bre-5
bre-5
View options
Tags:
Javascript seems to be turned off, or there was a communication error. Turn on Javascript for more display options.
Tudual HUON : Ar chalboter hunvreou . Emb . Al Liamm .
8 : 34 Ha setu holl dud kêr a yeas a - raok Jezuz ; o vezañ e welet , e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro .
Kumunioù strollet Profondeville Arbre Bois - de - Villers Lesve Lustin Rivière
Kontrolliñ a ra Strollad Komunour Sina an holl vediaoù ha sevel a ra enep an holl aozadurioù a c ' hallfe lakaat ar renad en arvar , evel ma oa c ' hoarvezet da vare darvoudoù Tian Anmen . N ' hall ket Strollad Komunour Sina , koulskoude , ober kement tra a ra pe a fell dezhañ ober evit a sell ar c ' hastizañ . En deiz a hiziv o devez ar mediaoù un tamm frankiz da labourat , ha pa ne glaskfent ket tizhout a - gevret an hevelep pal , hag embann a reont war ar groaz un niver bras a gudennoù deuet diwar ar breinadurezh ha diwar al labourioù diefedus kaset da benn gant eilsternererien ar Strollad . Petra bennak ma ne vez ket aotreet sevel e vouezh a - enep ar Strollad hervez lezenn e vez ingal tud oc ' h embann ar pezh a soñjont hag a - wechoù e vezont lezet d ' ober met ne vez ket aotreet ar mediaoù da skignañ keleier diwar o fenn . Ministrerezh ar propaganda a gendalc ' h da gontrollañ ar binvioù eztaoliñ , en zouez ar Genrouedad . Ensellet e vez skignañ ar filmoù gant Burev ar filmoù : goulennet en deus , da skouer , digant renerien salioù sinema paouez da skignañ ar film amerikan Da Vinci Code e miz Mezheven 2006 [ 2 ] . Gouzout a reomp e vez kontrollet ar skinwel ivez : divizet en deus ar gouarnamant ma vo berzet skignañ tresadennoù - bev ( amerikan pe japanat an darn vrasañ anezho ) etre 17e ha 20e adalek ar 1añ a viz Gwengolo 2006 [ 3 ] . Kontrollet e vez ar Genrouedad ivez . Silet e vez an holl gevreadennoù hag e - se n ' haller ket kevreañ ouzh lec ' hiennoù zo war ar Genrouedad evel , da skouer , al lec ' hienn www . freetibet . org ( dieubidigezh Tibet ) pe Wikipedia ivez : soñjal a ra renerien Sina moarvat ez eo re zañjerus doare mont en - dro an holloueziadur - se , a c ' hall bezañ maget gant an holl dud o deus c ' hoant da gemer perzh ennañ .
Chomit ennon , hag e chomin ennoc ' h . Evel na c ' hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e - unan , ma ne chom stag ouzh ar winienn , c ' hwi ne c ' hellot ket kennebeut ma ne chomit ket ennon . Me eo ar winienn , ha c ' hwi eo ar brankoù . An hini a chom ennon ha ma choman ennañ , a zoug kalz a frouezh ; rak hepdon ne c ' hellit ober netra . Ma ne chom ket unan bennak ennon , taolet eo er - maez evel ar brank , hag e sec ' h ; neuze e tastumer ar brankoù , o zaoler en tan hag e tevont . Mar chomit ennon , ha mar chom va gerioù ennoc ' h , c ' hwi a c ' houlenno ar pezh a fello deoc ' h , hag ho po anezhañ . Roet e vo gloar da ' m Zad , mar dougit kalz a frouezh , ha c ' hwi a vo va diskibien . Evel m ' en deus an Tad va c ' haret , me am eus ivez ho karet ; chomit em c ' harantez . Mar mirit va gourc ' hemennoù , e chomot em c ' harantez , evel ma em eus miret gourc ' hemennoù va Zad , hag e choman en e garantez .
Gourel eo an daou c ' her - se d ' am soñj . Ret eo lavaret draeneg bras , draeneged bras moarvat ( ? ) . A galon .
E pad an Hañv on bet er C ' hiarraí ( e Mervent an enez ) , da vevañ e ti mignoned ma c ' hoar o deus un ti kozh just dirak an aod . O zi a zo bet nevesaet get danùeioù naturel : mogerioù get raz ha . . .
Aozet mat e oa an abadenn gant Pauline Kerskaven . Tro - ha - tro filmoù , kanaouennoù , c ' hoari , sonerezh ha kan gant Krismenn , profoù evit ar strolladoù , merenn vihan evit an holl ha pep a brofig d ' an dud da vont d ' ar gêr .
K . E . A . V . Skol - hañv 2010 PELEC ' H ? ' het e vo Skol - Hañv 2010 KEAV e Lise ar Stêr Aon ( lise labour - douar ha liorzhouriezh ) e Kast
An holl bobl hag a oa en em zastumet eno , o welout kement - se , a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c ' halon . An holl re a anaveze anezhañ , hag ar gwragez o devoa e heuliet adalek Galilea , en em zalc ' he a - bell , hag a selle ouzh an traoù - se . Un den anvet Jozef , ur c ' huzulier - meur , un den mat ha reizh , un den n ' en devoa ket roet e ali d ' o diviz na d ' o oberoù , o tont eus Arimatea , kêr eus ar Yuzevien , a c ' hortoze ivez rouantelezh Doue ; o vezañ deuet da gavout Pilat , e c ' houlennas outañ korf Jezuz . O vezañ e ziskennet eus ar groaz , en goloas gant ul lienenn , hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc ' h , e - lec ' h ne oa bet c ' hoazh lakaet den . Bez ' e oa deiz ar c ' hempennadur , hag ar sabad a zeue .
Evel - se " Gwask " ha " Bask " a zo ar memes gêr , " Vascon " a zo orin an daou anv .
A - gevred gant Engels e red Marx war roudoù stourm ar c ' hlasadoù . Sevel a reont neuze ur gwir program Dispac ' hour . Un Oberenn dibar he deus merket da viken istor ar Broleterien .
Doue a fell dezhañ ma vin enoret enni . "
Hervez Historia Brittonum , e oa bet emgannoù er VIvet kantved , hag e oa deuet Urien Rheged ha rouaned all eus an Hanternoz kozh , Rhydderch Hael , roue Ystrad Clud , da vrezeliñ ouzh an Angled , renet gant Theodoric , ha padet tri deiz ha teir noz .
Dedennet on gant ar yezh ivez . Ne studian ket ar saozneg evit ober un dra ouzhpenn d ' ar brezhoneg hepken , hañ , he studiañ a ran peogwir e plij kalz ar saozneg din , hag an doareoù disheñvel a vez ganti . Gant an niver a dud a vez o komz saozneg e vez ar yezh o kemm buanoc ' h eget forzh pe hini hiziv an deiz , ha soñjal a ra da lod e vo ganet meur a yezh distag diwarni a - benn nebeut , e inizi ar Meurvor Habask da skouer , pe e touez kumuniezhioù divroet ( pe saoznegerien divroet pe tud envroet e broioù saozneger e vefe ) . Soñjit ' ta : tost da zaou viliard a dud o komz saozneg evel yezh vamm pe eil yezh a zo ! Ret eo gouzout ivez eo an divyezhegezh ur reizhenn er bed , kentoc ' h eget an unyezhegezh , daoust d ' ar pezh a zo en Europa … Ar reizhenn evit poent atav . Ma , soñjal a ra da lod ivez eo un dañjer evit ar saozneg bezañ ken ledet , rak bihan a - walc ' h eo an dregantad a saoznegerien a - vihanik kenveriet gant an niver a - bezh , ar pezh a dalvez e teufe fazioù ar re all da vezañ reizh dre nerzh an niver !
Ma n ' oc ' h ket boas tamm ebet ouzh an ereadur wiki ez oc ' h pedet da weladenniñ ar poull traezh : n ' ho peus ket ' met klikañ war an ivinell kemañ hag e c ' hellot lakaat ar pezh a fell deoc ' h . Graet eo ar bajenn - se evit ober an holl daolioù - esae a fello deoc ' h .
War zigarez arboellañ moneiz ha gounit efedusted o deus hor renerien lakaet en o fennoù cheñch ar mod da votiñ evit ar guzulierien koulz war dachenn an departamant ha war hini ar rannvro .
Atlas Breizh Un Istor birvidik ha pinvidik e penn ar bed
an holl brogrammoù - Degemer mat war Brezhoweb , ar chadenn TV . . . Kodoù , runoù , karrezioù hud , emgann ar c ' hlezeoù , gwaregoù , kerdin . . . troioù - kamm ha troioù - hud e - leizh a vez dispaket gant Viviana , kement . . .
Brud o deus bet fablennoù La Fontaine ( anvet Yann ar Feunteun gant lod zoken ) e brezhoneg . Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù ( Eozen Kombod , Rikou , Paotr Treoure , Stefan ar Strad . . . ) . Komzoù kriz en deus bet Roparz Hemon diwar - benn an doug - se d ' un doare - lennegel diamzeriet , ha d ' un oberour gallek a oa , ouzhpenn ur skrivagner dister hervez e soñj , arouez ar marmouzerezh lennegel ha sujidigezh al lennegezh vrezhonek .
мобила f [ mob i la ] : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : мобила .
Gouest omp da skrivañ brezhoneg ivez , kenkoulz ha n ' eus forzh piv .
Demat ! Koll a ran kalz amzer o kas war ar wikipedia brezhonek ur rummad patromoù eus ar wiki saozneg diwar - benn an deiziadur sinaat . Kantadoù a pajennoù a zo da zegas evel - se . Daoust - hag - eñ e ouife da robot ober kement - mañ ? Ar patromoù a zo dindan ar stumm w : Patrom : Chinese calendar / month / xx / xx , da skouer w : Patrom : Chinese calendar / month / 50 / 46 , ha w : Patrom : Chinese calendar / day / xx / xx , da skouer w : Patrom : Chinese calendar / day / 50 / 46 . Mil bennozh dit ma gavez un diskoulm ! Ha kalanna pe bloavezh laouen dit , hervez ar mare ma lennez ma c ' hemenadenn ! Benoni 30 Kzu 2007 da 12 : 56 ( UTC )
31 / 05 18 : 50 Communique de presse de Kentelioù an Noz Gwinieg
Sant Mikael Arc ' hael / Saint Michael Prayer Sant Mikael Arc ' hael , hon difennit e - barzh an emgann ha bezit hor gwarezour a - enep drougiezh hag itrikoù an diaoul . Ra vezo teñset gant Doue , hen goulenn a reomp gant ur galon izel . Ha c ' hwi , priñs armead an Neñvoù , dre ar galloudoù a zo bet fiziet ennoc ' h gant Doue , bountit en ifern Satan hag an drouksperedoù all , a red a dreuz ar bed a - benn kas da goll an eneoù . Amen .
Keit ma ne vo skouer ebet eus " dant - Genver " e tleje bezañ dent - Genver , a gaver skouerioù anezho da vihanañ . Bianchi - Bihan 13 Du 2007 da 10 : 24 ( UTC )
Savet he deus Eve Ensler " The vagina monologues " e 1996 . Troet eo bet en un hanter - kant yezh bennak . Ninnog Latimier he deus graet an droidigezh e brezhoneg . Hiziv hon eus emgav ganti evit gouzout h …
Ur sistem gwirel ispisial o deus an diazezlec ' hioù , disheñvel eus al lezennoù predenek . Eu lezennoù kozh trevadenn Kiprenez , kemmet pep gwech eo ret da chom ken dost ha posupl ouzh lezennoù republik Kiprenez .
An d / Taboulin sklaer Skoseg e vez diforc ' hiet ag an d / Taboulin sklaer klasik , dre ma eo ouzhpennet un diston edan ar groc ' hen sko .
Klub ar gazetennerien 6vet klas n ' eus divizet embann ar pennadoù - skrid a vez skrivet gant ar skolajidi war blog ar skolaj ! Setu un dastumadeg er rubrik " sonerezh ha strolladoù " . Klask a reomp . . .
" Dieu n ' a créé les femmes que pour apprivoiser les hommes . " ( Voltaire / 1694 - 1778 / L ' ingénu , 1767 ) " La religion juive , mère du christianisme , grand - mère du mahométisme , battue par son fils et par son petit - fils . " ( Voltaire / 1694 - 1778 / Le Sottisier )
N ' eus netra gwelloc ' h eget bezañ pell diouzh ar gêr evit kompren pegen pouezus eo . Pe n ' eo ket , hervez piv oc ' h . Daoust ma kavfen plijus - tre ar vro - mañ ha n ' am befe kudenn ebet o c ' hom pelloc ' h , n ' eo ket ma bro , n ' on ket bet ganet na savet enni . Keltia ( santel ) n ' eo nemet ur soñj , ha n ' eo ket ar geltegezh trawalc ' h evidon d ' en em santout er gêr , n ' eo ket trawalc ' h ar mor nag an amzer lous kennebeut .
