant ar skevent er - maez eus ar genoù pe ar fri ( saoz . ' egressive pulmonic airstream mechanism ' ) . Doreaoù analañ all a vez implijet evit distagañ sonennoù evel ar c ' hlikoù .
Ur varzhoneg da drugarekaat Llywelyn ap Madog eus reiñ kon - hemolc ' h en un dornskrid , dastumad englynion , eo ar pezh nemetañ en anv Llywarch y Nam .
Savet he deus Eve Ensler " The vagina monologues " e 1996 . Troet eo bet en un hanter - kant yezh bennak . Ninnog Latimier he deus graet an droidigezh e b …
Ar stal - labour poderezh [ 36 ] a voe krouet e 1920 e Dornburg / Saale , 30 km eus Weimar . Er penn - kentañ ne voe nemet produoù dibar , goude - se , diwar atiz Theodor Bogler , e voent produet dre an industriezh . Ne voe ket kaset ar stal - labour poderezh da Dessau .
- Ne fell ket d ' ul lodenn diouzh an dud a gemer perzh ar c ' homiteoù eneb - frank e vefe unan bennag a vefe e penn ur strollad politikel e penn an emgann : ne c ' hell neuze bezañ na Mari - Georges Buffet , na Olier Besancenot . . .
Un oratouer ' oa bet savet en 13vet kantved , ' tal - kichen kastell Cranhuel , gant an aotrou bras deus Kerne , Bernard du Chastel . E - kreiz tri c ' hrann , da lâret eo tri c ' hoad BROUSGWEZ , ' oa bet savet an oratouer - se , marteze a - walc ' h en ul lec ' h sakr pagan , evit KRISTENAAT anezhañ . An aotrou du Chastel , bet e Jeruzalem , ' nefe degaset gantañ , sañset , tammoù deus ar Groaz , relegoù deus ar Werc ' hez Vari ha deus sent all . Lakaet ' noa e deñzor ' barzh an oratouer . Kement - se ' noa desachet ur bern PIRC ' HIRINED ken oa bet ret sevel ur chapel brasoc ' h evit digemer tout an dud . Ar chapel nevez oa bet savet e 1535 .
Mar bijec ' h eus ar bed , ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ ; met abalamour ma n ' oc ' h ket eus ar bed , met ma em eus ho choazet er bed , abalamour da - se eo e kasa ar bed ac ' hanoc ' h . Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc ' h : Ar mevel n ' eo ket brasoc ' h eget e vestr . Mar o deus va gwallgaset , e wallgasint ivez ac ' hanoc ' h ; mar o deus miret va ger , e virint ivez hoc ' h hini . Met ober a raint deoc ' h kement - se holl abalamour da ' m anv , rak n ' anavezont ket an hini en deus va c ' haset . Ma ne vijen ket deuet , ha ma ne ' m bije ket komzet outo , n ' o dije ket a bec ' hed ; met bremañ n ' o deus ket a zigarez evit o fec ' hed . An hini a gasa ac ' hanon , a gasa ivez va Zad . Ma ne ' m bije ket graet en o zouez an oberoù n ' en deus graet hini all ebet , n ' o dije ket a bec ' hed ; met bremañ o deus o gwelet , hag o deus kasaet ac ' hanon ha va Zad ivez . Met kement - se a zo evit ma vo peurc ' hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn : Va c ' hasaet o deus hep abeg .
Salud ! Moaien vefe dit rummata ar bajennoù Xerinae , Sciurinae , Callosciurinae hag Arvicolinae a zo bet savet ganit ? Aon m ' eus lakaat ur rummad fall dezho setu perak e c ' houlennan dit en ober , ur mailh out war an dañvez war a seblant . Trugarez vras ! - - Gwendal 4 Eos 2009 da 15 : 19 ( UTC )
- « Al lern o - deus o zoullou , laboused an Neñv o neiziou ; Mab an Den a - vad n ' e - neus leh e - béd da ziskuiza e benn » .
- N ' anavezec ' h ket tud a vefe bet enebourien dezhañ ?
E komzoù boutin e vez mesket lies awalc ' h bro , broad ha riez , met ret e vefe pouezañ war an diforc ' hioù bras a gaver etrezo :
evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d ' e bobl dre pardon eus o fec ' hedoù , dre garantez trugarezus hon Doue ; drezi , ar sav - heol eus an nec ' h en deus hor gwelet , evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv , hag evit ren hor c ' hammedoù e hent ar peoc ' h . Ar bugel bihan a greske hag en em greñvae er spered ; hag e chomas el lec ' hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel . En amzer - se e voe embannet ul lezenn a - berzh Kezar - Aogust , evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl . Ar gont kentañ - se a voe graet e - pad ma oa Kiriniuz gouarner Siria . Dre - se an holl a yae evit lakaat o anv , pep hini en e gêr .
Prest da blomiñ holl ar razhed a gouezho
E sonnerezh a zo dreist oll sonnerezh sakret evit orglezoù ha korioù evel ur " Lauda Jerusalem " savet evit perc ' hinded lourd parrezioù Ploermel , Gwened , Pondi hag an Oriant .
E 2001 e oa bet torret gant ar gouarnamant kevreadel an unvezioù melestradurel anvet " rannadurioù " a yae d ' ober un trede livel gouarnerezh . An unvezioù anvet " distrigoù " , a oa ar pevare live , a zeuas da vezañ an trede live nevez . Rannet eo ar proviñsoù hag an tiriad eus ar gêrbenn e 107 distrig , enno meur a tehsil ha gouarnamantoù lec ' hel . En takad meuriadel ez eus seizh ajañs meuriadel ha c ' hwec ' h takadig distag diouzh an distrigoù e - kichen ; en Azad Kachmir ez eus seizh distrig , hag e Takadoù an Norzh ez eus c ' hwec ' h distrig .
E javaeg ne vez ket implijet ar vouezh plaen gant ar c ' hensonennoù dre serriñ ma vez enebiet daou zoare fonadur all anvet mouezh laosk ha mouezh reut .
