bre-29
bre-29
View options
Tags:
Javascript seems to be turned off, or there was a communication error. Turn on Javascript for more display options.
Lavar kenedhlek : El Ecuador ha sido , es y será país Amazónico
Teir gwezh e c ' hoarias er skipailh ialian en Olimpiadoù echedoù :
Ar c ' horrika eo ar redadeg e bro Euskadi . Aet omp gant un hanter kant breizhad bennak e dibenn ar c ' horrika d ' ar 17 a viz Ebrel e Donostia . Sed aze …
Ar blantenn arall am eus gwelet a oa ur sort " pois de senteur " ( memes familh get ar banal enta ) , hag ar werenenn a sellen doc ' hti ne oa ket unan voutin èl an hani em boa gwelet àr ar banal . Duoc ' h a oa , brasikoc ' h . Ha da gentañ pa ' m eus he gwelet àr ar vleuñvenn , distummet he c ' horf , evel flastret , em eus soñjet e oa bet tapet d ' ur gevnidenn - krank , ar c ' hevnid - se hag a gustum gortoz àr ar bokedoù ha foeltriñ ar c ' helion , ar gwesped hag ar gweren get un taol chajell lan a vilim . Met pas , seblant a rae flastret en arbenn ma oa ivez é labourat àr he nerzh evit digor ar petalennoù ha lakaat ar goafioù da sorti ! Aze ne oa ket un darzhadenn ken trumm èl kani ar banal avat . Ha c ' hwi he gwele goude é torimellat un tamm evit lakaat ar pollen àr he c ' horf .
Ar red a zo unan eus kudennoù pennañ Beijing . Pemdezek eo ar stoc ' hadoù , dreist hol er greizenn e - kichen rabin Chang ' an . Da de dirouestlañ an diasderioù - se o - deus bet brasaet straedoù meur ar gêr d ' o liaman gant an trede hent - tro . Esperiñ a reer e lakaio an dra - se da aesoc ' h da dremen eus un hent - tro d ' an egile .
Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den , ez a dre lec ' hioù sec ' h , da glask diskuizh , ha ne gav ket ; neuze e lavar : Distreiñ a rin da ' m zi a - belec ' h on deuet ; pa zeu , e kav anezhañ skubet ha kempennet . Neuze ez a , e kemer gantañ seizh spered all gwashoc ' h egetañ , hag ez eont hag e chomont ennañ ; ha stad diwezhañ an den - se a zeu gwashoc ' h eget an hini gentañ . Evel ma lavare an traoù - se , ur weg eus ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ : Eürus ar c ' hof en deus da zouget , hag an divronn ac ' h eus sunet ! Met Jezuz a lavaras : Eürusoc ' h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ ! Evel m ' en em zastume ar bobl a vandenn war e dro , Jezuz en em lakaas da lavarout : Ar rummad - mañ a zo fall ; goulenn a ra ur mirakl , ha ne vo roet hini ebet dezhañ , nemet hini [ ar profed ] Jona . Rak , evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Niniv , Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad - mañ .
Komzet dreist - holl e Papoua - Ginea Nevez hag e biz Aostralia . War boent mervel emañ .
Pet e - touez ar voterien a ouie e oa departamantoù gall istorel all en Europa da studiañ ? e oa ret derc ' hel kont anezho ? Ma oa lod anezho n ' o deus ket kmeret poan da sachañ evezh war se . Ha bremañ setu ur politikerezh evit " departamantoù Frañs " . . . Hag ar re all , politikerezh ebet . Ha gwell a se . Marteze e vo un tamm frankiz da studiañ , e - lec ' h chom gant dibaboù strizh ha droch . A laran evel ma soñjan . Ha mann da wel ' t gant an dud . Bianchi - Bihan 26 Du 2006 da 11 : 36 ( UTC )
Goude - se , e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi , azezet e ti ar gwirioù , hag e lavaras dezhañ : Deus war va lerc ' h . Eñ , o kuitaat pep tra , a savas hag a heulias anezhañ . Levi a reas ur fest vras en e di , hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto . Ar re anezho a oa skribed ha farizianed a c ' hrozmole hag a lavare d ' e ziskibien : Perak e tebrit hag ec ' h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall ? Jezuz , o kemer ar gomz , a lavaras dezho : N ' eo ket ar re a zo yac ' h eo ar re o deus ezhomm a vedisin , met ar re a zo klañv . N ' on ket deuet da c ' hervel d ' ar geuzidigezh ar re reizh , met ar bec ' herien . Lavarout a rejont ivez dezhañ : Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù , kenkoulz evel re ar farizianed , e - lec ' h da re - te a zebr hag a ev ?
Lidadur an oferenn a ro an tu da lidañ an oferenn lakaet en ur stumm sklaer evit ar beleg , gant pevar pedenn eukaristiel pennañ .
Bugale Belfast , Bugale Derry Ha laeret vefe bet diganeoc ' h ar spi ? Prim en ho kalon e sav ar gounnar Kerkent ma teu war wel skeud euzhus ur soudard .
Gwirioù oberour ha / pe Gwirioù war an tresadennoù , al luc ' hskeudennoù hag an testennoù Al lec ' hienn - mañ a ya d ' ober un oberenn zo « Kuzul - rannvro Breizh » an oberour anezhi hervez ar mellad L . 111 . 1 hag ar re war - lerc ' h e Kod ar berc ' henniezh kefredel . Al luc ' hskeudennoù , an testennoù , al luganoù , an tresadennoù , ar skeudennoù , ar fiñvskeudennoù gant son pe hep son hag an holl oberennoù e - barzh al lec ' hienn zo perc ' hennet gant Kuzul - rannvro Breizh pe gant tredeeged o deus aotreet Kuzul - rannvro Breizh d ' ober ganto . Al logoioù , an arlunioù hag ar padelligoù grafek diskouezet el lec ' hienn zo gwarezet gant ar gwirioù oberour hag ar mellad L . 511 . 1 hag ar re war - lerc ' h e Kod ar berc ' henniezh kefredel a denn da warez ar patromoù marilhet . Aotreet eo eilañ al lec ' hienn - mañ hag an oberennoù ennañ war baper pe gant un urzhiataer gant ma vo miret strizh evit un implij personel ha n ' eo ket evit ober bruderezh ha / pe kenwerzh ha / pe kelaouiñ . Ret eo d ' an eiladennoù bezañ diouzh diferadennoù mellad L122 - 5 Kod ar berc ' henniezh kefredel . Panevet an diferadennoù amañ a - us , eilañ , skeudenniñ pe kemmañ , e forzh peseurt doare e vefe ha war forzh peseurt skor e vefe , ul lodenn eus al lec ' hienn pe al lec ' hienn a - bezh , ul lodenn eus an oberennoù zo enni pe an holl anezho , hep bezañ bet en a - raok aotre ar « C ' huzul - rannvro - Renerezh an Treuzdougen » , zo berzet - rik hag a vefe kement ha dambreziñ . An titouroù a sell ouzhoc ' h , bet kaset dre bosteloù , zo evit un implij diabarzh ha ne vint ket kaset da dud all . Gwir ho peus da vont d ' ar roadennoù a sell ouzhoc ' h , da gemmañ anezho , da reizhañ anezho ha da lemel anezho ( mell . 34 al lezenn « Stlenneg ha Frankiz » ) .
4 : 15 Ar wreg a lavaras dezhañ : Aotrou , ro din an dour - se , evit na ' m bo ken sec ' hed , ha na zeuin ken da dennañ dour amañ .
41 En hevelep doare , e lavare Priñsed ar Veleien , ar Skribed , Pennou - Braz ar bobl :
Ober a reas ar gall Jean - François de Galaup de la Pérousse un ergerzhadenn e Su Meurvor Habask . Dizoleiñ a reas an enezenn d ' an 9 a viz Ebrel 1786 . Deuet e oa eñ gant skiantourien hag ofiserien evit dizoleiñ ar monumantoù hag an tier Rapanui . Un toullad a blanioù a voe treset ganto , evit ar wech kentañ . Goude bezañ dizoloet gant ar bed a - bezh , e voe pilhet hag gwall - laeret forzh pegement an enez .
Ur wech echuet gantañ e studioù e krogas gant ul labour all : klasker er C . N . R . S ( Centre National de Recherches Scientifique ) , e - lec ' h ma rae enklaskoù war ar yezhoù keltiek . Kelenner e teuas da vezañ e skol - veur Roazhon er memes koulz . Labouret en doa kalz war ar brezhoneg - krenn ; adalek 1996 ec ' h embannas skridoù kozh gant kalz a notennoù , studi ar gerioù hag all . . .
Goude e zistro da Vro - Spagn e krogas da skrivañ pezhioù - c ' hoari met hep ober berzh . Labourat a reas evel teller met kondaonet e voe evit floderezh hag en toull - bac ' h e tremenas meur a vloavezh . Eno , war a seblant , e krogas e oberenn bennañ El ingenioso hidalgo Don Quixote de la Mancha a voe embannet e zarn kentañ e 1608 . An eil a voe embannet daou vloavezh diwezhatoc ' h . Daoust ma touge al levr - se ar berzh a c ' hoante dezhañ e kollas an arc ' hant en doa gounezet ha paour e varvas e Madrid e 1616 .
O vezañ e ziwisket , e lakajont warnañ ur vantell ruz - skarlek . O vezañ gweet ur gurunenn spern , e lakajont anezhi war e benn , gant ur gorzenn en e zorn dehou , hag o plegañ o glin dirazañ , e raent goap anezhañ , o lavarout : Me a salud ac ' hanout , roue ar Yuzevien . Hag o vezañ krañchet outañ , e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn . Goude bezañ graet goap anezhañ , e lamjont ar vantell diwarnañ , e wiskjont dezhañ e zilhad en - dro , hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz . Evel ma teuent er - maez , e kavjont un den eus Siren , anvet Simon , hag e lakajont anezhañ da zougen kroaz Jezuz . O vezañ erruet en ul lec ' h anvet Golgota , da lavarout eo lec ' h ar c ' hlopenn , e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl ; ha p ' en devoe e dañvaet , ne fellas ket dezhañ evañ .
Petra eo ar goulenn - se ? Re a levrioù kozh en deus lennet , a dra sur . Ken souezhet all e seblant ar plac ' h bezañ . Mousc ' hoarzhin a ra . Diaes gouzout m ' eo ur gwir vousc ' hoarzh pe an hini a vez graet d ' an neb prest da reiñ arc ' hant evit an disterañ plijadur . Ne ra foutre - kaer , pell ' zo n ' en deus ket plantet , vat a raio , sur . Gant ur fiñv eus e fenn e asant ar plac ' h . Zoken m ' eo hogos skornet eo lufus he muzelloù dulivet , he zeodig a dremen warno , dousig . N ' en deus ket paet c ' hoazh , met krog eo hi gant an abadenn , war a seblant . Re strizh e vo e vragoù a - benn nebeut . Treiñ a ra hi ha kregiñ da vont war - du ur savadur dirapar ken heñvel diouzh ar re all . Sabatuet e chom ur mare , e selloù paret war he feskennoù o pellaat . Ur sapre kaledenn a zo gantañ bremañ .
Ur bannig avel foll e - barzh an ti , gant ar bidoc ' hig - se , deuet eus n ' ouzer ket peseurt planedenn : Lou … ur vouezhig raouliet un disterañ , da gas ac ' hanomp eus dek eur hanter da greisteiz . Fent , lusk ha startijenn ' vez ganti teir gwezh ar sizhun evit an abadenn ' Vimp ket gwerzhet . Goût a ra ivez reiñ deomp da glevet , an tadoù kozh faro , ar mammoù ekolo , ar vugale dirollo , ha sonerezh elektro .
Dastum an traoù lous bet lezet gant an dud bord an hent .
alies - tre , spered ar merc ' hed kaer n ' eo ket mentet diouzh o c ' hened
Ha kregiñ a ra al lid … e latin ! Eh ya , n ' eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc ' h . Evel ul lid sakr eo , ur ritual mar fell deoc ' h , ha kinniget e vez ar studierien d ' ar prezidant , a respont d ' ar c ' hinnig , e latin bepred . Div yezh , dreist - holl , a zo bet implijet e - kerzh an abadenn e gwirionez , latin ha gouezeleg : p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d ' an eur se d ' an devezh - se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg ( a - hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù , peder pe pemp gwezh bembez ) , anat a - walc ' h e oa an dibab yezhoù neuze , hehehe . Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp , ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh - se ( e - barzh emaon , youh ! ) . Moan - moan eo ma latinum , edo ma fri en droidigezh neuze ( e gouezeleg oa troet , ivez : p ) . Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus , ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn , tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn , da vont da gerc ' hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant ( James Browne , ooh yeah baby , ' felt good : p ) . Stardañ gant an dorn dehou , kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz , treiñ war - du al luc ' hskeudenner ha mousc ' hoarzhin , tamm pe damm , hag hop ! D ' an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc ' h eget ul lizher er voest , memestra . En drederenn gentañ e oan , ha kalz tud a chome war ma lec ' h neuze ^ ^ Poanius e vez an daouarn er fin , dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c ' halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv , souezhet ma oa moarvat o welet un anv - familh ( en Iwerzhon ) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma , aet on , n ' on ket kouezhet , na netra , sur on em eus ur penn euzhus war al luc ' hskeudenn , met boñ , ' vel e gwirionez kwa ( skaniñ a rin anezhi deoc ' h pa vint erru er gêr ) , ha diskennet didrabas . Heh , plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc ' h , memestra , reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d ' an diplom Fifteen seconds of fame , evel ma farse ar prezidant en e brezegenn .