A - wechoù e vez graet gant latin izel evit termeniñ al latin skrivet eus diwezh an Henamzer betek mareoù kentañ ar Grennamzer . Goude e vez komzet eus latin ar Grennamzer . Latin klasel a vez graet eus ar yezh skrivet gant Kikero ha Jul Kaezar er c ' hantved kent ar C ' hrist . E latin ar Grennamzer ez eus en em silet gerioù deuet eus ar yezhoù germanek hag ivez eus termenoù cheñchet o sterioù dindan levezon ar gristeniezh . Da skouer : Credo , scriptorium . Ezhomm a oa en Europa ar Grennamzer eus jubennourien ha troourien evit mont eus al latin d ' ar yezh lec ' hel hag ar c ' hontrol . E galleg e veze graet latiniers eus outo hag e brezhoneg latinerien . Chomet ez eus roud eus ar ger - se e Breizh pa gaver an anv - familh Latimier c ' hoazh . Ar c ' hentañ geriadur embannet e Breizh ( hag e Bro - C ' hall ) eo bet ar C ' hatolicon ( 1499 ) , ur geriadur teiryezhek , brezhoneg - galleg - latin . Kelennet e veze al latin e brezhoneg evel e tiskouez an Donoet , ur yezhadur latin e brezhoneg .
XXVI Bu gwir mal y meud e gatlew Ny deliis meirch neb marchlew Heessit waywawr y glyw Y ar llemenic llwybyr dew Keny vaket am vyrn am borth Dywal y gledyual emborth Heessyt onn o bedryollt y law Y ar veinnyell vygedorth Yt rannei rygu e rywin Yt ladei a llauyn vreith o eithin Val pan vel medel ar vreithin E gwnaei varchlew waetlin
Abaoe un nebeud bloavezhioù eur tuet da lakaat kreskiñ talvoudegezh ar c ' homi . Tremenet eo da 6 poent hanter e Korea hag e Japan ha da 7 poent e Sina .
Kenderc ' hel a ra Soleil da ginnig Zelda e stumm manga hag an hini nevez deuet ' maez a zo Phantom Hourglass . Ar c ' hoari en doa plijet kalz din . Adkavet e vez an istor ( ret eo saveteiñ Tetra bet skrapet war bourz ar " vag tasmant " ) met kavet em eus ne veze ket adkavet plijadur ar c ' hoari . Evurusamant n ' eus ket an holl brantadoù start spontus e palez Roue ar Mor met tremen a ra re vuan an traoù , bez ez just ar bossoù ha mat pell ' zo . Linebeck a zo fentus awalc ' h ha moutig eo an tresadennoù met mankout a ra pe lodennoù eus an istor pe ijin evit pellaat eus an istor evit ma vefe kendrec ' hus .
Marteze ho peus klevet anv eus ul levr diwar benn sonerezh rock e Brest a zo o paouez dont er maez , skrivet eo bet gant Olivier Polard Ur pemp bloaz bennak a oa ret dezhañ evit dastum peadra da fardañ ur studi pizh ha brav , ha fromus a wechoù ! Haddock Gibbons ( " les amis " , ur ganaouenn e touez ar re gaerañ biskoazh meus aon ) eo anv unan eus ar strolladoù hag o deus kaset startijenn ha buhez e Brest , kêr nevez - kozh , gant he mogerioù gris teñval hag he fayoded pompon ruz . . . Dont a ra endro war gorre ur bern eñvorennoù a oa aet d ' ar strad abaoe pell , ' toare ! Devil ' s Delight , Hot Bugs , UV Jets , les Locataires hag arabat ankounac ' haet Jellyfuzz ar bennhered ! ( salud dit Marco kaner , kamalad ha kolleg labour )
. . . enn Youenn Gwernig hag " Eden Bouyabes " , ur pezh - c ' hoari kabared priziet gant France 3 ar - mañ . C ' hoariet ' n eus gant Strolladoù all ivez : Ar Vro Bagan ( & ldq . . .
Blog ar skrivagner Dan ar Wern gant skridoù esoterek awenet gant ar mojennoù keltiek .
- « E gwirionez m ' hel lavar deoh , profet ebéd ne vez digemeret mad en e vro . . . 25 E gwirionez m ' hel lavar deoh , kalz intañvezed a oa e Bro - Israel , en amzer Eliaz , pa jomas kloz an oabl e - pad tri bloaz hanter , ha pa oe eur gernez vraz e pep leh .
17 : 11 Evel ma ' z ae da Jeruzalem , e tremene war harzoù Samaria ha Galilea ,
Working overtime to stay the Web ' s best reference !
Daouzek mab an daouzek leanez , a voe laket da dadoù a Frañs , el - lec ' h ar re gozh .
6 : 1 Lakait evezh na rafec ' h ho madoberoù dirak an dud , evit bezañ gwelet ganto ; rak n ' ho po ket a c ' hopr digant ho Tad a zo en neñvoù .
Bernard Baudriller oa kelenner e - barzh ar memes skolaj ha hini Jean - Louis Jossic . Bernard a oa kelenner war ar saozneg ha Jean - Louis Jossic , kelenner war an istor - geografiezh . An daou all , Jean Chocun ha Jean - Paul Corbineau , a oa kanerien en memes strollad . Ar strollad - se a oa anvet les Classic ' s . E 1971 , ar pevar den - mañ o deus divizet sevel ur strollad sonerezh breizhat . Ar strollad ' oa savet met n ' o doa kavet anv ebet . Ur mignon dezho en deus kinniget Tri Yann an Naoned rak er strollad e oa tri den anvet Yann , hag e oant holl o tont eus Naoned . Int a oa a - du . Divizet o deus reiñ an anv - mañ d ' o strollad . Setu penn - kentañ Tri Yann .
Peùar aerouantig a ra fentusellou Ar harr - tan , ur wetur a diegeh , a arsavas e - tal ar riblenn - straed , dirag ar stal gwin ardantou , e korn Culver ged an naùved . Ar vaouez a oa d ' ar stur a oa hanter - hant vlé bennag , melen ha rodelleg . Eur hrouèdur a oa etalti . Tri bugel arall a oa àr ar bank a - dran . An hini kohan a oa d ' ar muian daouzeg vle . Ind a zigoras dohtu an norieu eid moned kuit . - Hoariet mad , bugale ! e youhas ar vaouez melen dehe . Ar re peùar a oa gwisket e laerion . Peb hani a oe ged e chupennig lér du , jeansou , kasketennou ged vizierou ledan ha masketennou du hag a guhe lein o fasou . Ind a zouge sahou stal - boued ged sitrouill treset àrnehe . Ind a zouge eùe pistolennou bugel en ou dornou . Ind a dreuzas ar riblenn - straed heb press àrnehe , en ur gaozal trouzuz . An hani hag a gerhe ketan a stokas dor ar stal . Oroloj ar vagoer a ziskoe pemp eur ur hart . Ar perhienn a saùas e benn pa ' gleùas klohig an nor . - Trick or treat ! e youhas ar vugale a - gevred . - Kerhet kuit , bugale , n ' eo ket ar mare mad ! e respontas ar perhienn ged eur voueh dibasiant . Mad e kwelit am - eus labour ! Unan deuz ar vugale a en lahas ged ur volotenn e - barz ar penn . Ж Parker a oa deit en - dro e sal an ensellerion , hag a glaske e - barh ar hlaseriou metalik e - men e talhe ar boliserion dosierou an aferiou achuet . N ' eo ket diskoulm erbed er polis . Gwech erbed e ve diskoulmet eun afer , berped e ve cherret eun dosier . Pa chome an dosier digor , se a sinifie e oa ar lahour en eur leh bennak , e Buenos Aires pe e Nome , en Alaska , ha ne vehe kavet gweh erbed . Klaser an dosierou digor a oe èl bered an ensellou . - Eun den all oun breman , e lavaras Parker . Muldoon , e - peleh e chomez guhet ? - Chonj a rez gerùel e gwirione ur vaouez goh tri ugent vle ? e houlennas Brown . - Peaches Muldoon , ya vad , e respontas Parker . Mar he doa an oll traou d ' ar leh mad pa oa hanterhant vloaz , ar memez tra eo c ' hoaz breman . Ma hellfen kavoud he dosier … - Klah d ' an klanvdourezed àr ou leve , e laras Hawes . - Pe d ' ar lorc ' hourezed ag an trived oad , e laras Brown . - C ' hoarzit ken ma blij deoh . Nebeud e c ' hoarzeot pa weleot he skeudenn ! Oroloj a ziskoe seiteg eur hanter . - Muldoon e arruan ! e youhas Parker laùin en ur sortiein un dosier teo . Sonereh ar pellgomz a rifas . - Piou a zigor ? e houlennas Parker . - Kredein a ren e falle dis kleved ar pellgomz e sonein , e laras Brown . - Me ? Gwech ebet . Ta zro eo , Artie . Ged ur huanad , Brown a dapas ar horned . - Seihved distrikt ha peùar ugent . Brown d ' ar pellgomz . - Artie ? Dave eo . Ar serjant Murchison , er bureo e peleh e veze degemeret an dud . - Ta chilaouan , Dave . - Adam Quatre en - neus degemeret ur galv eid un 10 - 20 e korn an naùved straed ged Culver . Ur stal anùet " Gwinou ha gwinou ardant Adams " . - Ha neuze ? - Ind a lar eo bet greet un drouglah , Artie . - Kompren a ran . - Tud ho - peus er maez , n ' eo ket ? - Ya vad . - Piou int ? gweled e kellez evidoun ? Brown a sellas àr e vureo taolenn ar servij . - Kling ha Carella a zou a - gevred , eme ean . Meyer ha Genero a zou peb unan en e leh . - Goûd a rez e - men ? - Nend ouian ket . - Trugare . Klask a ran ou havoud . - Lar dohein pa ou havez . - Greet e vo . Brown a cherras ar pellgomz . - Un drouglah àr Culver . Er fin on - neus ar santimant boud er gêr en - dro . Ar pellgomz a halùas ur wech all . - Sell ar skeudenn - mann , ma fôtr ! e laras Parker e tostaad a vureo Brown . Liez hoh - eus gwellet vaouez greet er giz - ze ? - Seihved distrikt ha peùar ugent , enseller Hawes aman . - Sell eur wech an divronn - ze ! E laras Parker hoah . - Alo ? ga piou am - eus an inour kaojal , mar plij ? e houlennas ur voueh groegel . - Ged an enseller Hawes , intron . - Hag he diouharr ? gwelet ac ' h eus diouharr mod - ze dija ? e houlenne Parker . - Ma oaz ' zo aet diwar wel , aotrou , e krogas ar vaouez . - Neuze e laran deoh niverenn … - ma ano zo … - Chilaouit , intron , buanoh e rei an traou ma halvet dohtu an Dud Klasket . Ind zo gwelloh evidom eid klah … - Med ma oaz a zo aet diwar wel er harter - man . - Ur weh arall e laran deoh . - E mod onest , ne rofez dehi hanterhant vloaz , e laras Parker . Ar pellgomz a rifas ur wech hoah . Brown a en zigoras . - Seihved distrikt ha peùar ugent , Brown . - Artie ? Genero aman . - Ha neusen ? - Ne ma gredi ket . - Petra ne gredahen ket ? - Ur wech arall eo degouehet , e laras Genero . - Ma ano zo Marie Sebastiani , e laras hoah an intron e korned da Hawes . Ma oaz a zo ar Sebastian Bras . Hawes a chonjas dohtu ne oa ket chansuz boud kavet hounenn . - Me zo e - barh ar restaurant - ze , gwelez a rez ? e laras Genero . Àr Culver hag ar huehved … - Ha neusen ? - Henneh zo bet burtelleit an noz devean . Arsavet am - eus ur mare eid komz ged ar berhiennou . - Ma oaz a zo eur majisian , e laras Marie . Galvet eo ar Sebastian Bras . Aet eo war well . D ' an nebeutan en - deus greet berh ged unan ag e zroiou , e chonjas Hawes . - Ar chonj zo deit din gweled a - barh ar poubellenou , e talhas Genero , me da well ma un den bennag en - deus taolet inou ur pistolet pe un dra bennag èl - ze . - Ha neusen ? - Lared a ran deoh , eo aet war wel ! E laras Marie kounnaret . Eet kuit . Eet on a - dran ar lise , men e ranke charja ar wetur . Ar wetur ne oa ket mui aman , na Frank . Hag oll e . . . - Frank , intron ? - Ma oaz . Frank Sebastiani . Ar Sebastian Bras . - Degouehet eo ur weh arall , Artie , e laras Genero . Chonjet am - eus dislonkein . - Petra zo degouehet ur weh arall ? - Marteze eo eet er gêr en - dro , intron , e laras Hawes . - N ' en - deus ket . Chom a raom er stad amezeg . Gwech erbed en - defe eet kuit hebon , hag e oll material maji a oa laosket war ar straed . Ur material hag a gost ker tre . - Komprenet ' m - eus . Petra kredet , intron ? - Kredi ' ran un den bennag en - deus laeret ar wetur , ha Doue hebken a oar petra en - deus greet da Frank . - Artie , e houlennas Genero . Chilaouez ? - Ta chilaouan , e huanadas Brown . - Se oa en unan ag ar poubellennou , Artie ! - Petra oa en ur boubellen ? - Pesort lise eo , intron ? - Herman Raucher . War an unnegved hanternoz . - Hui zo du - ze hoah breman ? - Ya . Gervel a ran deuz ur pellgomz a vonei . - Chomit er leh . Kas a ran deoh ur polisour dohtu . - Gorto ' rin a - drenv , tost d ' ar parking , e laras Marie , hag a cherras ar horned . - Artie ! e laras Genero . Mad e vehe te da za dohtu ! Ar Burgundy , àr Culver hag ar huehved ! - Petra ' peus kavet e - barh . . . . Med Genero eùe en - doe cherret ar hornet en - dro . Brown a lakaas e holster d ' e skoaz . Hawes a lakaas e holster d ' e houriz . Parker a zigoras ar pellgomz . - Gortoz ahanon , Peaches Muldoon , eme ean dousig . Arruan ! Ж Seiteg eur daou - ugent e oa , en abardaez Halloween . Ar straedou a oa tañoèl endeo , goude ur lezenn ag ar gêr , hag a lare e lakahent ar golaou eun eur deveatoh adaleg ar 26 ag ar miz . An aerouantouigou , an diaolou , ar logod - penndall , ar gorriganed a oa e peb leh àr ar riblennou - straed , ged ou sahou stal - bouid , hag a stoke d ' an noriou en ur youhal " Trick or treat " . Brown a sellas e vontr . D ' an eur - man , e roeg Caroline en em apreste sortiein ged Connie . D ' an nihour , e verhig eih vle en - doe diskoeit dehoñ e zillad eid Halloween ; ha ean end - doe chonjet e oa ar sorserez - ze èl un êl . Hen a yas kuit da voned d ' ar restaurant Burgundy . Ne oa ket re bell deuz ar c ' homisariat , hag eur poliser all - ma weler Genero evel ur poliser - a oa dija du - ze . Plijuz kenan eo an noz . Ar miz Here a - beh a oa bet plijus . Gwe ar liorh - meur ou - doe hoah ou deliou ged liou kaer , melen , ru , aour - aval , pe rouz . En dei e oa an èbr glaz kaer , hag en dei du donn , ged stered . Brown a yas buan da g / Culver , en em droein ur weh ean da wel un E . T . uhel èl tri avalenn , ged un Dracula a - glei hag ur Frankenstein a - zehou , nebeud uhelloh evitoñ . En ur mousc ' hoarh e arruas e Culver hag a yas da dal ar huehved straed . Genero a en hortoe àr ar riblenn - straed , dirag antre ar restaurant . Klañù e seblante boud e gwirione . - Petra zo hoarveet ? e houlennas Brown . - Deus da wel , e respontas Genero ged ur voueh iskiz . N ' am - eus ket touchet . - Touchet petra ? Met Genero a en yae dija getoñ er ruïg a - zehou deuz ar Burgundy . Poubell e oa d ' an daou du ag an nor - servij ag ar restaurant , splannet ged ur glob golaou d ' ar vagoer . - Hounenn , e laras diaez Genero . Brown a saùas ar golo . Ar sah plastik gwer a oa inou ur bruched den lein goaed . Ne oa ket breh na penn . - Perag e tegoueh an traou - ze berped dein ? e hirvoudas Genero e seùel e zivreh d ' an neanv . Ж .