Setu ar hendalh gand Frank Bodenes : « Mardouen Marie - Jeanne , peleh an diaoul ' ma an dud , neus den ebed dirag an ordinatourien ar mintin - mañ ? ' Wechou e teu lod da zeiz e ' r mintin ken e rankom paseal an aspirateur etre o soulierou lêr . Ma ' ket ar gweturiou ga ' d an otokolañchou war ar parking . Skraba paperachou a zo d ' ober teil doh eun tu bennag sur a - walh . Lakaad signa ar gartenn a zo kaoz .
War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da - benn nevez ' zo . Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m ' eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij ( staliet en ul levraoueg foran , lakaomp ) dre m ' eo bet implijet an IP - se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia - mañ ( reizh e vefe ar stankadenn hec ' h - unan neuze ) met abalamour d ' ar stankadenn - se e virfe ouzh tud all , didamall int - i hervez an hevelep reolennoù mont - en - dro , da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer - se . Trugarez vras deoc ' h d ' am c ' has hoc ' h alioù war ar c ' hraf - mañ . Neal ( Kaozeal ) 13 Gwe 2007 da 09 : 19 ( UTC )
15 . En Tibet perhiderion ked desaùet mad - an hounghoutzed tibetan - c ' hweh kansort a zo lahet - distro da Narabànchi Eun hent hir awalh a na zougas doh Charkhe dre ar maneiou , ha pemp dei goude boud leusket ar manati on - eus arruet en amfiteatr maneiou gand ar lenn Koukou - Nour e kreiz . Ma zele boud lesanùet Bro - Finland « vro an deg mil lenn » , rannvro Koukou - Nour a hell boud lesanùet « rannvro gand eur milion lenn » Tremenet om d ' ar hornog , etre ar riblenn ha Doulan Kitt , àr eun hent kromm etre ar werni , ar lennou , ar goahou , don ha lehideg . An dour n ' eo ked c ' hoah goloet skorn ha nemed e beg ar maneiou e santem yenijenn an aveliou hag a zant . N ' on - eus ked kavet kalz a dud ha zolén or Halmouk eo bet diêz dehoñ kavoud on hent o houlenn d ' an nebeud bugulerion on - eus kavet . Adal riblenn kornog ar lenn Tasoun , on - eus greet eun distro betag eur menati e - menn on - eus diskuizet . Ganeom e oa eur bagad gweladennerion all , hag a voe lorhuz genom hag a nehas komz genom . Ind an oll o - doa fuzuillou rusad , ha tennou a - dreuz o bruched , gand daou pe dri pistoled d ' o gouriz . Ind a or sellas mad hag on - eus komprenet dioustu penoz e talvoudent on nerh soudardel . Pand ind a as kuit , on - eus gourhemennet d ' or Halmouk e houlennfe da veleg meur an tampl piou oa an dud - ze . Pell amzer , ne vennas ked ar manah respond deom , med pa - m - eus diskoet dehoñ gwalenn ar C ' houtouktou deuz Narabàntchi ha pa m - eus profet dehoñ eun hatyk melén , eñ a gomzas eun tammig muioh . - Ind a zo tud fall . Bezit difizuz gete . Med eñ ne venne ket lâred deom ou anoiou , hag a zisplege penoz herve lezenn ar broiou boudisted n ' hallez ked distag aniou da dad , da gelenner , pe da benn - renour . Dizoloet m - eus da houde eo en hanternoz an Tibet an hanvaleb kustum evel en hanternoz Bro - China . Bagadou hounghoutzed a dreuz ar vro . * * Notenn : Hounghoutz - ed a zo eur gir mongoleg evid ar laerion sinad … . Ha gwech - a - ve evid ar laerion tibetan pe g / kazac ' h evel aman . . * * Ind a za da vureiou ar gevredigezou kenwerzel hag er manatiou , a zegemer eur gwir , taosenn , hag a za boud divennerion ar rannvro . Merhad e oa ar bagad - ze « divennour » ar manati tibetan . Pelloh àr on hent , on - eus gwelet liez marhagerion o - unan en dremmwel , hag a zelle mad ahanom . Oll or hlaskou evid komz dehe a chomas bourdet . Gand ou roñsed vihan ha fonnuz ind a ee kuit evel spurtantou . D ' eun ampoent e tostaem d ' eur leh diêz er Ham Tchan e - peleh e faote deom tremén an noz , pa weljom pell ahanom àr ar gribenn a - dreist deom àr - dro daou - ugent marhegour gand roñsed wenn . Heb lared netra , ind a dihas àrnehom eur glao bolotennou . Daou ofiser a gouehas e huchal . Unan a oa bet lahet d ' eun taol hag an hini all a varùas e lod a vunutennou . N ' am - eus ked aotreet d ' am zud respont ; er hontrel m - eus fichet eur banniel gwenn hag am - eus dosteet gand ar Halmouk evid kaozal . Da genta ind a dihas c ' hoah diou volotenn , med ind a arsavas hag a zegasas eur strolladig marhegerion devatom . Deraouet on - eus ar haozou . An Dibetaned a zisplegas e oa an Ham Tchan eur mane santel e - peleh n ' hellem ked chemel e - pad an noz . Ind a alïas deom derhel gand or beaj betag eur leh e - menn e hellfem en em santa sigur . Ind a houlennas ive a beban e teuem , ha pand on - eus respontet ind a laras deom e anaouent ar volcheviked , a zellent evel dihaoderion deuz poblou an Azi , flastret gand ar ouenn wenn . C ' hoant n ' em - oa ked ober eur gaoz bolitikel , hag am - eus en em droet devad ma hansorted . E tiskenn an dinaou en - dro e oa aon din e tegemerfem eun tih en or heinou , med an hounghoutzed tibetan ne dihas ket . Repu on - eus kavet a - dreñv rehier . Beajet on - eus e leuskel e - mesk ar vein korfou da zaou gansort evel eun daosenn evid an diêster ag an danjeriou . Beajet on - eus e - pad an noz a - beh . Or roñsed skuiz - tre a arsave e peb amzer , gwech - a - ve ind a en em astenne dindan o marhegerion , med e palforsem anehe da gerhed c ' hoah . Erfin , pa voe an heol a - uz , e helljom diskuiza . Heb lemel an dibrou d ' ar roñsed , on - eus leusket anehe en em astenna . Dirazom e oa eur gompezenn ledann gand gwerni e - peleh e oa eienenn ar stèr Ma - Tchou . Ked pell ahan - man , d ' an tu ' rall , ez eus ar lann Arougn Nour . Greet on - eus eun tann kaoh - saout hag on - eus deraouet berùel an dour evid an té . Eur wech all , heb lared nitra , eur glao tennou a gouehas àrnehom a beb tu . Repu on - eus kavet a - dreñv rehier , hag on - eus gortet . Ar fuzuilladenn a voe kreñvoh hag a dostaas ; hag e weljom zokén an argaderion e kelh àr - dro deom hag an tennou a ree eur glao kaled . En ambuskadenn - ze n ' om - oa ked kalz a spi . Klasket m - eus kaozal , med ma banniel gwenn a zegemeras eur glao tennou hag unan , e lemmel àr eur roh , a ma gwall - aozas em garr a - glei . Er mem amzer e voe lahet eur hansort all . Neuze on - eus emgannet . Ar stourmaj a badas àr - dro diou eur . Tri kansort a voe gwall - aozet skañv . Dalhet on - eus ken ma helljom . An hounghoutzed a dostee hag ar stad a oa heb spi erbéd . - N ' on - eus ked mui choej , e laras unan etrezom , eur horonal brudet . Red eo pigna àr on dibrou , ha moned kuit , ne vern ked da venn ! - Ne vern ked da venn ! Gir spontuz ! Ne hortjom ket . Sur e oam penoz gand ar bagad - mañ àr - dro deom , meur e eem e - barz an Tibet , nebeutoh on - oa chansou chom beo . Divizet on - eus neuze da voned er Vongoli en - dro . Kila a rejom e tenna berped , e kerhed devad an hanternoz . Unan goude egile , tri den a gouehas c ' hoah . Ma hansort tatar a oa astennet gand eur volotenn en e goug . Da houde , daou ofiser yaouank ha leun a startijenn a gouehas doh o dibrou e huchal d ' ar maro , pa ee ou roñsed aonet e redeg àr ar gompezenn . Hardisoh c ' hoah e voe an Dibetaned e weled kement - ze . Eur volotenn a stoas blouk lerenn ma ibil - troad dehou hag a er lakas em hig , gand eun tamm lêr , just a - uz d ' am ibil - troad . Ma hansort agronom a huchas eur wech e terhel e skoa , hag am - eus gwelet anehañ e torcha e dâl gwaduz . Eur zegondenn da heul , or Halmouk a voe tihet diou wech e kalon e zorn , ken ma voe e zorn spontuz mahagnet . D ' ar mem ampoent , pemzeg hounghoutz a ridas devatom e charja . - Tihet ken ma hellet , e hourhemennas ar horonel . C ' hweh laer a gouehas àr an dachenn , pa oa daou laer all kouehet doh o roñsed hag a rede àr droad evid teha gand o hamaladed . Lod a vunutennou da heul , e arsavas tih an enebour , hag ind eo o - deus hejet eur banniel gwenn . Daou varheg a zaas devatom . E - pad ar gaoz , on - eus ouiet penoz o fenn - renour a oa bet gwall - aozet d ' e vruched , hag ind a houlenne deom e wellaafem anehañ . Eun tammig spi m - eus bet neuze . Taped m - eus ma sahig louzou hag eet on du - ze gand ma Halmouk evel jubennour . Eñ a bade kalz deuz e vlès hag a vilige . - Roet sianur a botassiom d ' an den - ze brein , e laras din ma hansorted . Med eur plan all am - oa . Ind a on ambrougas betag o fenn - renour goall - aozet . Astennet e oa àr pallennou dibrou e - mesk ar rehier . Lavared a reas deom e oa Tibetan , med am - eus anaouet dioustu hervez e zremm e oa e gwirione Turkoman , merhad deuz kreisteiz an Turkestan . Eñ a ma sellas gand eun doare aonet hag a bede . Gwlet m - eus penoz an tenn e - noa treuzet e vruchet , eñ e - noa kollet kalz gwad , ha goann - tre e oa . Siriuz am - eus greet mad pez a hallen evitoñ . Klask a ris da genta àr ma teod ar louzou e rofen dehoñ , zokén an iodoform , eid proua dehoñ n ' er hontammin ket . Kaoterizet m - eus ar blès gand iod . Lakeet am - eus àrnehoñ iodoform hag am - eus bet eur lienn . Gourhemennet m - eus ne douchfent ked an den goall - aozet ha ma leuskfen anehoñ e pleh e oa heb fichal anehoñ . Da houde , am - eus diskoet d ' eun Tibetan penoz e oa red kemma ar lienn hag am - eus laosket anehoñ gand eun tammig watenn , liennou hag eun tammig iodoform . D ' an den klañv e - noa eun derzienn hag a ihuelle dija , roet m - eus dohtoñ eun tamm mad ag aspirin , hag am - eus leusket lod a gachetou kinin . Da heul , m - eus komzet d ' e gansorted dre ma Halmouk , hag e lâris àr eun ton braz : - Danjeruz eo ar blès , med am - eus roet d ' ho penn - renour eur louz mad ha m - eus spi e varùo ket . Eun diviz ez eus nemed d ' ober doujañs ; an diaouled fall hag a zo deuet en e gichenn eid poulsa anehoñ d ' on argada heb rezon , ahanom beajerion ked danjeruz , a laho anehoñ dioustu ma dennet nemed eur wech àrnehom . Arabad zokén deoh goarna eun tenn unan en ho armou . Da houde , m - eus gourhemnnet d ' ar Halmouk e disarmfe e fuzuill dehoñ e me ma un , m - eus taped tennou ma fistoled . An Dibetaned a reas eveldon - Dalhet er soñj peuz m - eus lavaret deoh : e - pad unneg dé hag unneg noz , arabad deoh moned kuit ahan - man na karga ho fuzuillou . Peotramant , diaoul ar maro a dapo ho penn - renour hag ho tapo ahanoh da houde . Tennet m - eus doh ma godell , hag am - eus saùet a - uz d ' o fennou bizou ar C ' houtouktou deuz Narabàntchi . Deuet oun en - dro devad ma hansorted hag am - eus o dizaonet . Lavaret m - eus ne risklen ked mui argadou all gand ar bagad - mañ laeron , ha penoz e oa red