Ken teñval e vez ar braz eus ar skridoù , ma vez ezhomm a - wezhioù da strollañ ar re n ' int ket , kuit dezho da dremen hep bezañ merzet … D ' am soñj eo abalamour da se ez eus eus an dastumad danevelloù bihan - mañ . Traoù skañvig , hep bezañ farsus - meurbet koulskoude … Soñjet ' m eus e klote mat gant temz - spered disoursi ar vakañsoù - hañv , hag e vije emsav d ' ar re o devez diegi da lenn e brezhoneg dre vras .
Ur wech an amzer ec ' h implij Unaniezh Europa al latin pa ne c ' hell ket ober gant al liesyezhegezh ofisiel . Setu perak e ra gant formulennoù simpl e latin evel he ger - ardamez ( sell ouzh ar foto ) .
Ar C ' h / Club Sportif Sedan Ardennes a zo ur c ' hlub mell - droad gall krouet e 1919 . Rennet eo gant Pascal Urano ha gourdonet gant José Pasqualetti . Ar c ' hlub - se a c ' hoari ar bloaz - mañ e Ligue 2 . Echuet en doa ar bloavezh tremenet en 19vet plas e Ligue 1 .
Gellet en dije ar romant - man bezan gwall voutin daoust dezhan bezan kempenn ha skrivet gant ur bluenn asur : kavet em eus hirik va amzer betek tro kreiz al levr . Pezh a zo dedennus eo ar fed vije kinniget evel ur studiadenn sokiologel ; un abeg mat da zeskrivan munut oberoù an dud en o endro . Gwelet an tudennoù oc ' h en em goll en o itrikoù peuzskiantel zo saoürus . Disliv eo ar sokiologour yaouank a gont an traoù met kenlabourer an dezreveller , Mc Mann , eo bet fardet dezhan ur bersonelezh luziet a - walc ' h evit desachan an evezh en un doare plijus eus ar c ' hreiz betek ar fin . Koulskoude e kav din e vije bet tu da dennan muioc ' h a vouedenn eus ar sonj orin ; ne greder ket c ' hoarzhin toutafed , ne c ' heller ket chom hep ober kennebeut gwezhioù ' zo … n ' eo ket gwall sklaer an ton . ' m eus ket keuz o vezan lennet ar romant , met chom a ran klouar dre vras . Klask a rin lenn traoù all gant ar skrivagnerez diouzh an dro peogwir eo anat e oar petra eo skrivan ur romant . Emichans n ' eo ket hennezh e hini gwellan . N ' eo bet embannet e galleg nemet 20 vloaz bennak goude ma oa deuet er - maez e Amerika .
Setu ur roll klok a - walc ' h eus ar c ' hensonennoù dre fic ' hal implijet gant ar yezhoù dre ar bed gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel :
O sonjal rein gwarez , marse , d ' he bugel . . .
droad , treuzdougen , degemer skipailhoù ha lojañ arvesterien , surentez . . . . . . 1 ar strollad A a c ' hoari a - enep da 2 ar strollad B ha 2 ar . . .
Maxim Kontsevitch : « Ar jedoniezh zo un eil realded » , « Ar jedoniezh zo un arz ( ar pezh ne kompren ket ar publik ) . »
Gant Thunderbird 2 . 0 . 0 . 18 e brezhoneg eo bet reizhet : - ar vi - koukoug Azkouezh / Askouezh - ar gudenn gant ar c ' hlask prim er c ' harned - chomlec ' hioù . Philippe
Ar Gwenn ha du a zo bet savet gant Morvan Marchal ( 1900 - 1963 ) , un tisavour hag un emsaver politikel . Evitañ e oa ur banniel modern evit Breizh vodern . Gwelet e oa bet war di Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e 1925 . Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar " Seiz Breur " war ziskouez . Ezel eus al luskad arzourien - se e oa Morvan Marchal .
Brudet e oa he c ' hened , ma voe sachet evezh an impalaer Elagabalus warni . A - raok Mezheven 221 e fellas d ' an impalaer dimeziñ dezhi . Evit se e ranke kaout an dizober eus he fried . Urzh a roas da lakaat ar gwaz d ' ar marv , ha distlabez an dachenn . Goude e tifennas outi dougen kañv d ' he fried .
- - Ya , lonker , eme e vamm , bez ' az po da debriñ eus da c ' hoant .
Bec ' h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c ' hluboù a - vicher hag ar re n ' int ket . « Doujañs ouzh an amatourien » a oa bet skrivet gant ar c ' hluboù bihan ouzh chupenn o c ' hoarierien . Eus peseurt dispriz a oa kaoz aze ? Ar reolennoù nevez bet tapet gant pennoù ar vell - droad a oa penn - kaoz eus ar reuz bet savet e Breizh dreist - holl . En a - raok , pa veze daou rummad a ziforc ' h etre daou glub da vare tennadeg Kib Frañs e veze sikouret an hini bihan dre ma oa sur da zegemer an hini bras ha pa vefe tennet anv ar c ' hlub bras da gentañ . Da skouer , ur c ' hlub a zo gant ar championad « National » ( pe trede rummad ma karit ) enebet ouzh ur bare a zo gant ar rummad 1añ a yae an tu - kreñv gantañ . Ur sapre sikour e oa evit ar re vihan koulz evit an ambiañs hag an arc ' hant . Ar reolennoù nevez a zo bet savet diwar « liveoù » hiviziken ( kampionad « National » hag an eil Rummad a zo gant ar memes live da skouer , memes tra evit ar CFA hag ar CFA 2 ) ha n ' eo ket « rummadoù » ken . Luzietoc ' h an traoù evit ar suportourien hag aesetoc ' h ar jeu evit ar c ' hluboù bras . Kalz nebeutoc ' h a vlaz a zo gant Kib Frañs diwar neuze pa ' z eus nebeutco ' h a souezhadennoù …
Klevet e oa bet ganin an aotrou rabin Josy Eisenberg , anezhañ e karg eus an abadennoù TV yudev , o lavaret : " Gouzout a ouzon bremañ perak e oa bet dilennet Pobl Israel . Kavout a rae da Zoue en doa ar bed ezhomm ag ur bobl hag a vefe barrek war ar speredelezh anezhi " . Trubuilhet an tamm anezhañ e oa an ao . rabin marteze o soñjal e politik Israel .
Fardañ ar fourmaj - gwenn Lakaat ar follennoù jelatin da wakaat e - barzh dour yen . En ur gastelodenn , lakaat ar sukr , an dour hag an div c ' har vanilhez goude bezañ digoret hag o skrabet en diabarzh . Lakaat ar siros - mañ da virviñ war an tan , en ur zerc ' hel da vasañ . Leuskel da yenaat un tamm , meskañ gantañ ar jelatin bet dizouret mat a - raok . Meskañ . Basañ an dienn fresk betek kaout Chantilly . Ouzphennañ ar siros d ' ar fourmaj - gwenn en ur vrasañ ha meskañ dousig gant an dienn Chantilly gant ur spanell . Lakaat er yenerez e - pad 3 eur da nebeutañ .
Hervez skrid latin Buhez Samzun , eus ar VIIvet kantved avat , e vije bet diskibl da Jermen Auxerre a deuas da Enez Vreizh da brezeg . Kement - se ne dalv ket e vije bet kelennet war - eeun gant an eskob galian . War a gomprener e oa bet soudard ha dimezet kent bout abad manati Llanilltud Fawr , e Kembre , ma voe skoliet menec ' h ha sent e - leizh hag a eas goude da avielañ Kernev - Veur ha Breizh . Kelenn a rae ar Skritur Sakr hag ar brederouriezh eno moarvat dre ma oa desket warno .
Roet eo bet Kolier an Erminig dezhañ e 1998 .
Linux ha BSD a zo bremañ krog da aloubiñ fonnus kalz eus ar marc ' had a oa betek - henn dindan dalc ' h reizhadoù korvoiñ Unix perc ' henn , ha war un dro emaint oc ' h emledañ e marc ' hadoù nevez evel re an ardivinkoù beveziñ burev , heloc ' h hag entoueziet . A - drugarez d ' an doare molladel m ' eo bet empentet Unix , rannañ tammoù bitrakoù a zo boutin a - walc ' h ; da heul , ar bras eus an holl reizhiadoù Unix hag Unix - heñvel a gaver enno da nebeutañ un tamm kod BSD , hag ar reizhiadoù modern a gaver ivez aliesig en o dasparzhadenn ur maveg GNU bennak .
Traoù nevez a vo kinniget : ur a zesko sevel ur film video
Ur gwiskamant kaoutchoug eo , hag un arm a - zoare a - enep d ' an tredan implijet gant Electro . ( Amazing Spider - Man # 425 )
Kement - se lavaret ne c ' hallan ket skrivañ amañ ez on bet displijet gant da romant . Ha mar bez goulennet ouzhin " ha talvezout a ra ar boan e lenn ? " e respontin " Ya ! " zoken ma ' z on tremenet hebiou traoù zo pe , evit ober gant gerioù a glot gant an danvez , ma n ' eus ket bet kavet un dasson ennon gant pep tra .
Meur a seurt liester eus Unix a zo en implij e saozneg pa reer dave da lies seurt reizhiad Unix hag Unix - heñvel . An hini boazetañ a zo an " Unixes " boutin , met ar sevenadur hacker hag a grouas Unix a zo tuet d ' ober fent gant ar yezh , ha brudet eo ivez " Unices " ( a sell ouzh Unix evel un anv Latin eus an trede troadur ) . Ar stumm liester hensaoznek " Unixen " a zo divoaz , daoust ma ' z er gweler gwezh an amzer . E brezhoneg eo ar stumm " Unixoù " an hini vo degemeret , emichañs .
Met ar veleien vras hag ar skribed , droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ : Hozanna da Vab David , a lavaras dezhañ : Ha klevout a rez ar pezh a lavaront ? Ya , a respontas Jezuz dezho , ha n ' hoc ' h eus biskoazh lennet ar c ' homzoù - mañ : Tennet ec ' h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn ? Hag , o vezañ o lezet , ez eas kuit eus kêr , evit mont da Vetania , e - lec ' h ma tremenas an noz . Da vintin , evel ma tistroe e kêr , en devoe naon . O welout ur wezenn - fiez war an hent , e tostaas outi ; met ne gavas enni nemet delioù , hag e lavaras dezhi : Ra ne zeuio biken frouezh ac ' hanout ! Raktal , ar wezenn - fiez a sec ' has . An diskibien a welas kement - se , hag a voe souezhet , o lavarout : Penaos eo deuet ar wezenn - fiez - se da vezañ sec ' h raktal ? Jezuz a respontas dezho : Me a lavar deoc ' h e gwirionez , mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec ' h ket , n ' eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d ' ar wezenn - fiez e rajec ' h , met pa lavarjec ' h d ' ar menez - se : Sav alese hag en em daol er mor , kement - se en em raje .
Kontañ a ra Pastell - Vro Treger - Goelo 69 kumun , bodet holl , war - bouez diou , e kumuniezhoù - kumunioù pe e Emglevioù - Kêrioù .
22 Neuze e oe digaset dirazañ eun dén dalhet gand an droug - spered , dall ha mud , hag e pareas anezañ en doare ma komze ha ma wele sklêr .
Gant an holl arouezioù a zo war ur bajenn , pa zeuan da gemm ne vezan ket evit lenn na kompren netra . N ' ouzon ket penaos e ra ar re all . Se zo kaoz e kavan aesoc ' h lakaat danvez er bajenn gaozeal . Met aesoc ' h c ' hoazh labourat war pajennoù ha n ' int ket bet " kempennet " , pe " frammet " , evel ma lavarez . Pe re nevez . Bianchi - Bihan 1 Gen 2008 da 02 : 55 ( UTC )
Erruet eo Bagad bro Gemperle eizhvet e kenstrivadeg ar Bagadoù d ' ar Sul 17 a viz C ' hwevrer 2008 er C ' houarz e Brest .