War - bouez emgann Puebla , gounezet gant an arme vec ' hikan renet gant Ignacio Zaragoza , e ra berzh taol - brezel Frañs . Dirak armeoù Frañs o vont war - raok eo rediet gouarnamant mec ' hikan Juárez da vont d ' an harlu da San Luis Potosí d ' an 31 a viz Mae 1863 ha neuze da bPaso del Norte tost d ' an harzoù gant ar Stadoù - Unanet . E miz Mezheven 1963 e kouezh Mec ' hiko dindan kontroll armeoù Napoléon III . D ' an 10 a viz Gouere eo lakaet Maximilien Aostria da impalaer Mec ' hiko gant Bodadeg ar Pennoù - bras .
Met evel na c ' hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d ' an dud niverus , e tistojont an ti ma oa ennañ ; hag o vezañ e doullet , e tiskennjont ar gwele war ma oa gourvezet an den seizet warnañ . Neuze Jezuz , o welout o feiz , a lavaras d ' an den seizet : Va mab , da bec ' hedoù a zo pardonet dit . Ur re eus ar skribed a oa azezet eno , a soñje en o c ' halonoù : Perak e lavar hemañ gwallgomzoù ? Piv a c ' hell pardoniñ ar pec ' hedoù nemet Doue hepken ? Jezuz , o vezañ anavezet raktal dre e spered e lavarent evel - se enno o - unan , a lavaras dezho : Perak hoc ' h eus ar soñjoù - se en ho kalonoù ? Petra eo an aesoc ' h , lavarout d ' an den seizet - mañ : Da bec ' hedoù a zo pardonet dit , pe lavarout : Sav , kemer da wele , ha bale ? Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec ' hedoù , - e lavaras d ' an den seizet - :
Er yezhoniezh e vez implijet an termen rez ( saoz . : register ) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma vez implijet doareoù fonadur a - gevret gant tonennoù en ur sistem unvan , da lâret eo emañ stag un donenn ouzh un doare fonadur resis .
En amzer - se , Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad ; e ziskibien , naon ganto , en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d ' o zebriñ . Ar farizianed , o welout kement - se , a lavaras dezhañ : Setu , da ziskibien a ra ar pezh n ' eo ket aotreet ober e - pad ar sabad ? Eñ a lavaras dezho : N ' hoc ' h eus ket lennet ar pezh a reas David , p ' en devoa naon , eñ hag ar re a oa gantañ ? Penaos ez eas e ti Doue , hag e tebras baraoù a ginnig , a oa arabat dezhañ o debriñ , kennebeut d ' ar re a oa gantañ , met d ' ar veleien hepken ? Pe , n ' hoc ' h eus ket lennet er lezenn penaos en deizioù sabad , ar veleien a dorr ar sabad en templ , hag ez int divlam ? Met , me a lavar deoc ' h , bez ' ez eus amañ un dra bennak brasoc ' h eget an templ . Mar goufec ' h ar pezh a dalv kement - mañ : Kemer a ran plijadur en drugarez ha neket en aberzhoù , n ' ho pefe ket kondaonet tud didamall .
спиздрячиться v pf [ spizdry a tchit ' sya ] ( мат ) : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : спиздрячиться .
Hervez an istorourien e oa an drouized tud gouiziek - tre ha doare beleien a oa uhel - tre o renk e - touez ar pobloù keltiek . Dre ma ne chom eus testennoù an Henamzer keltiek nemet traou gwelet gant tud estren d ' ar c ' hevredigezhioù keltiek hag un nebeut testennoù iwerzhonek savet goude m ' eo bet aet an drouized kozh da get , ne c ' heller ket bezañ asur eus ar pouez m ' o doa war o c ' hempredidi . Drouized vodern a zo hiziv , met marteze eo bet kollet al liamm etre an anaoudegezhioù tapet ha treuzkaset dre eñvor gant an drouized kozh hag hon amzerioù .
Dont a raio Au bistro du coin er - maez d ' ar 16 a viz Meurzh o tont . Ur film simpl eo , diwar - benn ur c ' harter hag e annezidi . Diskouezet eo bet e Roazhon dilun , eilvouezhiet e brezhoneg . Ur raktres dic ' hortoz un tamm a zo bet tro - dro d ' ar film - se a oa e eilvouezhiañ e meur a " yezh frañs " : Alsasianeg , brezhoneg , kreoleg , korseg , ch ' ti hag okitaneg . Anzav a ran diouzhtu ne vefen ket bet o welet ar film ma na vefe ket bet e brezhoneg . N ' eo ket ur film displijus avat , mousc ' hoarzhet e vez , komedianed a - feson a zo ha plijus an istor . Ur film skañv eo . Un draig un tamm hegasus ( marteze ) a zo ar santad e vefe bet krouet tammoù zo a - ratozh - kaer evit ma vefe ur farsadenn gant komedian - mañ komedian . Evit reoù zo e teu brav , evit reoù all pas kement … Al labour eilvouezhiañ e brezhoneg a zo mat - tre , e keñver azasaadur keit hag e keñver c ' hoari . Kuzuliañ a ran deoc ' h mont d ' e welet gant ma vo skignet e brezhoneg en tu bennak kichen ho ti …
An Erer Kozh Unan eus festivalioù brasañ Europa . Aozet e Karaez , war tachenn Kerampuilh , an arzourien brasañ a zo bet gwelet du - se . . .
Gant Republik Poblel Sina e vez dalc ' het unan eus armeoù brasañ ar bed . Kalz a arsellerien a gav abeg en dra - se . Koulskoude ne seblant ket an arme - se bezañ ken efedus - se abalamour d ' an doare m ' eo savet . Arme Dieubiñ ar Bobl ( ADP ) zo div rann d ' e ober : ar morlu hag an aerlu . Budjed ofisiel ADP a oa 30 miliard a zollarioù e 2005 . Ne gonter ket er budjed - se ar fontoù a dalvez da brenañ armoù digant ar broioù estren , ar fontoù a dalvez da arc ' hantañ an enklask , an diorren milourel , ar frammoù damluel . Arsellerien a gav abeg en doare ma oa bet kinniget ar budjed - se gant Republik Poblel Sina . Ne oa ket bet priziet ar budjed - se evel ma oa dleet : dispignoù an armeoù a vije kalz - kalz uheloc ' h , etre 140 ha 170 % , eget ar budjed ofisiel , hervez meur a vammenn .
Klañv gand ar brezoneg " Chéri , tu peux descendre . Ton café est prêt . " " Petra a lavarez ? Oh , nandedie , nemed kard dija , poent braz eo din sevel . Gortoz , prest on da ziskenn . Eur vunutenn c ' hoaz , va dousig . " " Qu ' est - ce que tu dis ? Je ne comprends rien quand tu grognes . " " Saozneg a gomzez ouzin bremañ ? Petra a hoarvez ganez ? Te a gav dit am - eus amzer da farsal , eur bern labour a zo ganin war va choug ar mintin - man . " " Mon chéri , ce n ' est pas drôle . . . " " Doktor Abeguile ? Amañ an itron Dumezil . Deuit buan . Eun dra spontuz . Eun dra skrijuz a zo c ' hoarvezet ganeom . N ' ouzon ket petra da ober . " " Dousig , dousig , mar plij , ha displegit din sklêr petra a zo c ' hoarvezet . " " Va fried ne gomz ket galleg ken . " " Penaoz ' ta ? N ' e - neus ket c ' hoant ken da gomz galleg ? " " N ' eo ket se . Ne hell ket ken . " " Penaoz e hellit lavaroud an dra - ze ? C ' hwi zo sur ne ra ket goap ahanoh ? Etre priedou a - wechou . . . " " Va gwaz n ' eo ket eur farser , dokteur . Forz penaoz , evid beza sur ne ree ket an neuz , am - eus piket anezañ gand eur spillenn ha dioustu e - neus lavaret traou digomprenuz gand eur pouez - mouez spontuz hag en eur yez ne gomprenan ket . " " Dond a ran dioustu . " " Diêz eo da gredi , mez gwir eo : an aotrou Dumezil ne gomz ket galleg ken . Ho pried a gomz brezoneg , itron ger . " " Brezoneg ? N ' eo ket posubl ! Sur oh ? " " Genidig on euz Santeg e - kichen Kastell - Paol , itron . " " Mez penaoz e - nije desket ar patwa - se ? " " Ar yez - se . Ne ouie ket eun tamm a - raog ? " " Ah nann ' vad ! Eüruzamant . Tamm ebed . Va fried a zo euz Chalons - sur - Marne , hag emaom amañ abaoe daou viz nemetken . " " Drol eo . Komz a ra evel unan e - neuz desket ez - vihan , ha brao e teu gantañ memez . " " Mez penaoz e raio evid kenderhel gand e vicher ? E galleg e labour , ha me lavarfe memez , evid ar galleg e labour . " " Gwir eo , eur rener braz evel ho pried a dle beza sammet gand al labour er mare - mañ . Dreist - oll gand afer ar chomlehiou e Breiz - Izel . . . " " Oh , tud ' zo a zo striz o spered . Ha war ar marhad , pedet eo bet da gemer perz e Gouel Meur ar Frankofoni . Ne vo ket gouest zoken da lenn ar prezegennou e - neus savet . Petra a hoarvez gantañ , dokteur ? " " Ne gomprenan seurd ebed . Gwall - goñpliket eo ar memor . Tud ' zo a - wechou a zisoñj o yez - vamm . Mez an dra - ze ne hoarvez ket en en eun taol . Pez a a zo drol ivez , ho pried a gomz eur yez n ' e - neus ket desket . " " Posubl eo , dokteur ? " " Evid ar burzudou e vefe mad mond da weloud e leh all . Evid ar skiant e hellan telefoni d ' eur mignon din a ra war - dro kudennou ar memor . " " Egzaminet on eus an aotrou Dumezil , itron . " " Grevuz eo ? " " Ne hellom ket beza sur evid ar mare . Skoet - braz eo bet evel just p ' on - eus lavaret dezañ ne gomze nemed brezoneg hiviziken . Ken skoet m ' on - eus ranket rei louzeier , " antidépresseurs " dezañ . " " Mez moaien a vo dezañ addeski galleg sur a - walh ? " " N ' ouzom ket re . Klasket on - eus deski dezañ eun toullad geriou : " je vous en prie " , " bonsoir " , " mes hommages " , mez e spered ne zeu ket a - benn da zerhel soñj anezo . Drol eo peogwir an doktor Abeguile a zo deut a - benn da zeski dezañ frazennou euz e vro henidig . " " Mez galleg eo a ranker deski dezañ ! N ' emaon ket o vond da zeski brezoneg evid kaozeal gand va gwaz , memestra . . . " " Digarezit ahanon , itron Dumezil , an aotrou prefed ne hell ket kaozeal evid ar mare . Amañ Jules Guindé , e karg evid ar mare . . . Ya . . . Kompren a ran . . . O va Doue , itron ger , eur bern tud estreged ho pried o - deus paket ar hleñved - se . Eur gwir gleñved - red . . . Ya , e - touez an dud e karg a renk uhel , ar re dindan ar stad nemetken . Tamm galleg ebed ken ganto , nemed trefoedachou Landrevarzeg , Kernaskleden , Logivi - Plougraz . . . A , va zekretourez a lavar din eo krog ar hleñved en aotrou prefed ivez , war a zeblant . Klask a reom ober pez a hellom , mez honnez n ' eo ket eur gudenn êz . Kenta tra on - eus greet eo lakaad e " détention provisoire " skipaill Ofis ar Brezhoneg evel just , eun toullad sonerien daou ha daou , daou pe dri varz breizad , kelennerien euz Diwan , mez beteg - henn n ' eus bet cheñchamant ebed . . . "
Ar brezel dirollet , eur pennad ' zo dija , pell du . . . ket ken kalz a amzer da goazeal ganto . Daou . zoudard almant a zo eno dija o hedal ahanon . . . .
