s-104
| Pezhioù-c'hoari a bep seurt a vo kinniget e Konk-Kerne, Pont-Aven, Sant-Ivi, Tregon. |
s-105
| Ar re o deus ezhomm groñs eus ur c'harr-saout (4x4) evit o micher (labour-douar, labour er c'hoadoù) a vefe aotreet da gaout unan. |
s-106
| Kenaozet e vo an degouezh er bloaz-mañ gant Park an Arvorig. |
s-107
| Ma n'ho peus ket lennet al lodenn gentañ er sizhun tremenet, klikit amañ evit lenn anezhi pe war Bremaik ar sizhun dremenet. |
s-108
| Hag int kroget da c'hounit tachenn en-dro memes tra. |
s-109
| Dek kilometrad a-raok ar fin, e oa daou varc'hhouarner oc'h en em gannañ evit ar plas kentañ. |
s-110
| Servijit diouzhtu. |
s-111
| Hiziv, d'al Lun 8 a viz Meurzh, e vez lidet devezh etrebroadel ar maouezed. |
s-112
| Hervez Burev Etrebroadel al Labour, 40 % eus an dud gopret er bed a zo merc'hed. |
s-113
| Met 60 % eus an dud a c'hounez nebeutoc'h eget 1 $ bemdez a zo merc'hed. |
s-114
| E Frañs, e 2001, e oa bet jedet gant an EBSSA (INSEE) e veze paeet ar merc'hed, en embregerezhioù prevez hag evit memes amzer labour, tro-dro da 20 % nebeutoc'h eget ar baotred. |
s-115
| Klaseloc'h e oa ar pezh kinniget e Kemper d'ar mare-mañ. |
s-116
| En dibenn-sizhun-mañ paseet e oa bet kroget kampionad ar bed an F1. |
s-117
| Peurrest ar skipailhoù a seblant pell a-walc'h eus al live avat. |
s-118
| Ur fest-deiz a vo kinniget goude an droiad er maezioù. |
s-119
| Fellout a ra dezho e vefe savet un destenn ofisiel a-benn anzav n'eo ket doujet ouzh o gwirioù abaoe trevadennerezh Aostralia gant ar Rouantelezh. |
s-120
| Ar c'harotez a zle dont da vezañ tener-kenañ . |
s-121
| Savet ez eus bet ur c'houlennaoueg gant tud Divskouarn eta, a-benn gouzout 'piv, petra ha penaos' e-keñver ar c'hinnig brezhoneg d'ar bugaligoù er vro. |
s-122
| Ret e vo kinnig 2 ganaouenn da nebeutañ hag an hollad ne ranko ket padout ouzhpenn 20 munutenn. |
s-123
| Tennit diouzh ar forn. |
s-124
| 200 den a oa bet lazhet diriaou, ha 1500 den gloazet, gant gwall-daolioù Madrid. |
s-125
| Evit ar wech kentañ en he istor e kaso Frañs daou skipailh e kardgourfennoù kib kampioned Europa. |
s-126
| Pennoù ar sindikadoù a stourm a-enep ar CPE o deus disklêriet dec'h e roent un 'ultimatom' daou devezh d'ar gouarnamant evit lemel kinnig ar CPE. |
s-127
| En em vodañ a raio pennoù ar sindikadoù adarre hiziv evit gwelet penaos kas ar stourm war-raok. |
s-128
| Kantikoù ha sonennoù a vo kanet er bloaz-mañ, en o zouez kantikoù gouestlet d'ar Werc'hez ha da Santez Anna. |
s-129
| Cheñch a raio spontus e vuhez abalamour d'an enklask-se. |
s-130
| Dre veskañ ar meteier sokial ha diskouez heñvelderioù mab-den e sav ar film goulennoù dedennus-tre . |
s-131
| Ijinit 'ta. |
s-132
| Meskit mat pep tra. |
s-133
| Ledit ar meskaj-se war an toaz. |
s-134
| Kaotigell sivi a c'heller ouzhpennañ ivez. |
s-135
| Evel boaz e vo kinniget neuze a bep seurt traoù (sonerezh, c'hoariva, filmoù, arzoù a-vremañ). |
s-136
| Un nebeud strolladoù a vank c'hoazh er programm, kit neuze da welout al liammoù kinniget amañ dindan evit gouzout hiroc'h. |
s-137
| Ouzhpenn 200 darvoud liesseurt a vo kinniget war dachenn Frañs a-bezh. |
