Dependency Tree

Universal Dependencies - Breton - KEB

LanguageBreton
ProjectKEB
Corpus Parttest
AnnotationTyers, Francis

Select a sentence

Showing 206 - 305 of 884 • previousnext

s-206 Un nebeud mizioù a chom deoc'h neuze evit dont a-benn da vont e-barzh unan eus oberennoù pennañ istor ar rock.
s-207 D'an 18 a viz Ebrel e oa bet lakaet da dalvezout en Europa al lezenn nevez diwar-benn penaos heuliañ an OGM ha menegiñ anezhe war an tikedennoù.
s-208 Sellit ouzh an tikedennoù eta da c'houzout petra zo e-barzh ar pezh a brenit.
s-209 Souezhus e vefe eta gwelet ur gall o c'hounit an tournamant er bloaz-mañ.
s-210 Adarre a c'houlenner a wir galon, hag a vo graet moarvat.
s-211 Er bloavezh 2057, emañ heol hon c'hoskoriad o vervel.
s-212 Kaset eo skipailh ICARUS II en egor da gas ur vombezenn nukleel en Heol evit ma c'hanfe ur steredenn nevez diwarnañ .
s-213 Ne vo ket aes an traoù evito siwazh...
s-214 Ha ne cheñch ket an traoù e 2007.
s-215 Ar Yaou da noz a vo gouestlet, evel warlene, d'ar sonerezh gall.
s-216 Pedet eo an holl da lidañ 30 vloaz skolioù Diwan.
s-217 Start e vo ober an dibab!
s-218 Kinniget e vo ivez ur romant nevez savet gant skolidi Diwan, un dastumad skridoù 30 linenn, savet gant 30 den diwar-benn ar skolioù brezhonek...
s-219 En Euskadi, Okitania, Korsika ... e vo kinniget obererezhioù tro-dro d'an darvoud-mañ en holl yezhoù.
s-220 Perak eo mat?
s-221 Tri fezh-c'hoari e brezhoneg a vo kinniget d'an 10, 19 ha 24.
s-222 An holl a oar dija piv a zeuy da Gerampuilh d'ar Yaou 20, setu kenkoulz eo lakaat ar gaoz war ar peurrest eus ar gouel.
s-223 M'ho pez c'hoant da gemer perzh en ur stourm sokial pe bolitikel, e vo ar bloavezh mat evit kregiñ e-barzh.
s-224 War tachenn al labour e vo mat-kenañ lodenn gentañ 2006.
s-225 Sirius ha kempenn, gounit a reoc'h fiziañs ar re all.
s-226 Ur sinadeg a zo bet kinniget zoken evit ma vefe paouezet d'ober ganto .
s-227 E-pad an hañv e kinnigo Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e 60vet staj.
s-228 Kentelioù war implij ar video a vo kinniget e-pad an eil sizhunvezh.
s-229 Kaset e vo ar programm resis gant an aozerien d'an dud dedennet.
s-230 An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ d'an dud nammet.
s-231 Mankout a ra an awen da broduerien filmoù sinema ar Stadoù-Unanet, anat eo.
s-232 E 2002 e oa bet gwerzhet 15 % eus an dilhad er chadennoù bras-se.
s-233 Hervez kont eo bet kresket ar c'heitad-mañ a 50 % en daou vloaz diwezhañ, ar pezh a gas betek tost ur c'hard eus ar marc'had.
s-234 Er bloavezhioù 80, e Sina
s-235 Mignoniezh a sav etre an div blac'h yaouank, ha karantez zoken...
s-236 Mat-tre eo an disoc'h.
s-237 Poanius, trist ha tener
s-238 Dimeurzh tremenet eo aet an traoù war-raok en Iwerzhon an Hanternoz.
s-239 Disklêriet en deus ar pastor 81 bloaz e oa Iwerzhon an Hanternoz o voulc'hañ ur maread a beoc'h.
s-240 Ur film dudius eo neuze, met hep a-walc'h a bersonelezh evit ma vefe dispar.
s-241 Skipailh Frañs, a veze sellet outañ evel ouzh unan kreñv, n'eo ket bet d'al live gortozet.
s-242 Cheñchet o deus, met e gwirionez n'o deus ket cheñchet.
s-243 Poazhit war an daou du.
s-244 Mirit a-gostez.
s-245 Meskit an daou zoare toaz.
s-246 Un tañva eus he labour abaoe miz Meurzh 2005 a zo lakaet war wel aze, gant skeudennoù ha skritelloù arouezius eus al liammoù bet skoulmet etre he obererezhioù.
s-247 E penn-kentañ ar sizhun dremenet ez eus tremenet un destenn evit ma vefe paouezet da dabutal diwar-benn al lezenn.
s-248 Adwelet eo bet hounnezh, met n'eus bet cheñchet netra enni , hag evel-se ne savo tabut ebet war ar 56 testenn-kemm a vez kinniget.