deom doned er Vongoli . Skuiz - tre e oa or roñsed , ha ken treud iwe ma on - befe gallet kroga or mantellou d ' o eskern . Chomet om daou zewez hag am - eus greet meur a weladenn d ' an den klañv . Gallet on - eus ni iwe lienna or blèsou deom , evuruz skañvoh , ha diskuiza . Dre nechañs em - oa nemed eur gountell evid kas an tenn kuit doh ma hov - garr klei ha doh ma ufern dehou an tammou lér a oa deuet e - barz . E houlenn ar laeron diwar hentchou ar haravan , on - eus ouiet penoz arru àr eun hent pouezuz hag on - eus kavet buan karavanenn ar prins yaouank mongol Pounzig , hag a yee e kefridi santel , e touga eur lizer deuz ar Bouddha Beo euz Ourga d ' an Dalai Lama deuz Lhasa . Eñ a or sikouras evid prena roñsed , kanvaled ha boued . On armou hag peb sort marhadoureziou o - doa servijet deom evid prena moiandou dougen ha boued e - pad or beaj , hag on - deuet rivinet d ' ar manati Narabantchi en - dro e peleh ar C ' houtouktou a on degemeras joeiuz . - Goûd a ren e teufeh en - dro , eme ean . An oraklou o - doa diskoet din kemend - ze . C ' hweh den a chome en Tibet , hag o - doa pêet gand ar vuhe taosenn or beaj war - zu ar hreisté . Daouzeg e teuem d ' ar menati en - dro , e - peleh on chomet pemzeg dei evid gwellaad ha soñj penoz an darvoudou a hallfe on ambrouga devad porz a vefe lavaret deom gand an tonkadur . An ofiserion en em angajas en arme bihan a oa kroueet er Vongoli evid emgann ened d ' ar volcheviked o - doa distrujet o bro . Ma hansort kenta ha me , on - eus divizet treuzi ar Vongoli , gouest evid an darvoudou neve hag an danjeriou ha hallfe doned en or c ' hoant arru en eul leh sigur . Hag hiziou , pa m - eus eñvor deuz ar beaj - ze ken poaniuz , e faot din trugarekaad ma mignon , ma mignon braz , ma mignon a bell zo , an agronom ; ha me faot din enora ma hansorted rusad all , dreist - oll ar re , euz eñvor sakret , hag a reont o housked deveañ e maneiou an Tibet : ar horonal Ostròvsky , ar habitened Zouboff ha Touroff , al letanant Pisarjèvsky , ar Hozak Vernigora , an Tatar Mahommed Spirid . Me fell din lâred ive ma anaoudegèz vad evid o sikour hag o harante da prins ar Soldjak , Noyon heritour ha Ta Lama , d ' ar h / Kampo Gelong deuz manati Karabàntchi , ha d ' an enoruz Djelyb Djamarap C ' houtouktou . * * notenn : Eur Gelong a zo eur beleg lamaour , ha ked eur manah eeun . Eñ a hell lida evid Doue , ober sakrifisou . Eur h / Kampo a zo eun tammig evel eur priol kristen evid e « vicher » , med eñ a zo deuz lamaed ar hantved , a hell neusen dimea . Kampo a zo ar grad ihuella evid eur lama deuz ar hantved . Eur h / Kampo Gelong a zo manah ha beleg ha penn - renour eur manati . * * .
E ziskibien a oa aet e kêr , evit prenañ boued . Ar wreg samaritan a respontas dezhañ : Penaos , te hag a zo yuzev , a c ' houlenn da evañ diganin - me , ur Samaritanez ? ( Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned . ) Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi : Mar anavezjes donezon Doue , ha piv eo an hini a lavar dit : Ro din da evañ , te a c ' houlennje da - unan digantañ , hag eñ a roje dit dour bev . Ar wreg a lavaras dezhañ : Aotrou , te ne ' c ' h eus netra evit tennañ dour , hag ar puñs a zo don ; a - belec ' h eta ez pefe an dour bev - se ? Brasoc ' h out eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar puñs - mañ hag en deus evet e - unan anezhañ , kenkoulz evel e vibien hag e loened ? Jezuz a respontas dezhi : Piv bennak a ev eus an dour - mañ en devo c ' hoazh sec ' hed ; met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n ' en devo biken sec ' hed ; hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn - dour a strinko evit ar vuhez peurbadus .
8 : 7 Ul lodenn all a gouezhas e - touez ar spern ; ar spern a savas gant ar greun hag o mougas .
Tri doare zo da bakañ ar c ' hleñved - se :
Ar re o mesae , o welout ar pezh a oa erruet , a dec ' has kuit da lavarout kement - se e kêr ha war ar maez . Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c ' hoarvezet . O vezañ deuet da gavout Jezuz , e kavjont an den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ , azezet ouzh treid Jezuz , gwisket hag en e skiant vat ; hag e voent leuniet a spont . Ar re o devoa gwelet an traoù - se a lavaras dezho penaos e oa bet yac ' haet an hini dalc ' het gant an diaoulien . Holl dud bro ar C ' hadareniz en pedas da bellaat diouto , rak kroget e oa ur spont vras enno . Mont a reas eta er vag evit distreiñ . An den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ , en pedas d ' e lezel da vont gantañ . Met Jezuz a gasas anezhañ kuit , o lavarout : Distro da ' z ti , ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit . Mont a reas eta kuit , oc ' h embann dre holl gêr kement en devoa Jezuz graet en e geñver . Pa voe distroet , Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras , rak an holl a c ' hortoze anezhañ .
Goulenn a ra Facebook digant e implijerien sikour evit treiñ e interfas en o yezh vamm . Pep den a c ' hall kinnig un droidigezh eus ar frazennoù orin e saozneg . Votiñ a ra ar genrouedaderien evit an hini a welont evel an hini wellañ .
- « Deus d ' am heul , ha lez ar re varo da interri ar re varo » .