. . . zh ur wech deuet d ' e oad - gour , pell diouzh ar vro ; kement levr brezhonek eo bet gouest da gavout a lennet gantañ . Embannet en deus pennadoù a bep seurt e kelaouenno & ugrave . . .
Ar stajoù n ' o deus ket da vezañ un doare evit an implijer da enfredañ tud marc ' hatmat . Evit - se eo berzet d ' an embregerezhioù enfredañ stajidi evit ac ' hubiñ un implij pad , erlerc ' hiañ ur goprad , ober diouzh kresk an oberiantiz pe c ' hoazh ac ' hubiñ un implij rannvloaziat . Diwar an abegoù - se n ' o deus ar stajidi nag ar statud a c ' hoprad nag ur gevrat labour . O flas en embregerezh a rank bezañ spisaet gant ur c ' hendivizad staj , un teul trizu sinet gant ar stajiad , ar skol hag an embregerezh a zegemer anezhañ . Ne c ' hellez ket kaout ur staj hep aotre da lise pe da skol - veur , a sello ma klot pal da staj gant da stummadur pe da raktres micherel .
O c ' hortoz gouel an Erer Kozh e kinnig Gwagenn TV deoc ' h un atersadenn gant Yann Fañch K . graet da vare 30 vloaz Diwan e 2008 . . .
130 enezenn bennak a zo en holl , ha 5 rann bennañ a ya d ' ober ar strollegezh :
3 : 34 mab Jakob , mab Izaak , mab Abraham , mab Tara , mab Nac ' hor ,
" Vendredi , à 20h , la messe de Noël qui se déroulera à l ' église de Ploumagoar , sera dite en breton et radiodiffusée en direct sur les ondes de France Bleu Breizh Izel ( fréquence 101 . 4 ) . Elle sera célébrée par l ' abbé Marcel Derrien et sera animée par la chorale paroissiale , accompagnée par des musiciens . La soirée verra aussi l ' arrivée de la flamme qui vient de Bethléem , de relais en relais apportée par les scouts et en provenance de Nantes . " Source / Mammenn : Le Télégramme .
Aloubet eo ar vro gant an armeoù amerikan a chom eno eus 1847 da 1848 . War - lerc ' h emgann Chapultepec d ' ar 14 a viz Gwengolo 1847 , e sav an arme amerikan banniel Amerika war ar Palez Broadel : aloubet eo kêr Vec ' hiko . Dindan kontroll Winfield Scott ez eus lazhet meur a soudard eus ar batailhon Sant Padrig , dizertourien eus an US Army anezho , a genlaboure gant an harzherien mec ' hikan a - enep d ' an alouber .
O labourat emaomp war an droidigezh ( goustadik . . . ) hag ur gudennig zo a - fed ur ger . Evit treiñ " user " , petra ' vefe gwelloc ' h : implijer pe arveriad ? Sed - amañ ar pezh ' m eus skrivet war vBrenux : Plijout ' rafe din gouzout muioc ' h diwar ho tibab , petra ' soñjit ? Rebechoù zo graet a - wechoù evit an troidigezhioù ' implij gerioù re deknikel . . .
Ha piv bennak en devo komzet a - enep Mab an den , e vo pardonet dezhañ ; met d ' an hini en devo gwallgomzet a - enep ar Spered - Santel , ne vo ket pardonet . Pa viot kaset er sinagogennoù , dirak mestroù ar vro hag ar re c ' halloudek , n ' en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn , nag eus ar pezh ho po da lavarout , rak ar Spered - Santel a zesko deoc ' h d ' an eur - se ar pezh ho po da lavarout . Neuze unan eus ar bobl a lavaras dezhañ : Mestr , lavar d ' am breur lodennañ ganin hon hêrezh . Eñ a lavaras dezhañ : O den , piv en deus va lakaet ho parner , pe evit ober ho lodennoù ? Neuze e lavaras dezho : Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni ; rak un den n ' en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù . Hag e lavaras dezho ar barabolenn - mañ : Douaroù un den pinvidik o devoa roet kalz a frouezh ,
Ne ouezan ket hag - eñ eo bet plijet ar skrivagner gant e daol - esae . Sklaer eo evidon emañ amañ e stek en e varr , ha spi ' m eus e kendalc ' ho war al lañs - se .
Seblantout ' ra bezañ bet ur souezadenn an anvadur - se evit an tu gleiz pellañ . Hervezo eo - se ur sin e vefe troet a zehoù ar strollsok gant an dibab - se .
Ui , bibliotekis ambavi ! Mivedi da oficialurad vawerinebdi gvars da ro mixvdnen visi shvilishvilic viyavi , toni shecvales da chemi iq datovebistvis ganwiruli piradobac gimilit damibrunes ukan . Miyvars ra aq kai celebrity - vit ro meqcevian xolme … Mokled ese , gaverto , tore agvistodan ISETis swavla gadamylapavs …
Bremañ gant enkadenn an arc ' hant bras n ' eus ken nemet anv eus distro ar Stad .
17 : 1 Jezuz a gomzas evel - se , hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv , e lavaras : Tad , an eur a zo deuet ; ro gloar da ' z Mab , evit ma roio gloar da Vab dit ,
rak va yev a zo dous , ha va bec ' h a zo skañv . En amzer - se , Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad ; e ziskibien , naon ganto , en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d ' o zebriñ . Ar farizianed , o welout kement - se , a lavaras dezhañ : Setu , da ziskibien a ra ar pezh n ' eo ket aotreet ober e - pad ar sabad ? Eñ a lavaras dezho : N ' hoc ' h eus ket lennet ar pezh a reas David , p ' en devoa naon , eñ hag ar re a oa gantañ ? Penaos ez eas e ti Doue , hag e tebras baraoù a ginnig , a oa arabat dezhañ o debriñ , kennebeut d ' ar re a oa gantañ , met d ' ar veleien hepken ? Pe , n ' hoc ' h eus ket lennet er lezenn penaos en deizioù sabad , ar veleien a dorr ar sabad en templ , hag ez int divlam ? Met , me a lavar deoc ' h , bez ' ez eus amañ un dra bennak brasoc ' h eget an templ .
Gallout a reer an te melen un te mat tre e berzh prientet en un doare ispisial evit an impalaer , pe un doare te glas sec ' het goustadigoc ' h .
Laket e oa bet lizherennoù diazez ar skritur hangul ( jamo ) en urzh gant Choi Sejin e 1527 .
Goude ul lankad kentañ diaes , aroueziet gant ur monc ' hwez kreñv , gouwerzhekadur ar moneiz , embregerezhioù o serriñ , hag an dilabour o kreskiñ , ar politikerezh - se en deus sikouret da ziorren ha da vodernaat armerzh Polonia . Distroet eo ar c ' hresk armerzhel kerkent ha 1993 , gwellaet eo bet barr bevañ an dud , ha da - heul eo kresket ar bevezerezh , digresket ar monc ' hwez ha stabilaet ar zloty . Kresket eo ivez an eskemmoù armerzhel hag ar postadurioù estren eeun .
Klezeier ' veze klevet o heklev . Kalz ane ' o a oa bet lazhet , Gant penn - tiern ar Vretoned , Arzhur , ha n ' eus kavet e bar , Abaoe ' mañ war an douar . Pa zouareas sant Efflamm , Ar roue ' welas oc ' h emgann , E varc ' h taget en e gichen , Gwad deus e fri , ha war e gein ; Ul loen gouez gantañ tal - oc ' h - tal , Ul lagad ruz e - kreiz e dal , Skantoù glas en - dro d ' e zivskoaz , Kement hag ur c ' hole daou vloaz ; E lost evel ur viñs houarn , E veg digor rez e zivskouarn , Skilfoù ennañ gwenn ha lemmet Evel an hoc ' h gouez , hed - ha - hed . Tri deiz oant en kann evel - se , Heb be ' añ ' n eil ' vit egile , Hag ar roue mont da fatañ Pa zegoue ' as Efflamm gantañ . Ar roue Arzhur lavaras Da sant Efflamm , ' dal m ' e welas : - Plijfe deoc ' h , aotroù pirc ' hindour , Degas din - me ul lommig dour ? - Mar plij d ' an Aotroù benniget , Dour a - walc ' h a vezo kavet - . Hag eñ da skeiñ gant penn e vazh , Dre deir gwech , war beg ar roc ' h - c ' hlas Ken a zilammas ur vammenn Dioc ' h beg ar garrek , rak - an - nen , A dorras d ' Arzhur e sec ' hed , Hag a roas de ' añ nerzh ha yec ' hed . Hag eñ d ' an dragon adarre , Ha plantañ ' n e veg e gleze ; Ken a laoskas ur skrijadenn , Ha ' kouezhas er mor war e benn . Ar roue pa ' n deus hen lazhet , D ' an den Doue en deus lâret : - Deut , m ' ho ped , da balez Arzhur , M ' ho lakay en ho plijadur . - Salokras , aotrou , na in ket , Da lean am eus soñj monet . Mar plij ganeoc ' h , me a chomo Er roz - mañ , keit ha ma vin bev - .
Evit skipailhoù zo avat , an tournamant perzhegañ a oa kroget a - raok : c ' hoarioù Su ar Meurvor Habask a dalveze da dournamant perzhegañ evit Rann Okeania .
Neuze , setu penaos ez adskrivfen reolennoù aour Kervella :
Ur yezh kelenn a zo eus ar brezhoneg evit pep danvez - skol ( matematik , istor - geografiezh . . . ) kenkoulz hag ar galleg . Programmoù an Deskadurezh Stad an hini a vez kelennet .
Ul liamm zo ivez etre ar vorfologiezh hag ar fonologiezh anvet kensonelezh vogalennek .
Jezuz a lavaras eta dezhañ : Lez anezhi d ' ober ; miret he deus ar c ' hwezh - vat - se evit deiz va beziadur . Rak c ' hwi ho po bepred ar beorien ganeoc ' h , met n ' ho po ket atav ac ' hanon . Neuze ur vandenn vras a Yuzevien , o vezañ gouezet e oa Jezuz eno , a zeuas di , n ' eo ket hepken abalamour da Jezuz , met ivez evit gwelout Lazar , an hini en devoa adsavet a - douez ar re varv . Hag ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d ' ar marv , rak kalz eus ar Yuzevien , abalamour dezhañ , a yae hag a grede e Jezuz . An deiz war - lerc ' h , ul lod bras a dud deuet evit ar gouel , o klevout e oa deuet Jezuz e Jeruzalem , a gemeras brankoù palmez , hag a yeas a - raok dezhañ , o krial : Hozanna ! Benniget ra vo roue Israel , an hini a zeu en anv an Aotrou !
Anavezout a rit penaos mar goufe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer , e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di . C ' hwi eta ivez , bezit prest , rak Mab an den a zeuio d ' an eur na soñjit ket . Neuze Pêr a lavaras dezhañ : Aotrou , pe deomp - ni , pe d ' an holl , e lavarez ar barabolenn - se ? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ : Piv eo ar merour feal ha fur , en deus ar mestr lakaet war e vevelien , evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed ? Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc ' h ober kement - se pa erruo ! Me a lavar deoc ' h e gwirionez , e lakaio anezhañ war gement en deus . Met mar lavar ar merour - se en e galon : Va mestr a zale da zont ; ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien , da zebriñ , da evañ , ha d ' en em vezviñ ,
Fentus eo , soñjet ' m eus er sonerezh a selaouan ar muiañ p ' am eus lennet al linennoù - mañ : sonerezh " diyezh " . Pa vefe sonerezh film / c ' hoari - video , sonerezh klasel pe elektronek , sonioù hepken ha n ' eo ket pozioù , n ' eus ket a afer yezh tamm ebet , met a afer santad , aergelc ' h , lusk , hepken . Ar muzik e - unan a dremen dreist d ' ar yezhoù a - benn ar fin … ' Pezh zo drol eo ar sonerezh a selaouan zo unan a blij d ' ur bihanniver hepken ^ ^
Peurvuiañ e sav an embregerezhioù un urzhaz e - touez o implijidi : ar re a zo lec ' hiet war ur bazenn izeloc ' h ( sk . : skipailherien , kenlabourerien , implijidi , . . . ) a sent ouzh ar re lec ' hiet war ur bazenn uheloc ' h ( merourien , sternidi , pennoù raktres , . . . ) .