s-249 Emañ ar PS o vont da sevel klemm dirak al lezenn, hervezañ n'eo ket diouzh al lezenn ober seurt traoù.
s-250 Evel-se e vo aesoc'h lakaat hon evezh war ar c'hanaouennoù.
s-251 Degasit d'ar berv ar banne laezh.
s-252 Lezit da yenañ a-raok servijout.
s-253 Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.
s-254 Kavet ez eus bet 4 den marv ha d'an nebeutañ 3 den gloazet.
s-255 Lakait 40 gramm a amann da deuziñ en ur gastelodenn.
s-256 Soubit ar pesked er bleud.
s-257 Lakait holen ha pebr.
s-258 Al lugan zo 'lakaomp hor sevenadur da vleuniañ er vro'.
s-259 Disadorn e krogo ivez trede Devezh ar brezhoneg e Karaez.
s-260 Emgavioù departamant ar c'hoariva a vo aozet gant Ti ar c'hoariva e Brest, etre ar 1añ hag ar 4 a viz Even, war pevarzek kumun disheñvel e Penn-ar-bed.
s-261 Kalz a drouz evit netra a lavarfen-me.
s-262 D'ar Sadorn 2 ha Sul 3 a viz Even e vo aozet evit ar pevare gwech 'Devezh ar Brezhoneg' e Karaez gant ar gevredigezh Dazont ar yezh.
s-263 War tachenn Kerampuilh e vo graet evel boaz.
s-264 Ma ouifemp penaos e vev ar yer a brenomp er gourmarc'hadoù, moarvat e kollfemp hon c'hoant da zebriñ anezho, pe e teufe c'hoant deomp da brenañ re bio.
s-265 Gellout a reer gwelet skeudennoù eus al labourioù-se en diskouezadeg.
s-266 Met ne oa nemet penn-kentañ an nozvezh, an traoù a c'helle cheñch buan.
s-267 E-pad 20 munutenn e oa Roazhon ar skipailh nemetañ war ar renk evit kib Europa ar Gampioned.
s-268 An daou skipailh gant ar muiañ a boentoù a c'helle neuze pignat er Rummad 1.
s-269 Ne oa bet skipailh Breizhadezed ebet o vont ken uhel er c'hampionad evit ar poent.
s-270 Gorrek eo al lusk.
s-271 Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir vro!
s-272 Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
s-273 Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat, a skuilhas eviti o gwad.
s-274 O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
s-275 Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro, ra vezo digabestr ma bro!
s-276 Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv.
s-277 N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv.
s-278 Gwerz trist, son dudius a ziwan enno .
s-279 O! pegen kaer ez out, ma Bro!
s-280 Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras, he yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh, he c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz.
s-281 Dihunet out bremañ, ma Breizh !
s-282 Ar mab a welas ar plac'h yaouank.
s-283 Ar mab a welas ar plac'h yaouank anezhañ.
s-284 Ar mab a welas ar plac'h yaouank a oa deuet da labourat.
s-285 Ar mab a welas ar plac'h yaouank anezhañ a oa deuet da labourat.
s-286 Lavaret em eus deoc'h e oa Janed.
s-287 Marteze e kredas e oa an holl dud-se oc'h ober goap anezhañ .
s-288 Ar plac'h yaouank a weles dec'h a ya d'ar pardon.
s-289 Me a yelo d'ar pardon.
s-290 Mont a rin d'ar pardon.
s-291 A-raok ma kroge ar foar e c'hwezhe Fañch daou dan.
s-292 Ar c'hezeg a harpas krenn war an taol hag a chomas hep fichal.
s-293 Stlepel a reas e liñsel pell dioutañ hag e frotas e elgez.
s-294 Emaout o vont da sachañ ar c'harr war da gein.
s-295 Ne douin ket ne oa netra da damall d'am distagadur.
s-296 Gwech ebet n'in da skeiñ war unan n'anavezan ket.
s-297 Hennezh a oa un den mat a zifenne ar vro.
s-298 Dont a ra soñj din , a-hend-all, eus ar c'homzoù a gane ma mamm d'am breudeur ha din .
s-299 Glac'harus e oa planedenn ar baotred yaouank-se a veze ret dezho kuitaat o zud.
s-300 Ur spered kurius a zen e oa ivez ma zad.
s-301 Int a baeas tout ar bannac'hoù.
s-302 Hi a welan alies.
s-303 Bremañ e lennan-me al lizher.
s-304 Ne lennan-me ket al lizher.
s-305 Bremañ o gwelan.

Text viewDownload CoNNL-U