s-138
| Hag anavezout a rit an abadenn 'Mil dremm' a vez kinniget bep sizhun war TV Breizh? |
s-139
| War an tele e tremen abred-tre d'ar Sadorn neuze, e-tro 7 eur. |
s-140
| E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. |
s-141
| Ganet eo bet e 1958 e Naoned ha marv e Pariz e 1993. |
s-142
| Techet e oa al livour da skeudenniñ buhez pemdez ar 17vet kantved en e gorn-bro. |
s-143
| Un 'dro bed ar sonerezh' a zastumo war he hent 10 strollad a sono e-kerz 13vet Gouel an Erer Kozh. |
s-144
| Ma fell deoc'h kemer perzh en Erer Yaouank e c'hellit lakaat hoc'h anv e-pad ur pennadig c'hoazh. |
s-145
| Ur stourm a ranko kenderc'hel (ha marteze dont da vezañ... nerzhusoc'h) ma fell d'ar Vretoned bezañ doujet evit pezh a sell ouzh skignañ o yezh er radio. |
s-146
| Ur pred krampouezh a vo kinniget war al lec'h. |
s-147
| Kenaozet eo gant implijidi an ospital ha kevredigezhioù lec'hel. |
s-148
| An holl arc'hant dastumet a servijo da seveniñ raktresoù pe da brenañ dafar evit gwellaat degemer ar vugale en ospitalioù. |
s-149
| Gwelomp er sizhun-mañ peseurt strategiezhioù a vez lakaet e-pleustr gant an embregerezhioù bras-se evit mirout al labourerien-douar en o dalc'h. |
s-150
| Met n'eo ket sioul pep tra er palez. |
s-151
| Hervez al lec'h e vo marteze graet an dibab? |
s-152
| Ar goulenn brasañ graet ganto zo krouiñ ur skoaziad arc'hant kevatal d'ar SMIC, evit ma c'hellfe bevañ en un doare aesoc'h an dud nammet betek chom hep gellout labourat. |
s-153
| E Kemper ez eo ar stourm evit ar c'helenn divyezhek a vo er jeu. |
s-154
| Rankout a reont bewech stourm ha stourm adarre evit rediañ Renerezh-eskopti ar c'helenn katolik da zigeriñ klasoù divyezhek nevez. |
s-155
| E Brest, Douarnenez, Kemper, Montroulez ha Naoned e vo ivez tud bodet evit goulenn ar peoc'h etre Israel ha Palestina. |
s-156
| Pep Kevre football amatour a zo e karg eus dibab ar c'hoarierien betek ar rummad DH hepken. |
s-157
| An dilennadegoù kanton o deus lakaet 4 departamant breton diwar 5 da vezañ renet gant an tu kleiz. |
s-158
| Echuet eo bet tournamant ar 6 broad en dibenn-sizhun-mañ. |
s-159
| Un dra all a chom da venegiñ eo ar fed ral a-walc'h ez eus bet moullet skritelloù gant an titl e brezhoneg evit ar film-mañ. |
s-160
| Koustañ a ra daou euro mui ar frejoù post. |
s-161
| Er mod-se eo bet saveteet gouenn 'yer-koukoug Bro-Roazhon' pe an deñved bihan eus Enez Eusa. |
s-162
| Met chom a ra bresk-tre an traoù memes tra. |
s-163
| Evit an 23e gwech e vo aozet ar gouel-se e Sant-Brieg. |
s-164
| Goude gerioù fromus ar ganerez Nolwenn Korbell e oa bet kaset an dibunadeg war-raok gant startijenn liseidi ha skolajidi an hentad kelenn dre soubidigezh. |
s-165
| Da eil e vez erlec'hiet genoù liesseurt-kenañ gant un doare gen hepken. |
s-166
| Dimerc'her e c'hoario skipailh Roazhon a-enep Lyon. |
s-167
| Implijidi an ospital, kenwerzherien Kreiz-Breizh, dilennidi ha tud ar vro, o labourat pe war o leve, a oa bodet holl evit goulenn e virfe ospital Karaez holl e servijoù. |
s-168
| Disklêriet en deus Kristian Troadeg, maer Karaez ha prezidant kuzul-verañ an ospital, e oa ret derc'hel gant ar stourm. |