Ne ouezan ket hag - eñ eo bet plijet ar skrivagner gant e daol - esae . Sklaer eo evidon emañ amañ e stek en e varr , ha spi ' m eus e kendalc ' ho war al lañs - se .
o ya ' hat , talvoudus - tre seurt pennadoù evit ar skolioù feiz ! ha daoust ha m ' emañ gwir e c ' hell ar wikipedia bezañ talvoudus evit ar skoloioù e berzhoneg , n ' eo ket hennezh e bal , pe d ' an nebeutañ ne oa ket bet savet gant ar pal se . hag ur wezh all , n ' eo ket ret leuskel an dud da " achuiñ " ar pennadoù bet kroget gante . paour a - walc ' h eo meur a bennad diwar - benn an departamantoù , ha ret e vije d ' an implijerion / ezed all gortoz ma vefent bet peurachuet an holl gwitibunan a - raok gallot labourat warne ? - - Neal 4 Du 2006 da 08 : 00 ( UTC )
Echu gantañ , peont eo mont . Pa laka e droad war bazenn gentañ an diri e well an nebeut boutailhadoù eoul a zo bet lezet da straniñ aze . Re aes , re glasel , met perak ket ? Gant an holl drammet a - us ne vo souezhet den ebet . Ha skarzhet e vo un nebeud loustoni a - ziwar ar bed - mañ . Skuilhañ a ra an eoul e pep lec ' h . Pignat gant an diri a ra en ur skuilhañ c ' hoazh . Diwall d ' e votoù , memestra . Ne chomo ket kalz tra eus an ti . Un alumetezenn ? N ' eus ket , n ' en deus nemet e Zippo gantañ . Ne vanno ket e zirenn en eoul . Kavout a ra ur c ' hozh tamm kazetenn , aet melen gant an oad , lakaat tan ennañ hag e vannañ war an eoul ledet , flaerius . Ha redek , didrouz . Met n ' eus den ebet d ' e welet , forzh penaos .
Pa skriv Marx al levrenn - se e 1843 , e tag unan eus speredegezhioù pennañ ar c ' houlz , Bruno Bauer , penn - linennad an Hegelianed yaouank hag a oa o paouez echuiñ ur skrid a zivous an dodenn . E testenn Marx ez eo ar Yuzevien abeg dezhañ da blediñ gant ur bern dodennoù all kalz ledanoc ' h , a - benn ober ur vurutellañ diazezek eus ar Stad , eus e liammoù gant ar relijion dre vras , eus ar gevredigezh keodedel . Skoulm a levr o vezañ an emrenerezh . Evir ar wech kentañ e ra Marx un diforc ' hidigezh splann etre an emrenerezh politikel hag an hini denel . Gant al levr - se e vezo Marx tamallet a enep - yuzeverezh .
Šleife ( Flex cable ) NOKIA 5700 ar kont . grupu SLP . 200
Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg , hag a laka e tri muzuliad bleud , betek ma vo an toaz goet holl . Jezuz a yae dre ar c ' hêrioù ha dre ar bourc ' hioù , o kelenn hag o terc ' hel hent Jeruzalem . Unan bennak a lavaras dezhañ : Aotrou , ha ne vo salvet nemet nebeud a dud ? Eñ a lavaras dezho : Poagnit da vont e - barzh dre an nor strizh ; rak , me a lavar deoc ' h , penaos kalz a glasko mont e - barzh ha ne c ' hellint ket . Pa vo aet mestr an ti , ha m ' en devo prennet an nor , ha pa en em lakaot - c ' hwi , o vezañ er - maez , da skeiñ ha da lavarout : Aotrou , Aotrou , digor deomp , eñ a responto deoc ' h : N ' ouzon ket a - belec ' h oc ' h . Neuze e lavarot : Ni hon eus debret hag evet dirazout , ha te ac ' h eus kelennet en hor straedoù . Hag eñ a responto : Me a lavar deoc ' h , n ' ouzon ket a - belec ' h oc ' h ; en em dennit diouzhin , c ' hwi holl a ra micher a fallentez .
An eil testenn hirañ skrivet e etruskeg eo an Tabula Capuana . Un dablezenn terracotta , a 50 sentimetr war 60 , gant un enskrivadur hir , a c ' heller lennañ 390 anezho . Kavet e oa bet e bered e Santa Maria di Capua Vetere , e Kapua ha miret eo e Berlin .
Daoust ma oa un tamm mat aesoc ' h an traoù gant an deiziadur nevez - mañ ez eas ar veleien - veur e gaou ganti hag int e - karg da lakaat an deiziadur e pleustr er gevredigezh : ur gourdeiz bep 3 bloavezh ha n ' eo ket bep 4 bloavezh a voe ouzhpennet ganto . Diwar se e voe re a c ' hourdeizioù .
Ha setu , ur vouezh eus an neñvoù a lavare : Hemañ eo va Mab karet - mat , ennañ em eus lakaet va holl levenez . Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec ' h distro , evit bezañ temptet gant an diaoul . Goude m ' en devoe yunet daou - ugent devezh ha daou - ugent nozvezh , en devoe naon . An tempter , o vezañ tostaet outañ , a lavaras dezhañ : Mar dout Mab Doue , gourc ' hemenn d ' ar mein - se dont da vezañ bara . Met eñ a respontas : Skrivet eo : An den ne vevo ket a vara hepken , met gant pep ger a zeu eus genou Doue . Neuze an diaoul en kasas er gêr santel , a lakaas anezhañ war lein an templ , hag a lavaras dezhañ : Mar dout Mab Doue , en em daol d ' an traoñ , rak skrivet eo : Gourc ' hemenn a raio d ' e aeled kaout evezh ouzhit , ha : dougen a raint ac ' hanout etre o daouarn , gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak .
[ Vous devez vous identifier ou créer un compte pour écrire des commentaires ]
Lavarout a rejont eta dezhañ : Pelec ' h emañ da Dad ? Jezuz a respontas : C ' hwi n ' anavezit na me , na va Zad . Mar anavezfec ' h ac ' hanon , ec ' h anavezfec ' h ivez va Zad . Jezuz a lavaras ar c ' homzoù - mañ el lec ' h ma oa an teñzor , o kelenn en templ ; ha den ne groge ennañ , rak e eur ne oa ket deuet c ' hoazh . Jezuz a lavaras dezho c ' hoazh : Mont a ran kuit , ha c ' hwi am c ' hlasko , hag e varvot en ho pec ' hed ; ne c ' hellit ket dont e - lec ' h ez an . Ar Yuzevien a lavare eta : En em lazhañ a raio e - unan , peogwir e lavar : c ' hwi ne c ' hellit ket dont e - lec ' h ez an . Hag eñ a lavaras dezho : C ' hwi a zo eus traoñ , me a zo eus krec ' h . C ' hwi a zo eus ar bed - mañ ; me n ' on ket eus ar bed - mañ . Setu perak em eus lavaret deoc ' h e varvot en ho pec ' hedoù : rak ma ne gredit ket ar pezh emaon , c ' hwi a varvo en ho pec ' hedoù . Lavarout a rejont eta dezhañ : Piv out - te ? Ha Jezuz a lavaras dezho : Ar pezh a lavaran deoc ' h abaoe ar penn - kentañ .
Adieu / Salud , ai ben fach las modificacions a l ' article lait / lach , cependant il faudrait indicar que lait ( oc ) , leche ( esp ) e leite ( port ) son de formas femininas . Mercés . Bona nuèch / bonne nuit , kenavo ! Capsot 31 Gen 2008 da 22 : 57 ( UTC )
Yaou 22 a viz Meurzh - 8 eur hanter noz C ' hoariva e brezhoneg « Fest ar pimoc ' h » gant Ar Vro Bagan Da heul e vo aozet un diviz diwar - benn an darempredoù etre ar re yaouank hag o zud . Brest - sal Mac Orlan Aozet Sked hag Ar Vro Bagan
уёбок m [ ouy o bok ] ( мат ) : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : уёбок .
deskiñ penaos mervel a zesk d ' an den penaos bevañ
Al lizherenneg kirillek ( e rusianeg кириллица pe кирилиця e ukraineg pe Кірыліца e bieloruseg , Ћирилица e serbeg pe Кирилица e bulgareg ) a zo anezhi ul lizherenneg implijet evit skrivañ ar c ' hwec ' h yezh slavek a - is ouzhpenn meur a yezh all a familhoù - yezh liesseurt komzet en ez - Unaniezh Soviedel , Azia hag Reter Europa .
Embannet eo bet an notenn - mañ da Gouere 25 , 2011 da 9 : 18 am ha renket eo dindan Filmoù . Gellout a rit heuliañ ar respontoù d ' an notenn - mañ dre ar wazh RSS 2 . 0 You can leave a response , or trackback from your own site .
Ma faot deoc ' h kaout un tañvad a niverenn diwezhañ hor c ' helaouenn , klikit " lenn ar peurrest " / Si vous souhaitez avoir un aperçu du dernier numéro de notre revue , cliquez sur " lenn ar peurrest " .
Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar - benn Yann - Vadezour . O vezañ deuet etrezek ar bobl , un den a dostaas outañ hag en em daolas d ' an daoulin dirazañ , o lavarout : Aotrou ! Az pez truez ouzh va mab ; loariek eo ha gwall boaniet ; alies e kouezh en tan , hag alies en dour . Degaset em eus anezhañ da ' z tiskibien , ha n ' o deus ket gallet e yac ' haat . O rummad diskredik ha fall , a respontas Jezuz , betek pegeit e vin ganeoc ' h hag e c ' houzañvin ac ' hanoc ' h ? Degasit eñ amañ din . Jezuz a c ' hourdrouzas an diaoul , hag ez eas er - maez anezhañ ; ar bugel a voe yac ' haet war an eur memes . Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a - du : Perak n ' hon eus ket gallet kas kuit an diaoul - se ?
Erruet eo e bro - C ' hall e 1643 , o tont eus Firenze e oa a - benn labourat evit an dukez a Montpensier , lezanvet " La Grande Mademoiselle " . Donezonoù en doa evit ar sonerezh ha dañsal a rae mat - tre . Da 13 vloaz e zeskas c ' hoari violoñs , gitar ha klavier . Emezelliñ a raio e - barzh ar " Grande bande des violons du roi " enni 24 soner ha buhan a - walc ' h e renn ur strollad nevez : ar Bande des petits violons " enni 16 soner .
Kervarker v . 4 Content © 1995 - 2004 SAV - HEOL except the contributions in the forums that are © of their respective owners . SAV - HEOL is not responsible for the contributions in the forums , but we make our possible to keep them gentle . PHP by PHPNUKE and the Kervarker Team
Rak roet e vo d ' an neb en deus , hag en devo a fonn ; met an hini n ' en deus ket , e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus . Ha taolit ar servijer didalvoud - se en deñvalijenn a - ziavaez , e - lec ' h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù - dent . Pa zeuio Mab an den en e c ' hloar , gant an holl aeled , ec ' h azezo war dron e c ' hloar . An holl bobloù a vo dastumet dirazañ , hag e tispartio an eil diouzh egile , evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc ' hed . Lakaat a raio an deñved a - zehou dezhañ , hag ar bouc ' hed a - gleiz . Neuze ar Roue a lavaro d ' ar re a vo a - zehou dezhañ : Deuit , c ' hwi a zo benniget gant va Zad , bezit perc ' henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc ' h adalek krouidigezh ar bed ; rak naon am eus bet , ha roet hoc ' h eus din da zebriñ ; sec ' hed am eus bet , ha roet hoc ' h eus din da evañ ; diavaeziad on bet , ha va degemeret hoc ' h eus ;
25 « Hogen , bez ' e oa ganeom seiz breur . Ar henta a zimezas hag a varvas . O veza ma n ' e - noa ket a vugale e lezas e wrég d ' e vreur . 26 Evel - se ive evid an eil , an trede ha beteg ar seizved .
27 : 9 Neuze e voe peurc ' hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia , ar profed : Kemeret o deus an tregont pezh arc ' hant , gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz , eus an hini a zo bet lakaet e briz gant bugale Israel ,
Lavarout a reas dezho c ' hoazh : Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit . Muzuliet e vo deoc ' h gant ar memes muzul ho po muzuliet d ' ar re all , ha c ' hoazh e vo roet ouzhpenn deoc ' h - hu [ c ' hwi a selaou ] . Rak roet e vo d ' an neb en deus ; met an hini n ' en deus ket , e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus . Lavarout a reas c ' hoazh : Bez ' emañ diwar - benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar ; pe e kousk , pe e sav , noz pe deiz , an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos . Rak an douar a ro anezhañ e - unan , da gentañ ar geot , goude an dañvouezenn , hag ar c ' hreunenn en dañvouezenn . Ha pa vez darev ar frouezh , e lakaer raktal ar falz ennañ , dre ma ' z eo prest an eost . Lavarout a reas c ' hoazh : Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue ? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp ?
