Dependency Tree

Universal Dependencies - Breton - KEB

LanguageBreton
ProjectKEB
Corpus Parttest
AnnotationTyers, Francis

Select a sentence

Showing 105 - 204 of 884 • previousnext

s-105 Ar re o deus ezhomm groñs eus ur c'harr-saout (4x4) evit o micher (labour-douar, labour er c'hoadoù) a vefe aotreet da gaout unan.
s-106 Kenaozet e vo an degouezh er bloaz-mañ gant Park an Arvorig.
s-107 Ma n'ho peus ket lennet al lodenn gentañ er sizhun tremenet, klikit amañ evit lenn anezhi pe war Bremaik ar sizhun dremenet.
s-108 Hag int kroget da c'hounit tachenn en-dro memes tra.
s-109 Dek kilometrad a-raok ar fin, e oa daou varc'hhouarner oc'h en em gannañ evit ar plas kentañ.
s-110 Servijit diouzhtu.
s-111 Hiziv, d'al Lun 8 a viz Meurzh, e vez lidet devezh etrebroadel ar maouezed.
s-112 Hervez Burev Etrebroadel al Labour, 40 % eus an dud gopret er bed a zo merc'hed.
s-113 Met 60 % eus an dud a c'hounez nebeutoc'h eget 1 $ bemdez a zo merc'hed.
s-114 E Frañs, e 2001, e oa bet jedet gant an EBSSA (INSEE) e veze paeet ar merc'hed, en embregerezhioù prevez hag evit memes amzer labour, tro-dro da 20 % nebeutoc'h eget ar baotred.
s-115 Klaseloc'h e oa ar pezh kinniget e Kemper d'ar mare-mañ.
s-116 En dibenn-sizhun-mañ paseet e oa bet kroget kampionad ar bed an F1.
s-117 Peurrest ar skipailhoù a seblant pell a-walc'h eus al live avat.
s-118 Ur fest-deiz a vo kinniget goude an droiad er maezioù.
s-119 Fellout a ra dezho e vefe savet un destenn ofisiel a-benn anzav n'eo ket doujet ouzh o gwirioù abaoe trevadennerezh Aostralia gant ar Rouantelezh.
s-120 Ar c'harotez a zle dont da vezañ tener-kenañ .
s-121 Savet ez eus bet ur c'houlennaoueg gant tud Divskouarn eta, a-benn gouzout 'piv, petra ha penaos' e-keñver ar c'hinnig brezhoneg d'ar bugaligoù er vro.
s-122 Ret e vo kinnig 2 ganaouenn da nebeutañ hag an hollad ne ranko ket padout ouzhpenn 20 munutenn.
s-123 Tennit diouzh ar forn.
s-124 200 den a oa bet lazhet diriaou, ha 1500 den gloazet, gant gwall-daolioù Madrid.
s-125 Evit ar wech kentañ en he istor e kaso Frañs daou skipailh e kardgourfennoù kib kampioned Europa.
s-126 Pennoù ar sindikadoù a stourm a-enep ar CPE o deus disklêriet dec'h e roent un 'ultimatom' daou devezh d'ar gouarnamant evit lemel kinnig ar CPE.
s-127 En em vodañ a raio pennoù ar sindikadoù adarre hiziv evit gwelet penaos kas ar stourm war-raok.
s-128 Kantikoù ha sonennoù a vo kanet er bloaz-mañ, en o zouez kantikoù gouestlet d'ar Werc'hez ha da Santez Anna.
s-129 Cheñch a raio spontus e vuhez abalamour d'an enklask-se.
s-130 Dre veskañ ar meteier sokial ha diskouez heñvelderioù mab-den e sav ar film goulennoù dedennus-tre .
s-131 Ijinit 'ta.
s-132 Meskit mat pep tra.
s-133 Ledit ar meskaj-se war an toaz.
s-134 Kaotigell sivi a c'heller ouzhpennañ ivez.
s-135 Evel boaz e vo kinniget neuze a bep seurt traoù (sonerezh, c'hoariva, filmoù, arzoù a-vremañ).
s-136 Un nebeud strolladoù a vank c'hoazh er programm, kit neuze da welout al liammoù kinniget amañ dindan evit gouzout hiroc'h.
s-137 Ouzhpenn 200 darvoud liesseurt a vo kinniget war dachenn Frañs a-bezh.