s-169
| D'ar sadorn 5 ha Sul 6 a viz Ebrel e vo aozet e Brest ul lodenn eus kampionad Bro-C'hall kentañ rummad mell-droad war gador-ruilh. |
s-170
| Koulskoude e tiviz Francis pediñ e zaou vreur d'ober ur veaj speredel e bro Indez e-pad ur miz. |
s-171
| Evel-just e c'hoarvezo ganto ur bern traoù iskis ha dic'hortoz o do pouez ha levezon war o darempredoù. |
s-172
| Kinniget e vo gant Mirdi ar Faoued ouzhpenn 130 luc'hskeudenn ha skeudenn, bet graet e-kerzh an 19vet kantved, e Breizh. |
s-173
| Tu vo da welet labourioù luc'hskeudennerien gentañ ar vro koulz hag ur rummad skeudennoù 'touristel' brudet-tre e fin an 19vet kantved. |
s-174
| Displegañ a reer en diskouezadeg diaesterioù teknikel al luc'hskeudennerien hag o freder arzel ivez. |
s-175
| Ho puhez karantez a vo disheñvel. |
s-176
| Da eil e c'helloc'h stabilaat an traoù da vat ha diskuizhañ un tamm. |
s-177
| Gouest e vioc'h da gas ho raktresoù da vat ! |
s-178
| An dud a labour ganeoc'h a vo souezhet ha plijet gant hoc'h emzalc'h. |
s-179
| Disklêriet en deus e oa nec'het gant ar feulster na glote ket gant mennozhioù ar C'hoarioù Olimpek. |
s-180
| Miliadoù a dud a oa deuet da vanifestiñ dec'h er gêr-benn saoz evit skoazellañ tud Tibet gwasket gant gouarnamant Sina. |
s-181
| Boazet omp bremañ da welet milinoù-tredan a ya en-dro gant an avel e Breizh. |
s-182
| Met n'eo ket alies e vez klevet komz eus ar re a c'heller lakaat er mor. |
s-183
| Gant redoù an dour pe gant al lanvioù e c'hellont bezañ lakaet da dreiñ. |
s-184
| E miz Even 1998 e oa aet diwar wel Eric Tabarly war vor. |
s-185
| Antronoz e vo c'hoariet ar gourfenn adalek 5e g.m. |
s-186
| An abadenn nemeti er c'hwec'hkorn e vo. |
s-187
| An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zisoc'hoù dilennadegoù kêr ha kanton 2008 e Breizh. |
s-188
| Ne c'heller ket mui komz a hiniennoù pe a strolladoù bihan lezet d'ober ar pezh a garont. |
s-189
| Start a-walc'h eo buhez an dud er gêriadenn-se. |
s-190
| Ur film a roio levenez d'an holl en desped da bep tra. |
s-191
| Hemañ a ginnigo un veaj en amzer war-zu ar bloavezhioù 60 e saloñs ha kegin an daou haroz, bepred prest da ijinañ ur sotoni nevez. |
s-192
| Ur sizhunvezh c'hoazh... |
s-193
| E niverenn miz Ebrel ar gelaouenn Bremañ e c'hellit lenn soñjoù ar strolladoù dilennet e Kuzul-rannvro Breizh war an danvezioù-se. |
s-194
| Tro Bro Leon, savet e 1984, a oa da gentañ ur redadeg mirc'hi-houarn evit an dud na oant ket a-vicher. |
s-195
| Tro-dro da vourk Lanniliz e vez aozet Tro Bro Leon bewech. |
s-196
| Disul e vo aozet Tro Bro Leon 2007. |
s-197
| Digresket eo an niver an dud o kemer perzh er votadeg eus 4 foent keñveriet gant mouezhiadeg 2006. |
s-198
| Betek an 8 Even e vo kinniget 'Chanterioù' er C'harter e Kemper. |
s-199
| Digeriñ a ra an diviz war ar perzh a vez roet hiriv d'an arzourien. |
s-200
| Kalz risklusoc'h e vo beaj FK Lannuon e gourenez Kraozon. |
s-201
| Un ugent den bennak zo bet lazhet ha meur a gant den gloazet zo. |
s-202
| Un droidigezh c'hallek a vo dav kas gant al lizher. |
s-203
| An destenn a rank bezañ etre 10 ha 30 linenn. |