Evidon - me , nevesaat an deknologiezh an hini eo ma " neudenn - ruz " e kement - se . Da skouer : un tamm mat a zilañs en doa tapet an URSS e - keñver ar Stadoù Unanet war an dachenn - se . Se en doa lakaet Gorbatchev stagañ gant e c ' hGlasnost . Tra ma vo fonnus diorren an deknologiezh , e vo dav da bep bro bezañ er jeu dindan boan da chom war lerc ' h ar re all .
Bet eo bet embannet ar pennad - se e - barzh an Delegram , d ' ar 5vet a viz Here 2006 .
E miz Ebrel 1921 e oa adframmet an Irish Republican Army gant rannoù savet hervez ar rannvroioù . Ken bras e oa brud Lynch ma oa lakaet komandant e penn kentañ rann - arme ar Su . Adalek miz Ebrel 1921 betek an dreverz a lakaas un termen d ' ar brezel e miz Gouere 1921 , ur gwask brasoc ' h - brasañ a oa bet lakaet war penn Lynch : diaesoc ' h diasañ e oa evit an IRA stourm a - enep ar saozon abalamour ma oa bet degaset muioc ' h a soudarded saoz ha dre ma oant krog d ' ober gant bagadoù soudarded bihan stummet evit stourm a - enep strolladoù an IRA a implije an teknikoù chouanerezh . Lynch ne oa ket ken e penn Eil Brigadenn Cork abalamou ma oa ret dezhañ mont dre guzh eus an eil eus an nav brigadenn a oa e Munster d ' eben . A - raok an arsav , an IRA a strive evit gellout kenderc ' hel ar stourm . Met nebeutoc ' h - nebeutañ a armoù hag a vunisionoù a oa . Hervez tud zo ne vije ket bet tu d ' an dispac ' hourien Iwerzhonat kenderc ' hel betek pell a - raok bezañ trec ' het . Setu perak Lynch a welas an arsav - brezel evel ur maread a ziskuizañ dreist evit an arme . Laouenn kennañ e oa gwelout oa erruet ur brantad a beoc ' h . Met en desped da se e hetas memestra kenderc ' hel ar brezel .
Na ziwelomp ket eta ar pouezus maz eo ar gudenn - mañ dre vras : d ' ur builhentez vras a zrougoù evit mab - den eo pennabeg , dre ar bed , an naskadurioù a bep seurt . En ur stourm evit gwirioù ar Vrezhoned e kemeromp perzh en ur stourm - dinaskañ a zo hollvedel . Ar Gristenion , evel ar re all , a rank merzout mat an drougoù - se , ha divizout stourm outo , netra dre maz eo an drougoù - se , eienennoù a boan evit hon nesañ .
- Kimiad ar soudard yaouank , savet gant Prosper Proux .
statia eZRvneba Rirebulebis problemis ganxilvis istoriul aspeqtebs . kerZod , mocemulia zRvruli sargeblianobis Teoriis aRmocenebis wanamZRvrebi , evolucia , ZiriTadi debulebebi . avtori sakiTxebs ganixilavs SromiTi Rirebulebis Teoriiisadmi ori ideuri mimarTulebis dapirispirebis konteqstSi : pirveli _ avstriuli skola , romelmac safuZveli Cauyara Rirebulebis subieqtur - fsiqologiur koncefcias , xolo meore _ inglis - amerikuli skola , romelmac gverdi auara fsiqologiur wanamZRvrebs , magram ufro meti mondomebiT Seudga am wanamZRvarTa daskvnebis maTematikur damuSavebas da zRvruli sargeblianobis Tvalsazrisi ganawilebaze da , saerTod , ekonomikuri yofis yvela mxareze gaavrcela .
Da bempzek vla , e oe kaset da skol - veur Alcala , neve savet c ' hoaz neuze gant ar c ' hardinal Ximenes . Ober a reas eno e studi gant enor , hag ac ' hane ec ' h eas d ' ober skol da Salarnank .
Ur soner yaouank anvet Tomaz Lotout , lesanvet TiTom , a zo o paouez sevel ur bladenn dreist da selaou ha drant ouzhpenn , peadra da lakaat pep hini da frinkal gant ar blijadur . Setu ma vo lidet donedigezh ar bladenn nevez - se e Plijidi d ' ar Sul 1añ a viz Eost da zonet .
Evit a sell ouzh ar sonerezh hengounel , ar sonerien ( anv ar re a son binioù ha bombard daou - ha - daou ) a c ' hall bezañ gwelet evel kannaded sonerezh Breizh . Ar c ' han daou - ha - daou ( anvet kan - ha - diskan ) pe un den o kanañ gwerzioù e - unan a ziskouez pegen barrek e c ' hall an dud bezañ a - fed implijout o mouezh . Ar re gentañ a gemer perzh er festoù - noz , padal ez eo ar gwerzioù gwir istorioù kanet .
36 « E gwirionez m ' hel lavar deoh , an traou - ze oll a gouezo war ar rummad tud - mañ .
Caribou ! setu me erru ivez , a - drugarez da Hoel , d ' an tren niverenn 56606 etre Kemper ha Roazhon , ha d ' ar skolioù meur Roazhon 1 ha 2 . . . voilavoila . . . Ken ar c ' hentañ !
Goude ar prantad diviz aozet war ar bajenn kaozeal eo poent votiñ a - benn gouzout pehini e vo stumm ofisiel Wikipedia vrezhonek . Gellout a rit ( ad ) lenn an diviz a zo bet a - benn gouzout arguzennoù pep hini ha gwelout an eskemmoù a zo bet , ha kenderc ' hel gantañ . Digoret e vo ar vouezhiadeg e - pad pemzektez , eus al Lun 8 a viz Du 2010 betek al Lun 21 a viz Du 2010 . Daou boent a zo da zivizout :
18 Jezuz a hourdrouzas an droug - spered , hag ez eas hemañ er - mêz euz ar bugel . D ' an ampoent e oe pareet . . .
Koran • Sunnah • Hadith Barnadurezh • Doueoniezh Buhezioù Mohammed Charia
Lakaet eo bet ar stummoù - se e - barzh mssp3br_m21 . msi ( gant « keneilez - ed » ivez . . . evel az poa remerket e vanke ar ger benel - se ivez ) . Philippe
Goude bezañ tremenet e kreiskêr ha dirak palezioù pinvidik mor , e tremened dirak templ Ninmak hag Ishtar ha war - lec ' h ar marc ' had , e errued en un templ , e lec ' h ma veze losket an delwenn , hag e - kichen , un tour bras - kenañ , ar Ziggourat ( Tour Babel e vefe deut da vezañ er Bibl ) . Tro - dro dezhi , e oa tier savet evit ar birc ' hirined hag ar veleien , e stumm ur pevarzueg . An tour a lak da soñjal en ur biramidenn vras gant derezioù bras a - vent 100 m diaz hag uhelder . Ezhomm ez eus bet a 85 milion brikenn ( merket gant siell Babilon war o gorre ) evit sevel anezhañ . E - lein ar Ziggourat edo santual Mardouk , alaouret ha glas , a c ' helled gwelet a - bell . An daou skalier bras a - gostez a oa miret d ' an dud feal , hag an hini pennañ ( e - kreiz ) evit ar beleg bras . Staliet e oa un ' triklinium ' gant un daol aour evit an Doue . Herodotos , istorour an Henamzer , en doa gweladenet al lec ' h pa oa c ' hoazh santel ha sakr . « Lâret e vez e teu an Doue da weladenniñ e dempl hag e kousk amañ , met ar fedoù - se a seblant digredus din » , a skrivas eñ .
Abaoe Here 2004 , 4 , 2 million c ' hoari eus an heuliad a zo bet gwerzhet er bed . [ 1 ]
Groove noz 3 ar Groove boys 8 € da vezañ urzhiet war www . grooveboys . biz
15 : 30 Publié dans Fotoioù gwez | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note
Skrivañ a rez : Gallout a ran lârete memestra ne vez implijet na " dimezell " na " i ( n ) tron " ( nemet e vefe evit an Itron Vari ) gant ar vrezhonegerion a - vihanig a anavezan ha kavout a raent iskis pa vezont implijet evel ma implijet an titloù " madesmoiselle " ha " madame " e galleg dre vras .
Ar c ' hwec ' h kuzulier all a zo izili FDP hag izili daou emglev sivil . Pevar c ' huzul - kumun a zo ivez : ( Niederkaina , Stiebitz , Kleinwelka , Salzenforst - Bolbritz ) , enno izili a youl - vat dilennet evit pemp bloaz .
Lakaat a ran ar skrid kentañ evit digeriñ al lec ' hienn . Gwelet ho peus eo du ar bajenn , graet eo espres - kâer evit en ekologiezh . Neuze , petra vo war al lec ' hienn - mañ ? - Tresadennoù bet graet evit al levr ( trugarez da mamm Tancrède ) . - Keloù va al levrioù a vo skrivet emichañs . Mat e vefe diskouez d ' al lennerien bed gwir Aodren . - Marteze e vo lennerien a vo kalonek a - walc ' h evit lakaat ur gerig bihan .
• Deuxième prix : Krampouezh pe pizza ? de Avalig Treger
Dec ' h oa bet diskoachet programm ar FIL 2006 ( Emvod ar Gelted en Oriant ) . Aostralia a zo ostiz a enor hevlene . Setu dalc ' het ar gaozeadenn - ginnig e kannadi ar vro - se e Pariz . Digoret an abadenn gant ar strollad " brothers " a gevred ar c ' hilt , ar biniou braz hag an didgeridoo .
10 : 44 Publié dans Stajoù , abadennoù . . . e brzhg | Lien permanent | Commentaires ( 0 ) | Envoyer cette note | Tags : landevant , bons voisins , baleadenn , natur , sten kidna
Trugarez dit Philippe , gwir eo n ' eo ket fall . . . Kinnig a rin ar ger " saverezh " evit Ubuntu .
Neuze , ar c ' hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz , o welout ar c ' hren - douar ha kement a oa c ' hoarvezet , a voe spontet bras hag a lavaras : Hemañ , evit gwir , a oa Mab Doue . Bez ' e oa ivez meur a wreg a selle a - bell ; heuliet o devoa Jezuz adalek Galilea , ouzh e servijañ . En o - zouez e oa Mari a Vagdala , Mari mamm da Jakez ha da Jozef , ha mamm mibien Zebedea . Diouzh an abardaez , e teuas un den pinvidik eus Arimatea , anvet Jozef , un den a oa ivez diskibl da Jezuz . Mont a reas da gavout Pilat , hag e c ' houlennas digantañ korf Jezuz . Neuze Pilat a c ' hourc ' hemennas reiñ ar c ' horf . Jozef a gemeras ar c ' horf , en goloas gant ul lienenn gwenn , hag a lakaas anezhañ en e vez nevez e - unan en devoa toullet er roc ' h ; ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez , ez eas kuit .
11 : 37 Met hiniennoù anezho a lavaras : Eñ , an hini en deus digoret daoulagad an dall , ha ne c ' hellje ket ober ivez na varvje ket hemañ ?
Ac ' hanta bugale ! Evidoc ' h eo an abadenn - mañ ( ar re vras a c ' hell selaou anezhi ivez . Ni a oar ez eus chomet un ene bugel gant ar pep brasañ deusoutoc ' h . . . ) . Bep Merc ' her ha bep sadorn da 1 eur ha da 7 eur e vez kinniget deoc ' h klevet bugale ha krennarded o kontañ o buhez er skol , en diavaez eus ar skol , gant o familh , o mignoned , o loened hag all . . . Ur gontadenn a vez dibunet evidoc ' h gant Loik pe Sten . Ur farsadenn nevez a vez bep sizhun hag ur c ' hoari da c ' hounit profoù zoken ( war gwagennoù Radio Kerne , war - eeun d ' ar merc ' her e - barzh abadenn 1 eur hepken ) . Un hanter eurvezh a brogrammoù evit ar re yaouank ha graet gant ar re yaouank eo Deomp dezhi ! . Deoc ' h eo an abadenn : skrivit pe pellgomzit deomp m ' ho peus kinnigoù , evezhiadennoù , gourc ' hemennoù ( dreist - holl ) d ' ober . Skignañ : War Radio Kerne : d ' ar merc ' her ha d ' ar sadorn etre 1 e 00 ha 1 e 30 ( adskignadenn etre 7 eur ha 7 eur 30 ) . War Radio Kreiz Breizh : d ' ar sadorn etre 12 e 45 hag 1 e 30 .
Afer am eus a gavout gerioù hag a dalv " polisson " , " petit garnement " , " petit enfant " , ha klask a ran petra a vez lâret e bro Gwened . Klevet em eus me pasapl : " labous " , " pousin " . . . bez zo ivez " kochon " met kentoc ' h en ur mod fentus . . . gerioù arall a gaver er geriadurioù evel " hailhevaod " met an dra - se a hañval bout " un gamin méchant " , " un vaurien " ; kailh , goujard . . . a seblant bout lâret ag ar re grann kentoc ' h ( ar c ' hrennarded ) . . . Dont a ra soñj deoc ' h a draoù arall ( e bro Gwened ) ? Gosaj , chatal , kailhaj ? Ar gerioù - mañ a zo un tamm mat àr an tu fall , pas ? Met sur a - walc ' h em eus ankouaet gerioù zo .
