Dependency Tree

Universal Dependencies - Breton - KEB

LanguageBreton
ProjectKEB
Corpus Parttest
AnnotationTyers, Francis

Select a sentence

Showing 801 - 900 of 884 • previous

s-801 Kenderc’hel a reer da zivizout er mare-mañ evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Rannvro Breizh.
s-802 Tu a vefe neuze da unaniñ ar vro bremañ.
s-803 Prezidanted an daou guzul-rannvro ha prezidant kuzul-departamant al Liger-Atlantel hepken a c’hall divizout reiñ lañs da adaozañ ar rannvro.
s-804 Doare-skrivañ pennañ ar brezhoneg eo hiziv.
s-805 Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet.
s-806 Reolennoù doare-skrivañ ar peurunvan a vo kavet er pennad doareoù-skrivañ e brezhoneg.
s-807 Koulskoude ez eus bet tabut e-pad pell e Breizh diwar-benn an doare-skrivañ ha dreist-holl enebiezh ouzh ar peurunvan.
s-808 Kevreet eo ar spas gant an arzoù plastik, hag an amzer gant ar muzik hag al lennegezh.
s-809 Gant an teatr hag an dañs e teu an nen da vezañ danvez e arz.
s-810 istor
s-811 Ar ouenn goshañ anezhe a zo bet kavet en Afrika.
s-812 Ur sindikad zo kevredigezh ur c’houch tud ha prevez, dizalc’h e-keñver ar Stad met anavezet ganti , ha renet gant un teskad lezennoù.
s-813 Gant al lodenn all ez eus kaoz eus gouzout tout a-fet Mab-Den, anvet douaroniezh denel.
s-814 Abaoe an Dispac'h gall ez eo deuet war-wel ur sell nevez evit renkañ ar strolladoù politikel hag an dud hervez al liv politikel warno .
s-815 emdroadur ar yezh
s-816 Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet edan levezon ar galleg e meur a goulz.
s-817 Hañval-bras ouzh hini ar brezhoneg eo ereadurezh ar c'herneveureg.
s-818 Komzet e vez kembraeg e Kembre, gant war-dro 611 000 den (da lavaret eo tremen 22% eus tud ar vro).
s-819 Komzet e vez kembraeg e Bro-Saoz gant tost da 150 000 a dud.
s-820 Stummoù kozh ar c'hembraeg zo anavezet mat.
s-821 Komzet e vez bemdez gant miliadoù ha miliadoù a dud ha gwelet e vez e pep lec’h e Kembre.
s-822 Rankout a ra an aozadurioù foran prientiñ ha kas da benn ur steuñv yezh.
s-823 Gant strollegezhioù lec’hel ha gant Bodadenn Kembre e vez implijet ar c’hembraeg evel ur yezh ofisiel, oc’h embann skridoù er yezh-se ha dleout a rafe an holl banelloù hent e Kembre bezañ e kembraeg hag e saozneg.
s-824 Kavout a reer kembraeg war ar Genrouedad ivez.
s-825 Gwechall e oa kembraegerien unyezhek eus an holl Gembreiz, koulz lavaret.
s-826 E deroù an naontekvet kantved e oa, d’an nebeutañ, 80% eus an dud o komz kembraeg.
s-827 Met gant an dispac’h greantel e voe desachet ur bern tud eus an diavaez da Su Kembre.
s-828 Kement-se a zegasas un diskar en dregantad a gembraegerien er rannvroioù-se, dre ma oa kresket ar boblañs eno en un taol.
s-829 E niveradeg 1911 e voe embannet sifroù resis da live ar parrezioù.
s-830 Da gentañ e ranker menegiñ levezon al lezennoù evit unvaniñ Kembre ha Bro-Saoz e 1536 ha 1542.
s-831 Ar saozneg e oa ar yezh ofisiel nemeti e Kembre.
s-832 Ha bremañ e ra Jañ-Mari war-dro an deñved eno.
s-833 E miz Gouhere 2013 e vo o kanañ en Erer Kozh, e Karaez.
s-834 E gwirionez e vez implijet ar skeul-se gant ur bern muzikoù er bed.
s-835 Implijet eo ar japaneg gant 130 milion a dud, tout ar re zo bar vro.
s-836 Ar voudaegezh a vez kemeret a-wechoù evel prederouriezh pe evel ur relijion.