" Ur gêr vrav eo , neketa ? Netra da welet gant Edinbourg , evel - just , met plijus mem ' stra , ' keta ? " Ur sapre mell mousc ' horzh a oa gant McNamara , hag eñ o lakaet e gamalad da weladenniñ Picadilly Circus . " Un tammig re a dud marteze , Killian , " eme egile . " Ya … Re a dud , ha setu perak eo diaes kavout ar re zrouk , neketa ? " a respontas Killian MacNamara , komiser er Royal Police . " Te oar mat n ' on ket ur mailh war se , zoken m ' eo ret din anzav eo ur bamm New Scotland Yard . " " Ur bamm , n ' ouzon ket , met gwelloc ' h ' get a - raok , hey ! Ma wee burev ne ra ket diouer din , nann ! " Ur pezh den e oa ar c ' homiser , blev du fonnus dezhañ , un dremm ront . " Ur banne ' yelo ganit Killian ? " " Mmmh , g ' out a rez , Erwan , daoust din bezañ skosad n ' on ket sot gant ar boeson . " Gwir e oa avat , lidet e oa bet e bevare deiz ha bloaz hag hanter kant gantañ ur miz a - raok met ne seblante ket bezañ koshoc ' h eget Erwan , a oa eizh vloaz ha tregont . Yac ' h pesk e oa , ha goude e zek kilometrad jogging da vintin eo e kemere ur banne whisky hepken , ha ket forzh peseurt hini . " Ma , derc ' hel a rin ma Edradour evidon - me neuze , " eme Erwan . " Well , te ' oar , ' m eus ket lâret ne even morse , hañ . "
Araog an eil bresel e ra an darn - vrassañ eus an dud o chom e Breizh - Isel gant ar brezhoneg : langach an ti , al labour - douar , ar peskerezh eo . Barreg eo Jean Dagorn , mestr remorker Sant - Nazer , war brezhoneg ar mor hag ar bigi : kleved a reer mad eo bet langach e labour .
Nimbostratus : n ' eo ket ur ger anavet - kaer , n ' eo ket ker brudet èl ar c ' humulonimbus , n ' eo ket flamm e livoù . Met kement unan a zo bet é torimellat en ur jardin ar miz paset - mañ , é klask lakaat dour doc ' h treid ar boketoù pe ar legumaj , é welet ar c ' hlazenn é tonet da vout ur velenenn , a gav ur misi gwelet ur mekanik ker bamus , ker spletus , ken efedus èl un nimbostratus : hennezh a zo é lakaat ar glav da deurel dousigoù , a - zal ar mintin - mañ , é strewiñ e dapennoù àr gement plantenn , gwezenn , jardrin a zo , hep gober kemm etre hennañ pe hennezh , hep goulenn bout paeet , hep ma vehe afer a sevel ur c ' haier - kargoù nag ober taolennoù - kontaouriezh . . . Ha puilh , frañjemant , jenerus , brokus . . . Hag e dapennoù éc ' h arru en douar karnet , doc ' h en em siliñ en douar , doc ' h er blotaat a - nebeudigoù hep fondiñ an ervi , hep kas tout d ' an dias . Ha n ' eus ket afer a ober tra ebet , ken ' met sellet , selaou doc ' h sonerezh ankouaet an dour - se . . . hag añse dastum an dour e kement pod pe tonell a c ' helloc ' h kavout .
Tagoù : Galleg ha bet lakaet e galleg , Romantoù ( yezhoù all ) , Brett , Easton , Ellis , imperiales , Suites
Bet displeget e vennozh gant ar saver . Un tamm respont d ' hon goulennidigezh marteze .
Gant Fania e stagas Barretto gant ar salsada vat . War un dro e kemeras perzh en enrolladennoù gant Anglsaksoned brudet evel Cal Tjader , Average White Band , The Rolling Stones ha The Bee Gees ( war Wind of Change ) , e - touesk tud all . Adalek 1968 e voe unan eus izili ar Fania All - Stars , ha dont a reas da vezañ ur arzour bras eus ar sonerezh trovanel gant pladennoù evel " The Message " , " Power " hag " Indestructible " . E 1973 ez eas e sonerien da stummañ Tipica 73 . E gwir , unan eus e donioù a reas berzh d ' ar mare - se e oa " Barreto " . Evit hennezh eo e voe rakdibabet e anv evit ar Grammy Award e 1975
Anat deoc ' h n ' eo ket ar marc ' hadoù arc ' hant bras kendrec ' het . O soñjal emaint e vo diaes d ' ar vroioù - se dont a - benn eus o zaol . Er gelaouenn armerzh saoz " The Economist " , er pennad - mañ , ez eo roet tri abeg da se :
24 Pa oe aet kannaded Yann en hent , e komzas Jezuz d ' ar bobl diwar e benn :
Disheñvel e oa linenn bolitikel ar Strollad diouzh hini an aozurioù all e Reter Pakistan a save a - du gant linenn politikel Sina d ' ar mare - se dre ma oa Pakistan ur vro impaelour hervez Strollad Siraj ha neuze e veze stourmet gant Siraj evit dieubidigezh Reter Bengal evit gallout staliañ eno ur Republik Demokratel en ur vont pelloc ' h zoken evit an darn vrasañ eus al luskad broadelour ha daoust ha ma tifenne Sina , diouzh e du , Pakistan a - enep da India .
entendu aujourd ' hui d ' une bretonnante native de Keraudy ( Trégor ) : " ma mère n ' allait pas , ma mère n ' allait pas jamais " = ma mère n ' y allait pas , ma mère n ' y allait jamais . cf . " N ' on ket bet gwech ebet o klask ur fagodenn geuneud e ti den ebet en an ' Doue ! " Jules GROS
Kampion Kuba e voe a - raok José Raúl Capablanca .
Dao teurel evez deuz an dregantajou a - hend - all . Ar re a - uz , c ' hoaz eur wech , a zo bet kontet diwar ar 80 % deuz an dud hag a zo a - du gand kelennadurez ar brezoneg .
» La bombarde . » faire du vélo » DOUAR , masculin ou feminin » Spéciale Budoc
Meur a stêrioù ha lennoù ez eus e Kosovo . Ar stêrioù brasañ eo an Drin ( Albaneg : Drini i Bardhë , Serbeg : Beli Drin ) a red war - du Mor Adria , ar Sitnica , ar Morava e rannvro Gollak hag an Ibar ( Albaneg Ibër ) . Al lennoù pennañ eo Badovc er biz ha Gazivoda er gwalarn .
O tostaat , e lienas e c ' houlioù , hag e lakaas warno eoul ha gwin . Goude e lakaas anezhañ war e varc ' h , en kasas da un ostaleri , hag e kemeras preder anezhañ . Antronoz , o vont kuit , e tennas daou ziner arc ' hant , o roas d ' an ostiz , hag e lavaras dezhañ : Az pez preder anezhañ , ha kement a zispign ouzhpenn , me en roio dit pa zistroin . Pehini eta eus an tri - se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron ? An doktor a lavaras : An hini en deus graet trugarez en e geñver eo . Jezuz a lavaras eta dezhañ : Kae , ha gra ivez evel - se . Evel ma oant en hent , ez eas en ur vourc ' h , hag ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi . Ur c ' hoar he devoa , anvet Mari ; homañ , oc ' h en em zerc ' hel azezet ouzh treid Jezuz , a selaoue e gomzoù . Marta a oa prederiet gant al labour en ti ; o vezañ deuet , e lavaras : Aotrou , ha n ' evezhiez ket penaos va c ' hoar am lez da servijañ va - unan ? Lavar dezhi eta va sikour .
I . - An Iliz he deus kavet an deskadurez endro d ' he c ' havel :
Er yezhoniezh e vez implijet an termen difriadur ( saoz . : denasalisation ) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma vez vet kollet friadur ur sonenn bennak , peurliesañ ur gensonenn .
hag an hini a vo er parkeier , ra ne zistroio ket a - dreñv da gemer e vantell . Gwalleur d ' ar gwragez brazez , ha d ' ar magerezed en deizioù - se ! Pedit evit na erruo ket ho tec ' h er goañv , nag e deiz ar sabad . Rak bez ' e vo neuze ur glac ' har ken bras , evel n ' eus ket bet adalek penn - kentañ ar bed betek vremañ , ha ne vo biken . Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù - se , den ebet ne vije salvet ; met abalamour d ' ar re zibabet , an deizioù - se a vo berraet . Neuze , mar lavar unan bennak deoc ' h : Setu , ar C ' hrist a zo amañ , pe aze , na gredit ket . Rak fals - kristed ha fals - profeded a savo ; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ , ma vije gallet , zoken ar re zibabet .
Da notenniñ ez eo ar film , unan enep - komunour a - grenn . N ' eus ket ur poent a - vad a vezo tu kavout en ur sellet dioutañ evit mont da zifenn ar gomunourien Norz korean . Evel just ne vez ket kinniget re ar zu evel tud dreist kennebeut , met goude bezañ e gwelet ne vijer ket entanet o kaout damant evit re an Norz .
C ' hwi eta , pedit evel - henn : Hon Tad hag a zo en neñv , ra vo santelaet da anv , ra zeuio da rouantelezh , ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv , ro deomp hiziv hor bara pemdeziek , pardon deomp hor pec ' hedoù evel ma pardonomp ivez d ' ar re o deus manket ouzhimp , ha n ' hon lez ket da gouezhañ en temptadur , met hon diwall diouzh an droug , rak dit eo ar ren , ar galloud hag ar gloar evit kantvedoù ar c ' hantvedoù . Amen ! Rak , mar pardonit d ' an dud o mankoù , ho Tad neñvel a bardono ivez deoc ' h . Met ma ne bardonit ket d ' an dud o mankoù , ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc ' h ho re .
Gantañ e c ' heller ober ul liamm war - zu ur gevrenn yezh eus ur pennad ( pergen pa glot ar ger - se gant meur a yezh ) .
E gwirionez war al live fonologel e c ' hellfed deskrivañ ar c ' hensonennoù dre fri evel kensonennoù friet , dielfennet da skouer / b̃ / , / d̃ / or / g̃ / kentoc ' h evit / m / , / n / or / ŋ / . Treuzskrivet e vezont peurliesañ gant bep o arouezenn avat ( / m / , / n / , / ŋ / ) dre ma vez kavet stank ar c ' hesnonennoù - se e yezhoù ar bed keit ha m ' eo ral - tre kensonennoù dre dravat friet , d . s . [ ṽ ] .
- TV Breizh he deus ranket cheñch penn d ' ar vazh en despet d ' ar strivoù a oa bet graet e - pad tri bloaz evit lakaat anezhi da zont da vezañ ur gwir chadenn vreizhek . Deut eo da vezañ ur chadenn hollek pa ne oa nemet 10 % eus ar Vretoned a c ' halle tapout anezhi ( skignet e vez dre ar fun pe al loarell , paeañ a ranker ) .
Alala , dek gwech gorrekoc ' h eo an etrerouedad amañ memestra , ha pevar urzhiataer a zo o sunañ warnañ … Disoñjet ' m boa se ^ ^ Pa spñjan er 56k … Aze memestra emaon d ' ur poent ma n ' hellan ket rakwelet ar pennadoù , re c ' horrek ma ' z eo . N ' on ket boaz ken ! Peurliesañ e vezen o pellgargañ traoù , lakaat ur film da gargañ , meur a hini all war vimeo / youtube , mui un dek ivinenn bennak war an dro war IE pe Opera ( n ' ouzon ket perak met ne blij ket Firefox din tamm ebet ^ ^ ) … Marteze e vo ret din kavout un dra bennak all da lakaat amañ da sul , dre ma vo hiroc ' h sellet eus ur bern traoù
» Ar C ' hatholicon Ar C ' hatholicon , kentan geriadur brezhoneg - galleg - latin , savet gant Jehan Lagadec e 1464 hag embannet gant Jehan Calvez e 1499 e Landreger .
E touez ar moneizoù brudetañ e kaver an dollar US , moneiz Stadoù - Unanet Amerika , moneiz galloudusañ ar bed . Ur moneiz pouezus kenañ all e armerzh ar bed zo an euro , moneizh Unaniezh Europa . Moneizoù all a c ' hall bezañ meneget : ar yen , moneiz Japan , hag al lur sterling , moneiz ar Rouantelezh Unanet .