s-138 Hag anavezout a rit an abadenn 'Mil dremm' a vez kinniget bep sizhun war TV Breizh?
s-139 War an tele e tremen abred-tre d'ar Sadorn neuze, e-tro 7 eur.
s-140 E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.
s-141 Ganet eo bet e 1958 e Naoned ha marv e Pariz e 1993.
s-142 Techet e oa al livour da skeudenniñ buhez pemdez ar 17vet kantved en e gorn-bro.
s-143 Un 'dro bed ar sonerezh' a zastumo war he hent 10 strollad a sono e-kerz 13vet Gouel an Erer Kozh.
s-144 Ma fell deoc'h kemer perzh en Erer Yaouank e c'hellit lakaat hoc'h anv e-pad ur pennadig c'hoazh.
s-145 Ur stourm a ranko kenderc'hel (ha marteze dont da vezañ... nerzhusoc'h) ma fell d'ar Vretoned bezañ doujet evit pezh a sell ouzh skignañ o yezh er radio.
s-146 Ur pred krampouezh a vo kinniget war al lec'h.
s-147 Kenaozet eo gant implijidi an ospital ha kevredigezhioù lec'hel.
s-148 An holl arc'hant dastumet a servijo da seveniñ raktresoù pe da brenañ dafar evit gwellaat degemer ar vugale en ospitalioù.
s-149 Gwelomp er sizhun-mañ peseurt strategiezhioù a vez lakaet e-pleustr gant an embregerezhioù bras-se evit mirout al labourerien-douar en o dalc'h.
s-150 Met n'eo ket sioul pep tra er palez.
s-151 Hervez al lec'h e vo marteze graet an dibab?
s-152 Ar goulenn brasañ graet ganto zo krouiñ ur skoaziad arc'hant kevatal d'ar SMIC, evit ma c'hellfe bevañ en un doare aesoc'h an dud nammet betek chom hep gellout labourat.
s-153 E Kemper ez eo ar stourm evit ar c'helenn divyezhek a vo er jeu.
s-154 Rankout a reont bewech stourm ha stourm adarre evit rediañ Renerezh-eskopti ar c'helenn katolik da zigeriñ klasoù divyezhek nevez.
s-155 E Brest, Douarnenez, Kemper, Montroulez ha Naoned e vo ivez tud bodet evit goulenn ar peoc'h etre Israel ha Palestina.
s-156 Pep Kevre football amatour a zo e karg eus dibab ar c'hoarierien betek ar rummad DH hepken.
s-157 An dilennadegoù kanton o deus lakaet 4 departamant breton diwar 5 da vezañ renet gant an tu kleiz.
s-158 Echuet eo bet tournamant ar 6 broad en dibenn-sizhun-mañ.
s-159 Un dra all a chom da venegiñ eo ar fed ral a-walc'h ez eus bet moullet skritelloù gant an titl e brezhoneg evit ar film-mañ.
s-160 Koustañ a ra daou euro mui ar frejoù post.
s-161 Er mod-se eo bet saveteet gouenn 'yer-koukoug Bro-Roazhon' pe an deñved bihan eus Enez Eusa.
s-162 Met chom a ra bresk-tre an traoù memes tra.
s-163 Evit an 23e gwech e vo aozet ar gouel-se e Sant-Brieg.
s-164 Goude gerioù fromus ar ganerez Nolwenn Korbell e oa bet kaset an dibunadeg war-raok gant startijenn liseidi ha skolajidi an hentad kelenn dre soubidigezh.
s-165 Da eil e vez erlec'hiet genoù liesseurt-kenañ gant un doare gen hepken.
s-166 Dimerc'her e c'hoario skipailh Roazhon a-enep Lyon.
s-167 Implijidi an ospital, kenwerzherien Kreiz-Breizh, dilennidi ha tud ar vro, o labourat pe war o leve, a oa bodet holl evit goulenn e virfe ospital Karaez holl e servijoù.
s-168 Disklêriet en deus Kristian Troadeg, maer Karaez ha prezidant kuzul-verañ an ospital, e oa ret derc'hel gant ar stourm.