80 % eus an OKG produet evit ar magadurezh a za da bouetañ al loened . Ar peurrest a vez implijet , kentoc ' h e kementadoù bihan , er produoù gouestlet d ' an dud , dindan stumm ouzhpennadoù an aliesañ , met ivez dindan stumm eoul evit ar soya hag ar c ' holza , pe bleud evit ar mais . Ar gorreadoù roet er pennad - mañ a zo ar gorreadoù aotreet ha disklêriet nemet ken , met ret eo gouzout e vez gounezet PKG diaotre e meur a vro ( evel e Tailand da skouer ) , hag e vez ivez gounezet gorreadoù PKG ( aotreet pe get ) disklêriet evel gorreadoù gounidigezhioù klasel . Ar sifroù roet er pennad - mañ a zo sifroù ISAAA ( International Service for the Aquisition of Agri - biotech Applications ) , hag a zo ur servij paeet gant an embregerezhioù hadoù meur , setu n ' eo ket anat e vefent objektivel , driest holl pa vez islinennet ha pouezet gant an ISAAA war ar fed e vefe gounezet muioc ' h a PkG gant ar broioù war hent an diorren , ar pezh a vefe , hervezho , ur brouenn eus efeduster hag eus talvoudegezh ar PKG evit al labour douar .
En deveziou - mañ ema niverenn 279 Brud Nevez o tond er - mêz . Pennadou a zo e - barz , evel just , diwar - benn ar votadegou - rannvro . Diwar an 11 listenn a zo war ar renk evid an dro genta , ' zo bet savet goulennou ouz ar re a zo e penn peder anezo :
Digarezit ma n ' am eus ket sinet ar gaozeadenn a ziwar Kalaika : n ' am boa ket kavet penaos en ober . hogen dindan va anv implijer Gad am eus savet al linnennoù am eus skrivet er gaozeadenn . Aes deoc ' h gouzout eta n ' eo ket dre guzh am eus graet .
Lezel a ran ganeoc ' h ar peoc ' h ; reiñ a ran deoc ' h va feoc ' h ; ne roan ket anezhi deoc ' h evel ma ro ar bed . Na vezet ket ho kalon nec ' het , na spontet . Klevet hoc ' h eus em eus lavaret deoc ' h : Mont a ran kuit , hag e tistroan davedoc ' h . Mar karjec ' h ac ' hanon , ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret : Mont a ran da gavout an Tad ; rak va Zad a zo brasoc ' h egedon . Ha me am eus e lavaret deoc ' h bremañ , a - raok ma erruo an dra , evit pa vo erruet , e kredot . Ne gomzin ken kalz ganeoc ' h , rak priñs ar bed - mañ a zeu ; ha n ' en deus netra ennon . Met evit ma ' c ' h anavezo ar bed penaos e karan va Zad , ha penaos e ran ar pezh en deus an Tad gourc ' hemennet din , savit ha deomp ac ' hann . Me eo ar wir winienn , ha va Zad eo ar gwinier . Lemel a ra ac ' hanon kement brank na zoug ket a frouezh ; hag e tivarr kement brank a zoug frouezh , evit ma tougo c ' hoazh muioc ' h a frouezh .
Pa oan krennard e tremenen ar vakañsoù hañv e Douarnenez . Gozik pep wech e chomen eno betek ar reverzhi . Plijus e kaven ar mare - se , daoust d ' an amzer c ' hleb a veze o ren ar peurliesañ . Klouar an aer hag ar mor koulskoude . Kalzik a dud war ar chaoser hir - hir anezhañ . Lod anezho o pesketa . En devezhioù - se e vezen o c ' hedal e teufe ar morc ' hoc ' hed gwenn war wel ( " où le béluga est ? " ) . Ken kaer o lamm a vandennajoù dreist ar gwagennoù Un nebeud bloavezhioù zo e oan aet en - dro eno d ' ober ur " piric ' hinaj war lec ' hioù ma oad - krenn " . Tremen a ris e - biou " la Plage des Dames " . Moused zo a oa o splujañ diwar chaoser berr a - dal da Enez Dristan , evel ma raen - me . Re all a oa o splujañ diwar ar voger a zo dindan an ostaleri a sko war an draezhenn . Hardizh an tamm anezho rak uhel eo ar voger - se . Ur paotrig a oa ha ne grede ket ober . Kalonekaet e oa gant e vignoned en un doare dousig . Me ne greden ket kennebeut ! Na gwechal . . . nag en deiz - se . . . Mont a ris betek ar c ' hoc ' hu ma voe mignoned din o chom en e gichen . Gwelet a ris ur paotr , senior anezhañ , o tont e - maez eus e garr : - " Ha c ' hwi a oar petra eo deuet an dud a oa o chom en ti - se da vezañ ? " emezon - " N ' on ket ac ' hann , " emezañ . " Eus Treboul on . Ni , Trebouliz , ne zeuomp morse amañ . " Ha Treboul c ' harter eus " Douarnenez bras " dispartiet eus kreiskêr gant ster Porz Rhu hepken ! - " Ha c ' hwi amañ koulskoude ! " emezon - me . - " Ya , d ' ober ur weladenn d ' am c ' hoar on deuet . . . . . Ha petra a fell deoc ' h ? . . . Dont a ra pep tra da vezañ kel liesvroadek ( cosmopolite ) bremañ siwazh ! " Er bloaz - mañ , en ur visitañ stalioù an embannerien e gouel " ar Veajourien Souezhus " e Sant Malo e ehanis dirak hini mirdi Kompagnunezh Bro - India . Eus an Oriant on . Setu - me " o sevel ma fri " . - " Pa viot en Oriant , deuit ' ta da welet ac ' hanomp e Porz - Loeiz ! " eme tud ar stal , startijenn enno , hag int war o leve eveldon . " Dek munut hepken e pad an treizh adalek an Oriant ! " Dek munut ! Keit ha ma pad mont eus Treboul da Zouarnenez emichañs .
ha mar goulennan ouzhoc ' h ivez , ne respontot ket din , [ ha ne ' m lezot ket da vont ] . Diwar vremañ , Mab an den a vo azezet a - zehou da c ' halloud Doue . Neuze e lavarjont holl : Te eo eta Mab Doue ? Eñ a respontas dezho : C ' hwi a lavar hoc ' h - unan , bez ' ez on . Neuze e lavarjont : Da betra hon eus c ' hoazh ezhomm a desteni , pa ' z eo gwir hon eus e glevet eus e c ' henou ? Neuze an holl dud - se , o vezañ savet , a zegasas anezhañ da Bilat . Hag en em lakajont d ' e damall , o lavarout : Ni hon eus kavet an den - mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar , o lavarout eo ar C ' hrist , ar roue . Pilat a reas outañ ar goulenn - mañ : Bez ' out - te roue ar Yuzevien ? Jezuz a respontas dezhañ : Te en lavar .