E 1911 , Dwight Eisenhower a zo degemeret e Akademiezh soudardel West Point . Dont a ra maezh 4 bloaz diwezhatoc ' h , 61 vet war 164 gant ar ran a letanant . Kaset eo da heul e Fort Sam Houston eus San Antonio en Texas . Kejañ a ra gant Mamie Geneva Doud ( 1896 - 1979 ) , ha dimeziñ a ra ganti d ' an 1 a viz gouere 1916 . 2 vab en deus ganti , Doud Dwight Eisenhower ( ganet d ' ar 24 gwengolo 1917 et marvet d ' an 2 a viz genver 1921 gant an terzhienn ruz ) ha John Sheldon David Doud Eisenhower ( ganet d ' an 3 a viz eost 1922 ) . E 1917 eo anvet Eisenhower da gabiten ha kelenn a ra e meur a gamp gourdoniñ d ' ar mare ma ' z eo ar Stadoù - Unanet engouestlet er c ' hentañ brezel bed . Daoust dezhañ goulenn , ne zeu ket a - benn da vezañ kaset en Europa d ' ar brezel , ha kemer a ra gourc ' hemenn an " Tank Training Center " e Camp Colt , e Pennsylvania . Er c ' hamp Meade , e - kichen Washigton , eo anvet da vajor , ha mont a ra d ' an Infantry Tank School e - lec ' h ma adkav ar c ' holonel S . Patton , ofiser ar c ' hirri houarnet . Asambles e embannont pennadoù evit aliañ da implij tankoù a - benn parraat d ' un eil brezel an trancheoù . E vennozhioù n ' int ket gwelet mat gant an uhelidi ha tost eo dezañ tremen el lez - vrezel . Da heul eo kaset e zonenn kanol ar Panama dindan urzhioù ar jeneral Fox Conner hag a wel ennañ talant , setu perak e enskriv anezhañ , e 1925 , d ' ar skol stummañ komandanted e Fort Leavenworth . Dont a ra maez eus e luskad er c ' hentañ plas , dre - se e c ' hounez kalz a bouez . E 1927 eo ezel eus eus komision ar monumantoù brezel amerikan hag e 1928 e pak un diplom er skol brezel amerikan ( War College ) .
kabidan eo ar blog ! Hirezh meus da lenn traoù arall . . . Anne - Cécile LB
en em gavas eno ur wreg dalc ' het gant ur spered he c ' hlañvae triwec ' h vloaz a oa ; daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c ' helle tamm ebet en em eeunañ . Jezuz , o welout anezhi , he galvas hag a lavaras dezhi : Gwreg , yac ' haet out eus da gleñved . Eñ a lakaas e zaouarn warni , ha kerkent en em eeunas , hag e roas gloar da Zoue . Met penn ar sinagogenn , droug ennañ eus m ' en devoe Jezuz yac ' haet un deiz sabad , a gemeras ar gomz hag a lavaras d ' ar bobl : C ' hwec ' h devezh a zo evit labourat ; deuit eta en deizioù - se evit bezañ yac ' haet , ha neket devezh ar sabad . Met an Aotrou a respontas dezhañ : Pilpouzed , pep hini ac ' hanoc ' h , ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c ' hraou deiz ar sabad , ha ne gas ket anezhañ d ' an dour ? Ha ne zleed ket ivez , deiz ar sabad , distagañ eus he chadenn ar verc ' h - mañ da Abraham , a oa dalc ' het ereet gant Satan triwec ' h bloaz a oa ? Evel ma komze evel - se , e holl enebourien a voe mezhek , hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae .
Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene ? Rak piv bennak en devo bet mezh ac ' hanon hag eus va c ' homzoù , e - touez ar rummad avoultr ha pec ' her - mañ , Mab an den ivez en devo mezh anezhañ , pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel . Lavarout a reas dezho ivez : Me a lavar deoc ' h e gwirionez , ez eus hiniennoù eus a - douez ar re a zo amañ , ha ne varvint ket , ken n ' o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud . C ' hwec ' h devezh goude , Jezuz a gemeras gantañ Pêr , Jakez ha Yann , hag o c ' hasas o - unan a - du war ur menez uhel ; hag e voe treuzneuziet dirazo . E zilhad a zeuas da vezañ lugernus , [ gwenn evel an erc ' h , ] ha kaer skedus ken n ' eus kouez ebet war an douar a c ' hellfe gwennañ evel - se . Ha Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho , o komz gant Jezuz . Neuze Pêr , o kemer ar gomz , a lavaras da Jezuz : Mestr , mat eo deomp chom amañ ; greomp amañ teir deltenn , unan evidout , unan evit Moizez , hag unan evit Elia .
. . . euet e oant gant o zud . Goude al labour kustum , dilojañ taolioù , degemer ar stajidi , sevel ar où , e voe kinniget an digor kalon er c ' hantin . Ur pred tomm a oa bet serv . . .
Gallout a rit sellet ouzh ar video - mañ gant lenner Kaouenn . net , war - eeun war ho lec ' hienn - c ' hwi .
38 Ar gwin nevez a dle beza laket e sehier - lèr nevez .
Priz ( bloavezh 2011 - 2012 ) : 185 € ar bloavezh - skol evit an dud gopret , 120 € evit ar studierien hag an dud dilabour . Paeañ e meur a wech a c ' heller ober ( teir chekenn ) . Ouzhpenn d ' ar sammadoù - se e ranko pep hini emezelañ ouzh SAE ( 10 € ) .
GK : Ha tout zo bet savet , zo bet graet ganeoc ' h ?
Peogwir e kinnigont ylac ' hadoù hag e seblant bezañ un digarez brav da vont d ' ar Stadoù - Unanet ^ ^ Pa soñjan er priz a bae ur studier ' normal ' du - hont !
E kuzul - kêr Ferwerderadiel ez eus 13 dileuriad :
Krouet e 2006 , Ugly Betty a zo ur rummad skinwel amerikan diazezet war an telenovela kolombian Yo soy Betty la fea . Ur stumm alaman a zo bet ivez , met n ' ouzon ket hiroc ' h . Un deiz bennak , marteze abalamour e oan enaouet em eus sellet eus Ugly Betty . Ha plijet on bet diouzhtu . Estreget kalz fent hag ur bern traoù digredus spontus o tremen e oa ivez kalz traoù gwir diwar - benn an darempredoù ( familh , koublad , labour ) ha bed al labour dre vras . Dudius kenañ eo , ha kazi bewech e oa c ' hoarzhadeg ha goueladeg da c ' houde . Ur c ' hempouez dispar a zo bet kavet gant ar re a skrive Ugly Betty . N ' ouzon ket penaos e rin , bremañ eo echu , evit klevet kement a farsadennoù ha frazennoù dispar ( dreist - holl a - berzh Amanda ha Mark ) … Setu , pevar bloavezh a zo bet . Kaozi a zo eus ur film … Pezh am eus kavet dreist ha n ' en deus ket cheñchet a - hed ar bloavezhioù e oa Ugly Betty ur rummad diwar - benn dont a - benn drezi ( memestra ) hec ' h unan , girl power forzh pegement . Ordin e tivize Betty mont davet ar pezh a oa mat evit he dazont micherel ha n ' eo ket istorioù karantez ( zoken m ' eo bet trist a - wechoù ! ) . Aon spontus em boa rak ar fin , met ne oa ket peadra . Bon , setu , ma vez ur film e sellin gant plijadur ha tristig on un tamm o kimiadiñ ouzh Betty . Goodbye and goodluck .
- Marteze e fell dezhañ lâr ' dit un dra bennak . Marteze eo da dZoppelgänger . Ha klasket ' t eus komz outañ ? - ' M eus ket c ' hoazh , nann . ' M eus ket kredet ober . - Na vez ket abaf ! Pa zistroi d ' az kêr ez i war - eeun davit da velezour hag e c ' houlenni gant da adsked petra ' fell dezhañ . Prometiñ ' rez ?
Stad a rae dreist - holl ouzh kaerder an arroud - man , heson a - walc ' h e c ' hlanded .
Un deiz em boa lennet ur pennad diwar - benn ur C ' Hembread aet kozh hag eñ brudet - mat e - touez e genvroiz rak bleinet mat e oa ar re - mañ gantañ en aferioù o bro . Intereset e oan gant un dra a lavare hervez ar pennad : " He who wants to lead must be a bridge - An hini a fell dezhañ ren a rank bezañ ur pont " .
n ' eo ket reizh n ' eo nemet er prizonioù e c ' haller kaout an dramm e pep lec ' h
Gwelet e vez meur a gartenn , ne vez ket gwelet o zu gin . Ur sammad pe disoc ' h ur sammad a vez kuzhet war bep kartenn . Heñvel ouzh an dra - se eo ur sammadur : 2 + 2 = 4 ( daou mui daou zo pevar ) Ar c ' hementad diskouezet gant an niveroù war bep tu eus an arouezenn ' par da ' ( = ) a rank bezañ heñvel . Neuze , 2 ( kont 1 ha 2 ) mui 2 ( kont 3 ha 4 ) zo 4 . Kont a - vouezh uhel pa bleustri warni , kont gant da vizied rak dalc ' het e vez an traoù gwelloc ' h en e soñj pa vez kavet kalz doareoù d ' ober an traoù - mañ . Gra gant legoioù , nozellennoù pe forzh petra evit kontañ ! Kont izili da familh , pe skoliaded da glasad . Kan sonennoù da gontañ . Kont kalz traoù ha da varrek war ar ' hontañ ez i ! Er c ' hoari - mañ e vez kuzhet an div lodenn eus ur sammadur . Ret eo dit kavout al lodennoù hag o lakaat daou ha daou . Dre glikañ war ur gartenn e weli he fas kuzh . Klask ar gartenn all o klokaat ar sammadur . Daou fas a vez dizoloet nemetken da bep taol . Ret e vo dit derc ' hel soñj e plas ar c ' hartennoù evit o c ' havout daou ha daou . Labour an arouezenn ' = ' a rez hag ezhomm ac ' hanout o deus an niveroù evit bezañ kevredet . Ur wech dizoloet ur c ' houblad kartennoù e vo tennet kuit . Ur wech tennet kuit an holl gartennoù e vo aet ar maout ganit ! : )
- E 1911 ( mil nav c ' hant unnek ) ' oa bet diskaret ar roueed mandchou gant ar republikaned . Diwar neuze , an Tibet zo evel ur vro DIZALC ' H , skoulmañ a ra liammoù gant ar broioù tostañ dezhi .
Abaoe ar XVIIvet kantved eo skrivet an Haousaeg . Da gentañ e raed gant un eilstumm eus al lizherenneg arabek , an Ajami hec ' h anv . Kemeret eo bet e lec ' h gant al lizherenneg latin , ar " Boko " , avat , abaoe ar bloavezhioù tregont .
2 . Emgann eid ar vuhe Ivan a ma sikouras eid seùel eur lojell douar . Med ne oa ked eur lojell a - beh . Boud e oa dreist - oll grouiennou eur sedr braz a oa bet tennet doh an douar , hag a oa kouehet e - pad eun taol arnañv brein . Mod - san e oa eun toull braz hag a oe ma sâl vraz , ged d ' eun tu eur vagoer douar kreñveit ged ar grouiennou saùet . Grouiennou all ihuelloh a ras ar hoèdaj e - menn am - eus lakeit pikedou ha brank eid ober an doenn , am - eus peurachuet e lakaad mein , eid ma ne fichahe ket , hag erh , eid rein dehoñ toemmder . An tu dirag ag ar lojell a oe berped digor , med diwallet e oa ged an « naida » . ( bill toullet e - peleh e vé greet tan , èl ma rant er Ziberi ) Er lojell - ze goloet erh , am - eus tremenet daou viz hañv heb gweled den erbéd , heb liamm erbéd ged ar bed er - mêz ag ar hoèd e - menn e veùent darvoudou ken pouezuz . Er bez - ze , edan grouiennou eur sedr kouehet , am - eus beùet penn - da - benn ged an anienn , e voud kansortet e peb amzer ged ma nehañs diàr - benn ma ziegeh , hag an engamm kriz eid ar vuhe . Ar dro dein nameid koèdou sedr , glaz berped , ha gwisket erh . An taiga siberiad ! Pegehed amzer e chomahen enni ? Daoust a ouio ma mignoned e - menn e oun ? Daoust a ma havei aman ar volcheviked ? Petra e ta voud ma ziegeh ? an oll houlennou - ze a oe toemm - skaot em empenn . Er sedrou e oa ar vuhe berped kreñv braz . Ar gihier - koèd a ree dalhmad trouz , a lamme deuz eur weenn betag unan all . Enedigou rouz du a dremene dre ar brank èl eur flamm ; eun arme a ganabéred a hwitelle en amfiteatr ar gwe ; eur had a lamme deuz eur bill d ' unan arall , hag a - dran e welen eun tammig eur garell - wenn hag en em stléje en erh . Selled a ren hir ar poent du a oa e dibenn he lost ; àr an erh kaleteit e tee eùehuz eun demm ; hag a - zoh ar mane siberiad am - eus degemeret gweladenn an arh . Ind a ma zistroe deuz ma choñjou trist hag ankinuz . Rein a ree din an nerh eid derhel da veùein . Plijoud a ree din eùé pignein àr ar mane , zokén pa oe diêz eroalh : ar lein a oa ihuelloh eged ar hoèd , ha du - hont e hellen selled betag an dremmwel hag an tornaod ru , àr riblenn arall an Enisei . Du - hont e oa ar broiou , ar gêriou , an eneberion hag ar vignoned ; me ' grede zokén boud kavet al leh e - menn e viùe ma ziegeh . Eid ma ou gwelahem Ivan e - noe ma zegaset aman . Komprenet m - eus am - moe afer ag eur program a vemdei eid dilezel ma choñjou poéniuz . D ' al liesan , goude té ar mintin , e yen dre a hoèd e klask kegi - brug . Lahein a ren unan pe zaou anehe , hag e aozen ar goèn , a ne oa ked diêz , med a oa ar werenn toemm unan ag an deùeh . Berped e oa eur soubenn - kig , ged eun dornad gwispid , ha berped tasennou té , an evaj ken rekis er hoèjou . Eun dei , pa jiboesen , am - eus kleùet eun trouz er bodadou teo , hag am - eus gwelet kern eun demm . En em stléjet am - eus devad al leh e - menn e oa , med ar lon e - neus ma hleùet . Trouzuz e - neus tehet hag am - eus ean gwelet mad , hag a arsave àr zinèu ar mane , goude boud ridet tri hant paz . Kaer - tre e oa ged e foulienenn gri du , hag e gein kazi du . Teo e oa èl eur vioh vihan . Skoazet am - eus ma fuzuill àr eur vrankenn hag am - eus tihet . Ar lon a ras eur lamm braz , a ridas lod a baziou , hag a gouehas . Ged ma oll nerhiou am - eus ridet devatoñ med ean e - neus saùet en dro , e hanter lemmel , e hanter en em stléjein , hag a bignas ar mane . Eur volotenn arall a ean arsavas d ' eun taol . Gouniet am - moe eur ballenn toemm eid ma lojell hag eun tamm mad a gig . Staget am - eus ar hern d ' am magoer , hag ind ou - deus greet eun doug - mantell kaer . Da lod a giloumetrou a ma chomleh , am - eus gwelet eun darvoud iskiz . Du - ze e oa eur wern goloet ged geot ha leun lus e peleh e teue ar gegi - brug hag ar glujariged da zèbrein ar freh . Doasteit am - eus heb ober trouz a - dran eur bodad hag am - eus gwelet eur bagad kegi - brug ha a grabouse an erh e klask ar lus kouehet ag ar bodadeu . Pa oen e ou selled , unan ag an éned a lammas d ' eun tol en êr , hag ar re all , spontet , a nejas dohtu . Sabatuet am - eus gwelet an hani ketan hag a bigne en êr , hag a ree eur stroellenn , hag a gouehas d ' eun tol , maro . Pa m - eus um dosteit da dal korf an én , e lammas eur gaerell - wenn hag a yas d ' en em guhad edan bill eur weenn kouehet . Koug ar viktim a oe draillet . Komprenet m - eus neusen penoz ar gaerell - wenn a oe lemmet àr ar hog , ha penoz , chomet skourret doh e goug , e oa bet taped en êr ged an én pa chome hi e chugein e hoèd d ' e goug , peh e - neus greet e oa kouehet àr an dachenn . Giriou : kaerell - wenn = erminig ( KLT ) .