s-169 D'ar sadorn 5 ha Sul 6 a viz Ebrel e vo aozet e Brest ul lodenn eus kampionad Bro-C'hall kentañ rummad mell-droad war gador-ruilh.
s-170 Koulskoude e tiviz Francis pediñ e zaou vreur d'ober ur veaj speredel e bro Indez e-pad ur miz.
s-171 Evel-just e c'hoarvezo ganto ur bern traoù iskis ha dic'hortoz o do pouez ha levezon war o darempredoù.
s-172 Kinniget e vo gant Mirdi ar Faoued ouzhpenn 130 luc'hskeudenn ha skeudenn, bet graet e-kerzh an 19vet kantved, e Breizh.
s-173 Tu vo da welet labourioù luc'hskeudennerien gentañ ar vro koulz hag ur rummad skeudennoù 'touristel' brudet-tre e fin an 19vet kantved.
s-174 Displegañ a reer en diskouezadeg diaesterioù teknikel al luc'hskeudennerien hag o freder arzel ivez.
s-175 Ho puhez karantez a vo disheñvel.
s-176 Da eil e c'helloc'h stabilaat an traoù da vat ha diskuizhañ un tamm.
s-177 Gouest e vioc'h da gas ho raktresoù da vat !
s-178 An dud a labour ganeoc'h a vo souezhet ha plijet gant hoc'h emzalc'h.
s-179 Disklêriet en deus e oa nec'het gant ar feulster na glote ket gant mennozhioù ar C'hoarioù Olimpek.
s-180 Miliadoù a dud a oa deuet da vanifestiñ dec'h er gêr-benn saoz evit skoazellañ tud Tibet gwasket gant gouarnamant Sina.
s-181 Boazet omp bremañ da welet milinoù-tredan a ya en-dro gant an avel e Breizh.
s-182 Met n'eo ket alies e vez klevet komz eus ar re a c'heller lakaat er mor.
s-183 Gant redoù an dour pe gant al lanvioù e c'hellont bezañ lakaet da dreiñ.
s-184 E miz Even 1998 e oa aet diwar wel Eric Tabarly war vor.
s-185 Antronoz e vo c'hoariet ar gourfenn adalek 5e g.m.
s-186 An abadenn nemeti er c'hwec'hkorn e vo.
s-187 An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zisoc'hoù dilennadegoù kêr ha kanton 2008 e Breizh.
s-188 Ne c'heller ket mui komz a hiniennoù pe a strolladoù bihan lezet d'ober ar pezh a garont.
s-189 Start a-walc'h eo buhez an dud er gêriadenn-se.
s-190 Ur film a roio levenez d'an holl en desped da bep tra.
s-191 Hemañ a ginnigo un veaj en amzer war-zu ar bloavezhioù 60 e saloñs ha kegin an daou haroz, bepred prest da ijinañ ur sotoni nevez.
s-192 Ur sizhunvezh c'hoazh...
s-193 E niverenn miz Ebrel ar gelaouenn Bremañ e c'hellit lenn soñjoù ar strolladoù dilennet e Kuzul-rannvro Breizh war an danvezioù-se.
s-194 Tro Bro Leon, savet e 1984, a oa da gentañ ur redadeg mirc'hi-houarn evit an dud na oant ket a-vicher.
s-195 Tro-dro da vourk Lanniliz e vez aozet Tro Bro Leon bewech.
s-196 Disul e vo aozet Tro Bro Leon 2007.
s-197 Digresket eo an niver an dud o kemer perzh er votadeg eus 4 foent keñveriet gant mouezhiadeg 2006.
s-198 Betek an 8 Even e vo kinniget 'Chanterioù' er C'harter e Kemper.
s-199 Digeriñ a ra an diviz war ar perzh a vez roet hiriv d'an arzourien.
s-200 Kalz risklusoc'h e vo beaj FK Lannuon e gourenez Kraozon.
s-201 Un ugent den bennak zo bet lazhet ha meur a gant den gloazet zo.
s-202 Un droidigezh c'hallek a vo dav kas gant al lizher.
s-203 An destenn a rank bezañ etre 10 ha 30 linenn.
s-204 Gwelet hon eus pegen bras e oa an dislavar etre diskleriadennoù ar gouarnamant diwar-benn an endro hag ar pezh a veze graet gantañ .

Text viewDownload CoNNL-U