Pa glevot komz eus brezelioù , hag eus dispac ' hioù , na spontit ket , rak ret eo e teufe an traoù - se a - raok ; met ne vo ket kerkent ar fin . Lavarout a reas dezho ivez : Ur bobl a savo a - enep ur bobl all , hag ur rouantelezh a - enep ur rouantelezh all ; hag e vo krenoù - douar bras e meur a lec ' h , ha naonegezhioù , ha bosennoù ; hag en em ziskouezo traoù spouronus , ha sinoù bras en neñv . Met , a - raok an holl draoù - se , e lakaint o daouarn warnoc ' h hag e wallgasint ac ' hanoc ' h , ho kasint en o sinagogennoù hag ho lakaint er prizon , hag ho kasint dirak ar rouaned ha dirak an ouarnerien , abalamour da ' m anv . Kement - se a vo evidoc ' h ul lec ' h da desteniañ . Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a - raok en ho tifenn , rak me a roio deoc ' h ur genou hag ur furnez na c ' hellint respont netra hoc ' h holl enebourien dezho .
E norzh ar vro emañ Pilanesberg , un takad volkanek kozh . Un takad serzh a - walc ' h eo , gant toulloù - diskarg niverus . Loened a bep seurt zo o vevañ eno . Plant dibar zo ivez en takad - se : Adansonia , Tek , ' ebena , Hibiscus . . .
Ur yezh bihanniver eo ar galizeg . Hogen ofisiel eo hervez bonreizh stad Spagn hag hervez bonreizh rannstad emren Galiza .
Da vare gouel vras Yaouank omp bet o kejiñ ouzh ar strol …
Deskit dre barabolenn ar wezenn - fiez : pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ , ec ' h anavezit eo tost an hañv ; evel - se ivez , pa welot kement - se oc ' h erruout , gouezit Mab an den a zo tost , hag ouzh an nor . Me a lavar deoc ' h e gwirionez , penaos ar rummad - mañ ne dremeno ket , ken na vo c ' hoarvezet an holl draoù - se . An neñv hag an douar a dremeno , met va gerioù ne dremenint ket . Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur , den n ' o anavez , nag an aeled a zo en neñv , nag ar Mab , met an Tad hepken . Bezit war evezh , chomit dihun ha pedit ; rak n ' ouzoc ' h ket pegoulz e teuio an amzer - se . Bez ' e vo evel un den a ya e beaj , a lez e di , a ro ar gundu anezhañ d ' e vevelien , o lakaat da bep hini e labour , hag a c ' hourc ' hemenn d ' ar porzhier bezañ dihun .
The Guardian zo ur pemdezieg embannet e Breizh - Veur gant ar strollad Guardian Media Group . Embannet e vez bemdez etre al Lun hag ar Sadorn , er vent Berliner ( 470 mm × 315 mm ) . Betek 1959 e oa anvet The Manchester Guardian , dre ma oa bet savet e Manchester . Abaoe 1964 avat emañ e sez e Londrez , ha moulletl e vez en div gêr .
ar gwirioù a zeu anezho o - unan d ' an nep a ra e zeverioù
E 1902 e adkemeras Abdul Aziz Ibn Saud Ryad , kêrbenn hengounel ar renziad , digant ar familh Al - Rashid ; Etre 1913 ha 1926 e aloubas Abdul Aziz Ibn SaudAl - Ahsa , Al - Qatif , Hijaz hag rest ar Nejd . D ' ar 8 miz Genver 1926 en em embannas roue ar Hijaz ha roue ar Nejd d ' ar 29 miz Genver 1927 . Frankiz ar stad nevez a oa degemeret gant ar Rouantelezh Unanet dre feur - skrid Jedda .
Ober a reas eta meur a c ' houlenn outañ ; met Jezuz ne respontas netra dezhañ . Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno , hag a damalle anezhañ gwashañ ma c ' hellent . Met Herodez , gant tud e ward , a zisprizas anezhañ ; hag evit ober goap anezhañ , e lakaas gwiskañ dezhañ ur sae splann , hag e tistroas anezhañ da Bilat . En deiz - se , Herodez ha Pilat a zeuas da vezañ mignoned ; rak a - raok e oant enebourien . Neuze Pilat , o vezañ dastumet ar veleien vras , mistri ar vro , hag ar bobl , a lavaras dezho : Degaset hoc ' h eus din an den - se evel m ' en dije savet ar bobl , ha goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc ' h , ne ' m eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ , nag Herodez kennebeut , rak ho kaset em eus d ' e gavout ; ha setu n ' en deus graet netra a vefe din a varv .
Lec ' hienn ofisiel kevredigezh Dizale Ur gevredigezh ( lezenn 1901 ) eo Dizale , sikouret gant Kuzul rannvro Breizh . Tud a - vicher a vez gopret ganti hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n ' eus forzh peseurt doare oberenn . Ezel eo Dizale deus Films en Bretagne ha Kuzul Sevenadurel Breizh
An dek all o vezañ klevet kement - se , a yeas droug enno a - enep Jakez ha Yann . Met Jezuz , o vezañ o galvet , a lavaras dezho : Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar pobloù a vestroni anezho , ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno . Na vo ket evel - se en ho touez ; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez , a vo ho servijer . Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c ' hentañ en ho touez , a vo mevel an holl . Rak Mab an den n ' eo ket deuet evit bezañ servijet , met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz . Goude e teujont da Jeriko ; hag evel ma ' z eas kuit ac ' hano gant e ziskibien ha kalz a dud , mab Time , Bartime , an dall , a oa azezet war gostez an hent , o c ' houlenn an aluzen . O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared a dremene , en em lakaas da grial ha da lavarout : Jezuz , mab David , az pez truez ouzhin !