Setu aze kudennoù spontus . Pa soñjan er pobloù gwasket - se , e gevred Mec ' hiko , deuet da vezañ estrenien en o bro , reuzeudik , peizanted o labourat douaroù n ' int ket dezho zoken , o c ' hounit peadra da chom bev , tra ken . Al lodenn vrasañ anezho n ' o devez na dour , na tredan , na trawalc ' h da zebriñ . Kaer o devez goulenn ma vo doujet d ' o gwirioù , ne vezont ket selaouet . Ha pa vez graet anv anezho eo da « derroristed » e vezont lakaet .
penaos anavezout un oberenn a arz ? Penaos e virout distag , panevet e - pad ur serr - lagadig , diouzh e vurutellerien , diouzh e varnerien , diouzh ar re brest dalc ' hmat d ' e laerezh , diouzh ar re en diskaro , ha diouzh e donkadur , en diwezh , en digenvez ? N ' eo ket diaes ; nemet e dreiñ n ' eus ezhomm
10 « Eüruz ar re o - deus da houzañv ablamour d ' ar justis , rag dezo eo Rouantèlèz Doue .
D ' an 29 a viz Meurzh 2008 e oa bet dalc ' het ur vanifestadeg a - enep d ' an OGK e Roazhon . Madalen Lorho - Pasco he deus savet ur rentañ - kont eus ar vanifestadeg - se hag aterset brezhonegerien yaouank war …
Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa en - dro dezhañ , e lavaras : Setu va mamm ha va breudeur . Rak piv bennak a ra bolontez Doue , hennezh eo va breur ha va c ' hoar ha va mamm . Jezuz en em lakaas c ' hoazh da gelenn , e - tal ar mor , hag ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen , e pignas en ur vag hag ec ' h azezas enni , hag an holl bobl a oa war an douar e - tal ar mor . Deskiñ a rae dezho kalz a draoù , dre barabolennoù , hag e lavare dezho en e gelennadurezh : Selaouit . Setu , un hader a yeas er - maez da hadañ ; hag evel ma hade , ul lodenn eus an had a gouezhas a - hed an hent , hag al laboused a zeuas hag he debras holl . Ul lodenn all a gouezhas war ul lec ' h meinek , e - lec ' h ma oa nebeut a zouar ; ha kerkent e savas , abalamour ne oa ket aet don en douar ;
Met eñ a lavaras dezho : Rouaned ar bobloù a vestroni anezho , hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien . Met c ' hwi , na rit ket evel - se ; ra vo ar brasañ en ho touez evel ar bihanañ , hag an hini a ren evel an hini a servij . Rak pehini eo ar brasañ , an hini a zo ouzh taol , pe an hini a servij ? N ' eo ket an hini a zo ouzh taol ? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij . C ' hwi eo ar re a zo chomet ganin em amprouadurioù , ha me a reizh deoc ' h ar rouantelezh , evel ma en deus an Tad reizhet din , evit ma tebrot ha ma ' c ' h evot ouzh va zaol em rouantelezh , ha ma viot azezet war dronioù , o varn daouzek meuriad Israel . An Aotrou a lavaras ivez : Simon , Simon , setu , Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c ' hrouer evel ar gwinizh .
Distro e departamant orin goude bezañ tapet ar master evel kelennour stajiad .
Burezh ak . gw . aezhenn a sav diwar an dour berv .
Jezuz a respontas hag a lavaras dezho : It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit : ar re dall a wel , ar re gamm a gerzh , ar re lovr a zo glanaet , ar re vouzar a glev , ar re varv a adsav da vev , ar c ' heloù mat a zo prezeget d ' ar beorien . Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon . Evel ma ' z aent kuit , Jezuz en em lakaas da lavarout d ' ar bobl diwar - benn Yann : Petra oc ' h aet da welout el lec ' h distro ? Ur bennduenn hejet gant an avel ? Met petra oc ' h aet da welout ? Un den gwisket gant dilhad kaer ? Setu , ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned . Met petra oc ' h aet da welout ? Ur profed ? Ya a lavaran deoc ' h , ha muioc ' h eget ur profed . Rak eñ eo an hini ma ' z eo skrivet diwar e benn : Setu , e kasan va c ' hannad dirak da zremm , hag a ficho an hent a - raok dit .
Embannet e evze gant ar Strollad Lal Jhanda ( " Banniel Ruz " ) ha Sangbad Bulletin " Kelc ' hlizher Sangbad " ) ha daoust ha ma oa anezhañ ur Strollad a stourme dre guzh e oa anvezet e linenn bolitikel a - drugarez d ' an danvezioù embannat gantañ .
Betek - hen , er yezh , e kaver an dibenn - eg gourel ( kofeg / kofegez ) , ha gourel evit anvioù loened evel draeneg ( ar pesk ) : ma vije draeneg / avalaouer e tlefe bezañ gourel ivez hervezon .
N ' eus bet nemet ur sontenn hag a zo bet kaset etrezek Ouran , Voyager 2 an hini eo . Bannet e oa bet e 1977 gant an NASA ha tremenet e oa hebiou ar blanedenn d ' ar 24 a viz Genver 1986 , d ' an tostañ , a - raok kenderc ' hel gant he beaj etrezek Neizhan .
* * Neuze ne vefen ket mab deoc ' h , EK 1 / 23
Moran wrote 1 year ago : Un tammig danevell am eus adkavet war ma fladenn - galet . Ur pemp mil ger bennak eo , hirik evit bezañ … muioc ' h
I . - En peb iliz parouz , e tle bezan eur skeuden eus Mamm - Doue , ha seul - vui e talc ' her kempenn al lienachou , ar bleuniou hag ar golo war he zro , ha seul - vui eo anat eo krenv ar fe er barouz - ze .
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol
Hag an holl bobl a glaske stekiñ outañ , abalamour ma teue anezhañ un nerzh a yac ' hae holl . Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien , o lavarout : Eürus oc ' h , c ' hwi a zo paour , rak rouantelezh Doue a zo deoc ' h ! Eürus oc ' h , c ' hwi hoc ' h eus naon bremañ , rak leuniet e viot ! Eürus oc ' h , c ' hwi a ouel bremañ , rak karget e viot gant levenez ! Eürus e viot , pa gasaio an dud ac ' hanoc ' h , pa gasint kuit ac ' hanoc ' h eus o zouez , pa lavarint dismegañs deoc ' h ha pa daolint hoc ' h anv evel fall , abalamour de Vab an den ! En em laouenait en amzer - se , ha tridit gant ar joa , rak ho kopr a vo bras en neñv , rak evel - se o deus graet o zadoù d ' ar brofeded . Met gwalleur deoc ' h - hu , tud pinvidik , rak c ' hwi hoc ' h eus bet ho kopr ! Gwalleur deoc ' h - hu , tud leuniet , rak c ' hwi ho po naon ! Gwalleur deoc ' h - hu , ar re a c ' hoarzh bremañ , rak c ' hwi en em c ' hlac ' haro hag a ouelo !
Diskwelet e vez peseurt vogalenn a rank bezañ distaget gant pep lizherenn silabennek diazez dre ouzhpenn outi sinoù ispisial a reer vogalennoù stag oute .
. . . e oa lidet Lun Fask , ha bremañ vez desket syntaxe
En ur gelenn anezho , e lavare ivez dezho : Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc ' hallac ' hioù , hag a gar ar c ' hadorioù kentañ er sinagogennoù , hag ar plasoù kentañ er festoù ; dismantrañ a reont tiez an intañvezed , hag e reont evit ar gweled pedennoù hir ; bez ' o devo ur varnedigezh gwashoc ' h . Jezuz , o vezañ azezet dirak ar c ' hef , a selle penaos e lakae an dud arc ' hant er c ' hef : kalz a dud pinvidik a daole kalz . Dont a reas ivez un intañvez paour , hag a daolas e - barzh daou bezhig , oc ' h ober ur c ' hadrin . Neuze , o vezañ galvet e ziskibien , e lavaras dezho : Me a lavar deoc ' h e gwirionez , an intañvez paour - se he deus lakaet muioc ' h er c ' hef , eget an holl re all o deus lakaet ennañ . Rak holl o deus lakaet eus ar pezh o devoa a - re ; met houmañ he deus lakaet eus he dienez , kement he devoa , kement holl a oa chomet ganti evit bevañ .
Ha koulskoude , an den yaouank en deus ur galon vat . Emskiantek eus an divrud graet d ' e dad , e kuita simidi ar porzh evit kregiñ gant ar vicher a vañsoner . Tremen a ra neuze e holl abardaevezhioù en ostaleri , o tistreiñ d ' ar gêr , ingal , mezv . Foranañ a ra e c ' hopr gant died . Gouelediñ a ra kement en e si ma veze gantañ a - wechoù bizied krog evit pourchas alkool .
Paolo Veronese a oa lesanv Paolo Caliari pe Cagliari ( Verona , 1528 - Venezia , 19 a viz Ebrel 1588 ) a oa ul livour italian a bouez en amzer ar Rinascimento , an Azginivelezh italian . " Il Veronese " a veze graet anezhañ abalamour ma oa ganet e Verona , ha petra bennak ma tremenas an darn vrasañ eus e vuhez e Venezia . *
Mellad tri ( 3 ) Gwir a zo gant pep hini d ' ar vuhez , d ' ar frankiz , ha d ' an diogelroez evita ñ . Mellad peuar ( 4 ) Ne vo dalc ' het den er sklaverezh nag er sujidigezh ; berzet e vo kement stumm a
Brudet eo Karaez ivez , e Frañs hag en Europa , gant he Gouel an Erer Kozh a vez dalc ' het bep bloaz abaoe 1992 . Bodañ a ra tremen 160 000 a dud e - pad tri devezh , ar pezh a ra anezhañ unan eus brasañ gouelioù sonerezh Europa . Emgavioù sevenadurel all a c ' hoarvez bep bloaz : Gouel al levrioù e miz Here , Gouel ar c ' hoariva amatour e miz Mae , ur vodadeg vras gant ar bagadoù hag ar c ' helc ' hioù keltiek bep 14 a viz Gouere e kreiz - kêr , ha kement zo …
ezhomm am eus eus ar varzhoniezh a - benn menegiñ ar pezh na c ' haller ket lavaret
A - benn koan e veze deuet ar vesaerien d ' ar gêr gant o deñved .