Ur fazi hag un touell eo krediñ e vefe ul liamm etre kannaded Dael Pariz hag o fastelloù - bro . Didroc ' het eo bet ar pastelloù - bro evit abegoù politikel ha ne glotont ket gant ar broioù gwirion . Ur skouer anat eo hini Bro - Redon hag a zo rannet e pemp pastell - vro evit kannaded Bro - C ' hall . Dael Pariz a zo ur vodadenn bolitikel rik distag diouzh lec ' hioù fetis . Staget eo ar gannaded ouzh o c ' hostezennoù politikel parizian ha n ' o devez ket kalz a frankiz . Gellout a reont selaou an dud ha digas traouigoù dezho memestra . Gellout a reont ivez ober gant arc ' hant kuzh an Dael evit skoazellañ un nebeut dilennidi mignoned dezho , ar pezh n ' eo ket demokratel . . . Lakaomp memestra e vefemp kaset da Bariz . Lezennoù kentañ a lakafe kannaded Strollad Breizh da vezañ votet a vefe evit yezhoù tiriadel Bro - C ' hall , Breizh pemp departamant , ha dreist - holl emrenerezh evit ar broioù evel Breizh pe evit rannvroioù Bro - C ' hall o defe c ' hoant .
Dre - se an holl a yae evit lakaat o anv , pep hini en e gêr . Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea , eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem , dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David , evit reiñ e anv gant Mari e wreg , hag a oa dougerez . E - pad ma oant eno , an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas , hag e c ' hanas he mab kentañ - ganet , hag e mailhuras anezhañ , hag e lakaas anezhañ en ur c ' hraou , abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri . Bez ' e oa er memes korn - bro mêsaerien a gouske er parkeier , hag a ziwalle o loened e - pad beilhadennoù an noz . Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en - dro dezho , hag o devoe ur spont bras .
Abaoe un toulladig bloavezhioù ez eus astennoù rannvro ha sevenadur . N ' eo ket diboell eta goulenn . bzh .
Unan us ar seizh kensonenn eo houmañ ma c ' heller he skrivañ gant ur gurunennig anvet tagin .
Eur skeuden a lako ar wirione - ze da vont donoc ' h en hon spered .
N ' am eus netra a - enep da skritur Brest end - eeun , n ' em eus ket karantez evit ar peurunvan kennebeut . Dibaboù int , neutrel . Ha koulskoude e kendalc ' homp c ' hoazh da rannañ ar yezh e daoù , daoust d ' an holl skolioù ( Diwan , Dihun , Div Yezh ) ober gant ar peurunvan , daoust da zarn vrasañ al levrioù embannet bezañ skrivet e peurunvan , daoust ma ra darn vrasañ ar gelennerien skol - veur gant ar peurunvan ( holl re Roazhon , hag un darn e Brest , ya , e kalonenn ar Falc ' huneg ) . Levrioù a vez embannet e Bresteg c ' hoazh , levrioù evit ar vugale zoken , padal e vez desket peurunvan dezho er skol . Ur geriadur nevez a zo bet savet an Ar Merser nevez zo … Perak an diaoul ?
Mont a reas Nikolaz da vale etrezek ar c ' hoad . Fresk e oa an aer , met brav an amzer . Ne oa koumoulenn ebet en oabl glas . Plijout a rae dezhañ ar c ' hwez c ' hwek a veze gant ar gwez hag hini ar bernioù keuneud lakaet kichen - ha - kichen . Ur c ' hwez kinvi ha rousin a hillige e fronelloù .
13 : 16 hag an hini a vo er parkeier , ra ne zistroio ket a - dreñv da gemer e vantell .
E 2001 e voe gwall baket gant un diwadenn - empenn .
" An ankouazh , lavaret a rafen zoken ar fazi istorel , zo elfenn diazez krouidigezh ur vroad , hag ar studioù istorel o vont war - raok zo dre - se un dañjer evit ar vroadelezh alies . Sklêrijenn a ro an enklaskoù istorel war ar feulsterioù bet graet ha c ' hoarvezet e penn kentañ an holl strolladoù politikel , zoken er re o deus degaset ar muiañ a draoù mat " .
Pedit evit na erruo ket ho tec ' h er goañv . Rak bez ' e vo en deizioù - se an hevelep glac ' har , ken adalek penn - kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ , n ' en deus ket bet , ha ne vo biken eveltañ . Ha ma n ' en divije ket an Aotrou berraet an deizioù - se , den ebet ne vije salvet ; met abalamour d ' ar re dibabet en deus o berraet . Neuze , mar lavar unan bennak deoc ' h : Setu , ar C ' hrist a zo amañ , pe aze , na gredit ket . Rak fals - kristed ha fals - profeded a savo ; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet , ma vije gallet . Bezit war evezh eta ; setu , em eus lavaret holl deoc ' h a - raok . En deizioù - se , goude ar glac ' har - mañ , an heol a vo teñvalaet , al loar ne roio ket he sklêrijenn ,
A - wezhioù eo skrivet un neubeud frazennoù a - ziwar ar pardon pe an deiz e - lec ' h m ' ema kanet ar sonenn :
Evit yezhoù zo ( saozneg , spagnoleg ha galleg ivez ) ez eus ezhomm a - wechoù da resisaat e peseurt bro e vez implijet ger pe c ' her pe peseurt ster zo gant ger pe c ' her e lec ' hioù zo . Penaos lakaat se war wel en troidigezhioù ? Da skouer , kafe a vez lavaret tinto e Kolombia rak kafe implijet e - unan a dalvez kentoc ' h evit kafe dre laezh ; padal tinto a dalvez gwin ruz e Spagnoleg Spagn . E Spagn e vez lavaret solo evit ur banne kafe du , met se zo digomprenus - krenn e Kolombia , hag all . Setu , e - kichen ar meneg spagnoleg ez eus ezhomm da grouiñ menegoù all evit ar pezh zo dibar da spagnoleg Spagn hag ar pezh zo dibar da spagnoleg ar broioù all . Petra a c ' hallez erbediñ din ? - - Fulup 9 Kzu 2007 da 11 : 28 ( UTC )
D ' ar 7 a viz Ebrel e vo embannet disoc ' hoù ar genstrivadeg war Brezhoweb .
[ 2 ] LPO . L ' énergie éolienne et la conservation de la nature .
Il a vécu en France jusqu ' à sa mort en 1973 .
" E yezhoù all Kavet e vez titloù heñvel en holl yezhoù eus kornôg Europa , hag un toullad re all ouzhpenn :
Stumm eus an 14 Gou 2010 da 22 : 31 gant Interwicket
Eno e teuas ar farizianed , hag en em lakajont da riotal anezhañ , o c ' houlenn outañ , evit e demptañ , ur mirakl eus an neñv . Jezuz , o huanadiñ en e spered , a lavaras : Perak e c ' houlenn ar rummad - mañ ur mirakl ? Me a lavar deoc ' h e gwirionez , ne vo roet hini ebet dezhañ . Hag o vezañ o c ' huitaet , ez eas er vag , hag e tremenas en tu all . Met ankounac ' haet o devoa kemer bara ganto , ha n ' o devoa nemet ur bara er vag . Eñ a reas outo an difenn - mañ : En em virit gant evezh eus goell ar farizianed , hag eus goell Herodez . Int a soñje etrezo , o lavarout : Abalamour n ' hon eus ket a vara eo . Jezuz , o vezañ anavezet kement - se , a lavaras dezho : Perak e soñjit ez eo abalamour n ' hoc ' h eus ket kemeret a vara ? Bez ' oc ' h c ' hoazh hep skiant ? Ha ne gomprenit ket c ' hoazh ? Bepred eo dall ho kalon ?
An abostol bras , en unan eus e lizeriou , a lezlianv anezan e genlabourer , hag a lavar eo unan eus ar re a zo merket o hano war levr ar vue . Da varo sant Anaklet , e kemeras stur an Iliz .
1ier priz ex - æquo : Acrostiches 5vet Klas Diwan Kemper
Met int , o klevout e oa bev , hag he devoa - hi e welet , ne gredjont ket anezhi . Goude - se , en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent , o vont war ar maez . Ar re - mañ a yeas da lavarout d ' ar re all ha n ' o c ' hredjont ket kennebeut . Da ziwezhañ , en em ziskouezas d ' an unnek abostol , evel ma oant ouzh taol , hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c ' halon , abalamour n ' o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv . Hag e lavaras dezho : It dre ar bed holl , ha prezegit an Aviel da bep krouadur . An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet ; met an hini na gredo ket a vo kondaonet . Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet : Kas a raint kuit an diaoulien em anv ; komz a raint yezhoù nevez ;
- Meurzh 2 a viz Meurzh : emvod e sal Breizh , 23 straed Villebois - Mareuil e Naoned , da 8 eur noz .
Dedennet on bet gant La Rose écarlate abalamour e plije din kalz Strike ! embannet e - korf niverennoù kentañ ar gelaouenn Coyote Mag . Savet e oa Strike ! gant Patricia Lyfoung hec ' h - unan , gant ur stil manga klasel - tre , kazi doare ar pezh a veze skignet er skinwel pa oamp bihan . La Rose écarlate a zo savet penn - da - benn ganti ( istor , tresañ ha livañ ) ivez . Istor ur plac ' h yaouank er Périgord , en XVIIIvet kantved hag a zo dedennetoc ' h gant ar c ' hlezeiata eget gant ar c ' heginañ . Drouklazhet e vez he zad dirazi ha dizoloiñ a ra neuze emañ he zad - kozh o vevañ e Pariz , rediet eo da vont da vevañ gantañ . Mod all ez eus ivez istor un doare " Robin Hood " , un den hag a vez o laerez arc ' hant ar re binvidik evit reoù da dud paour ha bamet eo hi dirazañ ( hep gouzout piv eo eveljust ) . Setu un tamm , un istor klasel a zroioù - kaer hag all . Mat eo evit ar vugale ( n ' eus netra spontus ) hag an tresañ a zo un tammig bugeleg memestra . N ' on ket bet dipitet bras , kalzig plijadur em eus bet oc ' h adkavout stil Patricia Lyfoung ha dudius eo an istor met anzav a ran e oan chomet gant soñj dreist Strike ! ( ha ne oa ket echu , met e gwenn - ha - du e oa ) . Klask a rin lenn al levrennoù a zo warlerc ' h memestra .
En em astenn a ra ar Gaeltacht e kontelezh Dún na nGall ha kontelezh Gaillimh dreist - holl , ha teroueroù bihanoc ' h zo ivez e kontelezhioù Maigh Eo , Korkig , Ciarraí ( Corca Dhuibhne dreist - holl ) , Port Láirge ( kêriadenn An Rinn ) hag An Mhí ( kêriadenn Ráth Cairn ) .
Ur steredenn zo ur voull plasma zo ken bras he zreuzkiz ( meur a gantad milliadoù kilometroù ) hag he zolz ken e tizh al lodenn greiz - ar galonenn - ar wrez ret ( war - dro ur milion a gelvinoù d ' an nebeutañ ) da loc ' hañ un argerzh teuziadur nukleel . Kas a ra ar steredennoù eta skinadurioù er spektr gwelus , er c ' hontrol eus ar pep brasañ eus ar planedennoù ( evel an Douar ) a resev o energiezh dreist - holl diouzh ar steredenn pe eus ar stered a gelc ' htroont en o zro . E - pad ul lodenn vras eus he buhez , kent d ' he fourvezioù energiezh da vont da hesk , e vez ur steredenn e kempouez hidrostatek dindan levezon daou nerzh oc ' h enebiñ : ar gravitadur , a c ' hallfe lakaat ar steredenn da gouezhañ en he foull warni hec ' h - unan , hag ar gwask sinetek a zeu eus an argerzh teuziadur nukleel , a c ' hallfe , war ar c ' hontrol , lakat ar sterenn da darzhañ . An Heol e - unan zo ur steredenn dibar a - walc ' h zo heñvel a - walc ' h e zolz , war - dro 2 × 1030 kg , ouzh hini ar stered all .
Adieu / Salud , ai ben fach las modificacions a l ' article lait / lach , cependant il faudrait indicar que lait ( oc ) , leche ( esp ) e leite ( port ) son de formas femininas . Mercés . Bona nuèch / bonne nuit , kenavo ! Capsot 31 Gen 2008 da 22 : 57 ( UTC )
Ne echu ket e frazenn , gant en e gichen an test bev ez eo ur betis emañ o vont da embann aze .
Tonioù bale a gaver alies evit ar c ' hanoù broadel pe tonioù kantikoù a - wechoù . E meur a vro eus Latinamerika e tenn ar c ' hanoù broadel da donioù opera . Evit gellout bezañ c ' hoariet pe kanet aes e rank ar c ' hanoù broadel bezañ berr . Pa vezont hir ne vez kanet nemet ul lodenn anezho ( an diskan da skouer ) .