s-837 Kontet e vez 6 milion a Dibetaned ha 7,5 milion a Sinaiz ouzhpenn, deuet nevez 'zo.
s-838 Kelenn a reas dezhañ un anaoudegezh vat eus sevenadur broioù ar c'hornôg hag eus ar gevredigezh vodern, a-raok bezañ rediet da vont kuit e 1959.
s-839 Pemp devezh diwezhatoc'h e varvas diwar ul lamm-kalon d'an oad a 50 vloaz.
s-840 Krouet eo bet holl an deskadurezh laik e Rannvro emren Tibet goude an dispac'h.
s-841 Bout a ra 25 skol-uhel imbourc'h pa ne oa hini e 1950.
s-842 Diskennet eo feur mervel ar vugale eus 43% e 1950 da 0,661% e 2000.
s-843 Savet eo ar spi da vevañ eus 35,5 bloaz e 1950 da 67 e 2000.
s-844 Lazhet e oa tud ha serret e oa Tibet d'an estrañjourien.
s-845 Teir relijion a gaver e Tibet : ar voudaegezh, ar bon hag an islam.
s-846 N'eo ket diorroet brav an armerzh.
s-847 An urzhiataerezh pe ar 'c'hompoderezh' eo ar skiant hag ar pleustr a denn d'an urzhiataerioù.
s-848 N'ouzer ket mat eus pelec'h e teue Nevenoe.
s-849 Feal e chomas Nevenoe da Loeiz betek marv an impalaer e 840, met ne oa ket evit anavezout beli e vab pa n'en doa ket touet chom feal dezhañ .
s-850 Trec'h e voe Nevenoe war Karl Voal, mab da Loeiz an Deol, en Emgann Ballon e-kichen Baen-Ballon e 845.
s-851 Ur werz (liester: 'gwerzioù') a zo ur ganaouenn e brezhoneg hag a gont un istor.
s-852 Yann-Fañch Kemener zo unan eus gwellañ kanerien hengounel a Vreizh.
s-853 En em gavout a ra eno gant e gamaladed skol met ivez gant izili eus e familh, deuet eus pell.
s-854 Hemañ a roas ar c'hentelioù kentañ hag a zeskas dezhe kanaouennoù ha tonioù.
s-855 D'ar 26 a viz Gwengolo 2009 en deus resevet Yann-Fañch Kemener Urzh an Erminig.
s-856 Ar c'heginañ eo an doare da aozañ boued evit magañ an dud.
s-857 Meur a bred a ra an den bemdez.
s-858 Aozet e vez ar predoù-se gant ur c'heginer.
s-859 Kriz e chomo ar boued na vo ket poazhet.
s-860 Hervez ar vonreizh eo lakaet da vezañ 'Prezidant peurbadel' ar vro, goude e varv zoken.
s-861 Un deiz ha tregont zo ennañ , unan eus ar mizioù hirañ eo eta.
s-862 an anv
s-863 Un anv-tiegezh eo Genver ivez.
s-864 E gresianeg a-vremañ e vez skrivet μπ evit ober diouzh ar son [b].
s-865 Ar Gurded o doa ivez da zilenn ar 111 kannad eus ar vodadenn emren.
s-866 Bras eo bet e levezon war an emsav sevenadurel.
s-867 War-dro 300.000 annezad zo enni .
s-868 E vamm-gozh a oa keginerez.
s-869 Met skrivañ eo e oberiantiz pennañ.
s-870 Skrivet en deus un tregont bennak a levrioù, war ar c’heginañ pe al liorzhañ.
s-871 gwelet ivez
s-872 E dad, Olier Iañ Klison, a reas brezel da Yann Iañ, dug Breizh.
s-873 Un den a-bouez eo bet en istor ha sevenadur portugalek.
s-874 Sebastian zo un anv-badez brezhonek a orin gresianek.
s-875 Sébastien zo un anv-badez gallek.
s-876 Er bloavezh 2001 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 110.
s-877 Honnezh he devoa barradoù follentez ha mervel a reas e 1615.
s-878 Bez' e oa 180 719 a annezidi e 2010.
s-879 Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur.
s-880 Er bloavezh 2003 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 111.
s-881 liamm diavaez
s-882 Brudet eo bet ar ganaouenn gant ur film bruderezh evit Citroën.
s-883 Bras e voe e levezon war al lennegezh italianek er XVIIvet kantved.
s-884 Tri bugel a zeuas d'ar priedoù.

Text viewDownload CoNNL-U