Int a bede anezhañ na c ' hourc ' hemennje ket dezho mont en donder . Bez ' e oa eno ur vandenn vras a voc ' h o peuriñ war ar menez ; hag e pedent anezhañ d ' o lezel da vont er moc ' h - se ; eñ o lezas da vont . An diaoulien eta o vezañ aet kuit eus an den , a yeas er moc ' h , hag ar vandenn en em daolas eus al lec ' h uhel - se er mor , hag a voe beuzet . Ar re o mesae , o welout ar pezh a oa erruet , a dec ' has kuit da lavarout kement - se e kêr ha war ar maez . Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c ' hoarvezet . O vezañ deuet da gavout Jezuz , e kavjont an den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ , azezet ouzh treid Jezuz , gwisket hag en e skiant vat ; hag e voent leuniet a spont . Ar re o devoa gwelet an traoù - se a lavaras dezho penaos e oa bet yac ' haet an hini dalc ' het gant an diaoulien . Holl dud bro ar C ' hadareniz en pedas da bellaat diouto , rak kroget e oa ur spont vras enno . Mont a reas eta er vag evit distreiñ .
Ar pezh - c ' hoari " Planning an diaoul " savet get Per - Mari MEVEL ha Naig ROZMMOR ha c ' hoariet get daou lisead a lise Jean Mace e Lann - ar - Stêr e mae 2011 .
15 post skolaer zo bet digoret : 6 e Penn - ar - Bed , 4 en Aodoù - an - Arvor , 3 er Mor - Bihan ( 4 , 5 digoret hag 1 , 5 serret ) , unan en Il - ha - Gwilen hag unan el Liger - Atlantel . N ' eus bet serret hentad divyezhek publik ebet er bloaz - mañ avat .
127 kumun a - vremañ a ya d ' ober Bro - Dreger istorel . Hervez niveradeg 1999 e oa 192 243 annezad hag ur gorread a 2 251 km ² . Lannuon , Montroulez ( glann dehou ) ha Gwengamp eo ar c ' hêrioù pennañ .
Norvegia zo pedet gant BREST 2008 ! Puilhded , diseurted ha bevder he glad mor a ra da Norvegia bezañ pedet ur wech ouzhpenn da VREST 2008 , evel kouviad a enor . Korn Norvegia a vo adarre war ar c ' hae Malbert , evit gellout degemer bagoù bras o fard , met nevesaet e vo e zemoù hag e zanvez a - benn 2008 . Ar strollad bagoù : un dibab bagoù eus hanternoz pellañ Norvegia ha n ' int ket bet gwelet gwech ebet e Frañs , listri istorel bras evel Anna Rogde , Folkvang , Biskop Hvoslef hag ivez bagoù saveteiñ kozh . Hag ivez ar vag - aocha souezhus Gamle Salten . . . Ar geriadenn ( unan savet , evit darn , gant tiez koad a c ' hiz kozh eus Norvegia ) :
Pa voe deuet en ti , an dud dall - mañ a zeuas d ' e gavout ; eñ a lavaras dezho : Ha c ' hwi a gred e c ' hellfen ober kement - se ? Ya , Aotrou ! emezo . Neuze e stokas ouzh o daoulagad , en ur lavarout : Ra vo graet deoc ' h hervez ho feiz . Hag o daoulagad a voe digoret ; Jezuz a reas dezho an difenn start - mañ : Diwallit na ouefe den an dra - se . Met int , o vezañ aet er - maez , a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro . Evel ma ' z aent kuit , setu e voe degaset dezhañ un den mut dalc ' het gant un diaoul . Pa voe kaset an diaoul kuit , an den mut a gomzas ; hag ar bobl souezhet a lavare : Biskoazh n ' eo bet gwelet kement all en Israel . Met ar farizianed a lavare : Kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien .
10 : 52 Ha Jezuz a lavaras dezhañ : Kae , da feiz he deus da yac ' haet . Ha kerkent e kavas ar gweled , hag e heulias Jezuz en hent .
You are , you are A sunset on the sea You are , indeed Joy , elation and glee
Stumm eus an 4 Meu 2011 da 13 : 36 gant Luckas - bot
Ur pont - tro daouahelek , anvet Ponte Girevole , digoret e 1887 , a zo a - us d ' ar ganol . Tennañ a ra d ' ar pont kozh anvet Pont National ( 1861 ) a oa gwechall e Brest .
хуёбень f [ c ' houy o ben ' ] ( мат ) : N ' ema ket anezhañ an destenn e Brezhoneg , setu aze an droidigezh e Galleg : хуёбень .
Dieubet eo bet Juliane Lucas . Bet e oa an dregeriadez da …
Ha kregiñ a ra al lid … e latin ! Eh ya , n ' eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc ' h . Evel ul lid sakr eo , ur ritual mar fell deoc ' h , ha kinniget e vez ar studierien d ' ar prezidant , a respont d ' ar c ' hinnig , e latin bepred . Div yezh , dreist - holl , a zo bet implijet e - kerzh an abadenn e gwirionez , latin ha gouezeleg : p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d ' an eur se d ' an devezh - se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg ( a - hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù , peder pe pemp gwezh bembez ) , anat a - walc ' h e oa an dibab yezhoù neuze , hehehe . Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp , ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh - se ( e - barzh emaon , youh ! ) . Moan - moan eo ma latinum , edo ma fri en droidigezh neuze ( e gouezeleg oa troet , ivez : p ) . Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus , ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn , tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn , da vont da gerc ' hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant ( James Browne , ooh yeah baby , ' felt good : p ) . Stardañ gant an dorn dehou , kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz , treiñ war - du al luc ' hskeudenner ha mousc ' hoarzhin , tamm pe damm , hag hop ! D ' an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc ' h eget ul lizher er voest , memestra . En drederenn gentañ e oan , ha kalz tud a chome war ma lec ' h neuze ^ ^ Poanius e vez an daouarn er fin , dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c ' halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv , souezhet ma oa moarvat o welet un anv - familh ( en Iwerzhon ) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma , aet on , n ' on ket kouezhet , na netra , sur on em eus ur penn euzhus war al luc ' hskeudenn , met boñ , ' vel e gwirionez kwa ( skaniñ a rin anezhi deoc ' h pa vint erru er gêr ) , ha diskennet didrabas . Heh , plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc ' h , memestra , reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d ' an diplom Fifteen seconds of fame , evel ma farse ar prezidant en e brezegenn .
Un OKG a zo termenet gant Kuzul Meur Europa evel « un organeg ez eo bet kemmet dezhañ e danvezioù genetikel dre un doare na c ' hoarvezh ket ez - naturel dre liesadur ha / pe dre adstummadur naturel » .
Ne blij ket ar goañv da Varionig … C ' hoant he dije da gousket a - hed ar goañv evit ma tremenfe buanoc ' h !
Sed amañ ur film a oa bet savet ganeomp da vare Gouel al levrioù 2006 e Karaez . Ne oa ket bet lakaet war ar rouedad o vezañ ma oa un taol - esae kentañ evidomp . . . Lakaat a reomp anezhañ a - benn ar fin …
Tud ' zo a lâro n ' on ket sod gant ar filmoù gall . Ar gwir a zo gante . Welcome avat en doa dalc ' het ma hevezh pa oa deuet ' maez . Ne oan ket bet d ' e welet siwazh . Bevet pladennoù DVD al levraoueg neuze . Welcome , ma n ' ho peus ket klevet komz eus ar film - se a zo istor un den e Calais hag a sikour ur c ' hurd yaouank da zeskiñ neuial a - benn mont da Vro Saoz . Ur film politikel - tre neuze , dre ma vez gwelet an traoù a rank ar repuidi ober a - benn " treuziñ " , pe ho saviad er " junglenn " . Ur bed kriz , ur bed start ha buhez pemdez tud Calais , oc ' h ober van o klask bevañ hep soñjal re en se … " Haroz " ar film , Simon ( Vincent Lindon ) a zo ur gall keitad , un tamm laosk , c ' hoant da vevañ didrubuilh . Met n ' hall ket bevañ hep e wreg , eviti e sikouro Bilal , en deus tec ' het Irak evit adkavout e garantez e Londrez … Istorioù karantez ivez , tud kollet , tud gant spi awalc ' h evit kenderc ' hel . Ur film a seblant gwir eo Welcome . N ' eus den ebet a seblantfe deuet eus a Bariz evit reiñ kentelioù ( ya , techoù fall ar filmoù gall a gavan torr - penn ! ) . Skeudennoù brav - tre a zo ouzhpenn , dreist - holl skeudennoù ar mor , el lodenn fin . Kreñv eo an dibenn hag un tammig dic ' hortoz . N ' eo ket evel Je vais bien , ne t ' en fais pas ( a oa ivez plijus ) hag a vefe start da welet un eil gwech ken trumm e oa klozadur an istor … Ur souezhadenn vrav ha kreñv eo neuze film Philippe Lioret , speredek ha savet mat .
Goude ar Brezel punek kentañ , en doa sinet Hamilcar Barca un emglev gant ar Romaned . Lestrañ a reas evit Bro - Spagn e 237 k J . K . , gant e vab - kaer hag e dri mab : Hannibal , Hasdrubal ha Magon . Mervel a reas eno e - pad un emgann ouzh tud ar vro , e 229 kent J - K . E vab - kaer Hasdrubal , choazet gant an arme , a gemeras e blas evel pennjeneral . Sevel a reas ur gêr nevez anvet Kartada Nevez ( Kartajena hiziv ) . Da 26 vloaz e kemeras Hannibal e lec ' h e penn an arme goude drouklazh kevrinus Hasdrubal e 221 kent J - K .
Komzus e kavan an dro lavar " astenn d ' ar bed a - bezh " . Met pa vez komzet alies eus un dra bennak e vez gwell kaout ur ger nemetañ . Gallout a rafen ober gant ar berradurioù evel - just : a . b . a . b . abab ? Goude holl eo deuet an " astenn . . . " da vezañ " abese " hor buhez bemdez .
Bangor girls r eze ? Gramadeg a sillafu grwt !
Evit digresk pe nullañ an diforc ' hoù etre ar fonemoù hag ar sistem aroueziañ gant al lizherennoù e c ' hoarvez ma tud e karg a ginnig ma vo kemmet darn an lizherenneg , da lavaret eo adkempenn an doare - skrivañ . Divizet e vez etre arbennigourien ar yezh pa ' z eus ur riez evit lakaat an divizoù da vezañ ul lezenn ret evit an deskadurezh hag ar gwask . Evit ur yezh distad evel ar brezhoneg adkempennoù an doare - skrivañ ( hag al lizherenneg asamblez ) a zo bet kinniget ha degemeret gant ar skrivagnerien vrezhonek . Ar c ' hemm brasañ a zo bet hini al lizherenneg kinniget gant Yann - Frañsez ar Gonideg p ' en deus dilezet al lizherenneg gallek a oa hini an Tad Juluan Maner . Dilezet eo bet gantañ al lizherennoù c ha qu evit ober gant k en o flas , da skouer .
Pa houlennen digand Fañch Danno petra zoñje deuz ar yez , daoust hag - eñ n ' ema ket o vond kuit , e responte heb klask digareziou : " ' M - eus ket da zoñjal . Mond a ray kuit … Galleg zo partoud , kaji oblijet . Amañ , en Perroz , e vez eur bern estrañjourien e - pad an hañv : peleh a gaozefent brezoneg ? Tud zo deuet deuz leh all da zevel tier : galleg a zo gante , evel just … Amañ en Perroz , ar galleg zo mestr war ar brezoneg . E leh all , en Lanuon , n ' ouzon ket . " Memez en ti ar re goz , e - leh ma oa , ne veze ket komzet ken a vrezoneg , emezañ , pe nemeur : " ar re goz a oar brezoneg , med ne gaozefont jamez , nemed gand ar re a zo tost deze . Eo , eur ger da farsal eur wech an amzer . " Dija , en amzer ma ree war - dro ar Beilladegou , en kostez Lezardrêv , e oa " kalz bugale na ouient ket brezoneg . Deuet e oa ar mod da gaozeal galleg deze . Ëzetoh e oa deze evid mond d ' ar skol , pez a oa gwir ive … "
Bon , c ' hoant m ' oa kelaouiñ an dud ez eus bet krouet ur forom evit labourat war droidigezh Ubuntu , setu ma fell da lod dont da deurel ur sell ha / pe sikour , digemeret mat e voc ' h war http : / / stationlinux . org / ubuntu - bzh / forom
An Aotrou a lavaras ivez : Simon , Simon , setu , Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c ' hrouer evel ar gwinizh . Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz . Te eta , pa vi distroet , kreñva da vreudeur . Pêr a lavaras dezhañ : Aotrou , me a zo prest da vont ganit , ha d ' ar prizon ha d ' ar marv . Met Jezuz a lavaras dezhañ : Pêr , me en lavar dit , ar c ' hilhog ne gano ket hiziv , na ' z po nac ' het teir gwech d ' anavezout ac ' hanon . Neuze e lavaras dezho : Pa em eus ho kaset hep yalc ' h , hep sac ' h , hag hep botoù , daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc ' h ? Int a respontas : Netra . Met bremañ , emezañ , an hini en deus ur yalc ' h , ra he c ' hemero , hag en hevelep doare an hini en deus ur sac ' h ; hag an hini n ' en deus ket ur c ' hleze , ra werzho e vantell ha preno unan . Rak me a lavar deoc ' h , eo ret c ' hoazh d ' ar pezh a zo skrivet bezañ peurc ' hraet ennon : Lakaet eo bet e renk an dorfedourien .