Jezuz eta , o vezañ savet e zaoulagad , hag o welout ul lod bras a dud o tont d ' e gavout , a lavaras da Filip : Pelec ' h e prenimp bara evit m ' o devo an dud - mañ da zebriñ ? Met , eñ a lavare kement - se evit amprouiñ anezhañ , rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d ' ober . Filip a respontas dezhañ : Daou c ' hant diner a vara ne vefe ket a - walc ' h evit reiñ un tammig da bep hini . Unan eus e ziskibien , Andrev , breur Simon - Pêr , a lavaras dezhañ : Bez ' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz , ha daou besk ; met petra eo kement - se evit kement a dud ? Koulskoude Jezuz a lavaras : Grit d ' an dud azezañ . Bez ' e oa kalz a c ' heot el lec ' h - se . Ar wersed eta a azezas , en niver a war - dro pemp mil . Jezuz a gemeras ar baraoù , hag o vezañ trugarekaet , o roas [ d ' an diskibien , hag an diskibien ] d ' ar re a oa azezet ; en hevelep doare e rojont eus ar pesked , kement ha ma fellas dezho .
Nann , n ' em eus ket kavet met diouzh a gomprenan war pajenn ar stadegoù , ne vez ket kontet ar pajennoù gant Wikeriadur . - - Fulup 9 Kzu 2007 da 12 : 35 ( UTC )
Da lavaret eo , ni noa eur hooperativ hag indépendant . Ni e werze hom legumach direktamant da Bariz , da Lyon , da Dijon . Ni werze gis - se e leh hon - ba prenet hom marhadourez ganeom ha gand ar marhadourien , vize kaset betek pe Rosko pe Kleder . Ni a rea , ni a brodue hag a werze . Med maleuruzamant hon doa poan da zelher an taol abalamour ne vedom ket niveruz awalah , abalamour e dlee bea , e dlee kaoud tud da brena hor zraou , e vedo ar hiz hag e rankem ober " des propositions " evel ma lavarer e galleg . Ha ne vedom ket niveruz awalah , pa z ' om bet komañset ne vedom ket med dek hag on deus troet e - s e e pad ugent vloaz hag e vezom deut da gant hanter gant , cent - cinquante producteurs ! Ha d ' ar poent - ze ar houarnamant a rea evel m ' eo ar hiz bremañ , hennez a sikoure ar peizanted ha n ' o doa ket hangar ebed , ha n ' o doa nen tra ebed . Setu om bet chikouret d ' ober eun hangar , eun atelier evid kondisioni al legumach , abalamour chalotez e ream , karotez e ream i ' e . Mez ama z ' eus ket des andives , des andives n ' eus ket great , mes des scorsonères hon eus ket great . Ognon hadet e leh beza plantet , an dra - he a houlenne nebeutoh a dud .
Ur vravig a nozvezh er Beaujoire evit 27 . 000 den memes tra ! Ret e vo diwall avat , n ' eo nemet ar penn - kentañ . Skipailh Reims a oa gwall wan evel ma vijent bet 9 war an dachenn nemetken . Re wir eo ez eus bet bec ' h etre int hag o renerien er sizhunvezhioù tremenet abalamour d ' un afer adgoproù , ur sapre ambiañs . . .
21 « Ar breur a roio e vreur evid beza laket d ' ar maro , hag an tad e grouadur , ar vugale a zavo a - eneb d ' o herent hag a lakaio o hondaoni d ' ar maro .
Ne oar ket ket piv eo ar paour - kaezh hini a zo aet d ' en em lakaat gant ar c ' hast , met gwelloc ' h ' dezhañ mont kuit a - raok ma vefe aet skuizh . Imoret mat eo c ' hoazh fenoz . Anavezout a ra ar re se , ur bistolenn ganto met dic ' houest d ' he implij , digell . N ' en deus nemet unan da lazhañ fenoz , da ziverkañ an disterañ gwanded , unan evit ar blijadur . Met un eil ne vo ket ur gudenn , alato .
An hini yaouankañ a lavaras d ' e dad : Va zad , ro din al lodenn eus ar madoù a zle degouezhout din . Hag an tad a lodennas dezho e vadoù . Un nebeut deizioù goude , ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en devoa , a yeas d ' ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù , o vevañ en diroll . Goude m ' en devoa dispignet holl , e teuas un naonegezh vras er vro - se , hag en em gavas en dienez . O vezañ aet , en em lakaas e servij unan eus tud ar vro - se ; kaset e voe gantañ en e zouaroù da vesa ar moc ' h . Hag en dije karet leuniañ e gof gant ar c ' hlosoù a zebre ar moc ' h ; met den ne roe dezhañ . O vezañ eta deuet ennañ e - unan , e lavaras : Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e - leizh , ha me a varv gant an naon ! Sevel a rin hag ez in da gavout va zad , hag e lavarin dezhañ : Va zad , pec ' het em eus a - enep an neñv hag a - enep dit ,
Lavarout a ran deoc ' h : Piv bennak a anzavo ac ' hanon dirak an dud , Mab an den en anzavo dirak aeled Doue ; met an hini a zinac ' ho ac ' hanon dirak an dud , a vo dinac ' het dirak aeled Doue . Ha piv bennak en devo komzet a - enep Mab an den , e vo pardonet dezhañ ; met d ' an hini en devo gwallgomzet a - enep ar Spered - Santel , ne vo ket pardonet . Pa viot kaset er sinagogennoù , dirak mestroù ar vro hag ar re c ' halloudek , n ' en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn , nag eus ar pezh ho po da lavarout , rak ar Spered - Santel a zesko deoc ' h d ' an eur - se ar pezh ho po da lavarout . Neuze unan eus ar bobl a lavaras dezhañ : Mestr , lavar d ' am breur lodennañ ganin hon hêrezh . Eñ a lavaras dezhañ : O den , piv en deus va lakaet ho parner , pe evit ober ho lodennoù ?
Dres evel en Unaniezh Soviedel e veze dilennet gant ar C ' huzul Kreiz ur Burev Politikel ( Byroja Politike ) hag ur Sekretariad ( Sekretari ) . E - touez izili ar Burev Politikel e oa mintroù pennañ ar gouarnamant ha sekretourion ar C ' huzul Kreiz , gantañ da gefridi merañ ar Strollad ha diazezañ al linenoù politikel , hag en em gavout a rae bep sizhun . Dre vras e veze asantet gant ar C ' huzl Kreiz ar rentaoù - kont hag an divizoù politikel kinniget gant ar burev Politikel . Diouzh an tu all e oa kefridi ar Sekretariad merañ aferioù boutin ar Strollad a deiz da deiz , dreist - holl aozañ ha lakaat e pleustr an divizoù bet kemeret gant ar Burev Politikel hag ivez dibab izili pennañ ( kadred ) ar Strollad hag ar Gouarnamant .
Gouzout a ran mat n ' eo ket posubl din gouzout ervat ar pezh a zo da zont , hag e c ' hell an traoù bezañ gwelloc ' h . Tu a zo da lavar zoken ez on leun a spi war ar pemdez . Met petra ma vezan dipitet ? Petra m ' am eus poan ? Ne fell ket din kemer ar riskl ( riskl ! ) , hogen n ' em em santan ket gwelloc ' h hep e gemer . N ' en em sikouran ket , tudoù .
Gwrez ha disheol war un dro a blij d ' ar c ' hafe . Gwelloc ' h eo an douaroù uhel ha tomm evit ar brousgwez - kafe ha gwelloc ' h eo dezho ivez bezañ e skeud gwez uheloc ' h egeto ha gant delioù padus . Meur a spesad a vez kavet e - barzh ar genad Coffea , met Coffea arabica eo an hini a vez priziet ar muiañ . Gounezet e vez ar spesadoù all war douaroù e - lec ' h ma n ' haller ket gounit an arabica . An eil spesad gounezet a zo Coffea robusta . An holl gwez - kafe a ro frouezh bouedek , roz pe limestra , hag enno div galonenn hag a vez graet greun kafe anezho ivez .
9 : 31 en em ziskouezjont gant gloar , hag e komzjont eus e varv , a zlee bezañ graet e Jeruzalem .
Mab d ' un noter eus Pontrev , ne oa ket desavet e brezhoneg daoust ma oa brezhonegerez e vamm . Mont a reas da Lannuon , da skol Sant - Jozef , da ober e studi . Tapout a reas un tamm brezhoneg gant e genstudierien hag e - pad e vakañsoù er Merzher , nepell diouzh Gwengamp . Pa ' z eas da gloerdi Sant - Brieg e c ' hellas studiañ ar brezhoneg pishoc ' h . Goude bezañ bet beleget e 1932 ez eas da Roma da studiañ an doueoniezh . Eno e tarempredas an Tad Godu a sachas anezhañ muioc ' h war - du an Emsav . Resevet e voe evel doktor war ar brederouriezh hag evel aotreeg war an doueoniezh .
- levrioù : levr J - MALO - RENAULT " Les Pseudonymes des Bretons 16ème - 20ème siècle " , levr Lukian RAOUL " Skrivagnerien Brezhonek " , " Répertoire de Bio - bibliographie bretonne " René KERVILER , Loeiz HERRIEU " La littérature bretonne depuis les origines jusqu ' au Xxe siècle " pe Pierre LE GOFF " Petite histroire littéraire du dialecte breton de Vannes " .
1 . Un alarc ' h , un alarc ' h tramor ( diou wech ) War lein tour moal kastell Arvor ! DISKAN Din , din , daon , d ' an emgann , d ' an emgann , O ! Din , din , daon , d ' an emgann ez ean ! 2 . Neventi vad d ' ar Vretoned , Ha mallozh ruz d ' ar C ' hallaoued ! 3 . Erru ul lestr e pleg ar mor , E ouelioù gwenn gantañ digor ; 4 . Digoue ' et an Aotrou Yann endro , Digoue ' et eo da ziwall e vro .
N ' eo ket Andorra un ezelez wir eus an Unaniezh Europa met un darempred ispisial he deus ganti . War renk un ezelez wir emañ evit ar produioù oberiataet ( gwir maltouterezh ebet ) met un nann - ezelez eo evit produioù an douar . N ' eus moneiz ebet gant Andorra hag ober a ra gant hini hec ' h amezeien . A - raok 1999 ec ' h implije al lur gall hag ar peseta spagnol , abaoe e ra gant an euro . Er c ' hontrol eus broioù european bihan all n ' he deus ket gwir Andorra da gognañ pezhioù . Emañ avat o varc ' hata evit kaout aotre d ' ober .
Ur yezh sepikek - ramouek eus isskourr ar yezhoù ndouek eo an ngaleg ( ngala , kara , sogap pe swagup ) komzet gant tro - dro da 178 den ( 2003 ) e Papoua - Ginea Nevez .
18 : 2 Bez ' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue , ha n ' en devoa respet ebet evit den .
Eñ a lavaras dezho : Me a lavar deoc ' h e gwirionez : N ' eus den en defe kuitaet , ti , pe wreg , pe vreudeur , pe gerent , pe vugale , evit rouantelezh Doue , ha ne resevo kalz muioc ' h er c ' hantved - mañ , hag er c ' hantved da zont , ar vuhez peurbadus . Jezuz a gemeras neuze a - du an daouzek , hag a lavaras dezho : Setu , e pignomp da Jeruzalem , hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar - benn Mab an den , a ya da vezañ graet . Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed , graet e vo goap anezhañ , dismegañset e vo , krañchet e vo outañ , ha goude ma vo bet skourjezet , e vo lakaet d ' ar marv , hag ec ' h adsavo a varv d ' an trede deiz . Met ne gomprenent netra e kement - se ; ar c ' homzoù - se a oa kuzhet evito , ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho . Evel ma tostae ouzh Jeriko , un den dall a oa azezet war gostez an hent , hag a c ' houlenne an aluzen ;
Mod all e rafen me gant ar C ' hallaoued pe Les Bleus . Ar re c ' hlas ra drol un tamm rak impliet e vez stank ( hag en un doare ofisiel ) gant ar strollad politikel . Goude - se , tud Saint - Etienne a rae gant " Les Verts " abaoe pell zo … ha pa ouier eus petra zo kaoz , ne fazier ket , dre vras .
N ' on ket diaes da gavout , ha ne guzhan netra . Ma vez goulennoù pe evezhiadennoù gant hini pe hini e vin laouen ouzh o lenn hag o respont dezho .
Setu Jakez ha Gwilhou o sellout ouzh ul labous mor marv abalamour d ' al lanv du . Ha petra ober gant ar c ' houilhoù - kezeg ?
Gouel an templ a rogas e div , adalek krec ' h betek traoñ . Ar c ' hantener a oa dirazañ , o welout e oa marvet en ur grial evel - se , a lavaras : Hemañ , evit gwir , a oa Mab Doue . Bez ' e oa ivez gwragez a selle a - bell . En o - zouez e oa Mari a Vagdala , ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef , ha Salome , ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea , ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem . Diouzh an abardaez , evel ma oa deiz ar c ' hempennadur , da lavarout eo deiz kent ar sabad , Jozef a Arimatea , ur c ' huzulier enoret a c ' hortoze ivez rouantelezh Doue , a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat , hag a c ' houlennas digantañ korf Jezuz . Pilat a voe souezhet bras ma oa marv ken buan ; hag o vezañ galvet ar c ' hantener , e c ' houlennas digantañ hag - eñ e oa marv pell a oa .
Kompez a - walc ' h eo ar vro , gant torgennoù izel , lennoù , koadoù , hag aodoù troc ' h - didroc ' h ha kammigellek . Ne vezer gwech ebet gwall bell diouzh ar mor .