Omp ali : Setu un dresadenn - vev Japanaat ha na blijo ket d ' an holl . Feuls ha taer , kont a ra deomp penaos un den " normal " ( Rokuro ) a c ' hell cheñch penn d ' ar vazh en e vuhez evit bevañ avanturioù a - bep seurt . N ' eo ket un heulienn bet krouet evit chom da soñjal dirazhañ . Lusket gant eskemmoù bollodoù , tarzhadennoù a bep - seurt , avanturioù ar paotr Rock ( Rokuro ) hag e gamaladed nevez a vez plijus da welet . An tresadennoù a vez brav esplann dreist holl a - fed endro an dudennoù .
Kistin e Kawan e fest noz Kaouenn Net
" Hopala ! " a soñjis , " sede un istor a zereo ouzhin , traoù kevrinus , korvigelloù an Amzer … " Touellet !
Ur manga a zo bet kuzuliet din nevez zo pa oan o komz diwar - benn Battle Royale gant ur mignon . L ' école emportée a zo ur manga bet embannet er bloavezhioù 70 e Japan . Istor ur skol ( vamm ha kentañ derez ) a deuz kuit eo . Un darzhadenn a zo bet , met ne chom netra . Ar skol a zo bet kaset en dazont , e - lec ' h ne chom netra estreget un dezerzh . Ret eo d ' ar vugale ha d ' ar gelennerien bevañ asambles hep dour , tredan na boued . Buan awalc ' h e tro sod an dud ha feulz - tre eo an disoc ' h . Eus he zu , mamm Shô ( an haroz ) a zo trist - tre abalamour eo tremenet fall an traoù etrezo just araok na c ' hoarvezfe ar gwallzarvoud , sur eo eo bev he mab ha klask a ra sikour anezhañ daoust d ' he endro . En eil levrenn ne chom den bras ebet , ret eo d ' ar vugale krouiñ ur gevredigezh , dilennadegoù a zo met dizoloiñ a reont buan ez eus un euzhvil o vevañ en dezerzh … Ret eo dezho en em gannañ ouzhpenn ! En trede e vo diskoulmet afer an euzhvil ( en un doare dic ' hortoz mik ) hag e vo ur gudenn ouzhpenn : ur c ' hleñved red ! Kavout a ran efedus kenañ , koshaet eo un tamm an tresañ met mat eo , aes da heuliañ hag a galite . Lakaet en deus ac ' hanon da soñjal e istorioù Junji Ito un tamm ( Spirale , Tomié ) . Feulz kenañ eo met dedennus evel m ' eo istorioù kevredigezhioù savet diwar ur gwalheur dic ' hortoz . An hanter a zo bet lennet ganin dija , hast ' m eus gouzout ar pezh a c ' hoarvezo da c ' houde !
Merc ' h yaouañ Otto Heinrich Frank ( 12 a viz Mae 1889 , 19 a viz Eost 1980 ) hag e wreg Edith Hollander ( 16 a viz C ' hwevrer 1900 , Meurzh 1945 ) e oa Anne Frank . Pa zegouezhas Hitler e penn Bro - Alamagn e 1933 e kuitajont Frankfurt da vont da Amsterdam evit tec ' hout rak heskinerezh an nazied .
13 : 2 Ha da goulz koan ( an diaoul o vezañ lakaet e kalon Judaz Iskariod , mab Simon , e werzhañ ) ,
A - drugarez d ' ar skritur nkoek e teskas da lenn ha da skrivañ ar Vandeed dre Afrika ar C ' hornôg a - bezh ha talvezout a reas da genvaat ar spered mandinkelezh e Ginea dreist - holl .
( Mona [ merc ' h ur c ' helenner ] ) N ' eo ket gwir : dec ' h e oa tadig er skol ha warc ' hoazh e vo er skol ivez . . .
Testennou diwar - benn sent , keriou , Jezuz , ha traou all .
Ar roue a yeas droug ennañ , hag o vezañ kaset e soudarded , e lakaas da vervel al lazherien - se , hag e tevas o c ' hêr . Neuze e lavaras d ' e vevelien : An eured a zo prest , met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket din anezhi . It eta er c ' hroazhentoù , ha galvit d ' an eured an holl re a gavot . E vevelien , o vezañ aet dre an hentoù , a zastumas kement a gavjont , mat ha fall , ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol . Ar roue , o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol , a welas eno un den n ' en devoa ket gwisket un dilhad eured . Lavarout a reas dezhañ : Va mignon , penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured ? Eñ a chomas mut . Neuze ar roue a lavaras d ' ar vevelien : Ereit e zaouarn hag e dreid , ha taolit eñ en deñvalijenn a - ziavaez , e - lec ' h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù - dent .
" Pign , " emezañ . Ar ger kentañ a zo un urzh . Kregiñ a ra fall . Fall e krog bepred , ha ne ya ket war wellaat . A - boan serret an nor ganti e loc ' h kuit . Gouzout a ra da belec ' h emañ o vont , boaz eo moarvat . Koulz lezel anezhañ da ober . Bilhedoù a zo dirazi , war al leur . He heuz he deus lakaet war un nebeud re .
Deuet e oa an Tad Nedeleg . Erruet e oa gant dale .
Abadennoù da zont : Dañsoù , d ' an 18 a viz C ' hwevrer , d ' ar 4 ha d ' an 18 a viz Meurzh , d ' ar 1añ , 15 ha d ' an 29 a viz Ebrel , da 8e30 noz . Savar brezhoneg , d ' an 11 ha d ' ar 25 a viz C ' hwever , d ' an 11 ha d ' ar 25 a viz Meurzh , d ' an 8 ha d ' an 22 a viz Ebrel , etre 6e ha 7e30 noz .
Ret eo derc ' hel soñj e veze termenet ar brederouriezh klasel , adalek an amzerioù a - raok Sokrates betek mare diskibien Leibniz , evel skiant Doue , pe skiant ar peurvoud , e - berr evel doueoniezh . Usvedoniezh , pe " prederouriezh kentañ " a veze graet anezhi ivez , dre ma veze gwelet evel gwrizienn , andon , sichenn an holl skiantoù .