Gwechall , pal ar familh a oa azasaat ar bugel ouzh ar gevredigezh , a zegasfe an evurusted d ' ar bugel : ret e oa eta pourchas d ' ar bugel , dre ar skol , ar pezh en doa ezhomm evit dont a - benn er vuhez . Hiziv an deiz e kred an dud e rank ar bugel bezañ " mat en e benn " da gentañ evit ober e dreuz er vuhez . Bez e rank bezañ anavezet evel m ' emañ gant ar gevredigezh , mod all ne vo ket evurus , gwasket e vo gant ar gevredigezh . Abalamour da se eo diaes - tre d ' ar gerent a vremañ degemer unan eus reolennoù pennañ ar gevredigezh : an dibersoneladur , rak ar gevredigezh ne c ' hell ket ober diforc ' hioù etre an dud . Ar bugel a rank gouzañv ar fed - se , en em ober ouzh ar gevredigezh , ha n ' eo ket ar c ' hontrol , ha n ' eo ket derc ' hel da grediñ e rank " pep tra treiñ en - dro dezhañ " . Aze emaomp gant keal " ar Bugel - Roue " , anavezet mat . En abeg da se ez eus tennderioù etre ar gerent hag ar gevredigezh , e par ar skol , da skouer p ' en em lakaont bewech diouzh tu o bugel ha pa anzavont nebeutoc ' h - nebeutañ aotrouniezh ar skolaer pe ar c ' helenner war o bugel . E gwirionez , ne c ' hell ket ar gevredigezh anavezout ar bugel evel hiniden dibar . Anavezout a ra o ingalded , ingalded o gwirioù evel tud , met ne c ' hell ket anavezout esparded pep hini anezho . An anaoudadur - se , dleet da bep den , gant reizh abeg , a veze graet gwechall er relijion gristen gant Doue , a anavez pep hini evel e vugel , e vugel dezhañ , n ' eus hini all ebet heñvel outañ . Hiziv an deiz , ez eus ur mank aze , hag ar mank - se a rank bezañ kompezet gant an tiegezh a vremañ : karg ar gerent a zo hiviziken lakaat ar bugel da vezañ en e vleud , emren , anavezout e zibarded . Pep tra a rank bezañ graet evit ma vefe emren ar bugel . A - hend - all ne vo ket evurus . Abalamour da se hon eus anavezet , abaoe 40 vloaz , kalz a daolioù - arnod war dachenn ar " sevel - bugale " , kontrol an eil ouzh ar re all : etre ar re a warezo o bugel diouzh ar gevredigezh na anavez ket dibarded o bugel ( Gwarezouriezh ) hag ar re a chomo hep difenn netra ouzh o bugale da chom hep moustrañ warno ( " Difennet eo difenn " ) .
An tad a vo a - enep ar mab hag ar mab a - enep an tad , ar vamm a - enep ar verc ' h hag ar verc ' h a - enep ar vamm , ar vamm - gaer a - enep ar verc ' h - kaer hag ar verc ' h - kaer a - enep ar vamm - gaer . Lavarout a reas c ' hoazh d ' ar bobl : Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh tu ar c ' huzh - heol , e lavarit raktal : Dont a raio glav , hag e teu . Ha pa c ' hwezh avel ar c ' hreisteiz , e lavarit : Tomm e vo , hag e teu da vezañ tomm . Pilpouzed ! Anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar , penaos eta n ' anavezit ket an amzer - mañ ? Ha penaos n ' anavezit ket ac ' hanoc ' h hoc ' h - unan ar pezh a zo reizh ? Pa ' z ez gant da enebour dirak ar gouarner , evezhi en hent da ziskargañ digantañ , gant aon na lakafe ac ' hanout dirak ar barner , hag ar barner da ' z lakaat etre daouarn ar serjant , hag ar serjant da ' z lakaat er prizon . Me a lavar penaos ne zeui ket kuit ac ' hane , ken na ' z po paeet an diwezhañ gwenneg .
Ar fazioù a deu alies diwar daou rumm na vezont ket kavet e galleg , an hollder hag ar strollder , mes ivez diwar implijoù disheñvel a vez graet deus al liester ha deus an unander en div yezh :
Ul lodenn deus pezh c ' hoari Gwilhom Kergourlez , gant un Dahut dirollet , ur beleg skuizh , ur foll fur , ha tudennoù iskis - tre . . .
En em astenn a ra war un 230 000 km ² bennak , da lavaret eo tost d ' un drederenn eus gorread Turkia . Ur 17 proviñs bennak eus Turkia zo e Kurdistan Turkia , met diaes eo lavaret petra eo bevenn ar rannvro er c ' hornôg . N ' eus unander ebet gant ar rannvro - se war dachenn ar velestradurezh hag enebet eo stad Turkia ouzh implij ar ger Kurdistan evit envel anezhi .
Ur strollegezh tiriadel nes eo Kuzul - departamant Penn - ar - Bed , gant - se e rank kinnig ur servij publik kengret ha padus da holl dud Penn - ar - Bed , forzh pegen kozh pe yaouank e vefent . Kengred ha kenemprañ sokial , terkañ an tiriad , treuzdougen ha fiñvusted , endro , skolajoù ha yaouankizoù , armerzh ha diorren etrebroadel , sevenadur ha glad , sport … Sed aze ar c ' hefridioù a vez kaset da benn bemdez gant ar C ' huzul - departamant , abalamour da seveniñ ar pezh emañ tud Penn - ar - Bed o c ' houlenn hag o c ' hortoz . A - fet treuzdougen ez eo Kuzul - departamant Penn - ar - Bed unan eus ar re gentañ e Frañs o deus diazezet ar priz unan , ar servijoù kenweturañ … Pa vezer a - stroll ez eer pelloc ' h
Ur marevezh kemmoù eo bet en anaoudegezh dre vras , er skiant hag en arzoù , dre ma veze skignet an anaoud nevez e - touez an dud uhel ha desket evel biskoazh a - raok . Gwriziennet eo er skridoù kozh avat , diazezet eo war studi ar skrivagnerien glasel , latin ha gresian , diorroadur an deskadurezh , ha dizoloadur ar pellwelad en arz .
Pennlec ' h ar broviñs a oa e Mogontiacum , zo deuet da vezañ Mainz , en Alamagn .
La Rioja zo un anv spagnolek , e Spagn hag en Arc ' hantina ,
Sikkim ( सिक्किम e nepaleg ) zo ur stad vihan eus Unaniezh India , er menezioù Himalaya . En - dro da Sikkim emañ Nepal er c ' hornôg , Tibet en hanternoz ha Bhoutan er gevred . Er c ' hreisteiz da Sikkim emañ stad Kornôg Bengal ( India ) .
Ur wech diverket ur pennad ganit eo ret renkañ anezhañ er rumm Goulennoù respontet dezho evit ma vo sklaer d ' an dud . Digor ar rann , gra eilañ , enroll , ha peg an traoù er rann Goulennoù bet respontet dezho . Trugarez - - Fulup 10 C ' hwe 2006 da 10 : 43 ( UTC )
Tolkien a za d ' ar brezel gant arme bro Saoz , ha dont a ra da vezañ is - letanant e touez fuzuilhourien Lancashire . Goude bezañ gourdonet e - pad 11 miz er Staffordshire , kaset eo da vro C ' hall e miz Even 1916 . E - pad emgann ar Somme , Tolkien a zo ofiser an treuzkas . Klañv eo gant Terzhienn an trancheoù , dre - se eo adkaset da vro Saoz d ' an 8 a viz Du 1916 .
Cofnodion cyfarfod Is - Bwyllgor y Cabinet ar Blant a Phobl Ifanc , a gynhaliwyd ar 6 Tachwedd 2006 .
Dont a reas ivez etrezek egile , hag e lavaras dezhañ ar memes tra . Hag hemañ a respontas : Mont a ran , aotrou ; met ne deas ket . Pehini anezho o - daou en deus graet bolontez e dad ? Int a lavaras dezhañ : An hini kentañ . Jezuz a lavaras dezho : Me a lavar deoc ' h e gwirionez , penaos ar bublikaned hag ar merc ' hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue . Rak Yann a zo deuet d ' ho kavout dre hent ar reizhder , ha n ' hoc ' h eus ket kredet ennañ . Met ar bublikaned hag ar merc ' hed a vuhez fall o deus kredet ennañ . Ha c ' hwi , goude bezañ gwelet kement - se , n ' hoc ' h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ . Selaouit ur barabolenn all . Bez ' e oa un den penn - tiegezh hag a blantas ur winieg , a reas ur c ' harzh en - dro dezhi , a gleuzias enni ur wask , hag a savas enni un tour ; neuze e feurmas anezhi da winierien , hag ez eas en ur vro all . Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien , evit resev frouezh e winieg . Met ar winierien , o vezañ kroget er servijerien , a gannas unan , a lazhas egile , hag a veinatas an trede . Kas a reas adarre servijerien all , kalz muioc ' h eget ar re gentañ , hag e rejont dezho ar memes tra .
O c ' hedal e vignon Gwenole emañ Kaourintin , pennitiour , ' vit ur piknik daou - ha - daou : keloù mat - hardî ' n deus da embann . Met erruet zo unan n ' eo ket bet pedet da zont , ha dipitet - bras Kaourintin …
Un nevezinti a oa er gazetenn : un den o pourmen gant e gi en devoa gwelet ur marc ' h - houarn harp ouzh ur wezenn , pelloc ' hik er straed , un tamm a - raok ar muntr . Netra iskis betek - hen , hogen ne oa ket bet adkavet an ardivink er c ' harter , ha ne ouied ket da biv e oa . O klask edo atav bagad ar muntroù .
Ya , ya , dale a zo ganin , met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont . Ar vakañsoù , sur a - walc ' h , hag an distro a C ' halway ( a zo bet folklo un tammig , memestra , daoust ma ' z on erruet e koulz ha pep - tra ^ ^ ) . Hiraezh , emichañs . Pe re a draoù da ober ! Un dibenn - sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred , ha me e Karaez buan - ha - buan da sadorn ( siwazh , n ' on ket chomet gwall bell ha n ' em eus gwelet hini ebet ac ' hanoc ' h ! ) Tud a oa , memestra , levrioù dedennus … Nebeutoc ' h . Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P . , da c ' hoazhin un tammig ( pe leñvañ , marteze ) , met boñ , reiñ arc ' hant da EB a zo ur ranngalon , neuze n ' am eus ket ^ ^ Ma c ' hell hini pe hini e brestiñ din … Hehehe ^ ^
. . . , e vamm a oa o terc ' hel ispisiri ha tavarn er vourc ' h . Bevet en deus e vugaleaj , betek an a 13 vloaz , en un endro brezhoneger penn - da - benn , pa oa c ' hoazh ar Brezhoneg yezh an eske . . .
Bro Malia ' zo ur vro paour . Ar sec ' hder ' n eus tizhet bro Malia e - pad an 30 vloavezh tremenet . Ar sec ' hder a zegas an naonegezh hag ar gwalvagadur .
Deiziataer an eskopti a zigor al levr - mañ en ur ouzhpennañ d ' an deiziataer roman lidoù hon eskopti .
Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded ; n ' on ket deuet evit diskar , met evit peurober . Rak , me a lavar deoc ' h e gwirionez , betek ma tremeno an neñv hag an douar , ne dremeno ket eus al lezenn , nag un iota , nag ur poentig a lizherenn , ken na vo peurc ' hraet holl . Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc ' hemennoù - mañ , hag a zesko evel - se d ' an dud , a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù ; met piv bennak o miro hag o desko d ' ar re all , hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù . Rak , me a lavar deoc ' h , ma ne da ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed , n ' antreot ket e rouantelezh an neñvoù . Klevet hoc ' h eus penaos eo bet lavaret d ' ar re gozh : Ne lazhi ket ; rak piv bennak a lazho , a vo dleet dezhañ ar varnedigezh . Met me a lavar deoc ' h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur [ hep abeg ] , a vo dleet dezhañ ar varnedigezh ; an hini a lavaro d ' e vreur : Raka ! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant ar sanedrin ; hag an hini a lavaro d ' e vreur : Diskiant ! a zo dleet dezhañ bezañ kastizet gant tan ar gehenn . Mar degasez eta da brof d ' an aoter , hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep ,
Download XML • Download text