Gwagenn TV en Erer - Kozh . . . N ' eo ket echu tudoù ! Goude bezañ sellet ouzh Rita Mitsouko dec ' h da noz omp bet da gousket abred evit distreiñ fresk hiziv war an dachenn . . . Estreget sonerezh zo e - pad gouel an Erer Kozh . . . Kavet e vez riboulerien , aktourien , kevredigezhioù . . . Hiziv meump dibabet lakaat war - wel labour Aides a glask kelaouiñ an dud a - zivout ar SIDA . . . Emaint o klask arc ' hant . . . Ma fell deoc ' h sikour anezhe : http : / / www . aides . org / . . . . N ' eo ket bet disoñjet ar stourm evit ar Brezhoneg ( doareo
E - giz m ' eo bet lavaret gant Patrick Devedjian , pa oa heñ ministr , da Rozenn Milin , pa oa hi renerezh TV Breizh , « Que les Bretons fassent du bruit et ils obtiendront leur télé ! » .
N ' eo ket tamall a raen , ober fent ne lavaran ket : p
Troioù - gaer daou arzig leun a ijin . Ur programm klasel e sinema Tchequia hag anavezet mat . « PESKETA AR BRIÑSEZ » 1965 Da vare ur besketadenn e vez tapet ur garpenn gant an aotrou , vo ket pell a - raok he debriñ . An aotrou all a harz anezhañ . Dre fent e tispleg dezhañ eo e besk ur gwir briñsez zo bet sordet . Arabat he debriñ , ret he dieubiñ . Evit hen ober e ranker ober un taol - kaer evel lazhañ ramz ar c hastell , mont war al loar pe saveteiñ un itron gozh diouzh an tan « TUDEG ZO BARREK ! » 1973 Aotrou hag aotrou a ra war - dro plantañ un atil . A - greiz - holl e tegouezh Tudeg zo barrek . An den - se zo ur sapre louarn ! Prometiñ a ra dezho ur bern traoù , hag e gwirionez , ne fell dezhañ nemet laerezh o legumaj brav diganto . Taolioù - hud , braou - hud , c hoari kartoù , pep tra zo mat dezhañ evit dont a - benn diouzh e daol . « PA OAMP YAOUANK . . . » 1967 Aotrou ne zeu ket a - benn da zerc hel digor e zaoulagad , en em reiñ a ra da gousket e - pad abadennoù echedoù , o c hoari toull - kuzh pe kilhoù Komprenet e vez ganto eo poent mont da goañviñ . Mont a reont etrezek penn - ahel an norzh hag e vezont degemeret gant ereved en un igloo brav evit tremen ar goañv . Ur wech dihunet eo cheñchet an traoù
11 : 42 Met gwalleur deoc ' h , farizianed ! Abalamour ma paeit an deog war ar vent , war ar ru , ha war an holl louzoù , e - pad ma lezit a - gostez ar reizhder ha karantez Doue . Ar re - se a oa an traoù a dleec ' h d ' ober , hep koulskoude dilezel ar re all .
E - touezh an dud o deus bet ul levezon vras , eo ret menegiñ ar Vreudeur Grimm , Wilhelm ha Jakob Grimm , p ' o deus dastumet hag embannet e 1812 ur strobad kontadennoù alamanek treuzkaset dre gomz . O heuliadenn embannadur a zo bet Kinder und - Hausmärchen e didtl . ( Kontadennoù evit ar vugale hag evit ar gêr ) .
pep den a c ' hoari ur roll , war - bouez , marteze , aktored zo
Daoust ha me c ' hell an devereadur talvezout da gemmañ rummad yezhadurel ur ger , n ' eo ket ret . Kemmañ a ra ster ar ger diazez atav avat . Bez ' e c ' hell an deveradur talvezout ivez da gemmañ ster ha rummad ur ger diazez war un dro , da skouer :
Salud deoc ' h pellkarget em eus ADD 2 . 4 : dispar ! setu daou ginnig , lakaomp : daou c ' her ( un tammig " arnevez " marteze ) a gavan souezhus ne vefent ket anavezet gant ADD 2 . 4 : - dodenn ( où ) / / evit tem ( où ) - kevellenn ( où ) / / evit danevell ( où ) lennegel netra ez - wir . . . a - hend - all , merzet em boa war ADD 2 . 3 . 3 , pa gased en - dro ar gwirier kevreadur , un draig bennak a - dreuz . . . Me zo war " Millenium " , marteze eo se ! . . . neuze , pa implijen ar gwirier kevreadur , ha pa ' z aen , er ser - se , war Word ( evit difaziañ un dra bennak , lakaomp ) e chome goude , kuzhet ar gwirier kevreadur a - dreñv Word , ha tu ebet d ' e lakaat da zont en dro war - wel ouzh ar skramm , dirak Word , da - c ' houde . . . gwelout a rez pezh a lavaran . . . spi am eus ' lato ! skriv din en - dro a - hend - all . . . Ken @ + Tomaz
Gant ar menadezed e vezont e lidambroug an doue Dionysos , hag a - wechoù gant an doue Pan . Krec ' hin loened a vez dindane alies , ha dreist - holl pantera , loen arouez Dionysos .
E - pad ma ' z on er bed , ez on sklêrijenn ar bed . O vezañ lavaret kement - se , e krañchas d ' an douar , hag e reas fank gant e halv ; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank - se , hag e lavaras dezhañ : Kae , hag en em walc ' h e stank Siloa ( da lavarout eo : Kaset ) . Mont a reas di , en em walc ' has , hag ez eas kuit o welout sklaer . An amezeien hag ar re o devoa e welet a - raok , pa oa dall , a lavare : N ' eo ket hemañ an hini en em zalc ' he azezet , hag a c ' houlenne an aluzen ? Darn a lavare : Eñ eo ; darn all a lavare : Heñvel eo outañ ; eñ e - unan a lavare : Me va - unan eo . Int a lavaras eta dezhañ : Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit ? Eñ a respontas : Un den a c ' halver Jezuz en deus graet fank , en deus eouliet gantañ va daoulagad , ha lavaret din : Kae da stank Siloa , hag en em walc ' h enni . Me a zo eta aet , hag ez on en em walc ' het , hag e welan .
Ti ar Vretoned - Ul lec ' h e Pariz evit en em gavout gant brezhonegerien , sellout ouzh filmoù brezhonek , amprestañ levrioù pe gasedoùigoù , pe evañ ur bannac ' h .
Un digarez eo ivez da vezañ droch , ha da lakaat ur bern traoù ( etre kromelloù ) . Plijout a ra din lakaat evezhiadennoù din - me ma - unan a - wechoù , klask bezañ e plas al lenner un tammig , ha plantañ spilhennoù em c ' hwezhigelloù . Un nebeud tud a vez o tont amañ bemdez , muioc ' h - muiañ e gwirionez ( oooh , grafikoù brav a vez gant WordPress , gouzout a ran pep - tra ! ) ; da lavaret eo emichañs n ' on ket re randonnus ( oh , na respontit ket , ma lezit da hunvreal un tammig ) . Klask a ran reiñ ma soñjoù evel ma teuont , zoken ma c ' hellont bezañ rust a - wechoù . N ' on ket ur prederour , hogen prederiañ a ran memestra , ha prederiet on gant traoù zo a zo tost din . Plijet on o lenn hoc ' h evezhiadennoù , avat , hag o welet ez eus tud a - du ganin ( ha ma zo lod n ' int ket e alian dezho lavar o soñj ^ ^ ) .
The Runaways a oa ur strollad rock ' n ' roll savet e 1975 . Ur strollad merc ' hed hepken . Sonet o deus asambles betek 1979 . Unan hepken a zo anavezet bremañ : Joan Jett . Ar film The Runaways a gont istor ar strollad . Penaos eo bet savet gant Joan Jett un tamm dre zegouezh en ur gejañ gant ar produer Kim Fowley . Merc ' hed ar strollad a oa yaouank spontus ( 15 vloaz ) . Ha n ' int ket bet pell o teskiñ kemer dramm forzh pegement . Sex , drugs and rock ' n ' roll tudoù . Dedennus - tre eo gwelet Dakota Fanning ha Kristen Stewart pellig eus an tudennoù a vezer boaz da welet anezho o c ' hoari . Sonerezh lañsus ha kalz traoù a vez desket ( ne ouien netra diwar - benn ar strollad , anzav a ran ) . Siwazh ne teu ket a - benn ar film da vezañ ar pezh e klask hag e c ' hallfe bezañ : ur gwir film girl power . Santet e vez levezon Bliss ( film kentañ Drew Barrymore , ur souezhadenn blijus ) da skouer , met n ' eus ket memes energiez gant ar film - mañ . Ouzhpenn - se ne vez ket meizet mat an tudennoù hag o santadoù ar pezh na ro tamm from ebet ( padal eo trist awalc ' h o istor memestra pa soñjer mat ) . A - benn ar fin , em eus bet ar santimant e oa bet savet ar film evit reiñ ul liv un tamm trash d ' an div aktourez bennañ ha ne oa ket kalz traoù all da c ' houde . Dipitus …
C ' hrist . 21 Hag e c ' houlennjont outañ : Piv out eta ? Bez ' out Elia ? Eñ a lavaras : N ' on ket . Bez ' out ar profed ? Eñ a respontas : Nann . 22 Int a lavaras eta dezhañ : Piv out - te ? Evit ma roimp respont d ' ar re o deus hon degaset . Petra a lavarez ac ' hanout da - unan ? 23 Eñ a lavaras : Me eo mouezh an hini a gri el lec ' h distro : Plaenit hent an Aotrou , evel m ' en deus
An Erer Kozh bemdez e Brezhoneg gant Gwagenn TV ! Adalek hiziv e vo tu deoc ' h sellet bemdez ouzh ur filmig graet gant skipailh Gwagenn TV e - pad an Erer Kozh . Hervez an amzer hag an degouezhioù e vo lakaet tra mañ tra war a rouedad . . . . Hiziv vo kaoz deus an davarn VIP ha deus . . . ar fank ! Evit mont e darempred gant an erer - kozh evit sevel ur c ' hrogad emgann gant merc ' hed en ur poull - fank : pgmz : 33 ( 0 ) 2 98 99 25 45 contact @ vieillescharrues . asso . fr
Met ar publikan , oc ' h en em zerc ' hel pell , ne grede ket memes sevel e zaoulagad d ' an neñv ; met skeiñ a rae war boull e galon , o lavarout : O Doue , az pez truez ouzhin , ur pec ' her on ! Me a lavar deoc ' h , hemañ a zistroas pardonet d ' e di kentoc ' h eget egile ; rak piv bennak en em uhela , a vo izelaet , ha piv bennak en em izela , a vo uhelaet . Degaset e voe dezhañ bugale vihan , evit ma stokje outo ; met an diskibien , o welout kement - se , a c ' hrozmole d ' ar re o degase . Jezuz , o c ' hervel anezho d ' e gavout , a lavaras : Lezit ar vugale vihan da zont da ' m c ' havout , ha na zifennit ket outo ; rak rouantelezh Doue a zo d ' ar re a zo heñvel outo . Me a lavar deoc ' h e gwirionez , penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan , ne yelo ket e - barzh . Unan eus ar pennoù a c ' houlennas digantañ : Mestr mat , petra a dlean d ' ober evit kaout ar vuhez peurbadus ? Jezuz a lavaras dezhañ : Perak em galvez mat ? N ' eus hini mat nemet Doue hepken .
Dont a raar ger - se , hervez tud zo , eus ur vojenn eus Bro - C ' hres anavazet - mat : Labourioù Herakles . Goude bezañ laeret " oc ' hen Gêryốn " , Herakles a gasas an dropellad war aodoù Itilia . Hag ur c ' hole o tec ' hel kuit betek Sisilia . Adkavet a reas Herakles anezhañ du - hont . Divizout a reas Herakles envel ar vro - hont " Italia " ( a zeu eus ar ger " italios " a dalveze " kole " en ur rannyezh gresianek » . Hervez ur vojenn c ' hresian all e teufe ar ger - se eus " Ouitalia " pe " Ouitalos " , a dalveze kement ha " leue " . Piv ' oar ?
Eñ en doe mennet laret n ' en oa ket dre e faot dehoñ e oe
Evidon al lugan ' Breizh dieub ' n ' eo ket faskour , met marteze a - walc ' h ez eo bet implijet gant ur stollad eus an tu dehoù pellañ , n ' ouzon ket evit gwir . O vale e Kemper e klasken luc ' hskeudennañ traoù skrivet e brezhoneg ha trist eo ma ne vez lakaet ar yezh war - wel nemet gant faskourien eno !
An nav bandenn a zo evit an nav bro istorel a ya da ober Breizh . Ar re wenn evit re Vreizh - Izel ( pe an darn vrasañ anezho e Breizh - Izel : Gwened , Kernev , Leon , Treger ) , hag ar re zu evit re Vreizh - Uhel ( pe an darn vrasañ anezho e Breizh - Uhel : Dol , Naoned , Roazhon , Sant - Brieg , Sant - Maloù ) . Klevet e vez anv alies eus " eskoptioù " , met an eskoptioù kozh a oa diazezet war ar broioù da gentañ , met ne oa eskopti ebet a - gement a glote da 100 % gant bro ebet .
Download XML • Download text