Mari eo an Itron vras , a zo Merc ' h da Zoue an Tad , Mamm da Zoue ar Mab , ha Pried da Zoue ar Spered - Santel .
Ne weler ket ho pried aman ken ' balamour da betra ' ma Ket ganeoc ' h er gerKen pell zo da c ' hortoz - Trist eo ma deiziou ha goullo ma ziRak ma fried zo bet lakaet ' barzh an toullbac ' hKen pell zo da c ' hortozLakaet en tooullbac ' h du - hont e ParisEvel ar c ' hangsterien hag al lazherien krizKen pell zo da c ' hortozGant gwarded ganas dalc ' het eo er c ' hlozHep ma ouife perak , hep ma vefe barnetKen pell zo da c ' hortozSelaouit oll ta tud a Vreizh - IzelHo pugale a vo kasset kuit eveltanKen pell zo da c ' hortozKasset d ' ur vro pell en abeg d ' ho yezhRak bezan ur Breizhad vo un torfed arc ' hoazhKen pell zo da c ' hortozSelaouit oll ta ar pezh a laranC ' hwi a welo un deiz en un emgann spontusKen pell zo da c ' hortozArme an tri - liw o lazhan evnedRak & quot ; les petits salauds ne chantent pas en français & quot ; Ken pell zo da c ' hortozHa chom a refet daoulinet dalc ' hmadO c ' hortoz ar gontell ' vel ma ra an danvadKen pell zo da c ' hortozPe neuze e giz al laboused gouezE kanfet en ho yezh hep goulenn an aotreKen pell zo da c ' hortoz .
An hini a gasa ac ' hanon , a gasa ivez va Zad . Ma ne ' m bije ket graet en o zouez an oberoù n ' en deus graet hini all ebet , n ' o dije ket a bec ' hed ; met bremañ o deus o gwelet , hag o deus kasaet ac ' hanon ha va Zad ivez . Met kement - se a zo evit ma vo peurc ' hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn : Va c ' hasaet o deus hep abeg . Met pa vo deuet ar Frealzer , a zegasin deoc ' h a - berzh an Tad , ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad , eñ a roio testeni ac ' hanon . Ha c ' hwi ivez , c ' hwi a roio testeni , abalamour m ' emaoc ' h ganin adalek ar penn - kentañ . Lavaret em eus deoc ' h an traoù - mañ , evit na gemerot ket a skouer fall . Kas a raint ac ' hanoc ' h kuit eus o sinagogennoù ; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d ' ar marv servijañ Doue .
Goulenn ur pennad Telerama eo . Pe kentoc ' h : " Daoust hag - eñ emañ forom kentañ ar C ' hevredigezhioù eus ar C ' hornog o vont da get ? " Gant skinwel tadig emañ bodet an holl dud dirak o skram er memes poent , o sellet ouzh ar memes abadennoù . Kazeterien an TV an hini eo a gomz . An arvesterien an hini eo ar re a sell hag a selaou . Diwar ar c ' hrec ' h betek an traoñ e ya ar c ' homzoù hag ar skeudennoù . Gant an internet emañ ar patrom - se o tispenn . Gallout a ra an dud :
9H30 : Dring dring ! " Ret eo mont er - maez ! " a huch ar vugale . Moalig a gemer 5 sigaretenn .
A - benn ar fin ez eus roet disoc ' hoù an enklask : 30 . 000 a - enep d ' ar raktres , 95 a - du . Kalz na vern ! Ar gomiserien a embann un ali a - du . Bec ' h a sav e 1978 adarre . Pa sav a - du ar c ' huzul - Stad gant ar raktres e tiviz kuzulioù - kêr Pentelloù ha Keiz - Raez reiñ o zilez d ' an 12 a viz Here . Geveliñ gant Plougoñ eo an diviz diwezhañ bet kemeret gant an daou guzul - kêr ha kemer a ray perzh dileuridi Pentelloù e manifestadeg an 19 e Kemper a - enep da greizenn Plougoñ daoust d ' ar skoilhoù lakaet gant ar polis . « Nann d ' ar greizenn , ya d ' ar vuhez » : d ' an 28 e kemer perzh 5 . 000 den d ' ur gerzhadeg etre Pentelloù ha Naoned , d ' ar 17 a viz Kerzu e tibun 7 . 000 den e straedoù Pentelloù ha prennet eo stalioù kenwerzh Keiz - Raez ha Pentelloù d ' an 19 . D ' an 10 a viz Genver 1979 eo sinet an disklêriadur a dalvoudegezh foran gant ar c ' hentañ ministr Raymond Barre , ken e tibun 10 . 000 manifester e Naoned daou viz goude , ha 6 . 000 all c ' hoazh da geñver Gouel an Heol d ' ar 24 a viz Even . Miz zo e oa c ' hoarvezet gwallzarvoud Three Mile Island e Pennsylvania , a zigor ur maread nevez evit ar stourm a - enep d ' an nukleel . Rannet eo soñj Villaine gant ar stourmerien : « Adal bremañ e rank bezañ anat d ' an holl n ' eo ket nemet el Liger - Izel eo e ranker paouez da sevel seurt kreizennoù , e pep lec ' h ne lavaran ket » .
Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho : Deuet oc ' h er - maez evel war - lerc ' h ul laer , gant klezeier ha gant bizhier , evit kregiñ ennon . Bemdez e oan en ho touez , o kelenn en templ , ha n ' hoc ' h eus ket va c ' hemeret ; met bez ' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc ' hraet . Neuze , o vezañ e zilezet , an holl a dec ' has kuit . Un den yaouank en heulie , goloet hepken gant ul linenn skañv ; an dud yaouank a grogas ennañ , met eñ a lezas ganto e wiskamant , hag a dec ' has en noazh deus etre o daouarn . Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg - meur , e - lec ' h ma oa en em zastumet an holl veleien vras , an henaourien hag ar skribed . Pêr a heulias anezhañ a - bell betek porzh ar beleg - meur . Hag o vezañ azezet gant ar vevelien , en em domme e - tal an tan .
Download XML • Download text